Un elfenn gimiek eo an hafniom ; Hf eo e arouez kimiek, 72 e niver atomek ha 178,49 e dolz atomek.
Ur metal ardreuzat eo.

Hafniom
LutesiomHafniomTantalom
Zr
Hf
Rf
Taolenn beriodek, Hafniom
Perzhioù hollek
Niver atomek 72
Rummad kimiek Metaloù ardreuzat
Strollad 4
Trovezh 6
Bloc'h d
Tolz atomek 178,49 ±0,02
Aozadur elektronek
[Xe] 4f14 5d2 6s2
Dasparzh an elektronoù : 2, 8, 18, 32, 10, 2
Perzhioù atomek
Niver oksidadur + 4
Oksidenn amfoter
Tredanleiegezh 1,3 (Skeul Linus Pauling)
Gremmoù ionadur 1 : 658,5 kJ/mol
2 : 1 440 kJ/mol
3 : 2 250 kJ/mol
Skin atomek 208 pm
Skin kenamsav 175 ±10 pm
Skin Van der Vaals (stlenn ebet)
Perzhioù fizikel
Arvez Kaled
Douester (≈20 °C) 13,31 g/cm3
Teuzverk 2 233 °C
Bervverk 4 603 °C
Tredanharzusted 331 nΩ•m (e 20 °C)
Neuz an elfenn

Ne gaver ket hafniom e-unan en natur, eus ar c'hailhoù ma kaver zirkoniom e vez tennet : etre 1% ha 3% a hafniom zo er c'hailhoù-se. Dre vras ez eo an hafniom un adkenderc'had eus greanterezh ar zirkonium, pa ranker e dennañ kent implijout Zr er c'hreizennoù nukleel[1].

Istor kemmañ

Dmitriy Mendeleyev en devoa embannet e 1869 e vije en natur ur metal ardreuzat pounneroc'h eget titaniom ha zirkoniom, hogen dre ma krede dezhañ e oa an elfennoù renket dre o zolz atomek e lakaas al lantanom (57La) dindan ar zirkoniom er strollad 3 (tolz atomek Zi : 91,224 ; La : 138,9 ; Hf : 178,5).
E 1914 e prouas ar fizikour saoz Henry Moseley ez eo lec'h pep elfenn en daolenn liammet ouzh he niver atomek ; termeniñ a reas niver al lantanidoù (15 elfenn, eus 57La betek 71Lu), ha diskouez a reas e chome an elfennoù 43, 61, 72 ha 75 o niver atomek da gavout[2].
E 1911 ez embannas ar c'himiour gall Georges Urbain bezañ dizoloet ar celtium, a lakaas e-touez al lantanidoù[3], hogen diarbennnet e voe goude un hir a rendael etre kimiourien ha fizikourien.

E 1923 e voe un emglev etrezo : par d'ar zirkoniom e tleje an elfenn 72 bezañ, hervez enklaskoù Niels Bohr war an atomoù, re Henry Moseley war ar skalfadsellerezh dre skinoù X, hag arguzennoù ar c'himiour Friedrich Adolf Paneth.
Sevel e vouezh adarre a reas Georges Urbain e 1922, ar pezh a atizas ar fizikour izelvroat Dirk Koster hag ar c'himiour hungarat György Hevesy da glask an elfenn 72 e kailhoù zirkoniom, m'he c'havjont e 1923 e Kopenhagen. Anv latin Kopenhagen, Hafnia, a voe roet d'an elfenn neuze, en enor da Niels Bohr, a oa bet ganet eno.

Perzhioù kemmañ

Ur metal liv an arc'hant eo an hafniom 72Hf ; tost da re ar zirkoniom 40Zr eo e berzhioù.
Orjalennus eo, da lavaret eo e c'haller e astenn hep na dorrfe. Diaes-bras eo e oksidañ, ha damheñvel ouzh re ar zirkoniom eo e berzhioù, daoust d'an hafniom bezañ div wezh douesoc'h eget Zr.

Kimiek kemmañ

Ur filmad oksidenn a c'holo an hafniom pa vez lakaet en aer (dre an oksigen hag an nitrogen), ar pezh a vir outañ a vezañ peuroksidet. Tu zo d'e leskiñ en aer, hag evel ar zirkoniom e peg an tan ennañ pa vez drailhet-munut.
Diaes eo tagañ Hf gant trenkennoù pe vazennoù, hogen gant halogenoù e c'haller e oksidañ.
Par da re ar zirkoniom eo kenaozadoù kimiek an hafniom.

Izotopoù kemmañ

Tremen 34 izotop eus an hafniom zo bet dizoloet, eus 153Hf betek 186Hf.
Pemp izotop zo stabil, eus hafniom-176 (104 neutron) betek hafniom-180, a zo an hini paotañ (35% eus an hafniom a zo war an douar).
Kevanaozet eo bet 172Hf (hanter-vuhez : 1,87 bloavezh), a ro 187Lu dre skinobererezh. Un hanter-vuhez a 2 vilion a viliardoù a vloavezhioù (2x1015) zo d'an izotop 174Hf, da lavaret eo tremen 2 vilion gwezh oad an Hollved (13,75 ±0.17 miliard a vloavezhioù).

Arver kemmañ

Ret eo strivañ evit dispartiañ an hafniom diouzh ar zirkoniom kent implijout Zr er c'hreizennoù nukleel, setu ne voe ket kenderc'het Hf glan a-raok diwezh an degad 1950, ha ken heñvel eo Hf ouzh Zr ma vez aesoc'h arverañ an eil er greanterezh. Un nebeud traoù a reer gant hafniom evelato.

  • Greanterezh nukleel
Da fardañ barrennoù-reoliañ evit an dazgwerederioù nukleel e ya ar pep brasañ eus ar c'hementadoù Hf a vez kenderc'het. Perzh ar barrennoù-se eo reoliañ feur skiriadur derc'hanel an uraniom hag ar plutoniom, hag izotopoù Hf a implijer rak gouest int da lonkañ lies neutronoù (kadmiom ha bor a vez arveret ivez).
E kendeuzadoù titaniom 22Ti, houarn 26Fe, niobiom 41Nb, tantalom 73Ta a-douez metaloù all e lakaer hafniom a-benn gwellaat o harz ouzh an oksidadur.
Kenaozadoù oksidenn hafnium zo arveret er fardañ korrgewerieroù, pa viront ouzh an tredan a fuañ en transistorioù — ar pezh a zo pouezus pa labourer war mentoù ken bihan ha 22-45 nanometr.

Notennoù kemmañ

  1. Webelements
  2. Diwezhatoc'h e vo dizoloet 43Tc (1937), 61Pm (1945), ha 75Re (1925).
  3. Annales de chimie et de physique

Daveennoù kemmañ


Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok