Bodad-lenn brezhonek
Ur bodad-lenn brezhonek zo un degouezh sokial a gaver e lec'hioù a zo, tiez kumuniezhiel evel Tier ar Vro peurvuiañ, ma teu brezhonegerien enno evit komz diwar-benn levrioù. Un anadenn nevez a-walc'h eo e Breizh, liammet ouzh diorroadur an embann brezhoneg a zo bet arc'hantaet muioc'h muiañ gant ar strollegezhioù publik. Harpet eo bet ivez gant diorroadur Tier ar Vro hag al levraouegoù foran.
Pa vez tu e vez goulennet digant oberour al levr a vo kinniget dont ha dispakañ e soñjoù war e vod da skrivañ. Darvoudoù lennegel a vez aozet a-wezhioù gant ar bodad-lenn dindan framm an aozadur herberc’hiañ.
Ma n’eo ket nevez ar mennoz e kaver anezhañ displeget gant Pêr Denez e 1984 : « An diskoulm (da ziouer a dud a bren levrioù ha kelaouennoù brezhonek) a vefe, moarvat, krouiñ kelc’hioù lennerien evit brudañ an dud da lenn »[1].
Bodadoù-lenn brezhonek oberiant
kemmañGoude bezañ bet dalc'het e sez Sked (Ti ar brezhoneg ha sevenadur Breizh bro Brest)[2] hag e sez kreiz kozh levraoueg-kêr Vrest e vez bodet bodad-lenn Brest, Lipouserien gerioù e anv, e Mediaoueg ar Gapusined a ra war-dro an aozadur[3].
D'an 18 a viz C'hwewrer 2022, da-geñver 30vet deiz-ha-bloaz Sked, e voe aozet gant ar vediaoueg gant harp ar bodad-lenn ur c'hendael diwar-benn "Brest el lennegezh vrezhonek" dindan renerezh Fulup Lannuzel. Kouviet e oa bet Jorj Abherve-Gwegen, Yann Bijer, Paskal Hervio, Erwan Hupel, Pierrette Kermoal, Goulc'han Kervella, Fulup Lannuzel, Laurence Lavrand, Paol ar Meur ha Filip Oillo.
Dalc'het e vez bep miz e Ti ar Vro Treger ha Goueloù dindan atebegezh levraoueger(ez) an ti.[4].
Savet eo bet e 2005 ha dalc'het e vez bep eil Merc'her ar miz e Ti ar Vro Kemper[5]. Ul levr lakaet an diviz warnañ e pep emgav goude bezañ bet savet ur roll a-stroll evit pep miz en trimiziad kent.
Savet e voe e 2022 ha dalc'het bep Merc'her kentañ ar miz e meur a lec'h e bro Landerne-Daoulaz, dindan paeroniezh Ti ar Vro Landerne-Daoulaz[6]. E-barzh levraouegoù foran e vez bodet ar berzhidi peurvuiañ[7].
Savet eo bet e 2010 gant sikour Kentelioù an Noz. Dalc'het e vez bep eil miz er Greizenn Yezhoù ha Sevenadur (Sant-Ervlan pe en un davarn bennak. Bewech e vez kinniget daou levr, unan aes da lenn hag unan a live uheloc'h[8].
Dalc'het e ved bodad-lenn Plougerne bep trimiziad e Mediaoueg Plougerne[9].
E 2005 e voe savet bodad-lenn Roazhon, Lenn a-stroll e anv, bep miz e sez Skol an Emsav[10].
Levrlennadur
kemmañ- (fr) 'Comment organiser un cercle de lecture'. Kavet : 6 a viz Meurzh 2023..
Pennadoù kar
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Al Liamm, niv. 226, p. 297. Notenn da geñver Bodad Veur Kevredigezh ar Skrivagnerien, 21 Gouere 1984.
- ↑ Lec'hienn Sked.
- ↑ Notenn enAl Liamm, nn 455, p. 108.
- ↑ Ti ar Vro Treger ha Goueloù
- ↑ Ti ar Vro Kemper
- ↑ Ti ar Vro Landerne-Daoulaz
- ↑ Lizher digant Serj an Huede, Al Liamm, niv. 456, p. 102.
- ↑ Lizher digant Pierre-Emmanuel Marais-Jegat, Al Liamm, niv 456, pp. 101-102.
- ↑ Notenn en Al Liamm, niv. 455, p. 108.
- ↑ Notenn en Al Liamm, niv. 455, p. 108.