The Beatles

strollad sonerien eus Breizh-veur
(Adkaset eus Ar Beatles)
Ar Beatles oc'h erruout e New York e miz C'hwevrer 1964. En nec'h : John Lennon ha Paul McCartney. En traoñ : George Harrison ha Ringo Starr.
Ar Beatles oc'h erruout e New York e miz C'hwevrer 1964.
En nec'h : John Lennon ha Paul McCartney.
En traoñ : George Harrison ha Ringo Starr.

Alias The Fab Four
The Threetles
Bro orin Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
Doare(où) Rock, pop rock, rock 'n' roll, Folk rock, Rock akoustek, Rock psikedelek, Pop barok, Pop, Acid rock, Hard rock, Blues rock, Folk psikedelek
hag ouzhpenn.
Bloavezhioù oberiant Eus 1960 da 1970
(bodet etre 1994 ha 1996)
Label(ioù) Apple Records, Parlophone, Capitol
Lec'hienn ofisiel www.thebeatles.com

Izili John Lennon
Paul McCartney
George Harrison
Ringo Starr
Izili bet er strollad Pete Best
Stuart Sutcliffe
Endro Neil Aspinall
Geoff Emerick
Brian Epstein
Mal Evans
Astrid Kirchherr
George Martin
Jimmy Nicol
Yoko Ono
Billy Preston
Pete Shotton
Derek Taylor
Klaus Voormann

The Beatles a oa ur strollad sonerien pop ha rock eus Liverpool (Breizh-Veur). Meur a rekord gwerzhañ pladennoù en doa tapet ha renket e oa bet da gentañ e rolloù an hitoù ouzhpenn 50 gwech (20 gwech er Stadoù-Unanet). Lod a lavar e oa bet ar fed pouezusañ e sonerezh an 20vet kantved. Hervez embanner pladennoù EMI records e vije bet gwerzhet 1 miliard a bladennoù ganto d'an nebeutañ. Sellet ouzh : [1].
Ar c'hanaouennoù savet gant ar Beatles a ziskouez meur a zoare seniñ : kanaouennoù a-boz, blues, heavy metal, reggae, sonerezh psikedelek. Digoret o doa an hent evit sonerezhioù nevez.

Ar strollad, lesanvet "The Fab Four" (ar Pevar Dreist), a oa e izili John Lennon (1940 - 1980), (James) Paul McCartney1942), George Harrison (1943 - 2001) ha Ringo Starr (Richard Starkey, bet ganet e 1940). Gant Lennon ha McCartney e oa bet savet an darn vrasañ eus ar c'hanaouennoù ; un nebeud reoù all a oa bet savet gant Harrison ha Starr (Don't Pass Me by hag Octopus's Garden).

Evel produer er bloavezhioù kentañ, George Martin (1926-2016) en doa harpet anezho evit ober berzh. Ul levezon vras en doa bet war emdroadur o doare seniñ.

1956-1963 : krouidigezh ar strollad

kemmañ

Bloavezhioù kentañ

kemmañ
Netra 'neus touchet ac'hanon betek an deiz 'moa klevet Elvis.
Panevet Elvis ne vije ket bet eus ar Beatles.

John Lennon, (en) The Beatles 2000, p. 41.

E miz Du 1956 e aoz John Lennon, c'hwezek vloaz, ur strollad skiffle gant mignoned eus e lise e Liverpool. Anv kentañ ar strollad a voe Blackjacks a-raok bezañ cheñchet da the Quarrymen p'o doa kavet e oa ur strollad all oc'h implijet an anv Blackjack. Paul McCartney, pemzek vloaz, az a e-barzh ar strollad e 1957 evel gitarour-ritm. Pedet e voe George Harrison, pemzek vloaz, da sellet ouzh ar strollad e 1958 gant McCartney. Goude ma oa disfizius Lennon diwar-benn Harrison, kar re yaouank e oa hervezañ, eo pedet da seniñ ganto un nebeud mizioù goude evel gitaour-rener.

E miz Genver 1959 e oa aet mignoned Lennon kuit eus ar strollad ha kendelc'her a ra an tri gitarour da seniñ gwezh ha gwezh all pa gavont un tabouliner. Kendrec'het eo ur mignon da Lennon, Stuart Sutcliffe da brenañ ur gitar-boud ha da seniñ er strollad adalek 1960. Hennezh a ginnig cheñch an anv da vBeatals en enor da Buddy Holly ha the Crickets. Implijet a reont an anv-se betek miz Mae ma cheñchont o anv da Silver Beetles a-raok un dro da Vro-Skos evel strollad sikour ar c'haner Johny Gentle. E-pad an hañv e cheñchont o anv da Silver Beatles ha buan da vBeatles da c'houde.

En hañv 1960 int sikouret gant Allan Williams da vont da seniñ e-barzh e Hamburg. Emezelañ a reont Pete Best da seniñ ganto ha mont a reont da Alamagn da chom tri miz hanter. Degemeret int gant Bruno Koschmider en doa treuzfurmet strip-kluboù e salioù-koñsertoù ha lojet eo ar strollad en unan anezho. Met seniñ a reont en ur c'hlub all, a-enep d'o c'hevrat ha skarzhet int gant Koschmider az a betek gwerzhañ Harrison d'ar polis dre m'en doa livet gevier war e oad : re yaouank e oa da labourat. Skarzhet eo Harrison eus Alamagn a-raok McCartney ha Best, harzet gant ar polis diwar intrudu Koschmider peogwir o dije plantet tan en ur stevell. Distreiñ a ra Lennon da Vro-Saoz e miz Kerzu tra ma chom Sutcliffe pelloc'h gant Astrid Kirchherr, e zanvez-pried, he doa kemeret fotoioù kentañ ar strollad.

E-pad an daou vloaz da heul ez eont da seniñ da Hamburg meur a wezh hag eno e troc'hont o blev gant ar stil exi diwar intrudu Kirchherr, ur stil a vezo o merk e-pad ar bloavezhioù kentañ. Sutcliffe az a kuit eus ar strollad e 1961 d'ober studioù arzoù en Alamagn hag adkemeret eo ar gitar-boud gant McCartney. Sinañ a reont gant Polydor Records da vezañ strollad-dreñv Tony Sheridan e 1962. Seniñ a reont aliesoc'h e-barzh e Liverpool, dreist-holl e The Cavern Club e-lec'h ma reont anaoudegezh gant Brian Epstein a vezo o manager.

Kevrat gant EMI

kemmañ
 
Brian Epstein e 1965

A-hed ar bloaz 1962 e klask Epstein dieubiñ ar strollad diouzh e gevradoù, dreist-holl en Alamagn. Distreiñ a reont di e miz Ebrel ha kelaouet int gant Kirchherr e oa marvet Sutcliff an deiz a-raok gant ur c'holl-gwad empenn. E-keit-se ez a Epstein e darempred gant labeloù da enrollañ ur bladenn. Nac'het int gant Decca Records, a lavar eo "echu gant ar strolladoù gitaroù". Tri miz da c'houde int kevratet gant George Martin e-barzh e label Parlophone, gant EMI.

D'ar 6 a viz Even 1962 e talc'hont o frantad-enrollañ kentañ e studio EMI e-barzh e Londrez. Martin a glemm raktal da Epstein diwar-benn c'hoari Best gant an taboulinoù, o kinnig goprañ un tabouliner-studio e plas. Choaz a ra ar strollad erlec'hiañ anezhañ gant Ringo Starr, az a kuit eus ar strollad Rory Storm and the Hurricanes, e miz Eost. Start eo bet d'ar publik degemer ar cheñchamant-se, mont a reont betek huchal "Pete is Best" (ur c'hoari ger gant Best a dalvez "an hini gwellañ) ha skeiñ gant Harrison er c'hCavern Club. Met delc'her a ra start ar strollad gant ar choaz-se dre m'anavezont Starr abaoe pell, dre ma vezont plijet gantañ ha dre m'eo ur "metronom" hervezo[1] D'ar 4 a viz Gwengolo eo añrejistret "Love Me Do", gant Starr, met n'eo ket kendrec'het Martin, a c'hopr Andy White da seniñ an taboulinoù e-pad an trede prantad-enrollañ, ma oa añrejistret "Love Me Do" adarre, asambles gant "Please Please Me" ha "P.S. I Love You. Da gentañ eo choazet ar stumm eus "Love Me Do" gant Starr en taboulinoù, met stumm an adembannadurioù a zo bet hini White, gant Starr war an taboulin-kloc'h. Embannet eo "Love Me Do" e miz Here, ha tizhet a ra ar 17vet plas er roll. Tremen a reont er skinwel evit ar wezh kentañ, en ur gelaouenn lec'hel. Adenrollañ a reont "Please Please Me" e miz Du, diwar goulenn Martin, gant un tempo buanoc'h. O klevet an añrejistramant e tiougan Martin : "Emaoc'h o paouez ober ho n°1 kentañ"[alpha 1].

E miz Kerzu ez eont da seniñ da Hamburg evit ar wezh diwezhañ. A-raok 1963 en em lakaont akord e vezo kanet gant ar pevar anezho en o albom, goude ma n'eo ket ken ledan tachenn mouezh Ringo Starr hag hini ar re all. Lennon ha McCartney a skriv kanaouennoù asambles, ar pezh a zigresk chañsoù Harrison da vezañ kaner-pennañ war kanaouenn-mañ-kanaouenn. Pouezet eo gant Epstein evit ma vezo micherel ar strollad ha prezañtet mat, gwisket gant dilhad cheuc'h, o chom hep debriñ, butuniñ na kunujenniñ war al leurenn.

1963-1966 : bloavezhioù an troiadoù

kemmañ

Ar Beatlemania

kemmañ
 
Logo ar Beatles, treset gant Ivor Arbiter.
 
Please Please Me, albom kentañ ar strollad.

D'an 11 a viz C'hwevrer 1963 e enroll ar Beatles dek sonenn e-kerzh ur prantad-studio evit o albom Please Please Me, asambles gant peder sonenn bet embannet e single. Raktres Martin a oa enrollañ an albom e The Cavern Club, met n'en deus ket kavet mat son al lec'h, neuze e oa bet divizet añrejistriñ an albom en Abbey Road evel unan enrollet war-eeun. "Love Me Do" n'en doa ket graet kement-se a verzh evel single, met "Please Please Me" zo bet embannet e miz Genver 1963 ha graet berzh diouzhtu, kentañ e pep roll war-bouez unan.

