Takad Etrebroadel Tanger
Takad Etrebroadel Tanja (arabeg منطقة طنجة الدولية Minṭaqat Ṭanja ad-Dawliyya, galleg Zone Internationale de Tanger, spagnoleg Zona Internacional de Tánger) a oa un tiriad emren e hanternoz Maroko, etre 1923 ha 1956, en-dro da gêr Tanger. Meret e oa gant Bro-C'hall, Spagn ha meur a vro europat.
Takad Etrebroadel Tanja 1924 — 1956 | |
---|---|
Tanja hag an takad etrebroadel | |
Douaroniezh | |
Kêr-benn | Tanja |
Gorread | 373 km² |
Poblañs (brasjedadenn) |
* 1939 : 60 000 * 1950 : 150 000 |
Yezhoù | Arabeg Maroko Yezhoù berberek Arabeg yuzev-marokek Haketia Spagnoleg Galleg Saozneg |
Relijionoù | Islam Kristeniezh Yuzevegezh |
Moneiz | £ Lur sterling |
Istor | |
Diazezadur | 1924 |
Gouzalc'herezh | Spagn 1940-1945 |
Torridigezh | 1956 |
En e raok Maroko |
War e lerc'h Maroko |
Hiziv | Maroko |
Daoust ma chome dindan beli sultan Maroko e oa kenveret gant Bro-C'hall ha Spagn, hogen ivez gant ar Rouantelezh-Unanet, Portugal, Italia, Belgia, an Izelvroioù, Sveden hag ivez SUA. Ur Mendoub a veze eno evel pacha, dileuriad ar sultan ha kadoriad ar Vodadenn Etrebroadel.
E 1940 e voe aloubet Tanja gant Spagn, hag a oa dindan ren Francisco Franco, hag unanet gant an douaroù dindan Spagn (ar Rif). Madrid a dennas he soudarded e miz Mae 1944. Emren e chomas kêr ken na voe staget ouzh Maroko e 1956.
Istor
kemmañ- 1661 : Catarina Bragança, infantez portugalez, a zimezas da Charlez II, roue Bro-Saoz, hag en hec'h argouroù kêr Danja, a zuas da vezañ saoz.
- 1830 : Spagn, Portugal, Bro-C'hall, Breizh-Veur, Danmark, Sveden, Toskana, Rouantelezh Sardigna, SUA, a stalias koñsuled e Tanja.
- 1844 : 6 a viz Eost : Bombezadeg Tanja gant ar morlu gall ; 10 a viz Gwengolo : feur-emglev Tanja, etre Bro-C'hall ha Maroko, ar gouarnour Bu Selham ben Ali Astot al-Rifí e voe dileuriad ar sultan.
- 1860 : divizoù etre Spagn ha Maroko ; Muhammad al-Khatib Al-Tetuaní e oa dileuriad ar sultan, Al-Hadj Muhammad ben al-Hadj Tahey al-Zebdi al-Rabatí a voe anvet war e lerc'h.
- 1914 : derou ar Brezel-bed kentañ ; rediet e voe ar sultan, gant Bro-C'hall, da skarzhañ kannaded Alamagn hag Aostria — gant Bro-C'hall, de facto, e voe meret an Takad a-hed ar brezel.
Merourien Takad Etrebroadel Tanja
kemmañTud | Bro | Adal | Betek |
---|---|---|---|
Paul Alberge | Bro-C'hall | 24 Eost 1926 | 19 Eost1929 |
Joseph Le Fur | Bro-C'hall | 19 Eost 1929 | 1 Eost 1940 |
Manuel Amieva Escandón | Spagn | 1 Eost 1940 | 4 Du 1940 |
Gouzalc'het gant Spagn | 4 Du 1940 | 11 Here 1945 | |
Luís António de Magalhães Correia | Portugal | 11 Here 1945 | 18 Even 1948 |
Jonkheer van Vredenburch | Izelvroioù | 15 Eost 1948 | 9 Ebrel 1951 |
José Luís Archer | Portugal | 9 Ebrel 1951 | 21 Even 1954 |
Étienne de Croÿ | Belgia | 21 Even 1954 | 31 Kerzu 1954 |
Robert van de Kerckhove d'Hallebast | Belgia | 4 Even 1955 | 9 Gouere 1956 |
Trevadennoù spagnol e Maroko e 1912 | Timbr-post saoznek e 1927 |