Renk (stêr)

stêr Bro-C'hall
(Adkaset eus Renk (dourredenn))


Ur stêr e Biz Breizh eo ar Renk[2], hag a red dre vras eus ar c'hreisteiz d'an hanternoz, da vont da aberiñ e Mor Breizh.

Renk

Ar Renk e Dinan
Statud stêr
Hirder 104[1] km
Uhelder an eienenn 260 m
Kas keitat 12 m³/s
Gorread an diazad 1195 km²
Bro(ioù) douret Breizh
Diazad stêrioù
ar Renk
En em daol e Mor Breizh
Ledander er genoù 750 m
Andon e Gorre (bro ar Menez)
Adstêrioù Linon, Gwazh Milin ar Bouvet,
Gwenfroud, Fremeur

Emañ hec'h andon e bro ar Menez, e kumun Gorre (e Bro-Sant-Brieg, etre Loudieg ha Lambal) hag e tiruilh war 104 c'hilometrad[3]. N'eus nemet stërioù bihan o vont enni : en o zouez, al Linon hag ar Gwenfroud (Guinefort).
Treuziñ a ra Dinan hag hec'h aber a ya d'ober an harz etre Dinarzh ha Sant-Servan (bet teuzet gant kêr Sant-Maloù). Just a-raok dezhi tizhout ar mor bras eo bet staliet e 1967 stankell vordredan ar Renk evit produiñ tredan diwar monedone ar mor.
Bez' ez eus ur ganol a zo bet kleuziet evit liammañ traoñienn an Il gant hini ar Renk.

Tarzh anv ar stêr

kemmañ

E taolenn Peutinger e weler ur gêr Reginca[4] hec'h anv hag e vije a-walc'h hini Kêr Aled e Sant-Servan hag hini ar stêr asambles. Tostaet eo bet Reginca eus ar wrizienn c'halianek, enni ster un trouz graet gant ar strap. Trouz an dourioù o tiruilh gant an tre e vije enklozet e anv ar Renk neuze.

Stummoù kozh

Gourel e oa an anv gallek gwechall.

Inizi ar Renk

kemmañ

Annezet eo inizi an Renk gant laboused-mor ha laboused-douar. Bez ez eus teir enezenn war tiriad kumun Sant-Yowan-an-Havreg :

  • Enez Chevret
  • Enez Itron-Varia pe enez ar menec'h, 4 hektar enni, e-tal Sant-Servan hag an Tour Solidor, warni delwenn ar Werc'hez
  • Enez Harteau (prevez)

Inizi all zo, evel enezig Chalibert hag enezig Bizeux.

Rummataet eo bet "lec'hienn natur" an hanter eus an aber.

Kumunioù douret gant ar Renk

kemmañ
 
Aber ar Renk, a-drek an tour Solidor, e Sant-Servan
 
Red ar Renk.
Aodoù-an-Arvor

Gorre, Koedlinez, Sant-Yagu-ar-Menez, Langourlae, Sant-Vran, Merelieg, Sant-Laoueneg, Erieg, Lanrelaz, Pluvaelgad,Sant-Yowan-an-Enez, Ar Chapel-Wenn, Kaon, Gwitei, Gwenroc'h, Plouan, Sant-Maden, Trefermael, Sant-Yuvad, Ar C'haeoù, Sant-Andrev-an-Dour, Evrann, Kerorgen, Maez-Geraod, Lanvalae, Sant-Karneg, Lehon, Dinan, Taden, Sant-Haelen, Kerveskont, Sant-Samzun ha Plouhern ;

Il-ha-Gwilen

Kastell-Noez (daou bont bras), Kedilieg, Sant-Suliav, Minic'hi-Poudour, Pleurestud, Sant-Yowan-an-Havreg, Kerricharzh-an-Arvor, Dinarzh ha Sant-Maloù.


Savadurioù

kemmañ

Stankell ha skluzioù

kemmañ

Stanket eo aber ar Renk gant ar stankell vordredan hag a brodu tredan dre an treoù hag al lanvioù kreñv a vez en he genoù.

Merket eo an harz etre ar stêr dour dous hag an aber dour damsall gant skluz ar Châtelier, etre Sant-Samzun ha Kerveskont.

Dre skluzioù all e c'haller mont d'ar ganol Il-ha-Renk.

Fardellañ a ra stankell Rofemel, e Gwenroc'h e-kichen Kaon, 7 milion m3 a zour.

Pontoù

kemmañ

Kalz pontoù a dreuz ar Renk, en o-zouez, etre Sant-Maloù ha Lehon :

  • stankell ar Renk hag a zoug enni an hent-departamant D 168 abaoe ar 1 a viz Gouere 1967,
  • ar pont Châteaubriand (1991) hag a zoug ennañ an hent broadel 176,
  • ar pont Sant-Huberzh (1928, adsavet e 1959), un nebeud degadoù metr eus an hini kent, o tougen ennañ an hent-departamant 366,
  • meurbont hent-houarn Lessard (1879, adsavet e 1950) hag a zoug ennañ hent-houarn Lambal Dol,
  • skluz ar Châtelier,
  • pont kozh Dinan,
  • karrbont Dinan (1858),
  • pont kozh Lehon.

Pennadoù kar

kemmañ

Notennoù

kemmañ
  1. Fichenn ar Renk war lec'hienn SANDRE, gwelet d'an 26 a viz Eost 2021.
  2. Renz, e Geriadur Hemon-Huon, 1978.
  3. Fichenn ar Renk war lec'hienn SANDRE, gwelet d'an 26 a viz Eost 2021.
  4. E-pad pell eo bet kredet ha Reginca e oa memes tra gant Rheginea, ha gerdarzh anv Erge-ar-Mor. (cf. Ogée, 1779; Marteville & Varin, 1843). Loïc Langouët en eus disfaziet an dra se.