Embannet eo "Please Please Me" e miz Meurzh, an hini kentañ an unnek albom aet da n°1 diouzh renk. Tamm ha tamm e-pad ar bloaz e embannont daou single all, "From Me To You" ha "She Loves You", a vo o single kentañ bet tapet ar milion a skouerennoù gwerzhet hag a chomo ar bladenn gwerzhet ar muiañ betek 1978.

Kerkent e tegas o berzh evezh ar mediaoù, respontet gant ar Beatles gant fent ha dizoujañs dic'hortoz digant ur strollad pop. Komañs a reont d'ober troioù er Rouantelezh-Unanet, o tiwanañ un azeuliñ digant o selaouerien. Degemeret e vezont gant huchadennoù ha tud diskiant, ur fenomen anvet Beatlemania gant ar c'hazetennoù. E fin ar bloaz ez eont da Sveden evit o zroiad kentañ er-maez eus ar Rouantelezh-Unanet. Degemeret e vezont en aerborzh Heathrow gant kantadoù a dud en o zistro d'ar 31 a viz Here, asambles gant 50 betek 100 kazetenner ha tud eus ar BBC. Kendelc'her a reont d'ober tro Breizh-Veur, met ken gwaskus e teu ar Beatlemania da vezañ ma rank ar polis implijet kanolioù-dour da gontrolliñ ar mor a dud.

E miz Du e embann EMI eil albom ar strollad, With The Beatles, gant ur rekord a 270 000 rakgwerzh. Gwerzhañ a reont un hanter-vilion a bladenn e-kerzh ur sizhun. Kontrol d'ar pezh a vez graet da gustum eo embannet an albom a-raok ar single, I Want to Hold Your Hand, n'eo ket lakaet en alboù da greskiñ ar gwerzhioù.

"The British Invasion"

kemmañ
 
Ar Beatles e The Ed Sullivan Show e 1964.

Start e oa bet d'ar strollad bezañ anavezet er Stadoù-Unanet. Capitol Records, an embanner-kar da EMI en doa daleet embannadur pladennoù ar strollad e-pad ur bloaz. Sinet e oa bet ur c'hevrat gant Vee-Jay, un embanner dizalc'h, met ur cheñchamant renerien ha kudennoù da baeañ gwirioù o doa bountet EMI da nullañ ar c'hevrat. Un embanner all, Swan Records, en doa bet ur c'hevrat evit embann ha skignañ She Loves You.

Un eilenn eus I Want to Hold Your Hand kaset gant Epstein a sach evezh Capitol Records, a gompren e tremen eilennoù eus singloù ar Beatles war ar radioioù. Sinañ a reont ar strollad d'ober un droiad en SUA tra ma embannont un albom anvet Meet The Beatles da lakaat anezhañ da vezañ anavezet. Er memes koulz e embann Vee-Jay un albom anvet Introducing ... The Beatles a oa bet raktreset a-raok ar cheñchamant renerien, tra ma adembann Swan Records She Loves You.

Kaset eo ar strollad d'an SUA e miz C'hwevrer 1964 ha degemeret int en aerborzh John F. Kennedy e-barzh e New York City gant ur mor a dud. Daou zevezh war-lerc'h e tremenont dre an abadenn dele The Ed Sullivan Show, sellet outañ gant 73 milion a dud. O zroiad a ra berzh en ur vro e kañv abalamour da varv ar Prezidant John F. Kennedy ar bloaz a-raok, evel ur fulenn da zihuniñ yaouankiz ar vro ha d'he c'has war-zu ur bed modern, goude ma vez tamallet gant an dud gour o blev hir.

O berzh a zegas interest evit ar sonerezh breizhveuriat en Amerika, kement ha teu strolladoù all d'ober troiadoù en tu-mañ eus meurvor atlantel ha kement ha m'eo krouet an term The British Invasion (An aloubadeg breizhveuriat) da gaozeal diwar-benn an darvoudoù-se. Meur a strollad hag arzourien a heul pazioù ar Beatles, evel The Dave Clark Five, The Animals, Petula Clark, The Kinks peotramant The Rolling Stones.

Gortoz Capitol Records a-hed ar bloaz 1963 en doa bountet ul label all, United Artists Records, da lakaat o rann-filmoù da ginnig d'ar strollad ober tri film da vrudañ o c'hanaouennoù. Sevenet gant Richard Lester, A Hard Day's Night a laka ar strollad da c'hoari komedi e-pad c'hwec'h sizhun. Ur berzh eo bet ar film, embannet asambles gant un albom ispisial evit Amerika an Norzh. E-keit-se e embann ar strollad o zrede albom, A Hard Day's Night, gant kanaouennoù ar film en tu-mañ ha kanaouennoù nevez en tu-gin. Meuleudet eo an albom evel an hini ma teu ar strollad d'en em zizober eus o levezonoù da gaout o son dezho, dre seniñ gwelloc'h asambles, met ivez gant gitar nevez Harrison, ur prototip 12 kordenn savet gant Rickenbacker ha roet dezhañ, brudet evit e son kloc'hus.

Troiad-bed ha digor d'ar c'hudennoù denel

kemmañ
 
McCartney, Harrison ha Lennon en Izelvroioù

E miz Even ha Gouere 1964 ez ar Beatles da seniñ dre ar bed, e Danmark, en Izelvroioù, Hong Kong, Aostralia ha Zeland-Nevez hag er Stadoù-Unanet e miz Eost ha Gwengolo evit un eil troiad. Eno e reont anaoudegezh gant Bob Dylan. Goude m'o deus Dylan hag ar Beatles ha harperien disheñvel-kenañ, met talvoudus eo bet kavet an emgav en istor ar sonerezh, o liammañ daou ved disheñvel : publik Dylan, studierien sot gant an arzoù hag al lennegezh, ur stil bohemian ha soñjoù politikel o vont war-zu un idealism sokial ha publik ar Beatles, krennarded e liseoù peotramant en o studioù kentañ liammet kreñv ouzh ar sevenadur kaset gant ar skinwel, ar radio hag ar gizioù nevez. Ne oa ket kalz a garantez eus perzh publik Dylan e-keñver publik ar Beatles, gwelet evel ur vandennad azeulerien[2]. E-pad ar gejadenn e ro Dylan un tamm butun-drol d'ar Beatles.

E-kerzh ar mizioù da heul e teu Lennon da varmouzañ stil Dylan da ganañ, dre ar fri, tra ma komañs Dylan da seniñ gant ur strollad binvioù-tredan, o cheñch e zilhad war-zu ur stil "mod". Notennet eo gant Gould penaos e teu an harz etre an daou bublik da netra, publik ar Beatles o kreskiñ war-zu stiloù nevez ha publik Dylan o tegemer yaouankiz ar sevenadur-pop.

E-kerzh an troiad 1964 e teu ar strollad da vezañ war evezh e-keñver an diforc'hidigezh gouennel er Stadoù-Unanet. Nac'hañ a reont seniñ e Jacksonville, Florida ma vije dispartiet ar re zu eus ar re wenn ha dont a reont da lakaat an aotrouniezh da blegañ. "Ne sonomp james dirak ur publik dispartiet ha n'emaomp ket o vont da gomañs... Gwelloc'h 'vefe din koll hon gopr"[alpha 2]. Nac'hañ a reont kousket el leti raktreset dre ma oa diforc'het ivez. Pa zistroont d'ar Stadoù-Unanet, ar bloavezhioù da c'houde, e reont a-seurt da lakaat splann en o c'hevratoù ne vezo ket dispartiet ar publik.

War-zu ur sonerezh darevoc'h hag implij an drammoù

kemmañ
 
Ur skeudenn tennet diwar bruderezh amerikan ar film Help!

Pevare albom ar strollad, Beatles For Sale, enrollet etre Eost hag Here 1964, zo ur brouenn eus an diaezamant etre imor krouiñ ar strollad ha redioù o berzh. C'hoant o doa da gendelc'her ar mod A Hard Day's Night m'o doa sonet kanaouennoù nevez hepken, met berr e oant en em gavet gant kanaouennoù nevez avat ha start e oa bet kavet dezho krouiñ en ur ober troiadoù dre ar bed. Adkemer a reont c'hwec'h kover eus o roll da glokaat ar bladenn, embannet e miz Kerzu. An eizh kanaouenn nevez avat a zo merzhet mat gant an dud, o tiskouez barregezh an daouad Lennon/McCartney[3].

E penn-kentañ 1965 e koan Lennon, Harrison hag o fried gant dantour Harrison, John Riley. Hennezh a ro LSD dezho, dre guzh, en o banneoù kafe. Merket don eo Lennon gant an degouezh : "Spontus e oa, met eus ar c'hentañ. Bamet e oan e-pad ur miz pe zaou."[alpha 3] Kustum e oant o daou da implijet an dramm-se, asambles gant Starr ur wezh hepken war a seblant. Implij Harrison eus an dramm en deus kaset anezhañ war-zu ar speredelezh, ar brederiegezh hag an hindoueegezh. Lavaret en deus : "Evidon-me e oa bet mestal d'ul lintradenn. Ar wezh kentañ 'moa bet trenk en doa digoret un dra bennak en va fenn a oa ennon, hag em eus komprenet leun a draoù. N'em boa ket desket anezho peogwir e anavezent anezho dija, met an dra-se a chañsas bezañ un alc'hwez en doa digoret an nor d'ober anaoudegezh ganto. Adalek ar poent m'am boa bet an dra-se em beze c'hoant da gaout bepred – ar soñjoù-se diwar-benn ar yogied hag an Himalaya ha sonerezh Ravi."[alpha 4] Ne oa ket tomm McCartney evit klask an dramm-se, met a-benn ar fin en deus graet e 1966[4] An hini kentañ eo bet o kaozeal diwar-benn an dra-se, o lavaret : "digoret e oa va daoulagad" ha "graet en deus din bezañ un ezel gwelloc'h, onestoc'h, degemerusoc'h eus ar gevredigezh".[alpha 5].

E miz Even 1965 eo degemeret ar pevar Beatle en Urzh an Impalaeriezh breizhveuriat (MBE) gant ar rouanez Elesbed II diwar goulenn ar Ministr pennañ Harold Wilson. Distreiñ a ra un nebeud mirourien o medalenn evit sevel a-enep, dre ma oa kustum ar vedalenn da vezañ roet d'ar soudarded peotramant d'ar renerien keodedel.

