Ar Priz Turing, ACM A. M. Turing Award e anv saoznek, zo ur priz a vez deroet bep bloaz abaoe 1966 gant an Association for Computing Machinery (ACM) d'un den a zo bet diuzet goude degasadennoù pouezus ha padus war dachenn galvezadel ar stlenneg.

Alan Turing e 1936

En enor d'ar matematikour ha stlennegour breizhveuriat Alan M. Turing (1912-1954) e voe aozet ar Priz Turing ; "Priz Nobel ar stlenneg" a vez graet anezhañ a-wechoù[1].

Ne oa ket arc'hant gant ar Priz adalek 1966 betek 2006 ; adalek 2007 e voe roet 250 000 dollar gant an embregerezhioù Intel ha Google ; abaoe 2014 e vez roet 1 milion azollaroù, gant Google hepken[2].

Loreidi kemmañ

  • Etre 1966 ha 2022, 76 den zo bet enoret gant ar Priz Turing, en o zouez 73 gwaz ha 3 maouez ; e 2006 e voe roet ar Priz d'ar vaouez kentañ, e 2008 hag e 2012 d'an div vaouez all.
 Eus Geriadur ar stlenneg Guy Étienne (1995) ez eo tennet termenoù kalvezel ar pennad-mañ.[3]
Bloaz Anv Bro Abeg Ensavadur
1966 Alan Perlis   E levezon war ar gouleviñ urzhiataerioù hag ar sevel kempunerioù. Carnegie Mellon University, Pittsburgh, PA
1967 Maurice Wilkes   Farder an Electronic Delay Storage Automatic Calculator (EDSAC) e 1949, an eil urzhiataer gant ur goulev e-barzh. Kenaozer ul levr diwar-benn an aozañ goulevioù evit urzhiataerioù niverel elektronek, The Preparation of Programs for an Electronic Digital Computer 1951, ma voe displeget ar gouleviaouegoù[4]. University of Cambridge, Cambridge, R-U
1968 Richard Hamming   E labour war an hentennoù niverel, an enbonegañ emgefreek, ar bonegoù kavout ha reizhañ ar fazioù. Bell Labs, Murray Hill, NJ
1969 Marvin Minsky   Bezañ bet kalon an enklaskoù evit krouiñ, stummañ, kas war-raok ha gwellaat tachenn an naouegezh alvezel. Massachusetts Institute of Technology (MIT), Cambridge, MA
1970 James H. Wilkinson   E enklaskoù war dachennoù an dezrann niverel e-sell da aesaat implij an urzhiataerioù niverel herrek, an aljebr a-linenn hag an dezrann fazioù en un algoritm goude endevout bet un disoc'h peuzreizh. National Physical Laboratory, Teddington, R-U
1971 John McCarthy   E enklaskoù war dachenn an naouegezh alvezel. Stanford University, Stanford, CA
1972 Edsger W. Dijkstra   Unan eus saverien bennañ ALGOL (ALGOrithmic Language), un Lavar programmiñ a live uhel hag a zo aet da batrom ar sklaerder hag ar reizhder. Unan eus diazezerien skiant an aregoù gouleviñ eo. Centrum Wiskunde & Informatica, Eindhoven ; University of Texas, Austin, TX
1973 Charles Bachman   E zegasadennoù war dachenn kalvezouriezh ar stlennvonioù General Electric Research Laboratory, Schenectady, NY
1974 Donald Knuth   E zegasadennoù da zezrann an treolioù ha sevel aregoù gouleviñ. California Institute of Technology, Stanford, CA
1975 Allen Newell   Degasadennoù war dachennoù an naouegezh alvezel, bredoniezh komprenezon mab-den hag an danzen listennadoù. RAND Corporation, Santa Monica, CA ; Carnegie Mellon University
Herbert A. Simon  
1976 Michael O. Rabin   Evit o fennad Finite Automata and Their Decision Problem diwar-benn an ardivinkoù nannsavelek : un ardivink savelek a ro un hent hepken goude danzeet ur saviad, unan nannsavelek a ro meur a hent e stumm ur wezenn, pep skourr a ziskouez un hent hag a c'heller heuliañ. Princeton University, Princeton, NJ
Dana Scott   University of Chicago, Chicago, IL
1977 John Backus   Sevel an areg gouleviñ IBM Mathematical FORmula TRANslating System (FORTRAN) ha dre-se termeniñ argerzhadurioù evit sevel aregoù gouleviñ a live uhel. IBM, Armonk, NY
1978 Robert W. Floyd   Hentennoù evit sevel meziantoù efedus ha fizius, hag e zegasadennoù da dachennoù diazez ar stlenneg : damkaniezh an dezrann kevreadurel, steroniezh an aregoù gouleviñ, gwiriekadur emgefreek ar goulevioù, kendod emgefreek ar goulevioù ha dezrann an treolioù. Carnegie Mellon University ; Stanford University
1979 Kenneth E. Iverson   E strivoù war dachenn an aregoù gouleviñ hag an notadur matematikel (an areg APL, A Programming Language), e zegasadennoù d'ar reizhiadoù etreoberiat, d'an implijout APL en deskadurezh, da zamkaniezh ha pleustr an aregoù gouleviñ. IBM
1980 Tony Hoare   Degasadennoù diazez evit termeniñ hag aozañ aregoù gouleviñ. Queen's University Belfast, Béal Feirste ; University of Oxford, Oxford
1981 Edgar F. Codd   Degasadennoù diazez evit termeniñ hag aozañ reizhiadoù merañ ar stlennvonioù, ar re zaveaduriek dreist-holl. IBM
1982 Stephen Cook     Evit endevout hol lakaet da gompren donoc'h ha sklaeroc'h e kemplezhded ar stlenneg. University of Toronto, Toronto
1983 Ken Thompson   Damkaniezh arreizhiadoù korvoiñ genadel, hag evit endevout lakaet Unix e pleustr. Bell Labs
Dennis Ritchie  
1984 Niklaus Wirth   Ijinañ meur a areg gouleviñ nevezus : ALGOL W, Euler, Modula, Oberon ha Pascal. Stanford University ; Universität Zürich, Zürich
1985 Richard M. Karp   Degasadennoù da zamkaniezh an treolioù, en o zouez treolioù evit red ar rouedadoù hag an amzer rekis evit ma'z afe un treol en-dro, ha da zamkaniezh an NP-klok (Nondeterministic Polynomial-time completeness). University of California]], Berkeley, CA
1986 John Hopcroft   Degasadennoù diazez en aozañ ha dezrann treolioù ha frammoù roadennoù. Cornell University, Ithaca, NY
Robert Tarjan   Stanford University ; Cornell University ; University of California, Berkeley ; Princeton University
1987 John Cocke   Degasadennoù da aozadur ha damkaniezh ar c'hompunerioù, da adeiladezh reizhiadoù bras ; ijinañ ar RISC (Reduced Instruction Set Computer, "Kewerier e Spletad Ditouroù Krennet"/KSDK). IBM
1988 Ivan Sutherland   Degasadennoù diazez war dachenn ar stlenngevregañ (computer graphics), dre Sketchpad hag all. Stanford University ; Harvard University, Cambridge, MA ; University of Utah, Salt Lake City, UT ; California Institute of Technology, Pasadena, CA
1989 William Kahan   Degasadennoù diazez d'an dezrannañ niverel ; unan eus an arbennigourion bennañ war ar stlenneg dre skej tonn. University of California, Berkeley
1990 Fernando J. Corbató   Unan eus difaosterien tachenn an urzhiataerioù bras ha liesimplij a c'hall labourat en amzer rannet gant loazioù rannadus, CTSS (Compatible Time-Sharing System) ha Multics (MULTiplexed Information and Computing Service). MIT
