Shtandart (fourgadenn, 1999)

Shtandart (ruseg : Штандартъ) zo un advag eus ar fourgadenn rus heñvelanvet e 1703, savet gant an AMG Project Shtandart (Проект Штандарт) e Sankt-Peterbourg.

Штандартъ / Shtandart

Er Mor Baltek e 2007
Istor
Riez Rusia
Perc'henn Shtandart Project
Sankt-Peterbourg
Saver Amiraliezh Petrovsky
Chanter Skol-vor Sankt-Peterbourg
Kabiten Владимир В. Мартусь
Vladimir V. Martous
Banniel Rusia (1999-2024)
Inizi Cook (abaoe 2024)

Framm Tourmantin war memproù derv
Keinet 4 a viz Du 1994
Moret 4 a viz Gwengolo 1999
Paramantet 25 a viz Even 2000
MMSI 273452840
Igorell voned : UAEM
Marilh CЗ-13-14 / SZ-13-14
Porzh stag Sankt-Peterbourg
Statud Lestr-skol
Skipailh • 1703 : 120 den
• 1999 : 10 pad + 30 stajiad·ez
Dezverkoù
Rumm Fourgadenn, teirgwern karrez
Doare Advag pennlestr Pyotr I (1703)

Dilec'hiad 220 t
Hirder 34,50 m (en holl)
25,88 m (marilhet)
Pennvaod 6,95 m
Uhelder 33 m (gwern vras)
Kalandour 3 m – 3,30 m
Pontoù 3
Fard • Kriz : 128 t
• Rik : 38 t
Poulzañ • Lien : 660 m² (3 gwern, 14 gouel)
• Erlusk : 2 x Volvo Penta
• Erlusk : (480 kW / 460 CV)
Tizh 10 skoulm

Kanolioù 1703 : 28 kanol-brezel
1999 : 7 kanol-saludiñ

Eus an nederlandeg standaart ("astandard", "banniel"), Standarte ha Stanhart en alamaneg, étendard e galleg, e teu anv al lestr.

Ul lestr-skol eo Shtandart, etrebroadel eo he skipailh pad hag an dud a vez e staj e bourzh.

Bepred e kemer ar fourgadenn perzh e bodadegoù etrebroadel listri hag e festivalioù, ha meur a wech ez eo bet gwelet e filmoù.

Al lestr orin

kemmañ

Pa oa mennet an tsar Pyotr I (1672-1725, ren 1682-1725) da ziorren merdeadurezh Rusia e veajas da Vro-Saoz ha da Holland evit deskiñ ar sevel bigi[1]. E Bro-Saoz e labouras e-pad pevar miz evel kalvez e porzh Deptford e London[1].

E 1702, e barr Brezel Bras an Hanternoz enep Sveden (1700-1721), e tresas an tsar ar fourgadenn 28 kanol, a voe echuet e 1703 hag a ziarbennas Svediz e Sankt-Peterbourg e 1705. Kentañ lestr Lestraz ar Mor Baltek e voe Shtandart[2]. Un ardamez nevez a voe krouet evit diskouez ar pevar mor a c'helle Rusia tizhout[2].

Pyotr I e voe kabiten Shtandart, a oa lestr amiral al lestraz. War gourc'hemenn an tsar, ar fourgadenn a gemeras perzh e meur a emgann, ha buan e troas da arouez merdeadurezh Rusia[2].

E stad fall-tre e voe al lestr adalek 1711 en abeg ma ne oa ket bet sec'h a-walc'h ar prenn a oa bet implijet evit e sevel. Nevesaet e voe neuze, ha betek 1719 e chomas war vor. Goude e zizarmañ e c'hourc'hemennas Pyotr I ma vije miret ad vitam æternam evel lestr kentañ al lestraz ha patrom ijin Rusia a-fet sevel bagoù ; war kanol Kronverskaya e Sankt-Peterbourg e voe miret.