Er-maez e teu eil film ar Beatles, Help!, e miz Gouere 1965. Sevenet gant Lester adarre eo deskrivet evel ur film d'ober fent eus ar filmoù Bond, gant burutelladennoù etre. Mesket e oa sañtimantoù McCartney, en em sante evel ur "guest star e-barzh ar film"[5] en ur film ne oa ket hini ar Beatles. A-fet sonerezh eo kaset gant Lennon dreist-holl, en deus skrivet ha kanet ar brasañ eus ar c'hanaouennoù, en o zouez an daou single Help! ha Ticket to Ride[6] Embannet ez eus un albom da heul ar film, melezour da A Hard Day's Night, gant tonioù tennet diwar ar film en tu-mat ha tonioù enrollet er memes koulz en tu-gin, an holl anezho kanaouennoù nevez war-bouez div, ar c'hanaouennoù adkemeret diwezhañ bet embannet ganto a-raok ar ganaouenn hengounel Maggie Mae e-barzh e Let It Be. Pelloc'h ez ar strollad gant implij an adenrollañ evit o mouezhioù hag implij binvioù dic'hortoz, evel ur pevarad kerdin evit Yesterday, aozet ha kanet gant McCartney, hep sikour hini all ebet eus ar Beatles. Help! eo an albom rock kentañ anvet evit kemer perzh er Grammy Awards evit albom ar bloaz[7].

Trede troiad ar strollad er Stadoù-Unanet zo merket gant ur sonadeg e stadiom Shea e miz Eost dirak 55 600 a dud. Koñsertoù all o deus bet kement a verzh hag o deus rediet ar strollad da gavet a-raokadennoù teknikel evit bezañ klevet. E fin an troiad en em gavont gant Elvis Presley, en doa bet ul levezon diazez war ar strollad pa oa yaouank.

 
Ur sitar, par d'an hini degaset gant George Harrison e sonerezh ar strollad adalek 1965

Adalek miz-Here e kemer ar strollad amzer er sal-enrollañ. Ar wezh kentañ eo o deus kement a amzer da labourat, hep bezañ ret dezho mont a-gleiz hag a-zehoù da seniñ[8] Hervez Martin, betek ar poent-se "e oamp bet oc'h ober albomoù evel un aridennad singloù. Bremañ e oamp o komañs da soñjal e-barzh an albomoù evel ur arz en e-unan da vat."[alpha 6] Embannet eo Rubber Soul e miz Kerzu, ha degemeret mat-tre gant ar publik. Gwelet eo evel ur bazenn pelloc'h war-zu ur sonerezh kemplez ha darev[9] Mont a reont pelloc'h da gerc'hat temoù disheñvel, romañsoù donoc'h ha prederouriezh, ur c'hlask liammet ouzh o c'hustum da vutuniñ marijuana gant Lennon e-unan.[10] tra m'en deus lavaret Starr : "Ul levezon bras 'neus bet al louzoù en o cheñchamantoù, dreist-holl evit ar skriverien. Ha peogwir e oant o skrivañ traoù disheñvel e oamp o seniñ en ur mod disheñvel."[alpha 7]. Degas a ra Harrison ar sitar er c'hanaouennoù e-barzh Norwegian Wood (This Bird Has Flown), o vont pelloc'h c'hoazh diouzh hengon ar sonerezh pop. Dre m'az a donoc'h ar pozioù e komañs an dud da studial anezho.

Kendelc'her a ra Lennon ha McCartney da genlabourat, met kompoziñ a reont kanaouennoù en o c'horn, goude ma vezont lakaet o-daou da skrivagner. Lavaret en deus Harrison e oa Rubber Soul e albom muiañ-karet[11] met dizemglevioù a oa komañset da vezañ gwelet, dreist-holl etre McCartney ha Lennon tra ma oa start-tre McCartney gant Harrison.

Kaozioù disputet ha troiad diwezhañ

kemmañ
 
Geroge, Paul, George Martin ha John e 1966

Capitol Records en doa abaoe 1963 un emglev gant ar strollad, o reiñ dezho kontrol war stumm an albomoù embannet en SUA. Pladennoù disheñvel-tre a oa bet embannet neuze hag embannadur Yesterday and Today e 1966 gant ur golo o tiskouez ar strollad treuzwisket evel kigerien o tidroc'hañ margodennoù plastik a oa bet gwelet, ha burutellet, evel un dagadenn ouzh doareoù Capitol Records. E-keit-se e ra Harrison anaoudegezh gant Ravi Shankar e-barzh e Londrez da gemer kentelioù sitar digantañ.

Diaezamantoù a vev ar strollad e Filipinez pa nac'h Epstein ur bedadenn digant Imelda Marcos, gwreg ar Prezidant, da leinañ ganti e Palez ar Prezidant, evel m'eo kustum d'ober, hep kompren ne oa ket boaz anezhi da glevet "nann". Emsavadegoù a ziwan a-enepto, kaset gant ar renad, ha diaes eo bet dezho mont kuit eus ar vro. Beajiñ a reont da India da c'houde.

Kerkent ha distroet d'ar Rouantelezh-Unanet e klev ar Beatles trouz digant metoù relijiel ha mirour ar Stadoù-Unanet (evel ar c'hKu Kux Klan diwar-benn ur frazenn lavaret gant Lennon e miz Meurzh en un atersadenn kaset gant Maureen Cleave : "Ar Gristenelezh az aio da get. Mont a raio diwar-wel ha digreskiñ a raio. N'em eus ket da arguzenniñ diwar-benn an dra-se; ganen emañ ar wirionez ha prouet e vezin reizh... A-feson e oa Jezuz met e ziskibien a oa tev hag ordin. O doareoù tort 'neus breinet an dra-se din."[alpha 8] ha zoken : "Brudetoc'h eget Jezuz omp bremañ; ne ouezan ket petra az aio da get da gentañ – rock 'n' roll pe Kristenelezh"[alpha 9] Den na verzhas an evezhiadenn e Bro-Saoz met ur gwir reuz a savas pa voe embannet er Stadoù-Unanet pemp miz war-lerc'h, dreist-holl e Gouriz ar Bibl. Heuliañ a ra ar Vatikan en ur embann ur c'hlemm tra m'eo berzet kanaouennoù ar strollad e radioioù Spagn, an Izelvroioù hag e Suafrika. O respont d'ar reuz e lavar Lennon : "Ma'm bije lavaret e oa brudetoc'h ar skinwel eget Jezuz e vijen tremenet e-bioù marteze"[alpha 10] tra ma tamall Epstein ar gelaouenn amerikan Datebook da vezañ embannet kaozioù Lennon hep kenarroud. Lennon en deus lakaet war-wel penaos e klaske lakaat ar biz war penaos e wele tud all o berzh, met embann ar reas digarezioù "ma oa ar pezh a felle klevet ar gazetennerien."[alpha 11]

E miz Eost 1966, ur sizhun a-raok un troiad nevez, eo embannet an albom Revolver, ur bazenn nevez e dareviñ ar strollad a-fet sonerezh[12] Donoc'h ez a ar skrivañ-kanaouennoù, an enklaskoù er studio ha muioc'h a jañroù sonerezh, eus ar pevarad kerdin betek ar muzik psikedelek.[12] Nevez eo an doare da sevel golo an albom ivez, e-lec'h kaout ur foto eus ar strollad e c'houlennont gant Klaus Voorman, ur mignon dezho abaoe Hambourg, tresañ ur golo. A-raok an albom eo embannet ar single Paperback Writer asambles gant Rain. Filmoù-brudañ zo sevenet, kontet gant Saul Austerlitz evel "e-touez ar filmoù-sonerezh kentañ"[13].

Unan eus kanaouennoù-arnod an albom eo Tomorrow Never Knows, skrivet gant Lennon diwar al levr The Psychedelic Experience: A Manual Based on the Tibetan Book of the Dead gant Timothy Leary. Ezhomm zo bet eus eizh taolenn-enrollañ tro-dro da savadur EMI, pep hini kaset an un ijinour peotramant un ezel eus ar strollad, en ur lakaat tizh ar vandenn-enrollañ da cheñch. E fin eo bet mesket pep tra gant Martin[14] Skrivet gant McCartney, e implij Eleanor Rigby un eizhad kerdin, taolennet gant Gould evel ur ganaouenn eus ur jañr nevez[15] Harrison a gemer muioc'h a blas evel skriver-kanaouennoù, gant teir eus e oberennoù embannet en albom.[16] Taxman, skrivet gant Harrison, a zigor an albom gant un embannadenn bolitikel, ar wezh kentañ d'ar strollad en ober.[17].

Tra m'edont o prientiñ o zroiad da zont e oar ar Beatles e vezint klevet gant poan. Prenañ a reont amplaeroù nevez ha kreñvoc'h, met n'eo ket bet trawalc'h c'hoazh. Dic'houest da seniñ kreñvoc'h eget huchadennoù o fublik e komañs ar strollad da gavet hir o amzer en o sonadegoù[18] Kompren a reont ne oa ket o sonadegoù diwar-benn ar sonerezh ken – "lidoù meuriadel" hervez Lennon – ha divizout a reont e vezo an troiad 1966 o hini diwezhañ[19] Ne son ar strollad hini ebet eus o c'hanaouennoù nevez en troiad[20], krouadennoù ur studio e oant ha ne oa chañs ebet d'ur strollad pevar rentañ enor dezho, hervez Chris Ingham. "Beatles war eeun ha Beatles ar studio a oa deuet da vezañ anevaled disheñvel."[alpha 12] Sonadeg San Francisco d'an 29 a viz Eost eo bet o sonadeg kenwerzhel diwezhañ ha fin pevar bloaz a droiadoù gant ouzhpenn 1400 sonadeg er bed a-bezh.[21].

1966-1970 : ar bloavezhioù studio

kemmañ

Kavet ur ster nevez : Sgt Pepper's Lonely Hearts Club Band

kemmañ

O klask un hent nevez e oa ar strollad goude bezañ paouezet d'ober troiadoù ha sonadegoù. Kaset gant McCartney ez eont pelloc'h gant arnodiñ ar sonerezh en ur añrejistriñ Sgt. Pepper's Lonely Hearts Club Band adalek fin 1966[22] 700 eurvezh a añrejistramantoù a oa bet graet evit an albom hervez an ijinour Geoff Emerick[23] Pep tra en alboù a ranke bezañ "disheñvel", emezañ. "Mikroioù hon doa dres e kleier ar binvioù kouevr ha tokarnoù-son troet war-zu mikroioù stag ouzh ar bioloñs. Implijet hon eus mell osilheroù simpl evit cheñch tizh ar binvioù hag ar mouezhioù ha bandennoù-enrollañ hon doa troc'het a-dammoù ha staget adarre en tu-gin hag eilpennet."[alpha 13] Ul laz-seniñ daou-ugent benveg zo bet implijet evit A Day in the Life. Diwar al labour-se eo bet embannet ar single Strawberry Fields Forever/Penny Line, ha ne gaver ket en albom, e miz C'hwevrer 1967 a-raok embann an albom e miz Mae.[24]. Ar sonerezh luziet, goude m'eo bet enrollet gant un teknologiezh simpl a-walc'h, peder fistenn nemetken, he deus saouzanet arzourien ar mare.

