Istor Serbia ne anavezer mat nemet abaoe ar mare ma voe aloubet ar vro gant ar Romaned, etre an Eil kantved kent J.-K. hag ar Iañ kantved goude J.-K. Savet e voe proviñs roman Moesia ganto eno. Aloubet e voe ar Balkanioù gant Slaved er VIvet ha VIIvet kantved, ha Serbia a zeuas da vezañ ur briñselezh, ha goude-se ur rouantelezh adalek 1217. E 1345 e voe savet un impalaeriezh serb hag a renas war ul lodenn vras eus ar Balkanioù. E 1540 avat e voe aloubet gant an Otomaned. N’eo nemet en XIXvet kantved e teuas da vezañ ur vro dieub en-dro.

Emdroadur harzoù Serbia a-hed ar c’hantvedoù eus 1196 betek bremañ

E deroù an XXvet kantved, diwar skouer al luskadoù broadel a oa e meur a vro eus Europa, e voe tud o klask sevel ur Serbia Veur, ur stad astennet war ul lodenn vat eus ar Balkanioù. Da-heul Brezelioù ar Balkanioù (1912-1913) en em astennas ar vro war-zu ar c’hreisteiz, ha staget e voe outi Makedonia ha Kosovo. E-pad ar Brezel-bed Kentañ e voe emgannoù eno, hag adalek 1918 ez eas Serbia d’ober ul lodenn eus Rouantelezh Yougoslavia nevez-savet (hag a zeuas da vezañ Republik Sokialour Kevreadel Yougoslavia goude an Eil Brezel-bed). Er bloavezhioù 1990 e voe dispennet ar c’hevread gant meur a vrezel hag a-benn ar fin e teuas Serbia da vezañ ur stad dizalc’h adarre e 2006.

Henamzer

kemmañ

Ar Romaned a aloubas lodennoù eus Serbia en eil kantved a-raok J.-K. hag e voe savet proviñs Illyricum gante e 167 a-raok J.-K. E 75 kent J.-K., C. Scribonius Curio, prokonsul Macedonia, a gasas un arme betek an Danav hag a a drec'has annezidi ar vro. Sujet e oant a-benn ar fin gant M. Licinius Crassus, mab bihan an triumvir ha bet prokonsul Macedonia ivez dindan ren Aogust war-dro 29 a-raok J.-K.[1]. Ne voe ket aozet Moesia evel ur broviñs roman avat a-raok bloavezhioù diwezhañ ren Aogust. E 6 goude J.-K., e reer anv eus he gouarnour, Caecina Severus[2]. Kemeret e voe Srem e 9 a-raok J.-K. ha Bačka ha Banat e 106 goude J.-K. goude brezelioù Trajan a-enep Dakia.

An douaroù a zo e Serbia hiziv a oa lodennoù eus proviñsoù roman Moesia, Pannonia, Dalmatia, Dakia ha Macedonia. Keoded Sirmium (Sremska Mitrovica hiziv, e norzh Serbia) a oa unan eus ar peder c'heoded vrasañ eus diwezh an Impalaeriezh roman, hag he c'hêr-benn e voe da vare an Detrarc'hiezh[3]. Seitek impalaer roman a oa bet ganet e Serbia a hiziv[4]

Er VIIvet kantved e voe aloubet ar broviñs gant Serbed, ur bobl slav deuet eus pelloc’h er reter. Hervez an De Administrando Imperio, ur skrid gant an impalaer bizantat Kustentin VII Porphyrogennetos e errujont er Balkanoù da vare ren an impalaer Heraklios (610-641) ha goude-se en em ziazezjont e plaenenn ar stêr Sava. Pa oant en Impalaeriezh Roman ar Reter e trojont ouzh an ortodoksiezh war-dro 875 ha d’ar mare-se ivez e voe degemeret al lizherenneg kirillek ganto.

