Dimeziñ heñvelrevel

E 2023, 34 Stad er bed o devoa degemeret an dimeziñ etre tud gante an hevelep rev[1],[2].

Manifestadeg evit ar gwir da zimeziñ d'an dud dezhe an hevelep rev, e kêr An Oriant d'ar 14 a viz Kerzu 2012
Krennarded o vanifestiñ a-enep ar gwir da zimeziñ d'an dud dezhe an hevelep rev, e kêr An Oriant d'ar 1 a viz Gouhere 2013
  • ██ Dimezioù aotreet etre paotred pe etre maouezed
  • Roll ar Stadoù o deus aotreet an dimezioù heñvelrevel

    kemmañ

    Okeania

    kemmañ

    Roll ar Stadoù o deus anzavet an dimezioù heñvelrevel a zo bet lidet e lec'h all

    kemmañ

    Munudoù

    kemmañ

    E Nepal ez eus bet embannet un urzh d’ar gouarnamant gant al Lez-Uhelañ evit ma vefe aotreet d’an holl dimeziñ, met n’eo ket bet lakaet e pleustr c’hoazh[3].

    Europa

    kemmañ
    Bro-C'hall

    Ul lezenn zo bet mouezhiet e Breujoù Bro-C'hall e miz C'hwevrer 2013 hag a ro ar gwir da zimeziñ d'an heñvelrevidi[4].

    Rouantelezh-Unanet

    E Bro-Saoz e oa bet votet an Nullity of Marriage Act ("Akta nullentez an dimez") e 1971, a embanne fraezh n'eus ket a zimeziñ pa vez tud eus ar memes reizh. E 2004 avat e oa bet votet ar Civil partnerships in the United Kingdom ("Kevread keodedel ar Rouantelezh-Unanet") o reiñ da goubladoù heñvelreviat an hevelep deverioù ha gwirioù dimeziñ hag anar c'houbladoù aralreviat met dindan un anv disheñvel diouzh "priedelezh". E 2014 e oa bet degemeret da vat an dimeziñ etre paotred pe etre maouezed, e Bro-Saoz, e Kembre hag e Bro-Skos.

    En SUA, abaoe an diferad Obergefell vs. Hodges (26 a viz Even 2015) ha diferad Lez-veur SUA ez eo lezennel an dimeziñ heñvelreviad en holl Stadoù ar C'hevread.

    Kent an diferadoù-se e oa anzavet en un doare reizhus an dimeziñ heñvelreviad gant 37 Stad diwar 50. Stad Massachusetts eo an hini gentañ a anzavas gwir an heñvelrevidi da zimeziñ, dindan an anv "priedelezh" (marriage e saozneg), bet votet e 2003 ha lakaet e pleustr e 2004.

    D'ar 26 a viz Mae 2020 e tegemeras Costa Rica an dimeziñ etre heñvelrevidi. Bro gentañ Kreizamerika e voe oc'h ober kement-se.

    Daveoù

    kemmañ
    1. (en) 'Marriage Equality Around the World'. Human Rights Campaign (2023).
    2. (en) 'Same-Sex Marriage Around the World'. Pew Research Center. Kavet : 21 Even 24.
    3. (en) 'Nepal gay marriage 'victory' hits legal roadblock'. BBC Nepal (Eost 2023). Kavet : 21 Even 24.
    4. (fr) 'Loi n° 2013-404 du 17 mai 2013 ouvrant le mariage aux couples de personnes de même sexe @Légifrance'. Kavet : 21 Even 24.

     
    Commons
    Muioc'h a restroù diwar-benn

    a vo kavet e Wikimedia Commons.