Ur wezh embannet an albom eo bet brudet ar Beatles evel skouerioù sevenadur ar re yaouank gant ur bern kelaouennoù, kenkoulz ha "reveulzerien stil buhez". An albom eo bet unan eus ar re gentañ embannet asambles gant ar pozioù an holl ganaouennoù war an tu-gin[25] Dielfennet eo bet ar pozioù kerkent hag embannet, da skouer gant ar buruteller amerikan ha kelenner war al lennegezh Richard Poirier goude bezañ gwelet e studierien o selaou sonerezh ar strollad "gant un derez hag embarzhañ ne c'hellen-me, evel kelenner war al lennegezh, kaout avi outañ hepken"[alpha 14] Interest-kenañ eo bet an dud e-keñver ar golo ivez,[26] ur pegaj gant Peter Blake ha Jann Haworth o tiskouez ar strollad dindan giz ar strollad faltaziek ijinet gant McCartney evit ar ganaouenn gentañ Sgt. Pepper's Lonely Hearts Club Band, dirak ur mor a dud brudet. Mourroù ar strollad a ziskouez levezon ar sevenadur hippie tra ma tiskouez o lifre-brezel leun a livioù un tu a-enep ar brezel hag an aotrouniezh[27].

E penn rolloù ar Rouantelezh-Unanet eo bet Sgt Pepper e-pad 23 sizhun diouzh renk mui peder sizhun bep an amzer betek miz C'hwevrer 1968. Goude tri miz eo bet embannet 2.5 milion a skouerenn, ur berzh brasoc'h eget holl albomoù ar strollad betek-henn ha chomet eo brudet-tre betek ar XXI kantved. E 2003 eo bet lakaet gant Rolling Stone d'ar plas kentañ en o listenn albomoù gwellañ an holl amzerioù.[28]

Donoc'h er bsikedeliezh ha filmoù nevez

kemmañ

Goude enrolladennoù Sgt. Pepper ez eus ijinet daou film nevez, Magical Mystery Tour, ur film-skinwel un eurvezh-pad ha Yellow Submarine, ur film-bevaat. Komañs a ra ar strollad da añrejistriñ evit an hini kentañ e fin miz Ebrel 1967 a-raok leuskel ar raktres da gostez o labourat evit an eil raktres. D'ar 25 a viz Even e tiskouez ar strollad o c'hanaouenn nevez All You Need Is Love dirak 350 milion a sellerien en abadenn Our World, an abadenn gentañ skignet dre ar bed a-bezh[29] Embannet ur sizhun war-lerc'h, e-kerzh Hañvezh ar Garantez, eo adoptet kerkent evel ur ganaouenn-stur evit ar flower power,[30]. tra m'eo en hañv-se ma implij izili ar strollad ar muiañ a zrammoù psikedelek.

E miz Eost e ra anaoudegezh ar strollad gant Maharishi Mahesh Yogi e-barzh e Londrez ha mont a reont gantañ betek Bangor evit deskiñ ar meveriañ trehontel. E-kerzh ar sizhun-se e telefon Peter Brown, skoazeller o ardead, da gelaouiñ eo marvet Epstein[31] Skoet eo bet izili ar strollad gant e varv ken trumm, ha kollet en em gavont heptañ. Lennon en deus lavaret : "Diskaret e oamp. Gouzout a ouezan e oa trubuilhoù ganeomp neuze. N'em boa ket treuzskoñjoù diwar-benn hon barregezh d'ober traoù all estreget seniñ, hag aon em boa."[alpha 15] Gwreg Harrison d'ar mare-se, Pattie Boyd a goun : "Paul ha George a oa sebezet-mik. Ne soñj ket din e vije bet gwasoc'h ma vije bet lavaret dezho e oa marvet-trumm o zadoù dezho."[alpha 16] En un emvod e miz Gwengolo e ali McCartney ar strollad da vont pelloc'h gant Magical Mystery Tour[32].

Ar sonerezh evit ar film zo bet embannet e miz Kerzu 1967 en albom Magical Mystery Tour, c'hwec'h pistenn anezhañ, an EP-doubl kentañ embannet e Rouantelezh-Nevez[33] Memes spered psikedelek ha Sgt. Pepper eo met, hervez c'hoantoù ar strollad, eo bet savet ar golo a-seurt ma ouezo an dud eo sonerezh ar film ha pas un albom da geul Sgt. Pepper[34] Embannet eo bet sonerezh ar film er Stadoù-Unanet en un albom leun, asambles gant singloù all.[35] Berzh en deus graet an albom-se hag a-benn ar fin eo bet degemeret gant ar strollad e-touez o albomoù ofisiel, an hini nemetañ e-mesk albomoù Capitol Records.[36].

Skignet eo bet Magical Mystery Tour evit ar wezh kentañ d'ar 26 a viz Kerzu, gwelet gant ur 15 milion a dud bennak[37] Sevenet gant McCartney dreist-holl eo bet ar film c'hwitadenn gentañ ar strollad[38]. Burutelladennoù taer en doa bet ar film digant ar c'hazetennoù ha nac'het eo bet gant skinweloù amerikan skignañ anezhañ.

Nebeutoc'h a berzh en deus kemeret ar strollad e-barzh ar film Yellow Submarine, ur segmant nemetken bezañ filmet ganto. Skignet e miz Gouere 1968 e tiskouez ar strollad en ur film-bevaat hag unnek sonenn, peder anezho nevez-flamm[39] Burutelladennoù mat en deus bet ar film, evit e dresadennoù, e sonerezh hag e fent[40] An albom-hir gant sonerezh ar film zo bet embannet seizh miz da c'houde, gant ar peder sonenn nevez, Yellow Submarine, All You Need Is Love ha seizh sonenn divouezh kompozet gant Martin.[41].

India, Apple Corps hag an albom gwenn

kemmañ
 
Godellig gwenn ha glann an albom The Beatles, lesanvet an Albom gwenn

E miz C'hwevrer 1968 e veaj ar strollad da ashram Maharishi Mahesh Yogi e Rishikesh, India, da gemer perzh en ur rummad kentelioù war ar brederiegezh. An amzer-se zo bet unan eus ar prantadoù frouezhusañ a-fet kompoziñ sonerezh, leun eus ar sonioù bet ijinet eno o vezañ embannet en o albom kentañ[42] met en albomoù da heul ivez hag en o albomoù solo zoken. Starr zo aet kuit da gentañ, goude 10 devezh nemetken, dic'houest da c'houzañv ar boued. McCartney en deus kavet hir e amzer hag aet kuit ur miz war-lerc'h[43] Savet ez eus bet goulennoù gant Lennon hag Harrison avat pa oa bet roet da gompren gant Magic Alex, un teknikour elektronik, e oant touellet gant Maharishi[44] Pa oa bet silet gant Magic Alex en doa graet ar Maharishi kinnigoù seksel d'ar merc'hed deuet ganto eo aet Lennon e fulor, o kendrec'hiñ Harrison hag an holl re deuet ganto da vont kuit gantañ.[43] Nac'het en deus Magic Alex bezañ mammenn ar vrud-se ha McCartney en deus lavaret diwezhatoc'h n'en doa ket kredet an tamalloù-se gwezh ebet. Mia Farrow, a oa e-kreiz ar vrud-se, he deus nac'het e oant gwir ivez. Evelato eo bet skrivet gant Lennon ar ganaouenn Sexie Sadie diwar-benn an darvoudoù-se. McCartney en deus lavaret : "Ur fazi hon eus graet. Kredet hon eus e oa muioc'h ennañ eget ar pezh a oa."[45].

E miz Mae ez a Lennon ha McCartney da New-York da ginnig d'an dud avañtur nevez ar strollad, Apple Corps[46] Krouet mizioù a-raok evel un doare da espern arc'hant gant an tailhoù eo bet astennet d'ober traoù all, gwerzhañ an albomoù, obererezhioù liesseurt ha deskiñ. An embregerezh he deus koustet ker d'ar strollad avat, gant raktresoù penn-dibenn kaset gant tud eus koskor ar Beatles, roet dezho labour hep soñjal e-barzh o barregezhioù. Ar skouer eus ar mod-se d'ober eo Apple Electronics, kaset gant Magic Alex da sevel ur studio modern-kenañ n'eo ket bet oberiant james[47],[48] Diwezhatoc'h en deus lavaret Harrison : "Dre vras e oa ur c'haos... Aet pell e oa bet Paul ha John gant ar soñj ha devet milionoù ganto, ha Ringo ha me hor boa da vont ganti"[alpha 17].

Adalek miz Mae betek miz Here 1968 en deus añrejistret ar strollad ar pezh zo deuet da vezañ The Beatles, un albom-doubl anavezet dindan al lesanv Albom gwenn abalamour d'e c'holo simpl-kenañ[49] E-pad an amzer-se e teu bec'h etre izili ar strollad[50] Starr a guita ar stroll e-pad div sizhun, o leuskel ar peurrest eus ar stroll da enrollañ Back in the U.S.S.R ha Dear Prudence gant McCartney d'an taboulinoù.[51] Yenoc'h e teu Lennon e-keñver labour McCartney, o lavaret diwar-benn Ob-La-Di, Ob-La-Da e oa "sonerezh mamm-gozh".[52] Donedigezh an arzourez araogourez Yoko Ono, mignonez nevez John Lennon, er studioù, padal e veze difennet da vignonezed peotramant prieded ar strollad bezañ re dost, he deus kaset un nebeud bec'h[53], goude m'en deus diskouezet an teul-film Get Back ne oa ket kement-se a vec'h diwar-benn Ono. Soñj en deus McCartney "ne oa ket un albom plijus d'ober."[alpha 18].

