Llanfair-ym-Muallt

(Adkaset eus Llanfair ym Muallt)
Ur pennad Llanfair zo ivez.

Llanfair-ym-Muallt (Builth Wells e saozneg) zo anv ur gêr eus Powys, e Kembre, war lez ar stêr Gŵy.

Nepell alese emañ Cilmeri ma voe lazhet Llywelyn ap Gruffudd Ein Llew Olaf e 1282.

Gerdarzh

kemmañ

Krediñ a reer e oa Buellt ar stumm koshañ, diwar "bu" (bioù) ha "gwellt" (geot), da lavarout eo "peurvan saout". Ar wrizienn "bu" eo a gaver er gerioù brezhoneg "buoc'h", "buorzh", ha "bugel".