Strossburi
Straßburg | |||
---|---|---|---|
Ribl an Ill hag iliz-veur Itron-Varia. | |||
| |||
Anv elzasek | Strossburi | ||
Anv alamanek | Straßburg | ||
Anv gallek (ofisiel) | Strasbourg | ||
Bro | Elzas | ||
Melestradurezh | |||
Stad | ![]() | ||
Rannvro | Grand Est (prefeti) | ||
Departamant | Roen-Izel (prefeti) | ||
Arondisamant | Straßburg (pennlec'h) | ||
Kanton | Pennlec'h dek kanton : 1, 2, 3, 4, 5, 6 |
||
Kod kumun | 67482 | ||
Kod post | 67000, 67100, 67200 | ||
Maer Amzer gefridi | Jeanne Barseghian 2020-2026 | ||
Etrekumuniezh | Strasbourg Eurométropole | ||
Lec'hienn web | https://www.strasbourg.eu | ||
Poblañsouriezh | |||
Poblañs | 290 576 ann. (2020)[1] | ||
Stankter | 3 713 ann./km² | ||
Douaroniezh | |||
Daveennoù lec'hiañ | |||
Uhelderioù | bihanañ 132 m — brasañ 151 m | ||
Gorread | 78,26 km² | ||
Lec'hiadur | |||
|
|||
kemmañ ![]() |
Kêr-benn Elzas eo Strossburi (alemaneg, distaget [ˈʃd̥rɔːsb̥uri]), Straßburg en alamaneg, distaget [ˈʃtʁaːsbʊʁk]) pe Strasbourg e galleg hag ent-ofisiel (distaget: [stʁazbuʁ], [stʁasbuʁ]). War c'hlann gleiz ar stêr Roen emañ, e-tal ar gêr alaman Kehl e Baden-Württemberg. Pennlec'h departamant ar Roen-Izel eo ivez, ha sez meur a ensavadur etrebroadel evel Parlamant Europa ha Kuzul Europa.
An anvAozañ
Argentoratum e oa an anv keltiek a-raok donedigezh ar Romaned. Meneget e voe an anv er bloaz 12 kent JK, pa voe savet ur c'hamp roman gant Nero Claudius Drusus.
IstorAozañ
Adal ar bloaz 90 e voe kamp diazez al Lejion VIII Augusta .
E 842 e voe touet Leoù Straßburg etre Karl Voal, roue Frankia ar C'hornôg ha Loeiz Germania, roue Frankia ar Reter, a-enep o breur Lotar Iañ.
Ur perzh a-bouez a gemeras Strossburi en Disivoud protestant en XVIvet kantved.
Staget e voe ouzh Bro-C'hall e 1681, 1918 hag abaoe 1945 hervez ar brezelioù a oa etre Bro-C'hall ha Prusia pe Alamagn.
DouaroniezhAozañ
Treuzet eo Strossburi gant ar stêr Ill. E traoñienn ar Roen emañ, war ribl kleiz ar Roen, etre menezioù ar Vojoù un 20 km bennak d'ar c'hornôg hag ar C'hoad Du 25 km d'ar reter en tu all d'ar stêr bras, a-dal da kêr gKehl, e Baden-Württemberg. E kreiz ur c'hroashent bras europat emañ, e-lec'h eo fetis ar treizhid dre hent, dre hent-houarn ha dre stêr etre ar Su hag an Norzh.
Savadurioù ha gladAozañ
Brudet eo an iliz-veur gotek savet e krag hag he horolaj steredoniel, ha tiez o bannoù koad ar straedoù grennamzerel. Kalz savadurioù eus mareoù all a gaver avat : ilizoù e-leizh, savadurioù eus an Azginivelezh alaman (ar gambr kenwerzh ha greanterezh), palezioù eus ar barok gall (ar palez Roc'han), tiez an Arz Nevez (Palais des Fêtes), ha mell ensavadurioù evel ti Lez europat gwirioù mab-den.
Pontoù eus ar Grennamzer betek ar mare a-vremañ, parkoù liesseurt ha mirdioù zo ivez, evel Mirdi an arzoù-kaer, Mirdi an arzoù-kinklañ, Mirdi Tomi Ungerer, ar Mirdi elzasat, Mirdi an arkeologiezh, etc.
SportoùAozañ
Ar Racing Club de Strasbourg zo e-touez ar c'hluboù sport a-vicher brudetañ ar gêr, ur c'hlub mell-droad eo. Kluboù basket-ball ha hoke-war-skorn zo ivez.
Tud brudetAozañ
Tud ganet e StroosburiAozañ
- Ludwig Iañ (1786-1868), roue Bavaria
- Tomi Ungerer (1939-2019), treser ha skrivagner
- M. Pokora (g. e 1985), kaner
Annezidi brudetAozañ
- Johannes Gutenberg (wd 1400 - 1468), ijiner ar moullañ
- Jean Calvin (1509-1564), doueoniour gall
- Johann Wolfgang von Goethe (1749-1832), skrivagner
- Louis Pasteur (1822-1895), kimiour ha fizikour gall, bet kelenner e Skol-Veur Strossburi
- Ferdinand Braun (1850-1918), fizikour hag ijinour
Kêrioù gevelletAozañ
- Boston (SUA) abaoe 1960[2]
- Leicester (Bro-Saoz) abaoe 1960[3]
- Stuttgart (Alamagn) abaoe 1962[4]
- Dresden (Alamagn) abaoe 1990[5]
- Ramat Gan (Israel) abaoe 1991[6]
Emglevioù kenlabour he deus Strossburi gant :
Liammoù diavaezAozañ
- (fr) (de) (en) lec'hienn ofisiel ar gêr
- (fr) (de) (en) (es) (it) lec'hienn ofis an douristed
Daveoù ha notennoùAozañ
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Boston Sister Cities. The City of Boston.
- ↑ British towns twinned with French towns. Archant Community Media Ltd.
- ↑ Stuttgart Städtepartnerschaften (de). Landeshauptstadt Stuttgart, Abteilung Außenbeziehungen.
- ↑ Dresden – Partner Cities. 2008 Landeshauptstadt Dresden.
- ↑ Ramat Gan Sister Cities.