Gant an albom-se ez eus bet graet gant meur a stil sonerezh[54] met pep hini eus ar c'hanaouennoù-se a oa feal d'ur jañr nemetken[55] E-pad o labour o doa cheñchet ar Beatles o zaol-enrollañ peder-fistenn d'unan eizh-pistenn, ar pezh en deus sikouret anezho da añrejistriñ muioc'h a draoù pep hini d'e du. Brud en deus bet an albom da vezañ muioc'h un aridennad kanaouennoù solo, izili all ar strollad o vezañ sonerien-studio evit skriver son-mañ-son[56] Lennon e-unan en deus lavaret : "Pep pistenn zo ur bistenn hiniennel; n'eus ket eus sonerezh ar Beatles ennañ. John hag ar strollad [eo], Paul hag ar strollad, George hag ar strollad."[alpha 19] E-pad an amzer-se eo bet añrejistret Hey Jude, kanaouenn hirañ ar strollad betek-henn, embannet evel single asambles gant Revolution.[57].

Embannet eo an albom e miz Du 1968, embannadenn gentañ Apple Records, daoust m'eo perc'henn EMI war an enrolladennoù c'hoazh[58] Ouzhpenn 2 vilion a bladennoù a oa bet rakgwerzhet ha 4 milion zo bet gwerzhet en SUA en ur miz. Kendelc'her a ra an dud da analizañ pozioù ar c'hanaouennoù. Daoust d'ar berzh eo chomet souezhet ar gazetennerien war ar sonerezh gantañ ha ne'z eus ket bet kement a vurutelladennoù mat hag evit Sgt. Pepper[59]. Gant an amzer e oa deuet tommoc'h an dud ouzh an albom avat.[28]

Get Back, Abbey Road ha Let It Be : an disparti

kemmañ
 
Studioioù Apple Corp, e-lec'h m'eo bet sonet sondadeg diwezhañ ar Beatles

E penn-kentañ 1969 en em vod ar strollad e studioù-tele Twickenham evit ur raktres nevez, diouzh ur soñj gant McCartney, hervez Martin.[60] Da gentañ e soñjont ober ur sonadeg skignet war-eeun er skinwel, dirak arvesterien, gant kanaouennoù an Albom gwenn met buan e fell dezho degas kanaouennoù nevez. Ar pal a oa bet neuze seveniñ un abadenn-skinwel 1 eurvezh gant skeudennoù eus ar pleustradennoù filmet gant Michael Lindsay-Hogg[60] hag ur sonadeg filmet dirak arvesterien er fin. Komañs ra ar Beatles da labourat kerkent ha miz Genver met ne'z a ket gwall fonnus al labour hag, hervez George Martin, ne oa "ket ur prantad enrollañ plijus-plijus. Un amzer e oa ma oa darempredoù ar Beatles en o izelañ",[alpha 20] ur sañtimant rannet gant izili ar strollad. Skuizh gant McCartney ha Lennon ez a Harrison kuit eus ar strollad e-pad pemp devezh ha goulenn a ra cheñch lec'h ha dilezel ar raktres sonadeg war-eeun. Gwelloc'h eo dezhañ labourat war un albom nevez[61] E-keit-se e eskemm McCartney ha Lennon soñjoù diwar-benn o darempred ha penaos e rankont leuskel plas da Harrison er strollad.[62] Asantiñ a ra ar strollad da c'houlennoù Harrison ha dilojañ a reont da gomañs da añrejistriñ un albom nevez anvet Get Back er studio aozet gant Magic Alex en Apple Corps,[63]. met dre ma n'eo ket prest an dafar ha c'hwitet ijinadennoù Magic Alex e rankont daleañ an enrolladegoù ha degas dafar diwar Abbey Road, prestet gant EMI, peotramant implijet dafar prestet gant Harrison.[62]

 
Billy Preston (skeudennaouet e 1971), ur mignon d'ar Beatles, a vez graet ar "pempvet Beatle" anezhañ a-wezhioù.

Pedet eo Billy Preston, ur mignon d'ar strollad, da reiñ un taol sikour war ar c'hlavier gant Harrison[64] Diouzhtu e tegas ur banne aer fresk er studio, asambles gant ar cheñchamant studio, ha war dommaat ez a an darempredoù.[62] Roet ez eus bet kredit da bPreston war ar single Get Back, an arzour nemetañ kreditet evel-se war holl ganaouennoù ar Beatles[65] E-kerzh ar pleustradennoù ez eus bet labouret war kanaouennoù miret evit an albom Let It Be, lod all a servijo evit an alboù Abbey Road tra m'ez eus bet pleustret kanaouennoù a servijo evit albomoù solo izili ar strollad : Harrison a gaoz diwar-benn e raktres albom solo "da lakaat ar c'hanaouennoù-se maez eus [e benn]"[alpha 21] e memes koulz ha kendelc'her da labourat gant ar strollad.[62] Filmet eo ar pleustradennoù hag ar prantadoù-enrollañ gant Lindsay-Hogg c'hoazh ha bountañ a ra, evel McCartney a glask kas ar strollad war-zu traoù nevez, ar strollad d'ober ur sonadeg. Meur a lec'h zo kinniget, eus ur monumant roman betek ur vag war vor en ur dremen d'ur park e-barzh e Londrez.[60],[62] A-benn ar fin eo kinniget filmañ hag enrollañ kanaouennoù war-eeun war toenn Apple Corp d'an 3 Savile Row e Londrez d'an 30 a viz Genver 1969[66] evit ar pezh a vezo sonadeg diwezhañ ar strollad. Pemp sizhunvezh war-lerc'h e komañs Glynn Johns da labourat war ar bandennoù, roet pep frankiz dezhañ gant ar strollad.[67].

Reuz a sav goude ar prantadoù-enrollañ evit Get Back diwar-benn merañ ar strollad, ur goulenn savet abaoe marv Epstein ha mallus da respont pa weler e pelec'h eo en em gavet stad aferioù ar strollad. Lennon a ginnig Allen Klein, manager The Rolling Stones, un diskoulm degemeret mat gant Harrison ha Starr[68] McCartney a blijfe dezhañ reiñ al labour da Lee ha John Eastman, tad ha breur Linda Eastman en doa dimezet d'an 12 a viz Meurzh[69] N'eus bet emglev ebet da choaz etre an daou ziskoulm neuze e roont al labour da gKlein ha d'ar re Eastman war un dro, Klein o verañ an aferioù hag ar re Eastman o vezañ o alvokad.[70] Abalamour d'an dizemglevioù e kollont kevratoù ha skarzhet eo ar re Eastman a-raok lakaat Klein da vezañ manager ar strollad, a-enep ali McCartney avat.[71].

Souezhet eo Martin pa zeu McCartney da c'houlenn gantañ produiñ un albom nevez goude c'hwitadenn Get Back[72] met asantiñ a ra gant ma vezo heuliet un implij-amzer rik. Komañs a reont da añrejistriñ Abbey Road d'an 2l a viz Gouere 1969. Nac'het eo bet gant Lannon soñj Martin da grouiñ ur pezh unvan ha dizhan : fellet a ra dezhañ e vije e ganaouennoù eus un tu ha kanaouennoù McCartney eus an tu all. A-benn ar fin e kinnig McCartney ur renkamant a vezo hini an albom : kanaouennoù en o-unan eus un tu hag ur medley eus an tu all[73] Hervez Emerick, cheñchamant taol-veskañ ar studio en deus degaset ur son dousoc'h, ar pezh en deus frustret ar strollad met roet ur skeudenn "flouroc'h" e-keñver an albomoù bet[74] D'ar 4 a viz Eost ez eus embannet single solo kentañ un ezel eus ar strollad gant Give Peace a Chance gant Lennon ha Plastic Ono Band. Strollet eo ar Beatles da seniñ ur wezh diwezhañ d'an 20 a viz Eost da añrejistriñ I Want You (She's So Heavy).[75].

D'an 8 a viz Gwengolo en em gav izili ar strollad, war-bouez Starr a oa en ospital, da gaozeal diwar-benn un albom nevez. Soñjet digeriñ hentoù nevez d'ar skrivañ kanaouennoù, o paouez van an daouad Lennon-McCartney hag o kaout peder c'hanaouenn pep hini evit Lennon, McCartney hag Harrison ha div evit Starr hag embann ur single da Nedeleg[76] D'an 20 a viz Gwengolo avat e embann Lennon e c'hoant da guitaat ar strollad, met asantiñ a ra chom mut war ar c'heloù-se evit ma ne vezo ket lakaet e dañjer gwerzhadennoù an albom war embann[77].

Embannet eo Abbey Road d'ar 26 a viz Gwengolo ha gwerzhañ a ra pevar milion a eilennoù e-korf tri miz ha chomet eo seitek sizhun e penn rolloù ar Rouantelezh-Unanet.[78] An eil kanaouenn, Something, zo embannet en ur single, kanaouenn nemeti Harrison embannet e tu-A gant ar strollad. A bep seurt degemeroù en deus bet Abbey Road, goude m'eo bet meuleudet ar medley.[78] Uttenberg a lavar eo ur bladenn ziwezhañ a-zere, gant "lod eus hesonoù bravañ zo bet er sonerezh rock"[79] N'emañ ket ali ar muzikologour Ian McDonald gant ar meuleudioù-se, hervezañ eo an albom digempouez ha goullo alies, daoust d'ar van a gempoell roet gant ar medley[80] A-du a oa Lennon gant an alioù-se : lavaret en deus e oa "barrek" an albom "met divuhez e oa".[alpha 22] Martin en deus disklêriet e oa an albom a blij dezhañ ar muiañ[81].

Chom a ra ar strollad gant ar c'hoant echuiñ ar raktres Get Back : enrollañ a reont kanaouenn Harrison I Me Mine adarre e miz Genver 1970, hep Lennon[82] E miz Meurzh e nac'h Klein al labour graet gant Johns war an albom ha reiñ a ra an enrolladennoù d'ar produer amerikan Phil Spector evit echuiñ ar bladenn, adanvet Let It Be[83] Spector en doa labouret gant Lennon war e single Instant Karma!. Mont a ra Spector pell diouzh soñj kentañ an albom, un dastumadeg kanaouennoù sonet war-eeun en ur troc'hañ, kemmañ, ouzhpennañ binvioù d'ar pistennoù. McCartney dreist-holl zo bet fallgontant o klevet ar choazoù-se, dreist-holl gant an ton bras degaset gant al laz-seniñ war The Long and Winding Road[84] ha goulennet en deus kerkent e vije distroet war ar choazoù-se, hep bezañ klevet avat.[85] Embann a ra d'an 10 a viz Ebrel ez a kuit eus ar Beatles, ur sizhun a-raok embann e bladenn solo kentañ.[86].

