Kogenneg kuch
(Adkaset eus Galerida cristata)
| |||
---|---|---|---|
| |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Chordata | ||
Kevrennad : | Aves | ||
Urzhad : | Passeriformes | ||
Kerentiad : | Alaudidae | ||
Genad : | Galerida | ||
Anv skiantel | |||
Galerida cristata (Linnaeus, 1758) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Ar c'hogenneg kuch (liester : kogennegi-kuch)[1] a zo ur spesad golvaneged, Galerida cristata an anv skiantel anezhañ.
Anvet e voe Alauda cristata (kentanv) da gentañ-penn (e 1758)[2] gant an naturour svedat Carl von Linné (1707-1778).
Doareoù pennañ
kemmañ
Boued
kemmañBevañ a ra diwar c'hreun ha had dreist-holl ha kemer amprevaned (c'hwiled da skouer) ivez.
Annez hag isspesadoù
kemmañAr spesad a gaver an tri isspesad ha tregont[3] anezhañ en Afrika hag Eurazia :
- Galerida cristata alexanderi, eus hanternoz Nigeria da gornôg Soudan ha biz Republik Kreizafrikan,
- G. c. altirostris, e reter Soudan hag Eritrea,
- G. c. apuliae, e kreisteiz Italia ha Sikilia,
- G. c. arenicola, e gwalarn Aljeria, kreisteiz Tunizia ha gwalarn Libia,
- G. c. balsaci, en arvor Maouritania,
- G. c. brachyura, eus diabarzh biz Libia da greisteiz Irak ha hanternoz Arabia,
- G. c. carthaginis, eus bis Maroko da hanternoz Tunizia,
- G. c. caucasica, e reter inizi Mor Egea, hanternoz Turkia ha kreisteiz ar C'haokaz,
- G. c. chendoola, eus kreiz ha reter Pakistan, dre gornôg ha hanternoz India, da greisteiz Nepal,
- G. c. cinnamomina, e kornôg Liban ha gwalarn Israel,
- G. c. coreensis, e Korea,
- G. c. cristata, eus kreisteiz Skandinavia ha Frañs da Ukraina ha Hungaria,
- G. c. cypriaca, en Enez Rodos, Karpathos ha Republik Kiprenez,
- G. c. festae, en arvor biz Libia,
- G. c. halfae, e kreisteiz Egipt ha hanternoz Soudan,
- G. c. helenae, e gevred Aljeria ha mervent Libia,
- G. c. isabellina, e kreiz Soudan,
- G. c. jordansi, e menezioù Aïr (hanternoz Niger),
- G. c. kleinschmidti, e gwalarn Maroko,
- G. c. leautungensis, e biz ha reter Sina,
- G. c. lynesi, e hanternoz Pakistan,
- G. c. maculata, e kreisteiz Egipt,
- G. c. magna, Hume, 1871, eus kreiz Iran ha kreiz Turkmenistan da walarn Pakistan, Kazakstan, kreisteiz Mongolia ha gwalarn Sina,
- G. c. meridionalis, eus reter Kroatia da greiz Gres ha kornôg Turkia,
- G. c. neumanni, e kornôg-kreiz Italia,
- G. c. nigricans, e Delta an Nil (hanternoz Egipt),
- G. c. pallida, el Ledenez iberek,
- G. c. riggenbachi, e kornôg Maroko,
- G. c. senegallensis, eus Maouritania, Senegal ha Gambia da Niger,
- G. c. somaliensis, e kreisteiz Etiopia, hanternoz Somalia ha hanternoz Kenya,
- G. c. subtaurica, eus kreiz Turkia da vervent Turkmenistan ha hanternoz Iran,
- G. c. tenuirostris, eus reter Hungaria ha Roumania da greisteiz Rusia ha Kazakstan,
- G. c. zion, eus kreisteiz Turkia da viz Israel.
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù ha daveennoù
kemmañ- ↑ Studiet gant TermOfis Ofis Publik ar Brezhoneg.
- ↑ (en) AnimalBase.
- ↑ (en) Roadennoù IOC World Bird List diwar-benn Galerida cristata.