Loeiz Andouard

skrivagner brezhonek
(Adkaset eus Farnachanavan)
Loeiz Andouard
Loeiz Andouard
Loeiz Andouard e Kamp Etrekeltiek Ar Vrezhonegerion e 1973
Anv pluenn L.F.A., Erel Keralban, Farnachanavan, Abherhel
Obererezh Skrivagner
Ganedigezh d'ar 16 a viz Even 1904
e Binig
Marv d'ar 14 a viz Even 1985
e Pleherel, Breizh
Yezh skrivañ brezhoneg


Loeiz Andouard (Louis Fernand Andouard e marilh ar boblañs) a zo ur skrivagner brezhonek hag ur c'helaouenner a vicher war dachenn traoù ar mor hag ar peskerezh. Ganet eo bet e Binig d'ar 16 a viz Even 1904 ha marvet e Pleherel e 1985.

Skrivet en deus o sinañ gant an anvioù-mañ : Farnachanavan, Erel Keralban, Aberhel, L.F.A.

Mab e oa da Loeiz Andouard, brigader er maltouterezh, ha da Adelaide Flouas. E 1921 ez eas da Skol ar Verdeadurezh-kenwerzh e Pempoull hag e tapas un testeni kabiten-hirdreizher. Etre an Havr-Nevez ha Madagaskar e verdeas war listri-kenwerzh, met pa darzhas an enkadenn armerzhel e 1931 e voe dislestret.
Kavout a reas ul labour kelaouenner er gelaouenn "La Voix du Marin" e Sant-Maloù. Dimeziñ a reas e 1935 gant Fant Rozeg-Meavenn ha tri bugel o devoe. Goude ma oa echu desevel anezho e tivizjont terriñ an dimeziñ e 1969 hep mirout un enebiezh bennak etrezo.
Mignon e oa da Yann Sohier ha kalz a zarempredoù en doe gant skrivagnerien vrezhonek evel Roparz Hemon ha gwalarnerien all.
E 1941 e teuas da vezañ pennskridaozer ar gelaouenn Arvor bet krouet gant Roparz Hemon.

Bevañ a reas e Pariz etre 1943 ha 1969. Reiñ a reas kentelioù brezhoneg e Kêr Vreizh hag ober a reas wardro ur strollad c'hoariva. Skrivet en deus pennadoù evit Al Liamm hag Hor Yezh.

Deskiñ a reas iwerzhoneg ken e c'hellas treiñ barzhonegoù ha danevelloù iwerzhonek e-leizh. Goude e varv e voe embannet e c'h-Geriadur Iwerzhoneg-Brezhoneg echuet gant Éamon Ó Ciosáin (Mouladurioù Hor Yezh, 1987).

Oberenn

kemmañ

Troidigezhioù

kemmañ

Kenlabour

kemmañ

Kenlabouret en deus gant meur a gelaouenn vrezhonek : Gwalarn, Breiz Atao, Kornog, Studi hag Ober, Sterenn, Arvor, Kaieroù Kristen, Al Liamm... Gwelout Geriadur ar Skrivagnerien ha Yezhourien (p. 19-20), Lukian Raoul, Al Liamm, 1992.432 p.

Levrlennadur

kemmañ
  • Loeiz Andouard, ur stourmer kalonek ha divrall, pennad gant B. an Nail, Al Liamm niv. 232, 1985.