Proviñsoù Bro-C'hall
(Adkaset eus Proviñsoù e Bro-C'hall)
A-raok krouidigezh an departamantoù gall e 1790, e penn-kentañ an Dispac'h gall, e oa rannet rouantelezh Bro-C'hall e proviñsoù.
Ar proviñsoù gall
kemmañ- Proviñsoù Bro-C'hall a-raok an Dispac'h gant kêrbennoù o gouarnamantoù, deiz o stagidigezh ouzh ar Rouantelezh (skrivet RF) pe stagidigezh o zitl ouzh domani ar roue
- Enez-Frañs (Île-de-France) (Pariz). Edo ar broviñs-se e domani ar roue gall.
- Berry (Bourges) Savet e voe ar broviñs-se diwar beskontelezh Bourges, staget e 1101.
- Orléanais (Orleañs). Kontelezh Orleañs eo a zo mamm d'ar broviñs-se, stag ouzh domani ar roue.
- Normandi, (Normandie), (Rouen) dugelezh karolingat krouet en 911 evit Rollon (DR:1204). Staget e voe ouzh Bro-Saoz goude 1066.
- Languedoc, (Toulouse) (RF:508). Gounezet goude emgann Vouillé. Kontelezh Toulouse a voe staget dre un dimeziñ en (DR:1271).
- Lyonnais (Lyon). Proviñs deuet diwar gontelezh Lyon (RF:1313).#
- Daofinez (Grenoble) Proviñs deuet diwar an dauphiné de Viennois (staget e 1343).
- Champagn (Troyes) kontelezh karolingat, staget dre zimeziñ e 1361.
- Aunis, e dalc'h Akitania (1371, La Rochelle).
- Saintonge (1371, Saintes).
- Dugelezh Akitania (Aquitaine), Bourdel Dugelezh merovingat, distaget diouzh Rouantelezh Bro-C'hall pa addimezas Eleonora en 1152 (RF:1453) Dugelezh Guyenne ha Gascogne en 1789).
- Bourgogn (1477, Dijon Dugelezh capétien).
- Pikardi (1482, Amiens).
- Poatev, e dalc'h Akitania (1416, Poitiers).
- Anjev (1482, Angers).
- Provañs (1482, Aix).
- Kontelezh Angoulême (1515, Angoulême).
- Bourbonnais (Moulins) Proviñs deuet eus dugelezh Bourbon (DR:1527).
- Marche (Guéret) Cette province trouve son origine dans le comté de la Marche (DR:1527).-->
- Breizh (Naoned) Proviñs deuet eus dugelezh Breizh, dizalc'h, staget dre zimeziñ (RF:1532).
- Maine (Le Mans) Ur gontelezh e oa ar broviñs, a-raok bezañ lakaet da zugelezh (DR:1584).
- Touren (1584, Tours).
- Bro-Lemojez (1589, Lemojez).
- Kontelezh Foix (1607, Foix).
- Kontelezh Artez (Artois) (1659, Arras). Gwechall e oa Artez en Izelvroioù spagnol, dindan an Habsbourged, evel Flandrez.
- Bearn (Pau) (staget ouzh Bro-C'hall e 1620).
- Un nebeud douaroù a zo gall hiriv ne oant ket er rouantelezh c'hall en 1789
- Comtat Venaissin, e dalc'h Stadoù ar Pab (1791, Carpentras) ha kêr Avignon, e dalc'h ar pab ivez. Priñselezh Orange a oa bet staget en 1713.
- Republik Mulhouse, kevreet gant kantonioù suis (1798).
- Dugelezh Savoia, e dalc'h Rouantelezh Sardigna (1860, Chambéry)
- Kontelezh Nisa, e dalc'h Rouantelezh Sardigna (1860, Nice).
- Priñselezh Montbéliard (1793, Montbéliard).