De Lisle (karabinenn)
An De Lisle, anvet ivez De Lisle commando carbine, zo ur garabinenn-vorailh savet a ratozh-kaer evit nerzhioù ispisial ar Rouantelezh-Unanet da vare an Eil Brezel-bed. Brudet eo evit bezañ unan eus armoù-tan didrousañ an XXvet kantved, a-drugarez d'ar reduer-son tro-dro d'e ganol ha da elfennoù all.
De Lisle carbine | |
---|---|
Ur garabinenn De Lisle | |
Kinnig | |
Bro | Rouantelezh-Unanet |
Doare | Karabinenn |
Mont en-dro | Tennata dre zorn, dre vorailh |
Bloaz krouidigezh | 1942 |
Munisionoù | .45 ACP |
Produerien | Ford Dagenham (17 pimpatrom) Sterling Armaments Company |
Mare produiñ | 1942 - 1945 |
Niver produet | 129 (mui 17 pe 18 pimpatrom) |
Mare servij | 1943 - 1965 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 3,74 kg |
Hirder | 896 mm |
Hirder ar c'hanol | 210 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 185 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 250 m/s |
Endalc'h | Karger-fiñv 7 pe 11 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | C (munision er rummad B) |
Istor ha deskrivadur
kemmañWilliam Godfray de Lisle, un ijinour saoz ganet en ur familh gall a-orin, en doa savet karabinennoù didrouz kambret e .22 Long Rifle a-raok an Eil Brezel-bed evit lapineta[1]. Dont a reas an ijinadennoù-mañ betek divskouarn ar major Malcolm Campbell, ha eñ e penn ar Combined Operations karget da gas raidoù e broioù Europa aloubet gant an Trede Reich e deroù ar brezel[2].
Campbell a c'houlennas gant De Lisle sevel evit e soudarded ur arm-skoaz didrouz kambret e 9 mm Parabellum. Ar patromoù kentañ kinniget ne ziskouezjont ket bezañ efedus-tre. De Lisle a ginnigas neuze implijout munisionoù .45 ACP, hag a zo subsonek[1]. Sevel a reas ur garabinenn oc'h implijout kulasenn ur fuzuilh Lee-Enfield Mk III, karger ur bistolenn Colt M1911[2], kouch ur bistolenn-vindrailher Lanchester[3] ha kanol ur bistolenn-vindrailher Thompson. Ouzhpennañ a reas ur pezh reduer-son tro-dro d'ar c'hanol. Ar gulasenn-vorailh a oa bet dibabet evit izelaat trouz an adkargañ e-keñver hini un arm aotomatek. Ne glever nemet son ar skoer o skeiñ gant an emors pa denner gant un De Lisle[4].
129 karabinenn de Lisle a voe produet etre 1942 ha 1945, ouzhpenn d'ar 17 pe 18 pimpatrom kinniget a-raok 1942. Implijet e voent e oberiadurioù-brezel kuzh e norzh Frañs hag er Reter-Pellañ. Servijout a rejont un tammig da vare brezel Korea, pe etre daouarn perc'henned vreizhveurat e Kevredad Malaysia a-enep d'an emsavadeg komunour etre 1948 ha 1960[2].
Daveennoù
kemmañ- ↑ 1,0 ha1,1 (fr) Carabine De Lisle Mk I war Arme et Passion (lennet d'ar 25/09/2024)
- ↑ 2,0 2,1 ha2,2 (fr) Carabine britannique à verrou, avec silencieux intégré ou «De Lisle Commando Carbine», war lec'hienn ar War Heritage Institute (lennet d'ar 25/09/2024)
- ↑ (fr) CARLOT Pascal, Carabine britannique, war Seconde-Guerre.net (lennet d'ar 26/09/2024)
- ↑ (fr) Mc NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 141