1976 e Breizh
darvoudoù bloavezh 1976 e Breizh
Bloavezhioù | |
---|---|
../.. 1970 1971 1972 1973 1974 1975 - 1976 - 1977 1978 1979 1980 19801 1982 ../.. | |
Degadoù | |
1950 1960 - Bloavezhioù 1970 - 1980 | 1990
| |
Kantvedoù | |
XIXvet kantved - XXvet kantved - XXIvet kantved
| |
Kronologiezh dre gevandirioù | |
Afrika - Amerika - Azia - Europa - Okeania
| |
Kronologiezh dre demoù | |
Aernijerezh - Savouriezh - Kirri - BT Hentoù-houarn - Sinema - Mell-droad - Lennegezh Sonerezh - Yec'hed ha mezegiezh - Skiantoù - Sport | |
Kronologiezh vloaziek evit Breizh | |
1975 e Breizh - 1976 e Breizh - 1977 e Breizh |
Darvoudoù
kemmañ- 24 Genver : peñse an eoullestr Olympic Bravery dirak Eusa.
- 13 C'hwevrer : dieubet eo Yann Fouere met pemp den all a chom en toull-bac'h diwar ar re a oa bet harzet en diskar-amzer 1975 hag a dameller dezho bezañ en FLB.
- 14 C'hwevrer : miliadoù a dud o vanifestiñ e Brest a-enep ar greizenn nukleel a zo anv da sevel e Plonger.
- 13 Meurzh : da-heul ur barr-tourmant eo torret al lestr dre an hanter : lanv du an Olympic Bravery war aodoù Eusa ha Goueled Leon.
- miz Meurzh : prosez 7 den a damaller dezho bezañ en FLB, e Pariz.
- 6 Gouere : skrapet ez eus arrebeuri e ti Youenn Gwernig, gant un urcher, abalamour ma nac'h paeañ an taos-skinwel en abeg d'ar plas dister roet d'ar brezhoneg er skinwel.
- 29 Gwengolo : marv Yann-Kel Kernalegenn, lazhet gant e vombezenn e Ti Voujered, e Dineol.
- 15 Here : lanv du ar Böhlen, da-heul peñse un eoullestr eus Alamagn ar Reter dirak enez Sun, gant 9 500 tonennad tireoul en e vourzh.
Sevenadur
kemmañ- 5, 6, 7 a viz Mezheven : Gouel ar Brezhoneg e Pont-'n-Abad.
- Adembannet eo Yezhadur Bras ar Brezhoneg Frañsez Kervella gant Al Liamm.
- Ti Vatriona, troidigezh vrezhonek un danevell gant Aleksandr Soljenitsyn, embannet gant Al Liamm.
- Serret eo kreizenn sevenadurel Menez Kamm, e Speied, dre ziouer a arc'hant.
- Embannet ez eus un doare saoznek eus al levr Brezhoneg Buan hag Aes, troet gant Remont Delaporte.
Endro
kemmañ- Krouet eo mirva natur ar Jentilez e Bro-Dreger.
- Manifestadegoù kentañ e Plougoñ a-enep ar c'hoant a zo gant EDF da sevel ur greizenn nukleel eno.
- Jérémie Beyou, bageer-dre-lien.
- Erwan Bouroullec, dizainer.
- Mickaël Buzaré, melldroader.
- Laurent Hervé, melldroader.
- Tristan Le Govic, telennour ha kaner.
- Stéphane Le Diraison, bageer-dre-lien.
- Yoann Poulard, melldroader.
- Yann-Kel Kernalegenn, emsaver.
- Ferdinand Le Drogo, marc'hhouarner.
- Evnig Penn-ar-C'hoad, skrivagner ha kaner.
- Yann Poupinot, stourmer breizhat.