Sant-Ervlon-an-Dezerzh

kumun Il-ha-Gwilen
(Adkaset eus Sant-Hermelen-Roazhon)

Sant-Ervlon-an-Dezerzh[2] a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Gentieg e departamant Il-ha-Gwilen.

Sant-Ervlon-an-Dezerzh
An ti-kêr.
An ti-kêr.
Anv gallaouek Saent-Erbelon
Anv gallek (ofisiel) Saint-Erblon
Bro istorel Bro-Roazhon
Melestradurezh
Departamant Il-ha-Gwilen
Arondisamant Roazhon
Kanton Bruz (betek 2015)
Gentieg (abaoe 2015)
Kod kumun 35266
Kod post 35230
Maer
Amzer gefridi
Matthieu Pollet
2020-2026
Etrekumuniezh Roazhon Meurgêr
Bro velestradurel Bro Roazhon
Lec'hienn Web www.saint-erblon.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 3 615 ann. (2022)[1]
Stankter 331 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 01′ 08″ Norzh
1° 39′ 06″ Kornôg
/ 48.01879515, -1.65162904
Uhelderioù bihanañ 20 m — brasañ 49 m
Gorread 10,93 km²
Lec'hiañ ar gêr
Sant-Ervlon-an-Dezerzh
Ur pennad Sant-Ervlon zo ivez.

Douaroniezh

kemmañ

Ar Sec'h a dreuz ar gumun.

Stummoù skrivet

kemmañ

Gerdarzh

kemmañ
 
Darn eus an Tabula ducatus britanniae gallis, ma lenner « S. Erbellon ». Gwelout a reer an arouez pagi (bourc'hioù).

Dont a rafe an anv eus ur sant Erblon pe Herblon. Gallout a rafe bezañ pe ar sant Herbod anavezet e Kerne-Uhel (evel e Plonevez-ar-Faou) pe hini Hermelandus eskopti Naoned(Daveoù a vank).

Ardamezioù

kemmañ
  • Mervel a reas 68 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lâret eo 5,19% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4]; unan anezhe a varvas e Virton e Belgia d’an 22 a viz Eost 1914, er 124vet Rujumant Troadegiezh e oa [5].

Brezelioù didrevadennañ

kemmañ

Disparti

kemmañ
  • Krouet e voe kumun Pont-Pagan e 1985 diwar ul lodenn eus kumun Sant-Ervlon-an-Dezerzh[9].

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ
  • Iliz katolik Sant Hermeland, 1863-1866 ha 1908-1912.
  • Ur Monumant istorel eo kroaz ar vered; e 1946 e oa bet enskrivet.
  • Ur puñs e kreiz ar vourc'h.
  • Monumant ar re varv e-tal an iliz katolik, luc’hskeudennoù[10], e 1920 e voe prenet an dachenn d'e sevel[11].
  • Taolenn ar re varv (1914-1918) en iliz katolik, luc’hskeudennoù[12].
  • Plakenn nijourion ar Royal Air Force, luc’hskeudenn[13]

Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun

kemmañ

Karrnijourion e oa an daou zen-se. Marvet int d'an 9 a viz Mezheven 1944 pa gouezhas o c'harr-nij (Mosquito DZ 353, marilhet AZ-B) e La Cour Orgères, e kumun Sant-Ervlon-an-Dezerzh, e-pad an Eil Brezel Bed[14],[15],luc’hskeudenn[16].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

kemmañ

Niver a annezidi

Melestradurezh

kemmañ
Roll ar maerioù
Mare Anv Strollad Karg
Kerzu 1919[17] Kerzu 1939 Aristide Legault -
Genver 1940 Mae 1942 Jean-Marie Froger
Here 1942 Du 1944 Alexande Gilois
Kerzu 1944 Here 1947 Joseph Crambert
Here 1947 Meurzh 1965 Alexandre Gilois
Meurzh 1965 Meurzh 1983 Alexandre Quatrebœufs
Meurzh 1983 Kerzu 1985 Pierre Récan
Genver 1986 Meurzh 2008 Jean-Gilles Berthommier UDF Kelenner
Meurzh 2008 → bremañ Hervé Letort Kleiz-diseurt Kuzulier pedagogel
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù.
  • Noël du Fail, skrivagner ha gwiraour (ganet war-dro 1520 e domani e diegezh e Château Létard e Sant-Ervlon-an-Dezerzh).

Ardamezeg ar familhoù

kemmañ
  d'Acigné, aotrounez Châteauloger

En erminoù e dreustell divouedet en gul karget gant teir flourdilizenn en aour

  du Fail, aotrounez Château-Létard

Palefarzhet etre argant ha savel

Gevelliñ

kemmañ

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Levrlennadur

kemmañ
  • (fr)Pol Potier de Courcy : Nobiliaire et armorial de Bretagne. Adembannadur Editions des Régionalismes. Cressé. 2011/2014
  • (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Notennoù ha daveoù

kemmañ