Er bloaz 1727 ez urzhias an impalaerez Ekaterina I (1684-1727, ren 1725-1727) ma vije lakaet Shtandart war ar sec'h evit e gempenn, hogen drailhet e voe ar c'houc'h gant ar funioù pa voe gorreet ; distrujet e voe ar fourgadenn neuze. An impalaerez a c'hourc'hemennas ma vije adsavet, hogen ne voe graet nemet 272 vloaz diwezhatoc'h, e Sankt-Peterbourg bepred avat.

An advag

kemmañ

C'hwec'h vloaz a voe ret evit sevel Shtandart, adalek 1993 pa voe treset betek 1999 pa voe moret er chanter-bigi Amiraliezh Petrovsky (Петровское Адмиралтейство).

Er bloaz 1988, Mirdi ar Peniti (Государственный Эрмитаж) Sankt-Peterbourg a c'houlennas digant an istorour Viktor Krainukov klask ditouroù evit sevel ul lunell eus lestr-amiral Pyotr I, ar fourgadenn Shtandart.

E 1992, Vladimir Viatcheslavovitch Martous (Владимир Вячеславович Мартусь) a welas al lunell goude e studi e Skol-veur Teknikel ar Mor Stad Sankt-Peterbourg (Санкт-Петербургский государственный морской технический университет), ha kerkent e tivizas sevel un advag da Shtandart, gant ur bagad tud mennet. Ar gevredigezh Shtandat Project a luskas ar raktres, gant harp gouarnamantoù Rusia hag ar Rouantelezh-Unanet ; dre vesenerezh eus ar bed a-bezh ivez e voe arc'hantaouet.

Gant harp istorourien arbennik war ar sevel bigi e reas V. Martous tresoù an advag hag e tivizas e vije div rann el lestr : istorel hag a-vremañ. A-us pont ar c'hanolioù ez eus bet klasket chom an tostañ ma c'helled d'an aozadur orin : paol dre rod, stur, gwernioù, gwarioù, stramm link, skeulioù, skourilhoù, arrebeuri ha kanolioù.

V. Martous en devoa labouret e chanter Lelystad en Izelvroioù evit sevel advag ul lestr koshoc'h, ar galion St. Peter, a voe savet a-ratozh-kaer evit Gouelioù ar Mor e Douarnenez e 1992. Goude ar Gouelioù e voe gwerzhet al lestr evit arc'hantaouiñ ar sevel Shtandart ; gwelet e vez St. Peter dindan an anv Black Pearl er rummad filmoù Pirates of the Caribbean.

D'ar 4 a viz Du 1994 e voe staliet kein an advag ha boulc'het he sevel gant an hevelep hentenn hag an hevelep dafar hag a lestr-amiral orin : prenn eus koadeg Lindulovskaya nepell diouzh Rochtchino (Ро́щино) er gwalarn da Sankt-Peterbourg a voe implijet[2],[3].

D'an 30 a viz Mae 1998 e voe badezet Shtandart dirak he zaou dad-paeron : ar priñs Andrew, dug York, ha Vladimir Ykovlev, gouarnour Sankt-Peterbourg.

D'ar 4 a viz Gwengolo 1999 e voe moret ar fourgadenn dirak un daou-ugent mil bennak a dud, dik el lec'h ma oa bet moret al lestr orin e 1703.

Diechu e oa al labour avat ; ur bloavezh all a voe ret evit staliañ an ardivinkoù arnevez : an daou geflusker (svedat, evel un arouez a beoc'h), pentonioù an trelosk hag an dour, ar seizh kanol-saludiñ, ar binvioù elektronek hag all.

E deroù ar bloaz 2000, bloaz diwezhañ an XXvet kantved, e voe prest Shtandart da vont war vor.

Korvoiñ

kemmañ

An AMG Project Shtandart a gorvo al lestr hep pal kenwerzhel.

Tud a-youl-vat a ya da sevel ar skipalh ; stummet e vezont a-raok pep beaj.

