Suhrkamp Verlag a zo un ti-embann alaman bet krouet e 1950 ha gwelet evel unan eus re bouezusañ en Europa a-fet lenngezezh uhel. E miz Genver 2010 e voe dilojet sez Suhrkamp eus Frankfurt da Verlin. 140 implijiad a zo, hag ur c'hengreadur war-dro 40 milion a .

Penn-kentañ

kemmañ

Krouet e voe Suhrkamp gant Peter Suhrkamp, hag a oa e penn S. Fischer Verlag abaoe 1936. E 1944 e voe harzet Suhrkamp gant ar Gestapo ha kaset d'ur c'hamp diouennañ met dont a reas a-benn da dreuzvevañ. Da-heul ur c'hinnig graet dezhañ gant Hermann Hesse e kuitaas Fischer hag e krouas e di-embann e 1950. Kalz skrivagnerien o oberennoù embannet gant Fischer a heulias anezhañ. E-touez ar skrivagnerien gentañ o oberennoù embannet gant Suhrkamp e voe Hesse, Rudolf Alexander Schröder, Hermann Kasack, T. S. Eliot, George Bernard Shaw ha Bertolt Brecht.

Mare Unseld

kemmañ

E 1952 e voe degemeret Siegfried Unseld en embregerezh. E 1957 e teuas da vezañ kenlodenner, hag embanner e 1959 goude marv Peter Suhrkamp. E penn Suhrkamp Verlag e chomas betek e varv e 2002.

Da vare Unseld e voe diazezet brud Suhrkamp war teir zachenn : lennegezh alamanek an 20vet kantved, lennegezh eus broioù all ha skiantoù mab-den. Brudet e voe ivez an doare modern ma veze kinniget al levrioù hag al albour war ar fontoù, kaset dreist-holl gant Willy Fleckhaus.

Goude Unseld

kemmañ

Goude marv Unseld e savas diaesterioù e diabarzh an ti-embann. Hiziv an deiz ez eo e intañvez, Ulla Berkéwicz hec'h anv, a ra war-dro an ti-embann. Skrivagnerien vrudet embannet o oebrennoù gant Suhrkamp, evel Martin Walser da skouer, a zo aet kuit memestra.

Skrivagnerien alamanek embannet o oberennoù gant Suhrkamp

kemmañ

Jurek Becker, Jürgen Becker, Thomas Bernhard, Peter Bichsel, Volker Braun, Paul Celan, Tankred Dorst, Günter Eich, Hans Magnus Enzensberger, Max Frisch, Durs Grünbein, Norbert Gstrein, Hans Ulrich Gumbrecht, Peter Handke, Wolfgang Hildesheimer, Uwe Johnson, Thomas Kling, Wolfgang Koeppen, Karl Krolow, Andreas Maier, Friederike Mayröcker, Robert Menasse, Adolf Muschg, Paul Nizon, Hans Erich Nossack, Ernst Penzoldt, Doron Rabinovici, Nelly Sachs, Arno Schmidt, Ernst Weiß ha Peter Weiss.

Skrivagnerien eus broioù all

kemmañ

Samuel Beckett, Octavio Paz, James Joyce Marcel Proust, José Maria de Eça de Queiroz, Clarín, Mercè Rodoreda, Jorge Semprún, Lídia Jorge, Agustina Bessa-Luís, Juan Ramón Jiménez, Eduardo Mendoza ha Clarice Lispector.

Unan eus tachennoù Suhrkamp eo lennegezh Suamerika, hag oberennoù Pablo Neruda, Isabel Allende, Mario Vargas Llosa, Manuel Puig, João Ubaldo Ribeiro, Adolfo Bioy Casares, Guillermo Cabrera Infante, Alejo Carpentier, Julio Cortázar, Osman Lins, José Lezama Lima, Juan Carlos Onetti hag Octavio Paz a vez embannet gantañ.

Bibliothek Suhrkamp

kemmañ

Er rummad Bibliothek Suhrkamp e kaver oberennoù skrivagnerien vodern evel Ingeborg Bachmann, T. S. Eliot, Carlo Emilio Gadda, Federico García Lorca, André Gide, Ernest Hemingway, Yasushi Inoue, James Joyce, Franz Kafka, Vladimir Mayakovsky, Thomas Mann, Yukio Mishima, Cesare Pavese, Ezra Pound, Marcel Proust, Rainer Maria Rilke, Jean-Paul Sartre, Georg Trakl, Giuseppe Ungaretti, Paul Valéry ha Marina Tsvetaeva.

Skiantoù mab-den

kemmañ

War dachenn skiantoù mab-den ec'h embann Suhrkamp Verlag oberennoù Theodor W. Adorno, Walter Benjamin, Ernst Bloch, Hans Blumenberg, Norbert Elias, Paul Feyerabend, Jürgen Habermas, Hans Jonas, Niklas Luhmann, Tilmann Moser ha Gershom Scholem, Siegfried Kracauer, Helmuth Plessner, Georg Simmel, Victor von Weizsäcker ha Ludwig Wittgenstein.

Liamm diavaez

kemmañ
  Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.