Marie Félicie Élisabeth Marvingt, bet ganet d'an 20 a viz C'hwevrer 1875 en Orlhac hag aet da Anaon d'ar 14 a viz Kerzu 1963 e Nancy, a oa ur sportourez, ur glañvdiourez, un ijinourez, ul levierez hag ur gazetennerez c'hall.

Marie Marvingt

E 1912
Ganedigezh 20 C'hwevrer 1875
Orlhac
Marv 14 Kerzu 1963
Nancy
Broadelezh  Gall

Micherioù Aervagerez • Kazetennerez
Klañvdiourez • Levierez
Skrivagnerez • Sportourez

Brevedoù 1899 (karr-tan)
1901 (baloñs sturius)
Niv. 281, 8 Du 1910 (nijerez)
1960 (biñsaskell)

Lesanv La Fiancée du Danger
E Chamonix e 1913

Er sportoù e voe brudet da gentañ hag e c'hounezas meur a briz ; goude-se e troas war-du an aervagerezh e 1891 hag an nijerezh e 1910 ; un nijerez-ambulañs a voe ijinet ganti e 1912.
Meur a rekord etrebroadel a dapas e meur a ziskiblezh, hag ar vaouez enoret ar muiañ en Istor Bro-C'hall e voe.

Yaouankiz

kemmañ

Merc'h e oa da Félix Constant Marvingt, tailhanter er post, ha d'e wreg Élisabeth Brusquin. E 1889, pa oa-hi 14 vloaz, e varvas he zad ha tri breur dezhi. Divizout a reas chom dizimez, divugel, ha gouestlañ he buhez d'ar sportoù.
Un aotreegezh war al lennegezh a dapas, hag e teskas pemp yezh (an esperanteg en o zouez) a-raok mont da gazetennerez. Ar vezegiezh, ar gwir, ar c'han hag an distilhañ a studias ivez, koulz hag ar c'hizellerezh, al livouriezh ; un aktourez hag ur skrivagnerez e voe ivez.

Respet

kemmañ

Marie Marvingt e voe ar vaouez kentañ o neuñvial a-dreuz ar stêr Seine (12,5 km). Dre ur stummadur sirk Rancy e voe fungorollerez, janglerez, marc'hegerezh, ha trapezerez.
E 1899 e voe unan eus ar maouezed kentañ o kaout an aotre da vleinañ ur c'harr-tan ; daou vloaz goude e voe aotreet da leviañ ur baloñs sturius.

E meur a sport e voe brudet : bobsleigh, golf, iskrim, jiminas, kanoe, marc'hegezh, marc'hhouarnerezh, melldroad, polo, ruzikat, ski, sportoù emgannañ ha tennañ. Prizioù a voe deroet dezhi en darn vuiañ eus ar sportoù-se, ha 17 rekord etrebroadel en nijerezh a yeas ganti.
Da 15 vloaz, e 1890, e roeñvas gant he c'hanoe a-hed 400 km eus Nancy da Goblenz. E 1899 e voe aotreet da vleinañ ur c'harr-tan ; bleinañ ur stlejerez hag ur vag-dre-dan a zeskas ivez goude-se.
E 1901 e voe he nijadenn gentañ en ur baloñs sturius ; er bloaz-se e voe brevedet. E 1905 e tapas Priz kentañ ar pouleñvat hag e voe ar vaouez kentañ o kas ur marc'h-houarn grand-bi ; gant an doare marc'h-houarn a anavezomp – hag a oa nevez d'ar mare – e troadikellas eus Nancy da Vilano, eus Nancy da Dolosa hag eus Nancy da Vourdel.
E 1907 e voe kampionez en International Shooting Competition gant un tenn war-hed 300 metr ; en hevelep bloaz e c'hounezas Neuñvadeg Pariz, pa neuñvias a-hed 16 km e 4 eurvezh ha 8 munutenn : pilet e voe rekord 5 eurvezh ha 10 munutenn an neuñvierez aostralian Annette Kellermann (1886-1975), ar Vorganez aostralian. Tri bloaz goude, d'ar 15 a viz Meurzh 1910, e voe enoret M. Marvingt gant Medalenn aour Akademiezh ar Sportoù. Gant an alpaerezh e voe dedennet ivez : war kabenn un dek menez bennak en Alpoù e plantas he fig, ar Menez Gwenn en o zouez.
Peogwir e veze diaes ober sportoù gant ur sae hag e oa berzet d'ar merc'hed gwiskañ brageier ez ijinas Marie Marvingt ar vrozh-bragoù.

Mennet e oa da gemer perzh e Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn 1908, met berzet e oa d'ar merc'hed ; redek a reas evelato hep bezañ enskrivet : goude ar gwaz diwezhañ e loc'has-hi hag e voe ar vaouez kentañ oc'h echuiñ ar redadeg, gant tremen 160 km redet bemdez.
E 1908 e Chamonix, 1909 e Gerardmer (Vosges) ha 1910 er Ballon d'Alsace ez eas ganti maout ar ski, al luj hag ar ruzikat ; d'ar 26 a viz Genver 1910 e c'hounezas Kib Léon Auscher kampionad etrebroadel ar bobsleigh evit ar merc'hed e Chamonix.

