Colt M1903 Pocket Hammerless

Arabat eo droukveskañ gant Colt M1903 Pocket Hammer.

Ar Colt M1903 Pocket Hammerless zo ur bistolenn damaotomatek stadunanat dezhi ur blatinenn un-ober, ijinet gant John Moses Browning[1]. Implijet eo bet da vare an daou vrezel-bed, ha kopiet eo bet kalz e hanterenn gentañ an XXvet kantved.

Colt Model 1903
Pocket Hammerless
Skeudenn ar pennad Colt M1903 Pocket Hammerless

Ur bistolenn Colt M1903 Pocket Hammerless bet implijet gant ar rezistant gall Frédéric Laboureur e-pad emgannoù ar Mont Mouchet e 1944
Kinnig
Bro Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare Pistolenn damaotomatek, un-ober
Mont en-dro Tennata dre argil
Munisionoù 7,65 mm Browning (Model 1903)
.380 ACP (Model 1908)
Produer orin Colt's Patent Firearms Manufacturing Company
Mare produiñ 1903-1945
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 0,680 kg
Hirder 180 mm
Hirder ar c'hanol 100 mm
Perzhioù all
Endalc'h Karger fiñv 8 kartouchenn (e .32 ACP) pe 7 kartouchenn (e .380 ACP)
Stummoù nes Model 1903
Model 1908
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Istor ha deskrivadur

kemmañ

E 1901 e oa an FN Herstal belgiat o klask ur bistolenn uheloc'h he c'halibr evit ar Model 1900 produet evit arme ar vro. Un emglev a gavjont gant John Browning evit sevel un arm nevez, hag a voe brevedet e dibenn 1903[2]. Ar Model 1903 a oa dezhi ur c'hi diabarzh hag ur gulasenn frank[1]. Evit ar wech kentañ en doa un arm-dorn savet gant Browning ul loc'henn-surentez a-dreñv d'e zornikell. Kavet e vez ar sistem-mañ war ar Colt M1911 milvrudet produet un nebeud bloavezhioù war-lerc'h. Kambret e voe da gentañ e .32 ACP. Pemp bloaz war-lerc'h e voe kinniget ar stumm Model 1908, heñvel-poch met kambret e .380 ACP[2].

Produet e voe an arm gant Colt dindan an anv Colt M1903 evit Amerika ha broioù ar Commonwealth, ha gant an FN Herstal evit peurrest ar bed, dindan an anv FN Model 1903. Ar stumm-mañ a oa brasoc'h ha kambret e 9 mm Browning Long. 572.215 skouerenn eus ar Colt M1903 Hammerless a voe savet betek 1945 (ha war-dro 150.000 evit ar Model 1908). Un nebeud adstummoù disheñvel a gaver, dezhe kemmoù war ar riklerez hag ar c'houch dreist-holl[2].

Awenet he deus ar pistolenn Ruby ha kalz armoù-dorn produet e hanterenn gentañ an XXvet, dindan aotre pe get, gant industrielezh euskarat an armerezh.

Implijerien

kemmañ

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 (fr) Colt Hammerless .32 Pocket Automatic, Arme et Passion (lennet d'ar 24/12/2024)
  2. 2,0 2,1 2,2 ha2,3 (fr) BARRET Marc, Le pistolet Colt 1903 pour l'armée belge, Cibles n°654, miz Kerzu 2024, pp. 24-28
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan