Proviñsoù Bro-C'hall

(Adkaset eus Proviñs c'hall)

A-raok krouidigezh an departamantoù gall e 1790, e penn-kentañ an Dispac'h gall, e oa rannet rouantelezh Bro-C'hall e proviñsoù.


Ar proviñsoù gall

kemmañ
 
Proviñsoù kozh Bro-C'hall
Klotañ a ra an niverennoù gant re ar proviñsoù meneget el listenn amañ dindan
Proviñsoù Bro-C'hall a-raok an Dispac'h gant kêrbennoù o gouarnamantoù, deiz o stagidigezh ouzh ar Rouantelezh (skrivet RF) pe stagidigezh o zitl ouzh domani ar roue
  1. Enez-Frañs (Île-de-France) (Pariz). Edo ar broviñs-se e domani ar roue gall.
  2. Berry (Bourges) Savet e voe ar broviñs-se diwar beskontelezh Bourges, staget e 1101.
  3. Orléanais (Orleañs). Kontelezh Orleañs eo a zo mamm d'ar broviñs-se, stag ouzh domani ar roue.
  4. Normandi, (Normandie), (Rouen) dugelezh karolingat krouet en 911 evit Rollon (DR:1204). Staget e voe ouzh Bro-Saoz goude 1066.
  5. Languedoc, (Toulouse) (RF:508). Gounezet goude emgann Vouillé. Kontelezh Toulouse a voe staget dre un dimeziñ en (DR:1271).
  6. Lyonnais (Lyon). Proviñs deuet diwar gontelezh Lyon (RF:1313).#
  7. Daofinez (Grenoble) Proviñs deuet diwar an dauphiné de Viennois (staget e 1343).
  8. Champagn (Troyes) kontelezh karolingat, staget dre zimeziñ e 1361.
  9. Aunis, e dalc'h Akitania (1371, La Rochelle).
  10. Saintonge (1371, Saintes).
  11. Dugelezh Akitania (Aquitaine), Bourdel Dugelezh merovingat, distaget diouzh Rouantelezh Bro-C'hall pa addimezas Eleonora en 1152 (RF:1453) Dugelezh Guyenne ha Gascogne en 1789).
  12. Bourgogn (1477, Dijon Dugelezh capétien).
  13. Pikardi (1482, Amiens).
  14. Poatev, e dalc'h Akitania (1416, Poitiers).
  15. Anjev (1482, Angers).
  16. Provañs (1482, Aix).
  17. Kontelezh Angoulême (1515, Angoulême).
  18. Bourbonnais (Moulins) Proviñs deuet eus dugelezh Bourbon (DR:1527).
  19. Marche (Guéret) Cette province trouve son origine dans le comté de la Marche (DR:1527).-->
  20. Breizh (Naoned) Proviñs deuet eus dugelezh Breizh, dizalc'h, staget dre zimeziñ (RF:1532).
  21. Maine (Le Mans) Ur gontelezh e oa ar broviñs, a-raok bezañ lakaet da zugelezh (DR:1584).
  22. Touren (1584, Tours).
  23. Bro-Lemojez (1589, Lemojez).
  24. Kontelezh Foix (1607, Foix).
  25. Kontelezh Artez (Artois) (1659, Arras). Gwechall e oa Artez en Izelvroioù spagnol, dindan an Habsbourged, evel Flandrez.
  26. Bearn (Pau) (staget ouzh Bro-C'hall e 1620).
  • Un nebeud douaroù a zo gall hiriv ne oant ket er rouantelezh c'hall en 1789
  1. Comtat Venaissin, e dalc'h Stadoù ar Pab (1791, Carpentras) ha kêr Avignon, e dalc'h ar pab ivez. Priñselezh Orange a oa bet staget en 1713.
  2. Republik Mulhouse, kevreet gant kantonioù suis (1798).
  3. Dugelezh Savoia, e dalc'h Rouantelezh Sardigna (1860, Chambéry)
  4. Kontelezh Nisa, e dalc'h Rouantelezh Sardigna (1860, Nice).
  5. Priñselezh Montbéliard (1793, Montbéliard).

Kartennoù

kemmañ
 
Gouarnamantoù kozh Bro-C'hall e 1789
 
An departamantoù gall e 1791, gant bevennoù ar proviñsoù kozh