E 1909 e tibradas eus Nancy gant ur baloñs sturius war-du Suffolk e Bro-Saoz ; ar vaouez kentañ e voe o nijal a-us Mor Breizh ha Mor an Hanternoz. Bloaz goude, d'an 8 a viz Du 1910, e voe an trede maouez er bed o vezañ brevedet evit leviañ un nijerez (breved niv. 281) goude Raymonde de Laroche (niv. 36) ha Marthe Niel (niv. 226)[1] hag un dournijerez. Diouzhtu e labouras da sevel raktres un nijerez-ambulañs.
E 1910 ivez e tapas Priz kentañ an nijadeg hir en Aéroclub de l'Est, pa levias eus Nancy da Neufchâteau e-kichen Liège e Belgia e pemzek eurvezh ; en hevelep bloaz, e c'hounezas ar priz kentañ pa nijas eus Nancy da Rondefontaine (Doubs) ; gant he baloñs, e 1910 bepred, e nijas eus Nancy da Garlsruhe en Alamagn, ha c'hoazh eus Nancy da Landau en Alamagn adarre. Pevarzek gwech e levias he baloñs sturius e 1912, en o zouez nijadennoù Pariz–Brusel ha Pariz–Mars-la-Tour (Meurthe-et-Moselle).

E deroù ar Brezel-bed kentañ e 1914 en em wiskas evel ur gwaz hag ez emouestlas e 42vet batailhon ar chaseourien war droad ; pa voe merzet he zaol gwidre en trañcheoù e chomas en talbenn, ma servijas evel klañvdiourez ha skoazellerez er surjianerezh. Pelloc'h e voe anvet e 3vet rejimant chaseourien an Alpoù e torosad an Dolomitoù en Italia, ma adreñvas gloazidi dre ski. E 1915 e voe o leviañ ur bombezer a-us an danframmoù milourel alaman e Metz ; kroaz-brezel 1914-1918 a voe deroet dezhi.
Gant an nijerez-ambulañs bet aozet ganti e c'hallas kas buanoc'h ar c'hloazidi. Goude ar brezel e kendalc'has da stourm evit ma vije diorroet an nijerezh mezegel. E 1934, pa oa Marie Marvingt ofiserez e servij ar Yec'hed el lu gall en Afrika an Norzh e tiazezas ur servij nijerezioù-ambulañsoù e Maroko ; hi a voe ar c'hentañ klañvdiourez-nijerez brevedet en diskiblezh nevez-se, e 1935.

E 1960, hag hi oadet 85 bloaz, ez eas eus Pariz da Nancy war varc'h-houarn hag e tapas he breved leviañ ur viñsaskell ; e miz Du e levias ar c'hentañ biñsaskell dre zazloc'h gall, ar SNCASO SO.1221 Djinn.
Nebeut a-raok he marv en un ti evit ar re gozh e Nancy – biskoazh n'eo bet pinvidik, pa ne veze gopret nemet evel kazetennerez – he devoa lakaet he anv da vont betek al Loar.

  • E 1922 he devoa Marie Marvingt embannet e roje 10 000 dollar da gement den hag a raje gwelloc'h egeti war tachenn ar sportoù, an arzoù, ar skiantoù hag ar beajoù. Adembann a reas he galv er c'hazetennoù e 1938, hag er skinwel e 1948. Biskoazh n'eo bet rediet da ziyalc'hañ ar sammad.

Oberennoù

kemmañ
 
Un nijerez-ambulañs en Aostralia... a-drugarez da Varie Marvingt.
  • 1935 : Les ailes qui sauvent, teulfilm diwar-benn an nijerezh mezegel[2].
  • 1949 : Sauvés par la colombe, teulfilm diwar-benn an nijerezh mezegel.

Enorioù

kemmañ

Medalennetañ maouez Bro-C'hall eo Marie Marvingt hiziv c'hoazh : 34 medalenn en holl, koulz en he bro hag er bed, en o zouez Kroaz ar brezel 1914-1918, Marc'hegez al Lejion a enor (1935), Marc'hegezh Urzh ar Yec'hed Foran (1937), Ofiserez al Lejion a enor (1949).

Hêrezh

kemmañ
  • La fiancée du danger (2009), teulfilm sevenet gant Michèle Larue ha Noël Burch[3],[4].
  • La fiancée du danger (2017), teulfilm skrivet gant Patrick Baud ha sevenet gant Bernard Rebatel ha Jimmy Valentin[5].

Levrlennadur

kemmañ
  • (fr) CORDIER, Marcel & MAGGIO, Rosalie : Marie Marvingt, la femme d'un siècle, Éditions Pierron, 1991 (ISBN 978-2-7085-0092-1)
  • (fr) BARON-BOILLEY, Françoise : Marie Marvingt – À l'aventure du sport, L'Harmattan, 2013 (ISBN 978-2-343-01269-8)
  • (fr) VEILLON, Jean & VEILLON, Raymond : Marie Marvingt, Le Bourget : Ailes Annciennes, 2013 (ISBN 978-2-9523694-6-6)
  • (fr) CLECH, Jacky & UDERZO-OTT, Monique : Histoires de pilotes, tome 8 – Marie Marvingt, Idées Plus Éditions, 2016 (ISBN 978-2-916795-67-6)
  • (fr) BRASME, Pierre : Femmes d'exception en Lorraine, Le Papillon Rouge, 2018 (ISBN 978-2-490379-00-2)
  • (en) MAGGIO, Rosalie : Marie Marvingt, Fiancée of Danger – First Female Bomber Pilot, World-Class Athlet and Inventor of the Air Ambulance, McFarland, 2019 (ISBN 978-1-4766-7550-3)

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù

kemmañ
  1. (fr) 'Vieilles Tiges'. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  2. (fr) Gaumont Pathé. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  3. (fr) [ps://www.filmsdocumentaires.com/films/109-marie-marvingt-la-fiancee-du-danger 'Films & Documentaires']. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  4. (fr)Error on call to Template:cite web: Parameters url and title must be specified. Kavet : 24 Mezheven 2019.
  5. (en)