Kerien-Boulvriag

kumun Aodoù-an-Arvor
Evit sterioù all an anv Kerien, gwelit ar pennad Kerien (disheñvelout).

Kerien-Boulvriag, pe Kerien ent-berr, a zo ur gumun eus Breizh e Bro-Gernev hag e departamant Aodoù-an-Arvor.

Kerien-Boulvriag
An iliz katolik.
An iliz katolik.
Anv gallek (ofisiel) Kerien
Bro istorel Bro-Gernev
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Gwengamp
Kanton Boulvriag (betek 2015)
Kallag (abaoe 2015)
Kod kumun 22088
Kod post 22480
Maer
Amzer gefridi
Claude Salomon[1]
2014-2026
Etrekumuniezh Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro Gwengamp
Lec'hienn Web http://www.kerien.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 247 ann. (2022)[2]
Stankter 11 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 23′ 27″ Norzh
3° 12′ 39″ Kornôg
/ 48.3908333333333, -3.2108333333333
Uhelderioù kreiz-kêr : 200 m
bihanañ 101 m — brasañ 308 m
Gorread 21,88 km²
Lec'hiañ ar gêr
Kerien-Boulvriag

Geografiezh

kemmañ

Kerien a zo ur gumun lec'hiet e 8 km e su da bennlec'h ar c'hanton kozh: Boulvriag. Ar c'humunioù tostañ a zo Kerbêr, Larruen, Mael-Pestivien ha Magor. Etre Boulvriag ha Kerien emañ ode Roc'h C'hlas Vihan hag a zo en hec'h uhelañ e 300 metrad uhelder. Ar Blavezh a dremen e traoñ ar bourk. Kumun Kerien en em led war 21,88 km², tro-dro 12,8 annezidi dre km² a zo e Kerien. Hec'h uhelder izelañ a zo 223 metrad hag an hini uhelañ a zo 307 metrad, 265 metrad eo an uhelder keitat, hini ar bourk.

Brezhoneg

kemmañ

Ar Brezoneg er Skol

kemmañ
  • 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[3].
  • Kemeret e voe 5 340 Lur en ti-post, gant tri ezel eus ar Rezistañs moarvat, d’an 22 a viz Ebrel 1944, hervez danevell sizhuniek Titouroù Hollek Sant-Brieg[7].
  • Mervel a reas nav den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[4].

Etimologiezh

kemmañ

Kerien a zeufe eus Sant-Kerian pe Kerrien, ur penitiour eus ar Vvet kantved, ganet e Hibernia, hag a vefe bet douaret e Kleder. Kavandad Sant Ke pe Kenan, lesanvet "Collodoc" e oa pa zivroas hemañ en Arvorig.

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ

Glad relijiel katolik Kerien

kemmañ
  • E Kerien ez eus un iliz katolik gouestlet da Sant Pêr (1836–1852). An iliz a zo bet benniget e 1838. Ar c'hloc'hdi (pe tour) a zo eus 1852. Ar porched er su a zo bet adaozet hag amzeriet eo bet eus ar XVIvet kantved.

Ur chapelig a zo ivez, hini Sant-Yann-Peniti (XVIIIvet kantved). Adsavet eo bet tro-dro da 1846. Gallout a rafe bezañ ur berc'henniezh kozh da Ospitalourien Sant-Yann Jeruzalem. Ar feunteun lec'hiet nepell diouzh an iliz a zo amzeriet eus 1733.

Traoù all heverk

kemmañ
  • Peulvan ar bourk, hini Kerligan hag hini Kozhkêr-"Jehan" (?).
  • "Alez-toet" pe "hent korriganed" Menez Krec'h-an-Arc'hant.
  • Hent dindan douar ar Paou (Oadvezh an houarn).
  • Moudenn c'hladdalc'hel Kozhkêr-"Jehan" (?) (XIIvetXIIIvet kantved).
  • Pont Roudour Gwezeg (Krennamzer).
  • Monumant ar re varv, luc’hskeudenn[8].

Dizoloadegoù e Kerien

kemmañ

Kavet ez eus bet ur goustilh en arem, ur c'hobed hag un darbod grafitet e Kerien. Dizoloet ez eus ivez un hent dindan douar, e Kerien, er Paou. Kavet eo bet a-drugarez d'ul leue a oa kouezhet e-barzh!!!

Emdroadur ar boblañs

kemmañ
Emdroadur poblañs Kerien abaoe 1793

Melestradurezh

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. (fr)Ouest-France
  2. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  3. (fr)Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
  4. 4,0 ha4,1 (fr)Monumant ar re varv - Memorial Genweb
  5. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  6. (fr)Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  7. (fr)Éric Rondel, En attendant le Débarquement en Bretagne du 15 août 1943 au 6 juin 1944, pajennoù 205 ha 206, Dastumadenn Guerres et Conflits, Embannadurioù Astoure, Pleherel, 2011
  8. (fr)Memorial Genweb