Krennamzer

kemmañ
 
Serbia er bloaz 960 (keñveriet gant ar stadoù a zo bremañ)
 
An Tsar Stefan Uroš IV Dušan

Er VIIvet kantved e voe savet diazezoù stad Serbia, gant an tiegezh Vlastimirović. Ur rouantelezh serb en em astenne e bro Duklja (pe Dioclea e latin), eus an XIvet betek an XIIvet kantved. Da c’houde e oa un tamm bihanoc’h ar vro, anvet Raška, met bleuniañ a reas dindan ren Stefan Nemanja (1113–1199) hag e ziskennidi an tiegezh Nemanjić. Gant e vab Ratsko Nemanjić, priñs ha manac’h war un dro, e voe gounezet emrenerezh Iliz Ortodoks Serbia e 1219, pa oa-eñ arc’heskob ar vro. Gant ur mab all Stefan Nemanjić, lesanvet Stefan ar c’hentañ kurunet, e voe graet eus Serbia ur rouantelezh e 1217, hag e 1346, Stefan Uroš IV Dušan (1331-1355) a savas Impalaeriezh Serbia. Da neuze e tizhas Serbia he barr, ha gounit a reas douaroù war-zu ar c’hreisteiz, diwar-goust an Impalaeriezh vizantat, betek Mor Egea.

Diskar an impalaeriezh serb a zeuas pa gouezhas etre krabanoù an Otomaned, goude emgann Kosovo e 1389. Goude bezañ bet faezhet gant an Durked otoman ez eas kreisteiz Serbia d’ober ul lodenn eus an Impalaeriezh Otoman. An douaroù en hanternoz Serbia a chomas dizalc’h ha ne voent peuraloubet gant an Durked nemet e 1459, pa voe kemeret ganto ar gêr-benn serb Smederevo. Bosnia a voe aloubet ganto un nebeud bloavezhioù diwezhatoc’h, ha Herzegovina e 1482.

Dindan ren an Otomaned

kemmañ
 
An "Devşirme" pe an "tailh war ar gwad", a oa un doare da skrapañ bugale er broioù aloubet gant an Otomaned d'ober anezho "janisered" e servij ar sultan

Da-heul diskar Serbia en Emgann Kosovo e voe aloubet gant an Otomaned eta, adalek ntre 1459 betek 1804, war-bouez tri frantad ma voe aloubet gant Aostria hag un nebeud emsavadegoù. En em astenn a reas an islam e-pad ar mare-se, e rannvroioù zo dreist-holl, evel Makedonia, Raška, Kosovo ha Bosnia. Mesket e voe al levezonoù sevenadurel slav, bizantat, arab ha turk. Eus ar mare-hont eo al levezon turk a chom war sevenadur ar vro bremañ.

C’hoarvezout a rae da vugale familhoù kristen eus ar Balkanoù (Serbed, Kroated, Bulgared pe Roumaned) bezañ skrapet ha kaset da gêrioù bras Turkia evit bezañ desavet eno ha dont da vezañ soudarded e servij ar sultan. Ar soudarded-se a veze graet anezho janisered (Yeniçeri e turkeg), hag implijet e vezent da stourm ouzh ar gristenien, da gabestrañ an emsavadegoù a c’hellje bezañ e broioù ma oant bet ganet. Devşirme a veze graet eus an doare ober-se e turkeg, ha « truaj ar gwad » e veze lesanvet. Ar janisered a yae d’ober ar vegenn eus soudarded an Impalaeriezh Otoman.

Serbia vodern

kemmañ

Eus an dizalc’hiezh d’ar C’hentañ Brezel-bed

kemmañ

Da-heul Kentañ Emsavadeg Serbia e 1804-1813, renet gant Đorđe Petrović (anavezet evel Karađorđe pe "Jord an Du"), hag Eil Emsavadeg Serbia e 1815, e voe savet Priñselezh Serbia. Ar stad-se, stag ouzh an Impalaeriezh Otoman, met emren a-walc’h, a c’haller sellet outi evel diazez Serbia vodern.

Ur briñselezh emren e voe Serbia, etre 1817 ha 1878, ur briñselezh dizalc’h etre 1878 ha 1882 hag ur rouantelezh dizalc’h etre 1882 ha 1918. Daou diegezh a renas war ar vro e-pad an amzer-se, an Tiegezh Obrenović hag an Tiegezh Karađorđević, o keveziñ an eil gant egile. An eil a oa diskennidi Đorđe Petrović—Karađorđe, rener Emsavadeg Kentañ Serbia, hag egile a oa diskennidi Miloš Obrenović, rener Eil Emsavadeg Serbia.