Embannet eo Let It Be d'an 8 a viz Mae 1970, asambles gant single diwezhañ ar Beatles, The Long and Winding Road er Stadoù-Unanet, met pas er Rouantelezh-Unanet. An teulfilm Let It Be, sevenet gant Lindsay-Hogg diwar an traoù filmet e miz Genver 1969, zo embannet miz war-lerc'h a-raok gounit un oscar evit e sonerezh[87] Burutellet eo bet ar film a-hed an amzer dre ma tiskouez prantadoù fall dreist-holl, ar pezh ne oa ket santimant ar re o doa gwelet ar skeudennoù diembann diwezhatoc'h[88] Teul-film Peter Jackson, The Beatles: Get Back, sevenet e 2021 gant ar memes skeudennoù en deus sikouret da cheñch ar skeudenn-se.[89] An albom, eus e du, zo bet an hini kentañ gant alioù fall. Uttenberg a lavar ez eus prantadoù hard-rock memestra, evel I've Got a Feeling ha Dig a Poney, meuleudiñ a ra Let It Be, Get Back hag ar "folky" Two of Us gant heson Lennon ha McCartney.[90].

Prosez a ra McCartney e miz Kerzu 1970 evit divodañ ar strollad[91] met kendelc'her a ra an tabut bloavezhioù da c'houde, betek 1974 pa sin Lennon ar paperachoù diwezhañ[92].

Stil sonerezh ha diorren

kemmañ

Sed aze penaos eo taolennet cheñchamantoù stil ar Beatles gant Scott Schinder hag Andy Schwartz en o levr Icons of Rock: An Encyclopedia of the Legends Who Changed Music Forever :

En o enkorfadur kentañ evel moptopoù laouen ha farsus o deus reveulzet ar "Fab Four" son, stil hag emzalc'h ar sonerezh pop ha digoret an hent d'ar rock and roll d'ur wagenn rock breizhveuriat. O levezon kentañ a vije bet a-walc'h da lakaat ar Beatles evel unan eus nerzhioù sevenadurel kreñvañ o mare, met n'int ket chomet a-sav amañ. Goude ma oa dibar-kenañ o stil orin, ur sintezenn desachus ar rock and roll amerikan kentañ hag ar R&B o deus tremenet ar Beatles ar peurrest eus ar bloavezhioù 1960 oc'h astenn hazoù-stil ar rock, en ur vont bepred war-zu tiriadoù sonerezh nevez war pep pladenn. Taolioù-arnod kemplesoc'h-kemplesañ ar strollad zo aet war-zu jañroù lies, en o zouez ar folk-rock, ar c'hountry, ar sonerezh psikedelek hag ar pop barok hep aberzhiñ desach bras o labour-kentañ.[alpha 23]


E-barzh al levr The Beatles as Musicians eo taolennet gant Walter Everett emluskoù ha doareoù disheñvel Lennon ha McCartney e-keñver ar sonaozañ. Displegañ a ra penaos en deus klasket McCartney deskiñ teorienn ar sonerezh, ouzhpenn d'e skouarn naturel, da vont e-barzh lezennoù-boaz ar sonerezh, da binvidikaat anezho. Lennon, eus e du, a ziskouez ur seblant arzel a gred, met a chom direol[93].

Gant Ian MacDonald eo taolennet McCartney evel "ur melodiour naturel - ur c'hrouer tonioù a zo a-enep en diavaez d'an heson."[alpha 24] Labour Lennon zo disheñvel hervezañ, chomidik, diaezet war e bersonelezh, gant tonioù a-boz bihanañ hag adc'hraet o deus ezhomm eus na heson evit mont en-dro. Gantañ eo meulet c'hoari Harrison e linennoù leun a vuhez hag a livioù, hag envel a ra Starr evel tad an tomperezh pop/rock modern[94].

Levezonoù

kemmañ

Levezonoù abred ar strollad a gaver gant sonerezh Elvis Presley, Carl Perkins, Little Richard ha Chuck Berry[95] Lennon en doa lavare diwar-benn Presley : "Netra en doa touchet ac'hanon da vat a-raok klevet Elvis. Panevet Elvis ne vije ket bet eus ar Beatles."[alpha 25] Ar strollad en doa sonet e memes lec'h ha Little Richard en Hambourg etre miz Ebrel ha miz Mae 1962, hag enno o doa bet alioù digantañ war an doare da seniñ e ganaouennoù[96] Levezonoù all zo e-touez Buddy Holly, Eddie Cochran, Roy Orbison[97] ha The Everly Brothers.[98].

Digor e chom ar Beatles ouzh levezonoù all e-kerzh o berzh bras zoken ha kendelc'her a reont da selaou sonerezh o amzer, evel Bob Dylan, The Who, Franck Zappa, The Lovin' Spoonful, The Byrds ha The Beach Boys, a zo bet kevezerien ar Beatles. O albom Pet Sounds en deus sebezet hag awenet McCartney[99],[100],[101] George Martin en deus lavaret diwar-benn penn-krouer ar Beach Boys : "Den n'en deus bet kement a levezon war ar Beatles eget Brian [Wilson]."[alpha 26] Ravi Shankar, a zo bet mestr Harrison war ar sonerezh indian, en deus bet ul levezon war sonerezh holl izili ar strollad er bloavezhioù diwezhañ[102].

Doareoù-sonerezh

kemmañ
 
Ur gitar-boud Höffner stummet en ur violoñs hag ur gitar Country Gentleman Gretsch sonet gant McCartney hag Harrison.

Ur strollad skiffle da gentañ, eo aet ar Beatles war-zu ar rock 'n' roll ar bloavezhioù 1950 buan. Difraostet o deus an doare Merseybeat da seniñ[103] a-raok astenn o renabl war-zu ar sonerezh pop en he holl doareoù[104] Rubber Soul zo bet lesanvet gant Gould an ostilh en deus kaset leun a dud sot gant ar folk davet ar sonerezh pop[105] Ar ganaouenn Yesterday n'eo ket ar wezh kentañ m'eo bet implijet kerdin er sonerezh pop, met ar wezh kentañ e oa evit ar Beatles, ha sikouret en deus leun a dud "allergek" da son ar gitaroù-tredan da gaout plijadur en ur selaou barregezh ar strollad da sonaozañ.[106] Kendelc'her a ra ar strollad gant implij ar c'herdin gant She's Leaving Home da skouer, da glask pouezañ war sañtimantoù ar ganaouenn en un doare "viktorian".[107].

Ur stil all zo bet implijet kalz gant ar strollad adalek 1966, da gentañ o single-tu-kontrol Rain, taolennet gant Martin Strong evel "añrejistramant dreist-psikedelek kentañ ar Beatles."[108] Kanaouennoù psikedelek all o deus heuliet, evel Tomorrow Never Knows (enrollet a-raok Rain), Strawberry Fields Forever, Lucy in the Sky with Diamonds hag I Am the Walrus. D'ar memes mare eo bet levezonet kalzig Harrison gant sonerezh klasel India : The Inner Light, Love You Two ha Within You ha Without You, an div ganaouenn ziwezhañ o vezañ klaskoù da adaptiñ ar stumm raga[109],[110].

Nevesaat an doare da seniñ hag enrollañ sonerezh en deus klasket ar strollad ober bepred, hag unan eus e berzhioù-dibar an hini eo. Hervez an istorour war ar sonerezh Martin Campbell ez eus e-barzh A Day in the Life tout arz ha barregezh ar Beatles, an ijin war ar son, un ton a-boz a zalc'h soñj ennañ, al liamm kreñv etre ar pozioù hag ar sonerezh. Mont a ra pelloc'h en ur lavaret eo ur ganaouenn en ur rummad nevez, kempennetoc'h eget ar pop ha nevesaus en ur mod dibar[111] Dominic Pedler en deus diskouezet penaos e kroaz ar Beatles doareoù disheñvel, james en ur vont eus ur jañr d'ur jañr all an eil war-lerc'h egile, met o vestroniañ anezho bepred en ur mod kenstur[112] Gant an amzer ez eus deuet war-wel blazoù disheñvel izili ar strollad. Un dislavar zo en ur mod gant golo glann an Albom gwenn hag an doareoù-sonerezh liesseurt a glever ennañ, da skouer Revolution 9 gant Lennon, ur c'hlask er sonerezh pleustrek levezonet gant Yoko Ono, Don't Pass Me By gant Starr, ur ganaouenn country, While My Guitar Gently Weeps, ur werz-rock gant Harrison hag Helter Skelter, ur garm proto-metal.[113].

Labour George Martin

kemmañ

Labour a-dost George Martin en e berzh a broduer a laka anezhañ da vezañ war ar renk evit perzh ar "pempvet Beatle"[114] Stummet e oa gant ar sonerezh klasel hag implijet en deus ar pezh a oueze e meur a zoare, ouzhpenn treuzkas tammoù eus teorienn ar sonerezh da izili ar strollad, da lakaat gerioù war ar pezh a santent ha da harpañ anezho en ur vont war-raok gant ar skrivañ-kanaouennoù[115] Martin an hini eo en doa kinniget da vMcCartney ur pevarad-kerdin evit Yesterday, o lakaat ar Beatles d'ober anaoudegezh d'ur bed leun a livioù klasel n'anavezent ket.[116] O diorren war ar c'hrouiñ a oa bet harpet gant youl Martin da glask traoù nevez ivez, ha da gompren o c'hinnig, da skouer pa veze goulennet lakaat un dra bennak "barok" d'ur sonenn bennak.[117] Estreget sonaozañ a rae Martin, seniñ a rae meur a venveg, evel ar piano, an orglez peotramant binvioù kouevr.[118].

Labourat gant Lennon ha McCartney en doa rediet Martin d'ober gant daou stil skrivañ kanaouennoù. Eeunoc'h e oa labourat gant McCartney, a laboure en ur mod klasel a-walc'h, met kaset e veze gant Lennon, a labour dre e anien, da sevel aozennoù dreist-ordinal, ar skouer gwellañ a vije Being for the Benefit of Mr. Kite![119]. Sada ar pezh a lavare diwar-benn doareoù-skrivañ Lennon ha McCartney hag e levezon stabilaat :

Da geñveriañ gant kanaouennoù Paul, an holl anezho o telc'her un tamm liamm gent ar gwirvoud, John en doa ur perzh psikedelek, hogozik kevrinek... Skeudennaoueg John zo unan eus an traoù gwellañ en e labour – 'gwez mandarin', 'neñvoù marmalad', 'bleunioù selofan'... A-viskoazh 'meus gwelet anezhañ evel ur Salvador Dalí e gelc'hienn, kentoc'h eget ur soner drammet. Eus an tu all e vije diot ober evel ma ne vije ket leun a zrammoù e buhez ar Beatles d'ar mare-se... gouzout a raent ne oant ket a-du, me en va ferzh a vestr-skol... Ouzhpenn ne oant ket sot ganto me va-unan, ne welen ket an ezhomm anezho; ha n'eus douetañs ebet ne vije ket bet Pepper an albom a zo anezhañ ma vijen bet o nijal. Marteze e oa ar c'henlabour etre dramm ha dizramm zo aet mat en-dro, piv 'oar ?


