Ur pennad Mochdre zo ivez.

Mochdre zo ur gêriadenn vihan e Powys, gwechall e kontelezh kozh Sir Drefaldwyn, er mervent d'an Drenewydd. Hiriv eo ebarzhet e kumuniezh Mochdre gyda Phenystrywaid ),

Poblañs

kemmañ

Poblet e oa Mochdre gant 494 a dud e 2011 ha 13,3% anezho a oa kembraegerien.

Monumantoù

kemmañ

Gouestlet eo an iliz d'an Holl Sent. Eus ar XVIvet kantved eo an doenn, met adsavet eo bet ar braz eus an iliz e 1867.

Lennegezh

kemmañ

Marteze ez eus meneg eus Mochdre e Pevare Skourr ar Mabinogi, e danevell Math, mab Mathonwy, ma konter e voe Gwydion, goude laerezh moc'h Pryderi, o kousket un nozvezh etre Ceri hag Arwystli.