Timbroù Iwerzhon
Aloubet ma oa bet gant ar Saozon adalek ar XVvet kantved, chomet eo Iwerzhon dindan dalc'h Breizh-Veur betek an XXvet kantved. Gant ul lezenn votet e Londrez e voe unvanet gant ar Rouantelezh-Unanet d'ar 1añ a viz Genver 1801. Frank e voe an darn vrasañ eus Iwerzhon e 1922, da heul Dispac'h 1916 hag ar brezel a-enep an armeoù saoz renet gant an I.R.A..
Melestradurezh ar Rouantelezh-Unanet
kemmañTimbroù Bro-Saoz o kinnig poltred ar rouanez Victoria a voe implijet war an enezenn, evel er peurrest eus ar rouantelezh, etre 1840 ha 1922. E-pad ar prantad-amzer 1840-1844 e oa dibosubl gouzout e peseurt kêr e oa bet kachedet al lizheroù, rak implijet e veze an hevelep siell e pep lec'h, da lavaret eo Kroaz Malta. Koulskoude, disheñvelderioù bihan dibar a c'heller dizoleiñ war ar c'hroazioù e kumunioù iwerzhonat zo, en o zouez Béal Feirste, Dún an Uchta (Donanaghta hag Eyrecourt an anvioù saoznek), Korkig, Maolla (Hollymount), Luimneach hag An Muileann gCearr (Mullingar).
Adalek 1844 e voe pinvidikaet ar sielloù implijet gant lizherennoù pe ur sifrenn, evit anavezout ar gêr ma oant bet kaset. Aesoc'h eo anavezout ar c'hachedoù ma vez staget an timbr c'hoazh ouzh ar golo-lizher evel-just, kentoc'h eget war un timbr e-unan. Moullet e oa ar sifr e-kreiz stumm ur romb e kêrioù Iwerzhon, tra ma oa e kreiz un hirgelc'h e Bro-Saoz ha Kembre, hag un hirgarrez e Bro-Skos.
Falstimbroù an Emsav broadelour
kemmañA-raok ma vefe bet embannet (hag anzavet) dizalc'hidigezh Iwerzhon ha lakaet war-droad ur velestradurezh postel a-feson e voe klasket embann timbroù iwerzhonat gant an Emsav broadelour. N'eus ket timbroù gwir anezho, rak n'int ket bet implijet evit kas lizheroù eus un eil lec'h d'egile. Pegsunioù politikel e oant, hag o gwerzh a servije da sikour en Emsav evit dieubidigezh vroadel Iwerzhon. « Timbroù diaraoger » (forerunners e saozneg) e vezont anvet gant an dastumerien timbroù rak moullet int bet a-raok an timbroù "ofisiel" savet gant ar velestradurezh iwerzhonat. Hervez ar c'hatalogoù a bled gant timbrawouriezh Iwerzhon, evel an Handbook of Irish Philately : N'eo nemet propaganda rak nebeut anezho a veze implijet war al lizheroù en Iwerzhon ha n'o doa talvoudegezh lezennel ebet evit ar postoù eno.[1]
Gant soudarded kozh iwerzhonat Brezel Diabarzh Amerika e voe produet e New York ur rummad pevar timbr 1 cent, 3c, 24c (gwer teñval) ha 24c (liv-mouk) anavezet dindan al lesanv "Embannadur ar Fianniz".
Etre 1907 ha 1916 ec'h embannas ar strollad broadelour Sinn Féin pegsunioù propaganda, warno arouezioù ar vroad iwerzhonat. Lakaet e voent e-maez lezenn gant melestradurezh ar Postoù, renet gant ar Saozon.
Ur groaz keltiek e oa an tres kentañ, heñvel a-walc'h ouzh an hini a voe gwelet war dimbr (gwir) ar Stad dieub embannet e 1923. An eil a ziskouez ur vaouez hag un delenn en ur framm hirgelc'hiek, ur c'hi astennet war an douar en traoñ. N'eus talvoud-gwerzh ebet skrivet warno. E 1912 e teuas war wel pegsunioù gant ar meneg Provisional Government ("Gouarnamant Berrbad") hag Imperial Union ("Unvaniezh an Impalaeriezh"). Arvestiñ a reer ur vaouez o seniñ an delenn c'hoazh hag an anv Ireland (ha n'eo ket an anv iwerzhonek Éire). Hervez kont e vefent bet savet e Manchester gant Unanourien evit keveziñ ouzh re ar Sinn Féin.
Goude ma oa bet votet lezenn an Irish Home Rule (al lezenn war an emrenerezh diabarzh) e Parlamant Westminster, e oa bet embannet pegsunioù gant ur strollad republikan iwerzhonat e 1916 gant poltredoù tri haroz broadelour anvet Merzherien Manchester gant an triliv iwerzhonat er foñs.
Goude Emsavadeg Pask e 1916 e voe moullet gant Stadunaniz a-du gant an dispac'h ur rummad eizh pegsun ERIE PUIST o kinnig poltred seizh penn-meur mui unan gant un delenn ha melchon. Gant ar mall a oa warno e voe graet ur fazi en anv (ERIE evit ÉIRE).
