Kaozeadenn Implijer:Neal/Diell 2
Treuzlizherennadur
kemmañRet e vo en em glevet ha diazezañ reolennoù (pe erbedadennoù) evit ar wiki. A bep seurt a gaver e yezhoù ar c’hornôg. A-du ganit evit Yasir Arafat, Ousama Bin Ladin hag all. N'eus e ebet en arabeg klasel (da lavaret eo er yezh skrivet) ha forzh penaos ne vez ket skrivet ar vogalennoù berr er yezhoù semitek evel ma ouzez. Tu zo da lakaat i bep tro moarvat. Skoempoc’h an traoù un tammig evit an u a dalvez 'ou ent fonetek. Kavout a reer an daou e brezhoneg evit an anvioù estren divoutin. N'eus reolenn ebet evit gwir, a-wechoù e kaver u, gwechoù all e kaver ou. Ar boaz eo a zo mestr. Lakaomp eur boas da skrivañ Kuba (distaget u), Burundi (distaget ou) met Roumania. Evit u/ou Qorei e kaver o e galleg, saozneg hag e spagnoleg (en alamaneg n'ouzon ket). Me a gav din eo furoc’h mirout an o-se bremañ p'en deus graet e dreuz dre ar mediaoù bras, ha pa vefe distaget ou en degouezh. Memes tra a c’hoarvez gant ar sh saoznek. Degemeret eo bet e brezhoneg e-kichen ar ch evit an anvioù estren (lakaomp Kashmir, Indu-kush). Boas omp alies da virout Kh e-lec’h C'h ivez evel en anv Karabakh. Bez'ez eus ivez un tuadur etrebroadel da zegemer stumm ofisiel (= treuzskrivadur ofisiel ivez) ar vro. Kement-se a vez graet evit ar sinaeg, da skouer, gant Beijing. N'eus mui nemet ar C’hallaoued a zalc’h d'ober gant Pekin bremañ koulz lavaret. Alies eo diazezet an treuzkrivadur ofisel-se war ar saozneg (lakaomp evit yezhoù India), alese ar skrivadoù Kh ha Sh. Evit an arabeg, evit abegoù istorel, e kengej daou zoare da dreuzskrivañ ar yezh (unan diazezet war ar saozneg, egile war ar galleg). N'eus ket a dreuzskrivadur roman degemeret gant an holl. Ret eo ober hon tammig hent ni hon-unan hep pellaat re eus ar pezh a gaver e saozneg, ar yezh etrebroadel pennañ, a gav din. Evit ar rusianeg e sav ur bern kudennoù ivez --Fulup 11 Du 2005 da 15:54 (UTC)
LFE
kemmañ- Ya, evel-just. Cheñch a ran e pennad Wikipedia. N'em boa ket klasket hag implijet e oa bet c'hoazh. Penaos ez a an afer-se en-dro ? Evit poent em eus troet ar patrom a oa er pennad galleg hag e laka din un distagadur pouezmouezhiet war ar silabenn ziwezhañ evel e galleg. Tu zo dit reizhañ an taol-mouezh ha lakaat anezhañ war an eil silabenn ziwezhañ ? --Fulup 25 Du 2005 da 17:08 (UTC)
- Digarez, o paouez klask erlc'hiañ IPA gant LFE emaon met n'anavez ket ar patrom-se evit doare. Ne gomprenan ket. Tu zo dit cheñch an traoù da-unan ? Trugarez. --Fulup 25 Du 2005 da 17:13 (UTC)
Ta marbouta
kemmañ- Gwelet a ran n'az peus ket merket an ta marbouta e dibenn anv Ismail Haniya. Er yezhoù all eo ar boaz merkañ an ta marbouta gant un h dibenn pa vez treuzskrivet anvioù arabek. Marteze ne vefe ket fall heuliañ ar reolenn-se amañ ivez. Lakaat a ran an evezhiadenn-mañ war ar bajenn Wikipedia:Kendivizoù_reolata/Treuzskrivañ_an_arabeg ivez. --Fulup 21 C'hwe 2006 da 23:07 (UTC)
- Mat eo. Ne vin ket evit reiñ ma ali diwar-benn ar perseg. --Fulup 22 C'hwe 2006 da 13:20 (UTC)
Tolstoi? Tolstoy? Trolls-Toy?
kemmañHelp! Peseut stumm m.p.? A galon. Klaod. Kadbzh 28 Her 2006 da 14:39 (UTC)
ober a rafen-me kentoc'h gant "Tolstoy" o treuzlizherenniñ al lizherenn girillek й "y" evit gallout skrivañ "i" e lec'h al lizherenn и. Met ur c'hinnig n'eo ken. A galon.--Neal 29 Her 2006 da 09:56 (UTC)
Treuzskrivadenn arabek
kemmañ"Umayyad" : pegiz treuzskrivañ m.p.?Kadbzh 25 Gen 2007 da 12:16 (UTC)
War a welan e vez graet en arabeg peurliesañ gant "Tiernegezh Oumayyek" ( بنو أمية banû umayya ) pe an "Oumayyed" (liester, الأمويون umayyûn). Da gas a rin an treuzlizherennadur skiantel hag ur c'hinnig evit an deuzskrivadenn damvrezhonekaet da c'houde. (dave pennañ da vezañ implijet: Treuzlizherennadur arabek)--Neal (Kaozeal) 25 Gen 2007 da 13:04 (UTC)
- OK. Gwelet "Yasser" ivez. Ar bordel eo: alies met e savan pennadoù, met n'on ket barrek evit lakaat an anvioù reizh diouzhtu... Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 25 Gen 2007 da 13:45 (UTC)
- ya, gwir eo. Ne rez ket bil - kemmet e vo buan a-walc'h gant tud all. A galon.
