Walton zo ur gêriadenn eus Kembre, e reter Powys. E kumuniezh Pencraig emañ.

N'eus stumm kembraek ebet da anv ar gêriadenn hag a zeu eus an hensaozneg : Wealas-tun, da lavaret eo "kêr ar Vrezhoned" pe "kêr ar Gembreiz" eo stumm koshañ an anv. Emañ Walton etre Maesyfed ha Llanandras, un tammig er c'hornôg da harzoù Bro-Saoz.