Hans Staden, ganet e-tro 1525 hag aet da Anaon e-tro 1576, a oa ur goprsoudard, un ergerzher hag ur skrivagner alaman.

Hans Staden gant H. J. Winkelmann, 1664

Beajet en devoa e Suamerika e-kreiz ar XVIvet kantved. Eno e oa bet prizonet gant ar boblad Tupinambá er vro a zo Stad São Paulo e Brazil hiziv.

Brudet-bras e voe abalamour m'en devoa savet ur vuhezskrid ma konte e veaj hag e amzer evel prizoniad. En e levr ez eo deskrivet ar boblad evel debrerien-tud a oa en entremar diwar-benn debriñ anezhañ pe get, ha penaos e teuas a-benn da chom bev ha da zistreiñ da Europa.

 
Amerindianed Tupinambá, treset gant John White (1540-1593)
 
Tupinambáed e-pad ur fest debrerien-tud ; Staden eo an den barvek a-zehoù, "H+S" a-us dezhañ. Engravadur war goad gant Theodor de Bry, 1557

Ganet e oa Staden en Homberg, e Landgravelezh Hessen. Desket-mat e oa, met fall e oa tapet gant ar vuhez ha dedennet-bras gant ar beajoù pa oa deuet a-benn da lestrañ da vont da Vrazil e 1547 ; d'an 8 a viz Here 1548 e tistroas eus e veaj kentañ.

Pemp mizvezh goude ez eas da Sevilla e Spagn da emezelañ en ur ergerzhadeg renet gant Juan de Salazar de Espinosa (1508-1560) war-du Río de la Plata ha lestrañ a reas e miz Meurzh 1549.

Goude tizhet aber Río de la Plata etre Arc'hantina hag Uruguay ec'h eas daou lestr d'ar strad en ur gorventenn. Klasket e voe fardañ un teirgwern, en aner avat ; Juan de Salazar de Espinosa ha darn eus ar bagad a yeas tre en douaroù, ma tiazezjont kêr Asunción e Paraguay, ur 1 300 km bennak pell diouzh Río de la Plata. Hans Staden, a ouie tennañ gant ur fuzuilh, a chomas gant an nemorant eus ar skipailh ; gant an trede lestr e heuilhjont an aod etrezek an Norzh a-hed 2 000 km betek Enez São Vicente (e Stad São Paulo hiziv), hogen peñse a rejont ivez. Gant un nebeud saveteidi e tizhas Staden an douar bras e 1552, m'en em stailhjont e São Marco[1] ; eno e voe tutet an Alaman gant Portugaliz peogwir e ouie embreger ur c'hanol[2].

Un nebeud sizhunvezhioù diwezhatoc'h, p'edo o hemolc'hiñ, e voe paket Hans Staden gant Amerindianed eus ar boblad Tupinambá, a oa enebourien d'ar boblad Tupinikin kevreet gant Portugaliz ; debrerien-tud e oa an Dupinambáed, ha peogwir edo Hans Staden gant ur bagad Potugaliz e voe lakaet da enebour ha kaset e voe ganto d'o c'hêriadenn, a zo Ubatuba hiziv, ma vefe debret e-kerzh ar fest kentañ[3]. Dre vont da jubennour etre ar penn tupinambá Cunhambebe ha Portugaliz ha dre gemenn un argadenn gant an Dupinikined e viras Staden e vuhez[3]. Pelloc'h e kont H. Staden en devout pareet ar penn hag a diegezh diouzh ur c'hleñved dre bedennoù kristen, ar pezh a c'hounezas mignoniezh an Dupinambáed[3]. Meur a wech e klaskas Portugaliz nevidañ daspren an Alaman, met bewech e vezent distroadet gant an Amerindianed. Erzivezh e teuas a-benn da dec'hel ha da vont e bourzh ul lestr gall e gasas da Europa, man erruas d'an 22 a viz C'hwevrer e Honfleur, en aber ar Saena, ha kerkent e tistroas da Homberg[1].

E Korbach pe Wolfhagen, e Hessen bepred, e varvas Hans Staden, etre 1576 ha 1579.

Goude distroet d'ar gêr e skrivas Hans Staden un danevell eus e eil beaj, Warhaftige Historia und beschreibung eyner Landtschafft der Wilden Nacketen, Grimmigen Menschfresser-Leuthen in der Newenwelt America gelegen ("Istor gwir ha deskrivadur ur vro annezet gant gouezeien noazh, ferv ha debrerien-tud e Bed Nevez Amerika"), ma teskriv buhez, boazioù ha kustumoù ar boblad Tupinambá, skeudennaouet gant engravadurioù war goad ; moullet hag embannet e voe al levr e 1557 gant Andreas Kolbe e Marburg.

Berzh bras a reas al levr kerkent : troet e voe e latin, e galleg, saozneg, izelvroeg ha portugaleg, hag adembannet 76 gwech.

Filmoù

kemmañ
  • Como Era Gostoso o meu Francês ("Na Saourus e oa ma Gall"), 1971, savet diwar istor Hans Staden ha sevenet gant Nelson Pereira dos Santos[4].
  • Hans Staden - Lá Vem Nossa Comida Pulando ("Hans Staden – Setu hor boued o tont en ur lammat"), 1999, sevenet gant Luiz Alberto Pereira ha lakaet e toupinambaeg gant ar c'helenner Eduardo de Almeida Navarro[5].

Levrlennadur

kemmañ
Gant Hans Staden
Diwar-benn Hans Staden
  • (de) Salecker, Kurt. Ubatuba – Aus dem abenteuerlichen Leben des deutschen Brasilienfahrers Hans Staden. Wuppertal : R. Brockhaus, 1967
  • (de) Schäffauer, Markus Klaus. Die Vision der Gegessenen: Hans Staden, Autor des Kannibalismus. In : Curvelo, Alexandra & Simões, Madalena. Portugal und das Heilige Römische Reich (16.–18. Jahrhundert). Münster : Aschendorff, 2011, pp. 105-126 (ISBN 978-3-402-14901-0)
  • (de) (pt)Schiffner, Wolfgang & al.. Unter Menschfresser-Leuthen / Entre as gentes antropófagas – O livro de Hans Staden de 1557 / Hans Stadens Brasilienbuch von 1557. Wolfhagen : Regionalmuseum Wolfhager Land / São Paulo : Instituto Martius-Staden, 2007 (ISBN 978-3-924219-20-8)
  • (de) Pohlai, Leandra A. & Schulz Grobert, Jürgen. Hans Staden. Sein Werk, seine Zeit und seine Wirkung: Beiträge der Homberger Stadentagung. Göttingen : Cuvillier Verlag, 2019 (ISBN 978-3-7369-7005-2)
  • (en) Duffy, Eve M. & Metcalf, Alida C.. The Return of Hans Staden – A Go-between in the Atlantic World. Baltimore : Johns Hopkins University Press, 2011 (ISBN 978-1-4214-0421-9)

Notennoù

kemmañ
  1. 1,0 ha1,1 (en) Wilson, James Grant & Fiske, John. Appletons' Cyclopædia of American Biography, levrenn V. New York : D. Appleton & Company, 1900, p. 641. Kavet : 10/02/2023.
  2. (en) Restall, Matthew & Lane, Kris. Latin America in Colonial Times Cambridge : Cambridge University Press, 2018 (ISBN 978-1-108-40346-7)
  3. 3,0 3,1 ha3,2 Hemming, John. Red Gold – The Conquest of the Brazilian Indians. Cambridge : Harvard University Press, 1978 p. 30 sqq.. Kavet : 10/02/2023.
  4.  
  5.