- OK. Gwelet "Yasser" ivez. Ar bordel eo: alies met e savan pennadoù, met n'on ket barrek evit lakaat an anvioù reizh diouzhtu... Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 25 Gen 2007 da 13:45 (UTC)
Kudenn arall en Oural
kemmañDemat. Pegiz treuskrivañ Oufa (e rusianeg Уфа) ??? Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 26 Ebr 2007 da 18:15 (UTC)
- Graet 'mije 'veldit "Oufa"Neal (Kaozeal) 26 Ebr 2007 da 18:35 (UTC)
Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern
kemmañDemat. Ezhomm 'p eus sikour evit lakaat ofisiel disoc'h Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1? A galon, Benoni 20 Meu 2007 da 10:15 (UTC)
Ezhomm 'm eus amzer kentoc'h. --Neal (Kaozeal) 20 Meu 2007 da 11:51 (UTC)
Kempennet an divizoù kemeret hag embannet disoc'h ar votadegoù hag ar politikerezh envel ofisiel nevez. Ret e vo e lakaat e plesutr bremañ. Pebezh labour!Neal (Kaozeal) 21 Meu 2007 da 15:34 (UTC)
War a seblant e plij da lod sevel pennadoù "diezhomm": Persephona /Persefone, ha bremañ añforenn/amforenn. Tro petra 'vo ur wech all? Bianchi-Bihan 20 Meu 2007 da 14:24 (UTC)
- trugarez evit an evezhiaden. mat e vefe o lakaat war pajenn ar bennadoù da nullañ. rez ket bil, graet 'vo war o zro.--Neal (Kaozeal) 20 Meu 2007 da 14:36 (UTC)
Enteuzet "Añforenn" > "Amforenn". Merour (Neal) (Kaozeal) 20 Meu 2007 da 14:55 (UTC)
Enteuzet "Persephona" > "Persefone". (Kaozeal) 21 Meu 2007
- Enteuzet en un doare null a-walc'h a gav din abalamour ma oa kalz traoù em pennad n'emaint ket en egile, a vije bet tu adtapout (kontant e oan), ha zo kollet penn-da-benn bremañ evit doare. --Kadwalan 11 Ebr 2007 da 13:30 (UTC)
- drol eo pegen "null" e kavez traoù graet gant tud all. M'enfin, bez' e c'hellez adtpout pep tra. Ne vez ket kollet netra war ar wikipedia. N'eus forzh penaos, ne vefe ket ret enteuziñ pennadoù doubl ma kemerfe an dud an amzer da wiriekaat hag-eñ ez eus dija eus ar pennad a fell dezhe sevel (marteze dindan un anv disheñvel) a-raok sevel unan nevez.Neal (Kaozeal) 11 Ebr 2007 da 14:19 (UTC)
- A, ur respont! A-wezhioù e kavan an traoù mat a-wezhioù e kavan anezhe fall hag amañ e kaven null a-walc'h bezañ lammet pep tra, respet dit. Met dre ma n'eo ket kollet ar pezh am eus skrivet a-hervez ez on prest da lavaret ne oa ket null.--Kadwalan 11 Ebr 2007 da 14:24 (UTC)
Anvioù gresianek
kemmañDemat,
Skrivañ a ran deoc'h en anv Fulup evit kaout ho soñj war 7 anv a garfen skrivañ mat. Apollon Appolonius Aristarque de Samos Copernic Eratosthène Galilée / Galileo Galilei Hipparque Ptolémée
Boued am eus kavet diwar o fenn e yezhoù all
Yezh orin :
Ἀπόλλων (gresim) Ἀπολλώνιος (gresianeg) Αρίσταρχος ο Σάμιος (gresianeg) Kopernik (poloneg) Ερατοσθένης (gresianeg) Galileo Galilei (italianeg) Ίππαρχος (gresianeg) Πτολεμαίος (gresianeg)
e saozneg Apollo Apollonius Aristarchus of Samos Copernicus Eratosthenes Galileo Galilei Hipparchus Ptolemy
en alamaneg Apollon Apollonios Aristarchos von Samos Kopernikus Eratosthenes Galileo Galilei Hipparchos Ptolemäus
Ha setu ar c'hinnigoù a ran :
Apollon Apollonios Aristarkos Samos Kopernik Erarosthenes Galileo Galilei Hiparkos ? Hiparc'hos ? Ptolemaios
Ha gallout a rafec'h reiñ ho soñj din ? Trugarez vras en a-raok
Respont: Anvioù gresianek
kemmañPrim-ha-prim setu ma c'hinnigoù o toujañ da disoc'h ar votadeg diwar-benn an doare da dreuzskrivañ ha da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek (s.o. Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern:
- Apollon: "Apollon" (< Ἀπόλλων pe Ἀπέλλων)
- Appolonius: "Apollonios" (< Ἀπολλώνιος. Notenn: Pehini? meur a "Appolonius" ez eus, s.o. Appolonius)
- Aristarque de Samos: "Aristarc'hos Samos" (< Αρίσταρχος ο Σάμιος / Σάμος. Notenn: hervez an diviz reolata e vez treuzskrivet khi (χ) > "c'h" atav war ar wikipedia-mañ.)