 
Miloš Obrenović, kentañ roue Serbia dizalc’h

En hanternoz douaroù Serbia, hag a oa ul lodenn eus an Impalaeriezh Aostria, en em savas an dud e 1848 hag embann a rejont ur rannvro emren anvet Voivodina Serb (Srpsko Vojvodstvo). Er bloaz war-lerc’h, e 1849, e teuas an douaroù-se da vezañ ur rannvro aostrian en-dro.

Stourm ar vrogarourien serb evit ur gevredigezh vodern en ur stad-broad unvan a badas tost da tregont vloaz. D’ar 15 a viz C’hwevrer 1835 e voe degemeret ur vonreizh gant Serbia. E 1876, Montenegro, Serbia, ha Bosnia a zisklêrias ar brezel d’an Impalaeriezh Otoman hag a embannas e savent ur vro unvan. Gant Feur-emglev Berlin e 1878, sinet etre galloudoù bras Europa da lakaat fin d’ar Brezel etre Rusia ha Turkia (1877-1878), e voe anavezet dizalc’hiezh leun Serbia ha Montenegro, tra ma chome Bosnia en impalaeriezh Aostria-Hungaria.

E deroù an XXvet kantved e felle da Serbia en em astenn ha kaout digor war ar Mor Kreizdouar.. Un emglev a voe savet etre Serbia, Montenegro, Gres ha Bulgaria ha disklêriañ a rejont brezel d’an Impalaeriezh Otoman e 1912-1913. Trec’h e voe broioù an emglev ha kuitaet e voe ar braz eus ar Balkanoù gant an Otomaned. Da c’houde ne oa mui nemet en hanternoz, e tu Aostria, e chome un harz da astenn galloud Serbia.

D’an 28 a viz Mezheven 1914 e voe muntret an arc’hdug Franz Ferdinand e Sarajevo, a oa neuze en Aostria-Hungaria, gant Gavrilo Princip, ur broadelour serb eus Bosnia, ezel eus ar stollad Mlada Bosna (Bosnia Yaouank). Aostria-Hungaria a zisklêrias brezel neuze da Serbia. Impalaeriezh Rusia a c’halvas da zifenn Serbia, Impalaeriezh Alamagn a zisklêrias brezel da Rusia, evit sikour Aostria-Hungaria. Evel-se e teraouas ar Brezel Bed Kentañ. Arme Serbia a c’hounezas meur a emgann a-enep Aostria-Hungaria, met a-benn ar fin e voe trec’het gant nerzhioù unanet an emglev etre Alamagn, Aostria-Hungaria ha Bulgaria. E-pad ar Brezel Bed Kentañ e varvas 1 264 000 Serb, da lavaret eo 28% eus poblañs hollek ar vro[5].

Etre an daou vrezel

kemmañ
 
Tachenn Serbia er bloavezhioù 1941-1944.

Goude 1918 ez eas Serbia, evel Montenegro, d’ober ul lodenn eus Rouantelezh ar Serbed, ar Groated hag ar Slovened, hag a voe anavezet diwezhatoc’h evel Rouantelezh Yougoslavia.

E deroù an Eil Brezel Bed e oa kelc’hiet Yougoslavia gant broioù hag a oa enebet outi. War-bouez Gres, ar broioù a oa en-dro dezhi o doa holl sinet emglevioù gant Alamagn ha Italia. Pouezañ a reas Adolf Hitler war Yougoslavia evit ma savfe a-du gant nerzhioù an Ahel. D’ar 6 a viz Ebrel 1941 e voe aloubet Yougoslavia gant armeoù Alamagn, Italia, Hungaria ha Bulgaria ha bombezet e voe Belgrad gant nijerezioù al Luftwaffe. D’ar 17 a viz Ebrel e kodianas arme Rouantelezh Yougoslavia. Kuitaet e voe ar vro gant ar roue Pêr II. Ur gouarnamant en harlu a voe neuze, diazezet e Londrez.

Rannet e voe Yougoslavia gant an alouberien neuze. Ur stad kroat a voe savet er pezh a zo bremañ Kroatia ha Bosnia. An darn vrasañ eus Serbia a voe aloubet gant an arme alaman ha meret e veze gant an arme alaman ha gant ur gouarnamant serb suj, renet gant Milan Aćimović da gentañ ha gant Milan Nedić da c’houde. Lodennoù all eus ar rouantelezh a voe staget ouzh ar stadoù amezek : Alamagn, Italia, Hungaria ha Bulgaria.

Nerzhioù Stad Dizalc’h Kroatia, renet gant Ante Pavelić, a roas harp d’an Nazied ha muntret e voe ganto e-leizh a Serbed, a Yuzevien hag a Tsiganed. Kampoù-bac’h a voe savet e Kroatia, evel kamp-bac’h Jasenovac, ma voe lazhet war-dro 100 000 den etre 1941 ha 1945[6].

E Serbia ivez e voe savet kamboù-bac’h, gant an Alamaned, evit ar Yuzevien hag an holl dud enebet ouzh an alouberien, pe e vefent komunourien pe roueelourien. Ar re vrasañ anezho a oa e Banjica ha Sajmište, e-kichen Belgrad. E kampoù-bac’h Serbia e voe lazhet war-dro 90% eus Yuzevien ar vro.

Meur a gant mil Serb, moarvat, a voe lazhet en holl e-pad an Eil Brezel Bed.

Goude an Eil Brezel Bed

kemmañ

E 1946 e voe embannet Republik Kevreadel Sokialour Yougoslavia, hag a voe renet gant Josip Broz Tito betek e varv, e 1980. Dont a reas Serbia da vezañ unan eus republikoù ar c’hevread-se., e-kichen Slovenia, Kroatia, Bosnia-ha-Herzegovina, Montenegro ha Makedonia. E-barzh Serbia e oa div rannvro emren : Voivodina ha Kosovo.

En deroù e voe heuliet skouer an Unvaniezh Soviedel gant Yougoslavia. Met goude 1948 e pellaas diouzh politikerezh URSS Stalin ha klasket e voe mont gant un hent etre ar bed komunour hag ar bed kapitalour, en ur lakaat ar pouez war an emvererezh. Etre 1948 ha 1956 (marv Stalin) e voe sellet ouzh Yougoslavia, gant an Unvaniezh Soviedel, evel un « enebourez ».

E 1974 e voe kemmet ar vonreizh da reiñ muioc’h a c’halloud da republikoù Yougoslavia ha da rannvroioù emren Serbia.

Goude marv Tito, d’ar 4 a viz Mae 1980, e voe renet ar vro gant ur prezidant hag a cheñche bep bloaz, etre ar c’hwec’h republik hag an div rannvro emren. Er bloavezhioù 1980 e emdroas pep republik en ur mod disheñvel. E Slovenia hag e Kroatia e voe degemeret politikerezhioù a yae muioc’h-mui war-zu an ekonomiezh marc’had, tra ma chome diazezet ekonomiezh Serbia war ar berc’henniezh gant ar stad.

Bloaz goude marv Tito, e miz Meurzh 1981 e voe manifestadegoù bras e Kosovo da c’houlenn e teufe ar rannvro emren-se da vezañ ur republik par d’ar re all. Moustret e voe ar manifestadegoù-se gant ar polis, en un doare kriz, hag embannet e voe ar stad a zifrae eno. Kalz pennoù bras e Serbia a zisklêrie e veze gwasket ar Serbed e Kosovo evit o skarzhañ diouzh ar vro-se. Slobodan Milošević, a oa e penn komunourien Serbia, a zeuas da vezañ harzo ar vroadelourien serb, d’ar mare-se.

Brezelioù Yougoslavia

kemmañ
 
Savadurioù eus Belgrad, bombezet gant an OTAN

Rannet e voe Republik kevreadel sokialour Yougoslavia e 1991/1992, pa voe embannet dizalc’hiezh Slovenia ha Kroatia d’ar 25 a viz Mezheven 1991, Makedonia d’ar 25 a viz Gwengolo 1991 ha Bosnia-ha-Herzegovina d’ar 5 a viz Meurzh 1992. Brezelioù a voe avat, rak arme Yougoslavia (JNA) a glaskas enebiñ ouzh rannadur ar vro : etre ar 26 a viz Mezheven hag ar 6 a viz Gouere 1991 e c’hoarvezas brezel Slovenia lesanvet « brezel an dek devezh » ; pelloc’h e padas brezel dizalc’hiezh Kroatia (1991-1995), daoust ma voe un arsav-brezel e miz Genver 1992 ; adalek ar c’hentañ a viz Ebrel 1992 e voe brezel e Bosnia ivez. E miz Mae 1992 e voe divodet ent-ofisiel arme Yougoslavia (JNA), hag ar pezh a chome diouti a yeas d’ober arme ar pezh a chome dindan an anv Yougoslavia, da lavaret eo Serbia ha Montenegro.

Ne vane nemet div republik eta e « Republik Kevreadel Yougoslavia » embannet e miz Ebrel 1992, ha kement-se betek 2006, p’en em zistagas Montenegro diouzh ar c’hevread. E Kosovo avat e voe embannet ur republik dizalc’h kerkent ha miz Gwengolo 1992, renet gant Ibrahim Rugova. Ne oa anavezet ar stadig dizalc’h-se nemet gant Albania. E 1998 e tarzhas ar brezel e Kosovo, gant emsavadeg Arme Dieubidigezh Kosovo (UÇK, Ushtria Çlirimtare e Kosovës) a-enep arme ha polis Yougoslavia. Echuiñ a reas ar brezel-se e miz Mezheven 1999 : goude bombezadegoù war Serbia gant aerluioù an AFNA e-pad 78 devezh, e asantas Slobodan Milošević, prezidant Yougoslavia, tennañ e nerzhioù diouzh Kosovo ha degaset e voe un polis etrebroadel eno.

En diskar-amzer 2000 e voe rediet Slobodan Milošević da zilezel e garg, goude manifestadegoù bras e Serbia. Ne voe ket didrubuilh ar mare goude diskar Milošević avat : bec’h a voe etre ar c’hostezennoù politikel a-du gant kornôg Europa hag ar re a-enep ; Zoran Đinđić, kentañ ministr Serbia, a voe muntret e miz Meurzh 2003. Goude se en em gavas tud all e penn ar vro ha darempredoù gwelloc’h a voe etre Serbia ha broioù ar peurrest eus Europa. E 2005 e voe boulc’het kaozeadennoù etre Unaniezh Europa ha Serbia evit ma’z afe ar vro-se e-barzh an unaniezh.

Asantiñ a reas gouarnamant Serbia e vefe kaset da Lez-varn Etrebroadel Den Haag, en Izelvroioù, pennoù serb evel Ratko Mladić pe Radovan Karadžić, a damalled dezho bezañ kiriek da lazhadeg miliadoù a dud e Bosnia er bloavezhioù 1990.

 
Kartenn eus Serbia, Bosnia, Montenegro, Kosovo

Dibenn Yougoslavia ha dizalc’hidigezh Montenegro

kemmañ

« Republik Kevreadel Yougoslavia », embannet e miz Ebrel 1992, a zeuas da vezañ, etre 2003 ha 2006, « Unaniezh Stadoù Serbia ha Montenegro ». Tamm-ha-tamm en em zistage an div republik. Ur referendom evit an dizalc’hiezh a voe dalc’het e Montenegro d’an 21 a viz Mae 2006 ((55,4% a-du gant an dizalc’hiezhs, 44.6% a-enep). Embannet e voe dizalc’hiezh Montenegro d’an 3 a viz Mezheven 2006. Ha daou zevezh war-lerc’h, d’ar 5 a viz Mezheven 2006 e voe embannet dizalc’hiezh Serbia. Evel-se e teue Serbia en-dro da vezañ ur stad dizalc’h, evit ar wech kentañ abaoe 1918.

Gwelet ivez

kemmañ

Notennoù

kemmañ