Savet e oa a-du Harrison gant ar soñj-se diwar-benn e levezon stabilaat : "Me 'gred 'oamp kresket ar bloavezhioù-se asambles, hemañ evel an den reizh ha ni evel ar re ziskiant; met bepred e oa amañ da reiñ ster d'hon follentez – kustum 'oamp da vezañ un tammig avant-garde devezhioù zo eus ar sizhun, hag evel un eor e vije, da gas an dra-se dre an ijinourien ha dre ar vandenn-enrollañ."[alpha 28]

Er studio

kemmañ

Gant o sonerezh ijinus hag o implij eus an teknologiezh o doa goulennet ar Beatles kalz a daolioù-arnod digant George Martin hag ijinourien ar studioioù. Kement tra a veze mat da lakaat er sonerezh : distro ur gitar en uhelgomzer, dason ur voutailh, ur vandenn kaset d'an tu-kontrol.[120] O c'hoant da grouiñ trouzioù nevez e kement añrejistramant kenaozet gant barregezh Martin da aozañ sonerezh ha barregezhioù ijinourien EMI evel Norman Smith, Ken Townsend ha Geoff Emerick zo bet klevet adalek Rubber Soul, met dreist-holl gant Revolver hag an albomoù da c'houde.[121].

Estreget an teknikoù nevez ijinet er studio (plas ar mikro, bouklennoù-enrollañ, cheñch tizh an enrolladenn...) e oa bet degaset gant ar Beatles binvioù-sonerezh ne gleved ket alies e kanaouennoù-rock, en o zouez lazioù-kerdin ha kouevr peotramant binvioù indian (evel ar sitar hag ar swarmanda)[122] Binvioù elektronek o doa implijet ivez, evel ar Mellotron en doa roet ar son-fleüt sonet gant McCartney e deroù Strawberry Fields Forever[123].


Pladennoù

kemmañ

Albomoù studio

kemmañ

Singloù embannet e Rouantelezh-Unanet

kemmañ

Kinniget eo pep single diouzh an urzh "Tu A / Tu B". Ar re skrivet « 2ƒA » en o c'hichen zo singloù "tu A doubl". An asterisk zo evit ur ganaouenn embannet war un albom peotramant un EP hag an aourez ≈ zo evit ur stumm disheñvel eus ur ganaouenn embannet war un 33 zro.

Albomoù advesket

kemmañ

Dastumadoù

kemmañ

Filmoù

kemmañ

Faltazi

Teulfilmoù ha sonadegoù filmet

Kanaouennoù brudet

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
  • Brown, Peter;; Gaines, Steven (2002). The Love You Make: An Insider's Story of The Beatles (2002). New York : New American Library. ISBN 978-0-451-20735-7. 
  • Coleman, Ray (1989). Brian Epstein: The Man Who Made The Beatles. Viking. ISBN 0-670-81474-1. 
  • Coleman, Ray (1984). Lennon: The Definitive Biography. New York : Pan Books. ISBN 0-060-98608-5. 
  • Davies, Hunter (1985). The Beatles. McGraw-Hill. ISBN 0-070-15463-5. 
  • Everett, Walter (1999). The Beatles as Musicians: Revolver through the Anthology. Oxford ha New York : Oxford University Press. ISBN 978-0-19-512941-0. 
  • Gould, Jonathan (2007). Can't Buy Me Love: The Beatles, Britain and America. Three Rivers Press. ISBN 978-0-307-35338-2. 
  • Harry, Bill (2000). The Ultimate Beatles Encyclopedia. MJF Books. ISBN 1-567-31403-1. 
  • Lennon, Cynthia (2006). John. Hodder & Stoughton. ISBN 0-340-89828-3. 
  • Lewisohn, Mark (1992). The Complete Beatles Recording Sessions: The Official Story of the Abbey Road Years. Hamlyn. ISBN 0-681-03189-1. 
  • Lewisohn, Mark (1996). The Complete Beatles Chronicle. Chronicle Press. ISBN 1-85152-975-6. 
  • Krasker, Eric (2003). Les Beatles - Enquête sur un mythe 1960-1962. Paris : Séguier. ISBN 2-84049-373-X. 
  • Krasker, Eric (2009). 'The Beatles - Fact and Fiction 1960-1962. Paris : Séguier. ISBN 978-2840495239. 
  • Miles, Barry (1998). Paul McCartney. Many Years From Now. Vintage-Random House. ISBN 0-749-38658-4. 
  • O'Brien, Ray (2001). There are Places I'll Remember. London : Ray O'Brien. ISBN 0-954-44730-1. 
  • Pedler, Dominic (2003). The Songwriting Secrets of The Beatles. Omnibus Press. ISBN 0-7119-8167-1. 
  • Spitz, Bob (2005). The Beatles: The Biography. Little Brown. ISBN 0-316-80352-9. 
  • Turner, Steve (1994). A Hard Day's Write: The Stories Behind Every Beatles' Song. Harper. ISBN 0-06-095065-X. 

Liammoù diavaez

kemmañ

Notennoù ha daveoù

kemmañ

Arroudennoù

kemmañ
  1. (en) You've just made your first No. 1. G.Martin, 1962
  2. (en) We never play to segregated audiences and we aren't going to start now ... I'd sooner lose our appearance money. J.Lennon, 1964
  3. (en) It was just terrifying, but it was fantastic. I was pretty stunned for a month or two Lennon, in Gould, 2007.
  4. (en) For me, it was like a flash. The first time I had acid, it just opened up something in my head that was inside of me, and I realized a lot of things. I didn't learn them because I already knew them, but that happened to be the key that opened the door to reveal them. From the moment I had that, I wanted to have it all the time – these thoughts about the yogis and the Himalayas, and Ravi's music Harrison e 1977.
  5. (en) It opened my eyes and made me a better, more honest, more tolerant member of society. McCartney in Brown & Gaines 2002, p. 228.
  6. (en) We had been making albums rather like a collection of singles. Now we were really beginning to think about albums as a bit of art on their own. G.Martin
  7. (en) Grass was really influential in a lot of our changes, especially with the writers. And because they were writing different material, we were playing differently. in The Beatles (2000). The Beatles Anthology. San Francisco: Chronicle Books. ISBN 978-0-8118-2684-6.
  8. (en) "Christianity will go. It will vanish and shrink. I needn't argue about that; I'm right and I will be proved right ... Jesus was alright but his disciples were thick and ordinary. It's them twisting it that ruins it for me." Lennon, 1966.
  9. (en) "'We're more popular than Jesus now; I don't know which will go first – rock 'n' roll or Christianity. " Lennon, 1966
  10. (en) "If I'd said television was more popular than Jesus, I might have got away with it" Lennon, 1966
  11. (en) "If you want me to apologise, if that will make you happy, then okay, I'm sorry." Lennon, 1966
  12. (en) "' 'Live Beatles' and 'Studio Beatles' had become entirely different beasts." Ingham 2006, p. 44.
  13. (en) "We had microphones right down in the bells of brass instruments and headphones turned into microphones attached to violins. We used giant primitive oscillators to vary the speed of instruments and vocals and we had tapes chopped to pieces and stuck together upside down and the wrong way around" Emerick
  14. (en) "listening to the group's music with a degree of engagement that he, as a teacher of literature, could only envy" Gould 2007, pp. 423–425.
  15. (en) We collapsed. I knew that we were in trouble then. I didn't really have any misconceptions about our ability to do anything other than play music, and I was scared. Lennon, raportet in Norman 2008, p. 508.
  16. (en) "Paul and George were in complete shock. I don't think it could have been worse if they had heard that their own fathers had dropped dead." in Boyd 2008, pp. 106–107.
  17. (en) "Basically, it was chaos ... John and Paul got carried away with the idea and blew millions, and Ringo and I just had to go along with it." in Doggett 2011, p. 26.
  18. (en) "The album "wasn't a pleasant one to make" McCartney in The Beatles 2000, p. 310.
  19. (en) "Every track is an individual track; there isn't any Beatle music on it. [It's] John and the band, Paul and the band, George and the band." Lennon in Gould 2007, p. 509.
  20. (en) "not at all a happy recording experience. It was a time when relations between the Beatles were at their lowest ebb." Martin
  21. (en) "To get those songs out of my head." Harisson, 1969
  22. (en) "competent" but had "no life in it". Lennon in Emerick & Massey 2006, pp. 277–278.
  23. (en)"In their initial incarnation as cheerful, wisecracking moptops, the Fab Four revolutionised the sound, style, and attitude of popular music and opened rock and roll's doors to a tidal wave of British rock acts. Their initial impact would have been enough to establish the Beatles as one of their era's most influential cultural forces, but they didn't stop there. Although their initial style was a highly original, irresistibly catchy synthesis of early American rock and roll and R&B, the Beatles spent the rest of the 1960s expanding rock's stylistic frontiers, consistently staking out new musical territory on each release. The band's increasingly sophisticated experimentation encompassed a variety of genres, including folk-rock, country, psychedelia, and baroque pop, without sacrificing the effortless mass appeal of their early work." Schinder, Schwartz, 2007 p160
  24. (en) "a natural melodist – a creator of tunes capable of existing apart from their harmony MacDonald, Ian (2005). Revolution in the Head: The Beatles' Records and the Sixties (2nd revised ed.). London: Pimlico. ISBN 978-1-84413-828-9.
  25. (en)"Nothing really affected me until I heard Elvis. If there hadn't been Elvis, there would not have been the Beatles." Lennon in Harry 2000a, p. 881.
  26. (en) "No one made a greater impact on the Beatles than Brian [Wilson]." Martin in Granata, Charles L. (2003). I Just Wasn't Made for These Times: Brian Wilson and the Making of the Beach Boys' Pet Sounds. London: Unanimous.
  27. (en) "Compared with Paul's songs, all of which seemed to keep in some sort of touch with reality, John's had a psychedelic, almost mystical quality ... John's imagery is one of the best things about his work – 'tangerine trees', 'marmalade skies', 'cellophane flowers' ... I always saw him as an aural Salvador Dalí, rather than some drug-ridden record artist. On the other hand, I would be stupid to pretend that drugs didn't figure quite heavily in the Beatles' lives at that time ... they knew that I, in my schoolmasterly role, didn't approve ... Not only was I not into it myself, I couldn't see the need for it; and there's no doubt that, if I too had been on dope, Pepper would never have been the album it was. Perhaps it was the combination of dope and no dope that worked, who knows?" Martin in Martin, George (1979). All You Need Is Ears. New York: St. Marten's Press. ISBN 978-0-312-11482-4.
  28. (en) "I think we just grew through those years together, him as the straight man and us as the loonies; but he was always there for us to interpret our madness – we used to be slightly avant-garde on certain days of the week, and he would be there as the anchor person, to communicate that through the engineers and on to the tape." Harrison in Harry, Bill (2003). The George Harrison Encyclopedia. London: Virgin. ISBN 978-0-7535-0822-0.

