Sant-Maloù (disheñvelout)

Sant-Maloù zo un anv-lec'h brezhonek savet diwar anv ar manac'h Maloù, a oa unan eus ar seizh sant brezhon a grouas seizh eus nav eskopti kozh Breizh. Kêr Sant-Maloù, e biz Breizh, eo al lec'h brudetañ. Meur a Sant-Maloù all zo e Breizh hag er bed avat.

E yezhoù all kemmañ

  • Saint-Malo ha Saint-Maclou e galleg

Sant-Maloù e Breizh kemmañ

  Bro-Sant-Maloù kemmañ

Sant-Maloù eo ar gêr anvet diwar anv ar sant a veve en enezenn dirak Aled, ar porzh a zo e-tal Dinarzh. Bro-Sant-Maloù zo unan eus nav eskopti kozh Breizh, diwar anv ar gêr. Arondisamant Sant-Maloù zo unan eus arondisamantoù departamant an Il-ha-Gwilun. Daou ganton eus an arondisamant a zo :

Div barrez Sant-Maloù all a zo e Bro-Sant-Maloù : Sant-Maloù-Benion, kumun e kanton Gwern-Porc'hoed, ha Sant-Maloù-an-Teir-Feunteun, e kanton an Drinded-Porc'hoed, bremañ e departamant ar Mor-Bihan.

  Bro-Roazhon kemmañ

Sant-Maloù-Fili zo ur gumun e kanton Presperieg.

  Bro-Naoned kemmañ

Sant-Maloù-Gwersac'h zo ur gumun e kanton Mouster-al-Loc'h.

  Bro-Sant-Brieg kemmañ

Div gêriadennig zo, heñvel o anv :

A bep seurt kemmañ

Straedoù Sant-Maloù zo e kêrioù zo evel Brest kozh ha Roazhon kozh.

Ilizoù Sant-Malo zo e Dinan, Ivinieg, Sant-Maloù-Fili, Devrieg, Sant-Maloù-Benion ha Sant-Maloù-an-Teir-Feunteun.

Saint-Malo ha Saint-Maclou er bed kemmañ

Diwar anv ar sant hag ar gêr hollvrudet eo bet anvet lec'hioù all er bed :

  Bro-C'hall kemmañ

Tachennoù amezek da Vreizh zo bet levezonet ganti :

  Normandi

Ilizoù Saint-Malo zo e Mouen, Gouville-sur-Mer, Valognes ha Saint-Malo-de-la-Lande.

  Kanada kemmañ

Dre oa Jakez Karter, "dizoloer" ar vro, genidik eus Sant-Maloù eo bet anvet lec'hioù zo evel se :

  Stadoù-Unanet kemmañ

An douaroù aostral kemmañ

  Inizi Maloù kemmañ

An inizi-mañ e su ar Meurvor Atlantel zo bet anvet o soñjal er vartoloded eus Sant-Maloù a oa eno d'ur mare bennak.

Inizi Kergelenn kemmañ

Anse Saint-Malo, e don Mor-bihan Kergelenn, en inizi Kergelenn e su ar Meurvor Indian.