- Copernic: N'eo ket hennezh un anv gresianek. Kinnig a rafen "Nikolas Kopernik diwar ar poloneg: Mikołaj Kopernik" (latin: Nicolaus Copernicus)
- Eratosthène: "Eratosthenes" (< Ἐρατοσθένης. Notenn: war ar wikipedia-mañ eo bet divizet dre vouezhiadeg ober an diforc'h etre theta (θ > "th) ha tau (τ > "t"))
- Galilée / Galileo Galilei: N'eo ket hnnezh un anv gresianeg. "Galileo Galilei" diwar an italianeg: Galileo Galilei
- Hipparque: "Hipparc'hos (< Ἳππαρχος. Notenn: hervez an diviz reolata e vez treuzskrivet khi (χ) > "c'h" atav war ar wikipedia-mañ.)
- Ptolémée: "Klaudios Ptolemaios" (< Κλαύδιος Πτολεμαῖος; latin: Claudius Ptolemaeus; saozneg: Ptolemy
Ha gallout a rafes sinañ mar plij?
A galon, --Neal (Kaozeal) 20 Mez 2007 da 08:30 (UTC)
Trugarez vras deoc'h evit ho respont prim !
Fulup 20 Mez 2007 da 08:47 (UTC)
- Hervez un diviz (kenkoulz hag unan all) kemeret gant daou pe dri den.
- Nikolaz e brezhoneg (Nikolazig) . Bianchi-Bihan 20 Mez 2007 da 08:51 (UTC)
- ya, evel-just "Nikolaz". Ur fazi bizskrivañ. Betek ma vo aozet un vouezhiadeg all eo disoc'hoù hounnezh a dalvez da reolenn envel, ne vern pet a dud a zo aet da vouezhiañ. Gant daou pe dri den 'mit-hu? Ya, evel-just - mui pe vui an niver a dud bet savet ar raktres gante er penn-kentañ ha bet bouetaet ar raktres gante ivez betk lakaat ar Wikipedia e brezhonek da vezañ renket e-touez ar an 50 kentañ. Evel-se 'mañ an traoù war ar Wikipedia-mañ koulz ha war ar re all evel ma c'houzez mat. N'in ket da goll ma amzer o repsont dit pelloc'h diwar-benn doare mont-en-dro ar raktres-mañ. Neal (Kaozeal) 20 Mez 2007 da 08:59 (UTC)
Kemennadenn - anvioù gresianek
kemmañMont a ran e darempred ganit war-eeun evel merour evit kemenn dit ez eus bet digoret ur prantadig studi evit gwelet peseurt kinnigoù resis e c'heller ober da geñver ur votadeg da vezañ dalc'het emberr a-divout an doareoù da dreuzskrivañ ha da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek, dreist-holl ar re henc'hresianek, met tennañ a ra ar c'hinnig da c'hortoz bet savet dija evit kaozeal diwar e benn d'an anvioù gresianek modern ivez.
Ne dalv ket ali an implijer-mañ'n-implijer muioc'h evit hini ar re all evel-just, ha gallout a raio an neb ma fell dezhañ/i reiñ o soñj, met kavout a ran mat reiñ dit da c'hoût war-eeun hag pediñ da ali abalamour d'al labour bet kaset da benn ganit war an dachenn resis-mañ gwezh ha gwezh all betek-hen.