1991 Robin Milner   LCF (Logic for Computable Functions), ur benveg da brouiñ delakadennoù en un doare emgefreek dre un urzhiataer ; ML (Meta Language), an areg kentañ ennañ an treren liestumm a-gevret gant ur reizhiad evit merañ nemedennoù ; CCS (Calculus of communicating systems), aljebr ar reizhiadoù kehent. Stanford University ; University of Edinburgh, Dinedin
1992 Butler Lampson   Degasadennoù en diorren endroioù enno urzhiataerioù dasparzhet, personel, hag ar c'halvezerezh evit o staliañ : hanvaoù labour, rouedadoù stlennegel, reizhiadoù korvoiñ, reizhiadoù gouleviñ, unvezioù gwereañ, surentez ha meziantoù keweriañ testenn. Palo Alto Research Center, Palo Alto, CA ; Digital Equipment Corporation (DEC), Maynard, MA
1993 Juris Hartmanis     Diazezañ damkaniezh ar c'hemplezerezh er stlenneg : amzer rekis evit jediñ, rannvaez er vemor, ment un amred, an niver a gewerieroù, ar gremm rekis, hag all. General Electric Research Laboratory
Richard E. Stearns  
1994 Edward Feigenbaum   Difraostañ tachenn an aozañ ha sevel reizhiadoù bras naouegezh alvezel ; prouiñ ez eo kalvezerezh an naouegezh alvezel un dra bouezus koulz diouzh ur savboent pleustrek hag unan kenwerzhel. Stanford University
Raj Reddy     Stanford University ; Carnegie Mellon University
1995 Manuel Blum     Degasadennoù da zamkaniezh ar c'hemplezerezh er stlenneg, ha d'he arver er rinegouriezh hag e gwiriadur furmel ar goulevioù. University of California, Berkeley
1996 Amir Pnueli   Labour diazez evit degas ar boelloniezh amzerel e skiant ar stlenneg ; degasadennoù pouezus war dachenn ar gwiriañ goulevioù ha reizhiadoù. Stanford University ; Tel Aviv University, Tel Aviv ; Weizmann Institute of Science, Rehovot ; Courant Institute of Mathematical Sciences, New York, NY
1997 Douglas Engelbart   Endevout rakwelet hag awenet ar stlenneg etreoberiat, hag endevout ijinet ar c'halvezouriezhoù rekis evit e zegas da wir. SRI International, Menlo Park, CA ; Tymshare, Cupertino, CA ; McDonnell Douglas, Berkeley, MO ; The Doug Engelbart Institute, Sebastopol, CA
1998 Jim Gray   Degasadennoù diazez war dachenn ar stlennvonioù hag an treuzgreadoù ; bezañ bet e penn ar galvezourien o lakaas e pleustr. IBM ; Microsoft
1999 Fred Brooks   Degasadennoù hollbouezus da adeiladezh an urzhiataerioù, d'ar rezhiadoù korvoiñ, ha d'ar sevel meziantoù. IBM ; University of North Carolina, Chapel Hill, NC
2000 Andrew Yao   Degasadennoù diazez da zamkaniezh ar stlenneg, enni damkaniezh ar genel niveroù gaouzargouezhek, ar rinegouriezh ha kemplezhded ar c'hehentiñ. Stanford University ; University of California, Berkeley ; Princeton University
2001 Ole-Johan Dahl   Mennozhioù diazez a-zivout ar gouleviñ dre ergorennoù dre an aregoù Simula I ha Simula 67 (Simple universal language). Norwegian Computing Center, Oslo ; Universitetet i Oslo
Kristen Nygaard  
2002 Ron Rivest   Lakaat ar rinegouriezh ankemparzhek, pe rinegouriezh dre alc'hwez foran, e pleustr dre o zreol RSA (Rivest-Shamir-Adleman). MIT
Adi Shamir  
Leonard Adleman   University of Southern California, Los Angeles, CA