Daveoù

kemmañ
  1. (en) Tune In - Lewisohn 2013, p. 630.
  2. (en) Gould 2007, pp. 252–253.
  3. Gould 2007, pp. 255–256.
  4. Gould 2007, p. 317.
  5. Gould 2007, p. 274.
  6. Gould 2007, pp. 276–277.
  7. (en) Schonfeld, Zach (15 a viz C'hwevrer 2016). "The Most Ridiculous 'Album of the Year' Winners in Grammy History". Newsweek.
  8. (en) Lewisohn 1992, p. 202
  9. (en) Unterberger, Richie. "Rubber Soul – The Beatles". AllMusic. Archived
  10. (en) Brown & Gaines 2002, pp. 181–182.
  11. (en) The Beatles 2000, p. 194.
  12. 12,0 ha12,1 (en) Gould 2007, p. 348.
  13. (en) Austerlitz, Saul (2007). Money for Nothing: A History of the Music Video, from The Beatles to The White Stripes. Ann Arbor: University of Michigan Press. ISBN 978-0-7119-7520-0.
  14. (en) Gould 2007, pp. 364–366.
  15. (en) Gould 2007, pp. 350, 402.
  16. (en) Schaffner 1978, p. 63.
  17. (en) Turner 2016, p. 162.
  18. (en) Harry 2000a, p. 1093
  19. (en) Lewisohn 1992, pp. 210, 230.
  20. (en) Lewisohn 1992, pp. 361–365.
  21. (en) Gould 2007, pp. 5–6, 249, 281, 347.
  22. (en) Lewisohn 1992, p. 232.
  23. (en) Emerick & Massey 2006, p. 190.
  24. (en) Everett 1999, p. 123.
  25. (en) Lewisohn 1992, p. 236.
  26. (en) Gould 2007, pp. 394–395.
  27. (en) Harris 2005, pp. 12–13.
  28. 28,0 ha28,1 (en) 500 greatest albums of all time (2003, Rolling Stones, 2003. Gwelet d'ar 23 a viz Genver 2022
  29. (en) Lewisohn 1992, pp. 237, 259–260.
  30. (en) Gould 2007, pp. 428–429.
  31. (en) Spitz 2005, pp. 709, 713–719.
  32. (en) Miles 2001, pp. 276–77.
  33. (en) Neaverson 1997, p. 53.
  34. (en) Gould 2007, p. 452.
  35. (en) Lewisohn 1992, p. 351.
  36. (en) Harry 2000a, p. 699.
  37. (en) Schaffner 1978, p. 90.
  38. (en) Miles 1997, pp. 368–69.
  39. (en) Gould 2007, p. 485.
  40. (en) Gould 2007, pp. 487–88, 505–506.
  41. (en) Lewisohn 1992, pp. 304, 350.
  42. (en) Harry 2000a, pp. 108–109.
  43. 43,0 ha43,1 (en) Gould 2007, pp. 463–468.
  44. (en) Harry 2000a, pp. 705–706.
  45. (en) "We made a mistake. We thought there was more to him than there was." in Harry 2000a, pp. 705–706.
  46. (en) Lewisohn 1992, p. 282.
  47. (en) Doggett 2011, pp. 20, 22, 25, 35.
  48. (en) Doggett 2011, p. 22.
  49. (en) Gould 2007, p. 510.
  50. (en) MacDonald 2005, p. 310.
  51. (en) Winn 2009, pp. 205–207.
  52. (en) Emerick & Massey 2006, p. 246.
  53. (en) Harry 2000b, p. 103.
  54. (en) Miles 2001, p. 315
  55. (en) Edwin Faust, « On Second Thought The Beatles - The Beatles [Diell] » e Stylus, 2003-09-01. Lennet d'ar 24 a viz Genver 2022
  56. (en) Lewisohn 1988, pp. 137, 146, 150, 152.
  57. Lewisohn 1988, p. 152.
  58. (en) Lewisohn 1992, p. 278.
  59. (en) Gould 2007, p. 528.
  60. 60,0 60,1 ha60,2 (en) Harry 2000b, p. 539.
  61. (en) Lewisohn 1992, p. 307.
  62. 62,0 62,1 62,2 62,3 ha62,4 (en) Jackson, The Beatles: Get Back, 2021
  63. Lewisohn 1992, pp. 306–307, 309.
  64. (en) Lewisohn 1992, pp. 309–314.
  65. (en) Harry 2000a, pp. 451, 660.
  66. (en) Lewisohn 1992, pp. 307–308, 312.
  67. (en) Lewisohn 1992, pp. 309, 316–323.
  68. (en) Harry 2000a, p. 612.
  69. (en) Miles 2001, p. 336.
  70. (en) Goodman 2015, pp. 164–166.
  71. (en) Goodman 2015, pp. 174–175.
  72. (en) Gould 2007, p. 560.
  73. (en) Gould 2007, p. 563.
  74. (en) Emerick & Massey 2006, pp. 277–278.
  75. (en) Lewisohn 1988, p. 191.
  76. (en) Richard Williams, « 'This tape rewrites everything we knew about the Beatles », The Guardian, 11.09.2019. Lennet d'ar 27 a viz Genver 2022
  77. (en) Norman 2008, pp. 622–624.
  78. 78,0 ha78,1 (en) Gould 2007, p. 593.
  79. (en) Richie Unterberger, « The Beatles - Abbey Road [diell] », All Music, 2012. Lennet d'ar 27 a viz Genver 2022
  80. (en) MacDonald 2005, p. 367.
  81. (en) Emerick & Massey 2006, pp. 277–278
  82. (en) Lewisohn 1992, p. 342.
  83. Lewisohn 1992, pp. 342–343.
  84. (en) Lewisohn 1992, p. 349.
  85. (en) Harry 2000a, p. 682.
  86. (en) Spitz 2005, p. 853.
  87. (en) Southall & Perry 2006, p. 96
  88. (en) The Late Show with Stephen Colbert, « "We Shed Tears That Night" - Peter Jackson And Stephen Wept Watching Footage Of The Beatles », CBS war Youtube, 25.11.2021. Lennet d'ar 27 a viz Gwengolo
  89. (en) Elliot Roberts, « How 'The Beatles: Get Back' reshapes history » e Youtube, 23.12.2021. Lennet d'ar 27 a viz Genver 2022
  90. (en) Richie Unterberger, « Let It Be - The Beatles [diell] » e All Music, 2013. Lennet d'ar 27 a viz Genver 2022
  91. (en) Harry 2002, p. 139.
  92. (en) Pang 2008, p. 118.
  93. (en) Everett, Walter (1999). The Beatles as Musicians: Revolver through the Anthology. Oxford and New York: Oxford University Press. ISBN 978-0-19-512941-0.
  94. MacDonald, Ian (2005). Revolution in the Head: The Beatles' Records and the Sixties (2nd revised ed.). London: Pimlico. ISBN 978-1-84413-828-9.
  95. (en) Harry 2000a, pp. 140, 660, 856–858, 881.
  96. (en) Harry 2000a, p. 660.
  97. (en) Harry 2000a, pp. 289, 526, 830.
  98. (en) Spitz 2005, pp. 111, 123, 131, 133.
  99. (en) Harry 2000a, pp. 99, 217, 357, 1195.
  100. (en) Gould 2007, pp. 333–335, 359.
  101. (en) Lavezzoli, Peter (2006). The Dawn of Indian Music in the West: Bhairavi. New York and London: Continuum. ISBN 978-0-8264-1815-9.
  102. (en) Lavezzoli 2006, pp. 147, 165, 177
  103. (en) All Music, « Pop/Rock » British Invasion » Merseybeat ». Lennet d'an 2 a viz C'hwevrer 2022
  104. (en) Gould 2007, pp. 30–32, 100–107.
  105. (en) Gould 2007, p. 296.
  106. (en) Gould 2007, p. 278.
  107. (en) Gould 2007, p. 402.
  108. (en) Strong, Martin (2004). The Great Rock Discography. Edinburgh and New York: Canongate. ISBN 978-1-84195-615-2.
  109. (en) David Bennett Piano, « How The Beatles used Indian music theory » e Youtube, 30.11.2021. Lennet d'an 2 a viz C'hwevrer 2022
  110. (en) Gould 2007, pp. 406, 462–463.
  111. (en) Campbell, Michael (2008). Popular Music in America: The Beat Goes On. East Windsor, CT: Wadsworth. ISBN 978-0-495-50530-3.
  112. (en) Pedler, Dominic (2003). The Songwriting Secrets of The Beatles. London: Omnibus. ISBN 978-0-7119-8167-6.
  113. (en) Stephen Thomas Erlewine, « The Beatles [White Album] », All Music, 30.05.2012. Lennet d'ar 5 a viz C'hwevrer 2022
  114. (en)Harry 2000a, p. 721.
  115. (en) Gould 2007, p. 121, 290.
  116. (en) MacDonald 2005, p. 158.
  117. (en) Gould 2007, p. 290.
  118. (en) Gould 2007, pp. 382, 405, 409, 443, 584.
  119. (en) MacDonald 2005, p. 238.
  120. (en) Hertsgaard, Mark (1995). "We All Want to Change the World: Drugs, Politics, and Spirituality". A Day in the Life: The Music and Artistry of the Beatles. New York: Delacorte Press. ISBN 978-0-385-31517-3.
  121. (en) Hertsgaard 1995, p. 103.
  122. (en) MacDonald 2005, p. 212.
  123. (en) MacDonald 2005, p. 219.

Liammoù diavaez

kemmañ