Amañ e kavi ar bajenn gaozeal evit lakaat o ali:
Kaozeadenn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern/Vot 1
A galon, Merour (Neal) (Kaozeal) 6 C'hwe 2007 da 15:48 (UTC)
Kinnig votiñ (anvioù gresianek)
kemmañSalut! Savet am eus graet ur c'hinnig kentañ (e traoñ ar bajenn-mañ)evit bezañ votet war e benn war-lerc'h a-divout an doare da verzhonekaat anvioù divoutin henc'hresianek. Ha gallout a rafes-te ober war-dro brudañ ar c'hinnig kentañ-se war ar pajennoù kemenn boas (pajenn degemer, h.a.) ha marteze sevel ur bajenn a-ratozh evit ar c'hinnigoù hag a deuio da vezañ pajenn ar votadeg da c'houde en ur reiñ da c'hoût e c'hell an neb kinnig kemmañ ar c'hinnig kentañ evit e wellaat ha/pe ledanaat hag ivez sevel kinnigoù disheñvel evel-just? Trugarez, Neal (Kaozeal) 5 C'hwe 2007 da 07:32 (UTC) OK, ober a ran war-dro, Benoni 5 C'hwe 2007 da 09:16 (UTC)
αέ
kemmañSalud. Trugarez evit da skouer met n'on ket savetoc'h dre ma oa bet roet hennezh c'hoazh. Goulenn a raen skouerioù all, din da welet ma kavan kemmoù gant αη pe αi. N'ouzon ket gresianeg setu es eo diaes evidon kavout anvioù e-giz-se ma-unan.--Kadwalan 26 C'hwe 2007 da 12:37 (UTC)
Daou ezel nevez zo krog da labourat, a welan. Shelley Konk 27 C'hwe 2007 da 10:31 (UTC)
Prometheüs
kemmañ- Prometeus. Ankouaet em boa ne raen ket war-dro ar pennadoù-se ken. Bianchi-Bihan 23 Ebr 2007 da 17:14 (UTC)
- Ne ra forzh din hag-eñ e labourez war an dachen-se pe get, seul wezh ma heuliez ar reolennoù bet votet gant ar gumuniezh.Neal (Kaozeal) 23 Ebr 2007 da 17:19 (UTC)
Mat eo din, met un tamm draen a zo, ne gav ket dit?Bianchi-Bihan 31 Mae 2007 da 19:26 (UTC)
- Renket. Gweloc'h e vefe sevel ur bajenn digejañ. Renket eo bet en un doare da c'hortoz. --Neal (Kaozeal) 1 Mez 2007 da 10:53 (UTC)
Kemenn votadeg
kemmañDemat, ur vouezhiadeg war an doare da vrezhonekaat anvioù divoutin gresianek a zo bet digoret amañ.
Pedet eo da reiñ o mouezh mar fell dezhe an implijerion/ezed enrollet gant ur bajenn-implijer war ar Wikipedia-mañ hag oberiant abaoe ur miz d'an nebeutañ pe nebeutoc'h ma'c'h eo bet labouret gante war an dachenn-resis-mañ a-raok digoradur ar votadeg.
Evit kompren gwelloc'h pep kinnig e-raok mouezhiañ e c'heller lenn displegadennoù hiroc'h war ar bajenn gaozeal stag ouzh pajenn ar vot.
Trugarez, Merour (Neal) (Kaozeal) 2 Meu 2007 da 13:49 (UTC)
verboù a c'haller ober ivez: anaforiñ, anaforenniñ. petra a ya ar gwellañ ganit? ar yota (debriñ yod) pe ar iotaenniñ? Dre forzh iotaat e c'haller mont war sotaat. Ha me oar me. Bianchi-Bihan 8 Meu 2007 da 09:56 (UTC)
mouezhiadeg
kemmañSeul vui e sellan ouzh ar goulenn 5, seul nebeutoc'h e komprenan petra a dalvez ar goulenn kentañ... Perak bezañ lezet ar goulenn kentañ e-giz ma talvezfe ivez evit votiñ evit implijout A bewech? Sellet ouzh ar skouerioù zo skrivet a-is ar goulenn! Trugarez da splannaat an traoù. Merzet em eus ivez az teus mouezhiet evit daou dra gontrol : diskrivañ e HA a!! --Kadwalan 2 Meu 2007 da 13:12 (UTC)
- Klasket am eus sklaeraat ar vot-se. Truzgarez evit an evezhiadenn: faziañ an hini eo am bvboa graet gant ar luziet m'eo deuet da vezañ ar vouezhiadeg, zoken evidon-me bet he savet!!!
Salut dit
kemmañMeur a wezh em bez gwelet an taolennoù az peus graet diwar-benn ar gresianeg (kozh ha nevez) ha trugarez dit da vont war douarioù ken sec'h (a gav din. N'on ket evit gouzout ez resis ha mat pe mat-tre eo da labour. Talvoudus forzh penaos eo.
Pezh a soñjan d'an nebeutañ eo diwar-benn ar gerioù/anvioù deuet e brezhoneg : gwell eo gerioù & anvioù aes a-walc'h da zistagañ.
Ha daoust na blij ket din tamm ebet Odisseia (2 s + EIA), Odisseus (2 s), Iliada (perak un A e fin ar ger ?), em eus graet a-benn doujañ da pezh a oa bet arroudennet en holloueziadur. MP 10 Kzu 2006 da 20:57 (UTC)
Respontet hiroc'h amañ. --Merour (N) 11 Kzu 2006 da 08:34 (UTC)
Salud dit ivez. N'ouzon ket petra eo ar c'hentelioù a venegez war ur bajenn all. Ma ne blij ket dit ar reizhadennoù a lakaan amañ hag ahont, evel un toullad re all, n'eo ket diaes lavaret din war-eeun: gouzout a rin da belec'h chom hep mont, netra ken. Koulskoude n'eus ket pell e oas o kinnig din reizhañ traoù all a gredan. Pe treuzkomprenet em boa. N'eus forzh. A galon. Bianchi-Bihan 11 Kzu 2006 da 17:02 (UTC)
- N'eo ket ar reizhadennoù a displij din, met ar c'hentelioù a deu gante...