2003 Alan Kay   Difraostañ meur a zachenn diazez evit ar gouleviñ dre ergorennoù, dre ren ar skipailh a aozas ar goulev Smalltalk, ha degasadennoù diazez war dachenn ar stlenneg personel. University of Utah ; Palo Alto Research Center ; Stanford University ; Atari, New York ; Apple Inc., Cupertino, CA ; Walt Disney Imagineering, Glendale, CA ; Viewpoints Research Institute, Glendale, CA ; HP Labs, Palo Alto, CA
2004 Vint Cerf   Difraostañ tachenn an etrekennaskañ rouedadoù, dre aozañ ha lakaat e pleustr ar c'homenadoù diazez TCP/IP. University of California, Los Angeles ; Stanford University, Defense Advanced Research Projects Agency, Arlington County, VA ; MCI Communications, Washington, D.C. ; CNRI, Reston, VA ; Google
Bob Kahn   MIT ; [Bolt Beranek and Newman]], Cambridge, MA ; DARPA, CNRI
2005 Peter Naur   Degasadennoù diazez en aozañ aregoù gouleviñ ha termeniñ ALGOL 60 (ALGOrithmic Language), en aozañ kempunerioù, hag er gouleviñ dre vras. Regnecentralen, København  ; Københavns Universitet
2006 Frances Allen     Difraostet he deus damkaniezh ha pleustr ar gwellekaat kalvezouriezhioù ar c'hempunerioù a gasas d'ar c'hempunerioù gwellekaer arnevez ha d'an erounezadur kenstur emgefreek. IBM
2007 Edmund M. Clarke   O ferzh en aozañ kalvezouriezhioù efedus-kenañ evit ar gwiriekaat patromoù, a zo bet degemeret gant hogozik holl c'hreanterezh ar periantoù hag ar meziantoù. Harvard University ; Carnegie Mellon University
E. Allen Emerson   Harvard University ; University of Texas, Austin
Joseph Sifakis     CNRS
2008 Barbara Liskov     Degasadennoù pleustrek ha damkaniel d'an aregoù gouleviñ ha d'an aozañ reizhiadoù, dreist-holl war dachenn ar roadennoù difetis, an heptreugañ chanadoù hag ar stlenneg dasparzhat. MIT
2009 Charles P. Thacker   Ijinañ ha fardañ Xerox Alto, ar c'hentañ urzhiataer personel (1973) ; degasadennoù da Ethernet hag d'ar Microsoft Tablet PC (2003). PARC ; DEC ; Microsoft
2010 Leslie Valiant     Degasadennoù pouezus da zamkaniezh ar riñverezh, enni damkaniezh ar Probably Approximately Correct learning (PAC ; un treol a "zesk" ditouroù nevez hogozik hep faziañ) ; da gemplezhded an ezrevelladurioù hag ar riñverezh aljebrek ; da zamkaniezh ar stlenneg kenstur ha dasparzhet. Harvard University
2011 Judea Pearl     Degasadennoù diazez d'an naouegezh alvezel dre ur riñverezh evit ar poellata tebek hag arbennek. University of California, Los Angeles ; New Jersey Institute of Technology, Newark, NJ
2012 Silvio Micali   Labour diazez war dachenn ar rinegouriezh ha hentennoù nevez evit gwiriekaat prouennoù matematikel e damkaniezh ar gemplezhded. MIT
Shafi Goldwasser       MIT ; Weizmann Institute of Science
2013 Leslie Lamport   Degasadennoù diazez da zamkaniezh ha pleustr ar reizhiadoù dasparzhet ha kevezer, dreist-holl ijinadenn meizadoù evel an arbennelezh hag an horolajoù mezoniel, ar surentez hag ar riskl, SMR (State Machine Replication : dasparañ dafariaded ha kenurzhiañ an darempredoù etre an arvalien hag an eildafariaded), hag ar c'hevanien a-gemal. Massachusetts Computer Associates, Wakefield, MA ; SRI International ; DEC ; Compaq, Harris County, TX ; Microsoft
2014 Michael Stonebraker   Degasadennoù diazez d'ar meizadoù ha d'ar pleustroù a skor ar reizhiadoù stlennvon a-vremañ. University of California, Berkeley ; MIT
2015 Whitfield Diffie   Degasadennoù diazez d'ar rinegouriezh a-vremañ. O fennad For New Directions in Cryptography (1976) a zegasas mennozhioù ar rinegouriezh dre alc'hwez foran hag ar sinadurioù niverel, a skor ar braz eus komenadoù-surentez an Internet hiziv an deiz. Stanford University
Martin Hellman  
2016 Tim Berners-Lee   Ijinañ ar World Wide Web, ar merdeer kentañ, ar c'homenadoù diazez hag an treolioù rekis evit ma'z afe ar Web en-dro. CERN, Pariz ; MIT ; World Wide Web Consortium, Cambridge, MA
2017 John L. Hennessy   Difraostañ en un doare reizhiadel ha kementadel tachenn an aozañ ha priziañ adeiladezhioù an urzhiataerioù, gant ul levezon bras ha padus war greanterezh ar c'horrgewerieroù. Stanford University
David Patterson   University of California, Berkeley
2018 Yoshua Bengio   Araokadennoù meizadel ha kalvezoniel hag o deus troet ar reizhiadoù neuronel don (DNN, Deep Neural Networks) da elfennoù hollbouezus ar stlenneg. Université de Montréal, Montréal ; McGill University, Montréal ; Institut québécois d’intelligence artificielle, Montréal
Geoffrey Hinton     University of Toronto ; University of California, San Diego, CA ; Carnegie Mellon University ; University College London, Londrez ; University of Edinburgh ; Google-AI
Yann LeCun   University of Toronto ; Bell Labs ; Courant Institute of Mathematical Sciences, New York, NY ; New York University ; Meta-AI, New York
2019 Edwin Catmull   Degasadennoù diazez er stlenngevregañ e teir ment (3D), ha levezon divent ar c'halvezerezhioù-se war al lunerezh ganet dre urzhiataer (Computer-Generated Imagery, CGI) er filmaozañ ha war dachennoù all. University of Utah]] ; Pixar, Emeryville, CA ; Walt Disney Animation Studios, Burbank, CA
Pat Hanrahan   Pixar ; Princeton University ; Stanford University
2020 Alfred Aho   Treolioù diazez hag an damkaniezh a skor keflouerañ an aregoù gouleviñ ; kendodiñ an disoc'h-se ha re tud all en o levrioù levezonus-tre hag a zeskas rummadoù stlennegourien. Bell Labs ; Columbia University, New York, NY
Jeffrey Ullman   Bell Labs ; Princeton University ; Stanford University
2021 Jack Dongarra   Difraostañ tachenn an treolioù ha levraouegoù niverel hag a roas tro da veziantoù gourc'hefleunius da chom a-live gant araokadurioù argemmvac'hel ar periantoù a-hed pevar dekvloaziad. Argonne National Laboratory, Lemont, IL ; Oak Ridge National Laboratory, Oak Ridge, TN ; University of Manchester, Manchester ; Texas A&M University, College Station, TX ; University of Tennessee, Knoxville, TN ; Rice University, Houston, TX
2022 Robert Metcalfe   Ijinañ, skoueriekaat ha kenwerzhelañ Ethernet. MIT ; Harvard University ; PARC ; University of Texas, Austin
2023

Liammoù diavaez kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. (en) Bob Brown : Why there’s no Nobel Prize in Computing, NetworkWorld, 06 Meheven 2011
  2. (en) ACM : ACM's Turing Award Prize Raised to $1 Million
  3. (fr) (en) (br) Guy Étienne : Geriadur ar stlenneg, Preder, 1995 (ISBN 2-901383-14-9)En-linenn
  4. (en) Maurice M. Wilkes, David J. Wheeler & Stanley Gill : The Preparation of Programs for an Electronic Digital Computer ; Reading, Massachussetts : Addison-Wesley, 1951 — En-linenn