E miz Even 2000 e voulc'has Shtandart he beaj kentañ etrezek ar broioù hag ar porzhioù a oa bet gweladennet gant Pyotr I etre miz Meurzh 1697 ha miz Gwengolo 1698 da-geñver ar C'hannadur Meur (Великое посольство) ; desavadurel e oa bet beaj an tsar : studiañ stuzioù Europa ar C'hornaoueg ha deskiñ micherioù ha teknikoù talvoudus evit Rusia, ha diplomatel ivez : skoulmañ emglevioù gant Stadoù europat evit brezeliñ ouzh Turkia.

Goude ar veaj-se ne baouezas ket ar c'habiten Vladimir V. Martous da gas Shtandart hag ar skipailhoù a borzh da borzh.

 
En Oslo, 24/04/2010
 
E Seta 2016
V. Martous eo an delwenn war an tu kleiz ; re youlidi kentañ ar raktres zo a bep tu d'ar staon

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

En abeg d'ar c'hastizoù etrebroadel a zo bet enep Rusia da heul aloubadeg Ukraina d'ar 24 a viz C'hwevrer 2022 e voe berzet da Shtandart eoriañ en ur porzh europat ; aotreet e voe koulskoude da chom e La Rochelle d'an 8 a viz Even, en enep d'ar pempvet pakad kastizoù[5],[6]. D'ar 6 a viz Even avat e oa bet lazhet AIS ar fourgadenn evit na vezañ diskuliet, en enep d'al lezenn c'hall[7]. D'ar 16 a viz Even e skrivas un dilennad ukrainat da vaer La Rochelle evit enebiñ ouzh bezañs ul lestr rus er porzh[8].

  • 2022 : Douarnenez, Gouelioù ar Mor, 14-17 a viz Gouhere. Ur paotr eus Douarnenez zo aet da vartolod war Shtandart[9].
Nac'het e oa bet ehan Shtandart e meur a gêr en Europa hag e Bro'C'hall (Seta gant ar prefed, Bordèu gant aozerien ar gouel), eme ar c'habiten Martous — a zo rus-hag-ukrainat[10].

Sinema

kemmañ

Meur a wezh ec'h eo bet implijet Shtandart er sinema.

  • 2007 : Слуга государев Slouga gosoudarev "Servijour rieien", film rusat russevenet gant Oleg Ryaskov[11].
  • 2011 : Записки экспедитора Тайной канцелярии Zapiski ekspeditora Taynoy kantselyarii "Notennoù kaser ar Burev kuzh", film ha stirad skinwel rusat sevenet gant Oleg Ryaskov[12].
  • 2011 : Новая Земля Novaya Zemlya "Douar Nevez", film nederlandat sevenet gant Reinout Oerlemans[13].
  • 2015 : Michiel de Ruyter, film nederlandat-ha-belgiat sevenet gant Roel Reiné[14].
  • 2015 : Peter and Wendy, film skinwel saoz sevenet gant Diarmuid Lawrence[15].
  • 2016 : 22 ángeles, film skinwel spagnol sevenet gant Miguel Bardem[16].

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 (en) Schauffelen, Otmar. Chapman – Great Sailing Ships of the World. New York : Hearst, 2005, p. 294 (ISBN 978-1-58816-384-4)
  2. 2,0 2,1 2,2 ha2,3 Schauffelen, Otmar. op. cit. p. 295.
  3. (ru) Kartenn.
  4. (fr) Sud-Ouest, 02/06/2016. Kavet : 18 Gouhere 2022.
  5. (fr) Le Figaro, 08/06/2022. Kavet : 18 Gouhere 2022.
  6. (fr) France 3 Nouvelle Aquitaine, 09/06/2022. Kavet : 18 Gouhere 2022.
  7. (en) VesselFinder. Kavet : 18 Gouhere 2022.
  8. (fr) ''Lizher Oleksiy Goncharenko. Kavet : 18 Gouhere 2022.
  9. (fr) Le Télégramme, 17/07/2022. Kavet : 18 Gouhere 2022.
  10. (fr) Le Télégramme, 16/07/2022.
  11. (en)   0476695
  12. (en)   1569334
  13. (en)   1911607
  14. (en)   2544766
  15. (en)   4051850
  16. (en)   5471634