--84.78.78.41 11 Kzu 2006 da 18:31 (UTC)
- Ne oa ken goul! Sklaer evel lagad an naer! Neuze ne vo ket ken. Hag evel just ne roi ket ivez. A galon.Bianchi-Bihan 11 Kzu 2006 da 18:42 (UTC)
Kemenn: deuit da reiñ o ali diwar-benn stumm anvioù divoutin gresianek
kemmañDedennet e c'hellfes bezañ gant an evezhiadennoù (ha dreist-holl goulennoù) bet embannet gain war bajenn an ti-chopin (amañ[1]) evit klask bouetañ ar gomz diwar-benn ar stummoù da vezañ implijet war ar Wikipedia evit envel pennadoù pennañ o tennañ da anvioù divoutin gresianek. Poent bras e vefe d'am soñj klask labourat a-stroll ha dont a-benn da dizhout un emglev war an dachenn-mañ a-raok mont pelloc'h. Seul vuioc'h a dud a deuio da reiñ o ali ha da degas o skiant-prenet, seul binvidikoc'h e vo ar gomz ha seul aezetoc'h war-lerc'h lakaat an emglevioù tizhet da dalvezout evit mad ar raktres. --Neal 12 Kzu 2006 da 09:52 (UTC)
- D'am soñj e vije gwelloc'h sevel ur bajenn tabut a-ratozh evit kement-mañ... Ha kelaouiñ e Porched ar gumuniezh... Benoni 12 Kzu 2006 da 10:07 (UTC)
- gwell e vefe met c'hoant am eus klask chom hep ar reuz a oa savet diwar an afer envel all... ma teu an dud da skrivañ kalz (marteze ne duio hini ebet da rein he/e oñj!) e vo tu sevel ur pennad a-ratozh. e gwirionez avat n'eus nemet ur gaozeadenn betek-hen e ne oarn ket re petra lakaat war ar pennad pennañ stag ouzh ar bajenn-gaozeal-se!--Neal 12 Kzu 2006 da 10:11 (UTC)
- War ar bajenn e vo tu lakaat ur vot war un diviz hollek war treuzkrivadur war ar wiki-mañ eus an anvioù divoutin a orin gresianeg... Met dit eo da welet. N'on ket arbennig war seurt kudennoù... Benoni 12 Kzu 2006 da 10:18 (UTC)
- gwell e vefe met c'hoant am eus klask chom hep ar reuz a oa savet diwar an afer envel all... ma teu an dud da skrivañ kalz (marteze ne duio hini ebet da rein he/e oñj!) e vo tu sevel ur pennad a-ratozh. e gwirionez avat n'eus nemet ur gaozeadenn betek-hen e ne oarn ket re petra lakaat war ar pennad pennañ stag ouzh ar bajenn-gaozeal-se!--Neal 12 Kzu 2006 da 10:11 (UTC)
Labourat a -sroll en un tu, mat. Dit da welet, aiou! Dit d'ober ar pennaoù ivez neuze. Ec'h an da labourat etrezek ul lec'h all. Bianchi-Bihan 12 Kzu 2006 da 13:37 (UTC)
Trugarez
kemmañMont a ra war-raok tamm-ha-tamm. Keuz 'm eus avat o welet n'eo ket deuet c'hoazh muioc'h a dud bet labouret war an dachenn-mañ da reiñ o ali, met n'heller ket o rediañ evel-just. Arabat dezhe klemm war-lerc'h mar ne blij ket dezhe an disoc'h. Betek pegoulz e vefe mat kender'chel gant ar c'hinnigoù a-raok digoriñ ar votadeg da vat hervezout. N'on ket chalet gant ma pado ur sizhunvezh pe div, met ret diwall memestra da chom stanket en un hent-toull evel an hini ma vez klasket dont er-maez outañ memestra. A galon, Neal (Kaozeal) 7 C'hwe 2007 da 18:12 (UTC)
- Lakaomp, t'eus ken met kenderc'hel ar c'hendiviz betek dimerc'her ha kregiñ ar vot d'ar mare-se, e-pad div sizunvezh da skouer (pe unan). Benoni 9 C'hwe 2007 da 18:04 (UTC)
- Mat eo. A-du on. Neal (Kaozeal) 9 C'hwe 2007 da 19:10 (UTC)
Trugarez ha bennozh Doue
kemmañUr merour o reiñ e vennozh d'ur merour all, evel un eskob d'un eskob all en iliz-veur Varsovia, na brav seurt unaniezh , seurt kenlabour , seurt kendiviz , etre daou zen. Tud all zo e wikipedia? Bianchi-Bihan 9 C'hwe 2007 da 19:58 (UTC)
