Erwan Helouri

(Adkaset eus Erwan (sant))

Erwan Helouri (1253-1303), anavezetoc'h evel Sant Erwan, zo ur sant katolik brezhon, sant paeron an alvokaded, ha kentañ sant broadel Breizh a-raok Santez Anna . Lidet e vez d'an 19 a viz Mae.

Sant Erwan
Rogier van der Weyden, c. 1450
Pardon Sant Erwan e Landreger
Mae 2005
"Sant Erwan entre ar pinvig hag ar paour"
Prennenn liesliv, XVIvet kantved
Iliz-veur Kemper
Monumant en Iliz-veur Landreger

E vuhez

kemmañ

Ganet e voe Erwan Helouri d'ar 17 a viz Here 1253 e Kervarzhin, tost da Landreger, e parrez Ar Vinic'hi, en amzer an dug Yann Iañ. Eus an noblañs izel e oa e dad.
E vamm Azou a Genkiz a oa leun a feiz ha don he deoliezh. Menegiñ a reer alies he disklêriadenn : « Bevit, ma mab e doare da zont da vezañ ur sant. »
E-pad 10 vloaz, eus 1267 da 1277, e studias Erwan ar feizoniezh hag ar gwir e skol-veur Pariz. Er mare-se e oa Sant Tomaz Akwino o kelenn ar feizoniezh eno. Goude-se ez eas Erwan da skol-veur Orleañs evit studiañ ar gwir foran e-pad daou vloavezh.
Adalek an oad a 27 vloaz e voe fiziet en Erwan ar garg a ofisial (barner-Iliz) e Roazhon da gentañ e-pad 5 bloavezh, hag e Landreger da c'houde, dre ma oa bet galvet da zont eno gant an eskob Guillaume de La Roche-Tanguy.
Neuze e voe beleget Erwan hag ouzhpenn e garg a varner-Iliz e voe fiziet ennañ ar garg a berson e Tredraezh da gentañ, ha goude 1292 e Louaneg betek e varv e 1303.

Un den a-bouez e oa ar barner-Iliz staget ouzh an ofisialded, lez-varn an eskob. Barn a rae ar prosezoù a denne d'ar gloer, d'ar studierion, d'an intañvezed, d'an emzivaded, ar re a denne d'an aferioù relijiel pe d'ar c'hudennoù arc'hant stag ouzh an aferioù tiegezh.
Daoust dezhañ bezañ barner e kemere ivez al labour a alvokad, dreist-holl hini alvokad ar re baour, rak merzet en doa e ranke alies an dud izel en em zifenn o-unan er prosezioù, gwell pe well. Lavarout a rae dezho : « Touit dirazon eo reizh hoc'h afer hag ho tifennin evit netra. » Da neuze ne c'helle netra e herzel, nag ar skuizhder - rankout a reas mont alies da vreutaat e Teurgn.
Galvet e veze dibaouez gant parrezioù Bro-Dreger da vont da brezeg eno. Mont a rae betek enno, war droad evel-just, evel ar beorien. C'hoarvezout a rae dezhañ alies prezeg peder pe bemp gwech en hevelep deiz, e peder pe bemp iliz disheñvel, hag ar fideled a yae a barrez da barrez d'e selaou.

Maner Kervarzhin a oa lec'h-emgav ur bern klaskerion-vara, rederion-vro, klañvidi. Darn ne dremenent nemet un nozvezh etre daou dennad kantren; met darn all a chome pelloc'h; bezañ zo darn zoken hag a chomas da vat. Kement-se a redias Erwan da lakaat sevel war e zomani un ti all, evit lojañ eno evit mat kozhidi ha klañvourion dibare e doare da lezel muioc'h a lec'h er maner evit ar re na raent nemet tremen. En herberc'hti-se a Vinic'hi ez ae Dom Erwan d'ober war-dro ar reuzeudion, o kas dezho da zebriñ, o komz hag o pediñ ganto. Er goañv e rae tan evito tra na rae kammed evitañ e-unan.

E-kichen an herberc'hti-se e lakaas ivez sevel ur chapel a zedias d'ar Werc'hez ha da Sant Tudwal. Hag evit ma vefe miret gant aked an div roïdigezh-se evit ar re baour eo e skrivas e destamant, levezonet gant e skiant a zen a lezenn.

E deroù ar bloaz 1303, Dom Erwan, « brevet-holl, ha faezh, muioc'h c'hoazh gant al labour eget gant strizhentezoù ha kozhni » - ne oa nemet 50 vloaz –, a zistroas da Gervarzhin da chom betek an diwezh. D'ar 15 a viz Mae e lidas an Oferenn evit ar wezh diwezhañ. En em astenn a reas da c'houde war e wele fall : un tamm plouz ha goubenner ebet. Eno eo e resevas ar gweladennoù diwezhañ : e vignoned a bouezas evit ma vefe lakaet dindanañ un tamm muioc'h a blouz. Nac'hañ a reas, o lavarout « e oa en e aez evel ma oa. » Resev a reas e sakramantoù diwezhañ. D'ar Sul beure, pa groge an heol da barañ, e rentas e ene d'e Zoue.
Mervel a reas Sant Erwan eta d'ar sul 19 a viz Mae 1303, en e vaner, Kervarzhin er Vinic'hi. Ar memes deiz e tegouezhas beleion eus Landreger da Gervarzhin, kemer a rejont korf Dom Erwan war o divskoaz hag e gas a rejont d'an Iliz-Veur e-kreiz un engroez tud entanet. A-hed an deiz e tibunas an engroez hag e pedas an dud e-kichen ar c'horf. An deiz war-lerc'h e voe douaret en iliz-veur. Evel-se e krogas unan eus brasañ pic'hirindedoù Breizh.

War c'houlenn eskob Landreger ha Yann IV, dug Breizh, e voe digoret prosez santelezhadur Dom Erwan e 1330, renet gant daou eskob hag un tad-abad. 243 zest a roas o zesteni, kinniget e voe an destenn d'ar pab e 1332. An diskleriadur a santelezhadur a voe embannet en 1347, ha relegoù Sant Erwan a voe treuzkaset en Iliz-Veur. Ur bez a voe savet a-us. Distrujet e voe e-pad an dispac'h gall, hag ur maen-bez meurdezus all a voe savet e dibenn an XIXvet kantved. Hennezh eo a vez gwelet c'hoazh en iliz-veur Landreger hiziv an deiz.

Pardon Sant Erwan

kemmañ
  •  
    Klopenn Sant Erwan douget e iliz-veur Sant-Tudual e-pad pardon Landreger (2023).
    Lidet e vez bremañ pardon sant Erwan d'an trede Sul a viz Mae e Landreger.
  • Pardon sant Erwan a vez lidet d'an 19 a viz Mae er Vinic'hi.
  • Bep bloaz e vez lidet ivez ar pardon en Iliz Sant Erwan ar Vretoned e Roma.

Skeudennoù

kemmañ

Levrlennadur

kemmañ
 

Pennadoù all

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.