- N'oûn ket re peseurt kudenn em c'heñver me. Sell mat ouzh ma fajennoù personel hag e weli, mar fell dit, em eus klasket disrannañ ma labour evel merour diouzh ma gwirioù da labouraet ha da reiñ ma ali evel implijer boutin. Displeget dre an hir emañ war ma fajennoù personel. Sklñaer eo eo homañ ma fajenn pesrsonel evel implijer boutin ha sinet eo bet amañ ganin-me evel-hen. Sklaer evel lagad an naer (nemet evit ar re a blij dezhe klask laou gant ar re all atav). Goût mat ne blij ket gwall dit na labourat a-stroll na drugarekaat ar re all. Ne vern, n'eo ket ret. Me a vat e plij din klask bezañ seven atav. Klask a ran labour en en doare sklaer, hep kuzhat piv on na perak e ran tra pe dra, ha klask ivez kas ar gaoz war-raok en un doare seder ha seven. P'am bez soñj mat ouzhpenn, n'em eus ket bet da drugarekaet dit-te zoken n'eo ket keit all zo (evit da emzalc'h "fur" ez komzoù-te): eskob out-te ivez? Aet on un tammig skuizh gant da emzalc'h e gwirionez - war a welan ar pzh ne blij ket dit eo gwelet tud o klask sevel a-du ha kas ar raktres war-raok, dreist-holl pa ne glot gant o sav-poent gant da re. Ha taol ur sll ivez war an implijerion/ezed a labour amañ abaoe ar penn-kentañ hag e weli n'eus ket kalz ac'hanomp, met muioc'h-mui atav. Tristig memestra. Hag ur wezh all, skuizh-div on aet gant an tagadennoù hag an ebvezhiadennoù o tennañ d'ar fed m'on saozngeger a-hihanig (ret e vefe kontañ pet a dud zo amañ n'int ket gallegerion a-vihanig,, met din-me ne vern) ha bremañ klask c'hoar gant al lec'h m'on o chom. Tristig ha dipitus. ne dalv ket ar boan respont din rak n'on ket re dedennet gant ar pezh ec'h eus da skrivañ c'hoozh diwar ma fenn.
minotaor
kemmañMat e vefe kemm ar pennad MinotaUros e MinotaOros, hervez reolennoù an diskrivañ gerioù boas e brezhoneg. Na'z teus ket roet da soñj avat pe e talc'hes da au, n'ouzon ket?--Kadwalan 20 Mae 2007 da 00:37 (UTC)
Dionysos c'hoazh hag adarre
kemmañ(Eilet diwar ar bajenn gaozeal stag ouzh ma fajenn bersonel evel implijer boutin: amañ)
Treiñ "i" da "y" Ha bremañ, goude ober da zever (sic) treiñ "i" da "y", e ri da zever adsevel istor ar pennad? Bianchi-Bihan 25 Gou 2007 da 08:16 (UTC)
- Troet "i" da "y"? Na tamm ebet. Savet eo bet ar stumm "Dionysus" o toujañ d'ar reolennoù envel bet votet war ar Wikipedia-mañ (s.o Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern), da lâret eo resisoc'h:
- Diviz 2: Doujañ da stumm gresianek orin an anvioù. Amañ: "Διώνυσος/Διόνυσος"
- Diviz 7: Lakaat kemm etre "iota" ha "upsilon". Treuzskrivañ "upsilon" > y'. Amañ "Διώνυσος/Διόνυσος" > "Dionysos"
- Ma toujfes d'ar reolennoù envel war an dachenn-mañ ha ma chomfes a-sav da sevel pennadoù ha rummadoù doubl ne vefe ket ezhomm o reizhañ, o c'henteuziñ hag/pe o diverkañ ha nueze e vefe aesoc'h chom hep koll danvez dre da faot-te.
- Bremañ ec'h in da adanvel ar rummad doubl "Dionisos" bet savet ganit adarre dre ma'z eus dija ur rummad anvet "Dionysos" rezh e stumm hervez ar reolennoù envel bet votet war ar Wikipedia-mañ. Arabat dit klemm neuze ma welez m'eo bet rummatet fall ar pennadoù ...
- Achu ar gaoz ganin war an dachenn-mañ. Ne vo ket repsontet ouzhit ken ganin war an dachenn-mañ dre m'eo bet sklaeraet an traoù. Mar fell dit kas pelloc'h an afer, n'ec'h eus nemet mont e darempred gant ur merour all.
- Merour (Neal) (Kaozeal) 26 Gou 2007 da 10:12 (UTC)
Amforenn
kemmañMat e vefe reizhañ ar pennger "amforenn" zo da vezañ skrivet añforenn hervez ar geriadurioù. s.o. ouzh ar goazeadenn.--Kadwalan 1 Gou 2007 da 16:26 (UTC)
- N'on ket a-enep. Evel merour ma'z out e vc'hellfes-te e gemmañ ken aes ha me. N'eus ket 'met pouezañ war "adenvel" e krec'h ar bajenn. N'in ket d'an sevel a-enep d'ar c'hemm-se. A galon, --Neal (Kaozeal) 1 Gou 2007 da 16:42 (UTC)
- Añforenn zo ur stumm mat-tre evit gallekaat ar geusteurenn, a zo anforenn gant RH, hag a dleje bezañ amforenn, evel Amfitrion, Amfitrit, ha me oar. Amfiteatr a zo implijet dija . Bianchi-Bihan 1 Gou 2007 da 17:32 (UTC)
Plijet ganeoc'h, aotrou merour, stankañ an hent ouzh hemañ (69.243.210.220 ) evit priz e genlabour. Bianchi-Bihan 3 Gou 2007 da 18:03 (UTC)
Graet. Trugarez vras evit an evezhiadenn. --Neal (Kaozeal) 4 Gou 2007 da 07:20 (UTC)
Labour adsevel war-lerc'h hemañ all: 75.67.215.113 Bianchi-Bihan 6 Gou 2007 da 00:01 (UTC)
Treiñ "i" da "y"
kemmañHa bremañ, goude ober da zever (sic) treiñ "i" da "y", e ri da zever adsevel istor ar pennad? Bianchi-Bihan 25 Gou 2007 da 08:16 (UTC)
- Troet "i" da "y"? Na tamm ebet. Savet eo bet ar stumm "Dionysus" o toujañ d'ar reolennoù envel bet votet war ar Wikipedia-mañ (s.o Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern), da lâret eo resisoc'h:
- Diviz 2: Doujañ da stumm gresianek orin an anvioù. Amañ: "Διώνυσος/Διόνυσος"
- Diviz 7: Lakaat kemm etre "iota" ha "upsilon". Treuzskrivañ "upsilon" > y'. Amañ "Διώνυσος/Διόνυσος" > "Dionysos"
- Ma toujfes d'ar reolennoù envel war an dachenn-mañ ha ma chomfes a-sav da sevel pennadoù ha rummadoù doubl ne vefe ket ezhomm o reizhañ, o c'henteuziñ hag/pe o diverkañ ha nueze e vefe aesoc'h chom hep koll danvez dre da faot-te.
- Bremañ ec'h in da adanvel ar rummad doubl "Dionisos" bet savet ganit adarre dre ma'z eus dija ur rummad anvet "Dionysos" rezh e stumm hervez ar reolennoù envel bet votet war ar Wikipedia-mañ. Arabat dit klemm neuze ma welez m'eo bet rummatet fall ar pennadoù ...
- Achu ar gaoz ganin war an dachenn-mañ. Ne vo ket repsontet ouzhit ken ganin war an dachenn-mañ dre m'eo bet sklaeraet an traoù. Mar fell dit kas pelloc'h an afer, n'ec'h eus nemet mont e darempred gant ur merour all. Merour (Neal) (Kaozeal) 26 Gou 2007 da 10:10 (UTC)
nome(s)
kemmañEvit derc'hel da c'hoari: nom, nome, nomes, nomos. Bianchi-Bihan 29 Mez 2007 da 13:34 (UTC)
- > "Nomos" hervez ar c'hendiviz envel. Trugarez evit da evezhiadenn --Neal (Kaozeal) 29 Mez 2007 da 18:02 (UTC)
Dionysos
kemmañSalut-dit Neal,
a-du on ganit eveljust Paotr 30 Gou 2007 da 12:49 (UTC)
- Trugarez Neal (Kaozeal) 30 Gou 2007 da 17:31 (UTC)
- Me ivez a zo a-du gant Neal war ar foñs, daoust ma 'n eus graet ur fazi o nac'hañ diziverkañ. Diziverket 'm eus da ziverkadenn eta evit kaout peoc'h (fur e vije bet dit en ober da unan dre ma oa ar gwir gant Bianchi-Bihan hervez reolennoù wikipedia: difennet eo diverkañ istor ur bajenn). Ma zo un emzalc'h e gwirionez a zo dizereat da 100% avat ez eo hini Bianchi-Bihan ha feulster ar pezh a skriv er pajennoù "kaozeadenn" a-enep da Neal : "drougober", "harz d'ar gwalldaolioù", "e blijadur eo lakaat reuz em labour", "kemm a ra hervez e c'hoant, evel ma tistruj hervez e c'hoant", "drougober", "distrujet", "freuz", "ar freuzer", hag all. Benoni (Kaozeadenn) 30 Gou 2007 da 14:15 (UTC)
- d'am soñj eo grevus gwelout ur merour a-du gant an diverkañ. Bianchi-Bihan 30 Gou 2007 da 17:01 (UTC)
- n'eo ket nac'hañ an hini am boa graet e gwirionez - n'em boa ket kavet an tu evel m'em boa displeget da vBianchi-Bihan. Trugarez evit bezañ kavet an tu (hag an amzer) da didiverkañ ar pennad ha resteurel al lodenn eus an istor bet kollet (kentoc'h evit distrujet - rak restaolet eo bet...). Met, evel em eus bet skrivet ivez, e vije kalz aesoc'h gallout chom hep rankout kenteuziñ seurt pennadoù doubl ma vefe doujet gantañ d'ar reolennoù envel. Hiziv c'hoazh em eus bet ranket adenvel nopuspet penand all bet savet gantañ. Neal (Kaozeal) 30 Gou 2007 da 17:29 (UTC)
- A-du ganit... Ha me ne baouezan ket lakaat ar patrom "digejañ" war ar pajennoù digejañ a sav pa zisoñj bepred... Benoni (Kaozeadenn) 30 Gou 2007 da 17:33 (UTC)
- hag implijerion 'zo o nac'hañ implijout ar patrom {{LabourAChom}} ivez... Neal (Kaozeal) 30 Gou 2007 da 17:37 (UTC)
- A-du ganit... Ha me ne baouezan ket lakaat ar patrom "digejañ" war ar pajennoù digejañ a sav pa zisoñj bepred... Benoni (Kaozeadenn) 30 Gou 2007 da 17:33 (UTC)
- n'eo ket nac'hañ an hini am boa graet e gwirionez - n'em boa ket kavet an tu evel m'em boa displeget da vBianchi-Bihan. Trugarez evit bezañ kavet an tu (hag an amzer) da didiverkañ ar pennad ha resteurel al lodenn eus an istor bet kollet (kentoc'h evit distrujet - rak restaolet eo bet...). Met, evel em eus bet skrivet ivez, e vije kalz aesoc'h gallout chom hep rankout kenteuziñ seurt pennadoù doubl ma vefe doujet gantañ d'ar reolennoù envel. Hiziv c'hoazh em eus bet ranket adenvel nopuspet penand all bet savet gantañ. Neal (Kaozeal) 30 Gou 2007 da 17:29 (UTC)
Anvioù ukrainek
kemmañdemat. Taolit ur sell m.p. àr an anvioù ukrainek bet degaset ganin. Dank U well. A galon. Klaod. Kadbzh 20 Kzu 2007 da 11:34 (UTC) A galon, Neal (Kaozeal) 20 Kzu 2007 da 14:47 (UTC)
- Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 20 Kzu 2007 da 17:36 (UTC)
Sklerijenn m.p.
kemmañtelougou, ur yezh a gaver en Andhra Pradesh , cf. Pendyala Harikrishna. Reizh eo skrivañ telougou ??? Trugarez en a-raok. A galon. Klaod. Kadbzh 22 Kzu 2007 da 20:42 (UTC)
- Gant "telougoueg" eo bet graet ganin evit sevel ar pennad-se. A galon, Neal
Petra eo da respont?--Kadwalan 21 Gen 2008 da 14:17 (UTC)
- Respont a rin pa'm bo amzer. Ha komprenet ac'h eus an diforc'h etre "doubladur lostgerel" ha "doubladur al lostger"? Neal (Kaozeal) 21 Gen 2008 da 14:21 (UTC)
Komprenet am eus. Ha lennet az teus ar pezh am eus respontet he chikanañ evit a sell "doubladur lostgerel" ha "doubladur al lostger" ? Daoust ha ret eo din kompren un dra all? e vefe gwell ganin emellañ eus ar pezh on gouest da gompren? Met marteze ez on un tamm kizidik ivez ;-)--Kadwalan 2 C'hwe 2008 da 08:20 (UTC)
Un tamm foulet on evit ar mare met dont a rin kenkent ha ma c'hallin evit respont da'z resisadenn diwar kaoz Tebez. --Kadwalan 2 C'hwe 2008 da 10:47 (UTC)
- Na rez ket bil. Neal (Kaozeal) 2 C'hwe 2008 da 12:13 (UTC)
Ali
kemmañIsaac Yefremovich Boleslavsky: penaos truzskrivañ m.p. ? Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 11 Ebr 2008 da 13:13 (UTC)
- Ukraineg:
Ісаак Єфремович Болеславський > "Isaak Yefremovitch Boleslavskiy". Tungjatjeta, Neal (Kaozeal) 11 Ebr 2008 da 13:30 (UTC)
- OK. Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 11 Ebr 2008 da 13:56 (UTC)
Anvioù "ekzotek"
kemmañe Kampionad belgiat an echedoù. Marteze e c'hellot u.d.b. Dank U wel. A galon. Klaod. Kadbzh 2 Her 2007 da 09:37 (UTC)
Kudennig
kemmañDemat. Savet 'vo ur pennadig d.b. Irina Gorshkova ganin. Penaos treuskrivañ? Trugarez en a-raok. A galon. Klaod. Kadbzh 25 Meu 2008 da 18:57 (UTC)
Ирина Горшкова e kirillek, da vezañ treuzskrivet "Irina Gorchkova" neuze hervez boazioù ar wikipedia-mañ. A galon, Neal (Kaozeal) 25 Meu 2008 da 19:04 (UTC)
- Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 25 Meu 2008 da 19:15 (UTC)
Echedoù
kemmañViswanathan Anand Humpy Koneru Salud. Trugarez. A galon. Klaod. 90.1.129.59 15 Her 2007 da 19:07 (UTC)