Taol-esae Stad dieub Iwerzhon
kemmañD'ar 1añ a viz C'hwevrer 1922 e voe pedet ur strobad embregerezhioù (Dollard Printing House Ltd., Hely Ltd., Perkins Bacon & Co. hag O'Loughlin, Murphy & Boland) gant renerezh Postoù ar Stad Dieub evit ma labourfent war ur raktres sevel timbroù nevez. Ur c'hinnig a voe graet met ne voe ket lakaet an timbroù e gwerzh koulskoude.
Timbroù ar Gouarnamant berrbad (1922)
kemmañE miz Kerzu 1918 ec'h eas ar maout gant ar strollad republikan Sinn Féin e Parlamant Dulenn (Dáil Éireann) ha timat e voe embannet dizalc'hted Iwerzhon. Ur brezel dieubidigezh a darzhas etre Lu Iwerzhon (Irish Republikan Army) ha melestradurezh ha soudarded Breizh-Veur. Paouezet e voe gant ar brezel e miz Gouere 1921, hag e miz Kerzu e voe sinet Feur-emglev etre Breizh-Veur hag Iwerzhon. Ne vo mui kaoz en destenn eus Republik Iwerzhon met eus "Stad dieub Iwerzhon" diouzh un tu ha "Norzhiwerzhon" (c'hwec'h kontelezh e Bro-Ulad) a chom dindan dalc'h Breizh-Veur.
Ur gouarnamant berrbad a voe e penn ar Stad da-zont etre miz Kerzu 1921 hag ar 6 a viz Kerzu 1922, pa voe krouet ez-ofisiel Stad dieub Iwerzhon.
Savet diwar atiz ar gouarnamant berrbad, timbroù-post kentañ Iwerzhon a voe timbroù saoz dreistmoullet gant un destenn en iwerzhoneg : Rialtas Sealadach na hÉireann 1922, ar pezh a dalv "Gouarnamant berrbad Iwerzhon". Tri enskrivadur disheñvel a voe graet hervez an embregerezh (Dollard Printing House Ltd., Alex. Thom & Co Ltd. pe Harrison & Sons), hag enno e voe fiziet al labour dreistmoullañ. Heñvel a-walc'h eo an daou zreistmoulladur kentañ : lizherennoù gouezelek e liv du, war bemp linenn. Gant stumm ar bloavezh 1922 e c'heller diforc'hañ an eil diouzh egile. Kavet e vez timbroù gant un trede dreistmoulladur e liv du pe c'hlas, war beder linenn hepken. Rouesoc'h ha priziet-mat eo an timbroù diwezhañ-mañ.
Aotreet e voe pegañ poltred George V war al lizheroù en Iwerzhon, hep dreistmoullañ betek an 31 a viz Meurzh 1922. E miz Kerzu 1925 e voe skoulmet ur gevrat gant moullerien ar gouarnamant e kastell Dulenn hag e voe klasket paouez gant ar moullañ dreistmoulladurioù war dimbroù ar Rouantelezh-Unanet.
Stad dieub Iwerzhon (1922-1937)
kemmañD'an 11 a viz Kerzu 1922 e teuas er-maez timbroù ar Rouantelezh-Unanet dreistmoullet gant Saorstát Éireann 1922 ("Stad Dieub iwerzhonat") e lizherennoù gouezelek, war deir linenn, savet gant Thom, Harrison ha Government Printers. E 1934 e voe embannet ar rummad timbroù dreistmoullet diwezhañ : ar roue George V 2/6, 5/- ha 10/- adembannet gant Waterlow & Sons, deuet war-wel e 1934 ha dreistmoullet e 1937 evit bezañ implijet en Iwerzhon.
Ur rummad ofisiel kentañ a dimbroù gant ar meneg Éire a voe embannet gant Maodiern ar Postoù hag ar Pellskriverioù d'ar 6 a viz Kerzu 1922. Arouezius-kenañ eo danvez an timbroù : Kleze ar sklêrijenn (mojennoù-kozh Iwerzhon), kartenn an enezenn (gant al lodenn eus Norzhiwerzhon dindan dalc'h ar R.U. eta), skoedoù-ardamez peder froviñs istorel Iwerzhon, hag ur groaz keltiek, arouez ar relijion gatolik. Meur a wech e voe adembannet gant talvoudoù-gwerzh ha livioù disheñvel (e 1941-44, e 1949 ha 1967).
-
Ar c'hleze (1922)
-
Karta Iwerzhon (1922)
-
Kroaz Conga, 1922
Iwerzhon dizalc'h (1937-1949) ha Republik Iwerzhon
kemmañHervez Feur-emglev 1921 e chome Stad Dieub Iwerzhon dindan sujidigezh ar Rouantelezh-Unanet. Ar statud Dominion-se a zisplijas d'al lodenn republikaned en-dro da Éamon de Valera) ha d'e strollad Fianna Fáil. Pa c'hounezas an dilennadegoù e klaskas dalc'hmat adsellet pizh ouzh al liammoù etre Éire (anv ofisiel nevez ar vro) hag ar Rouantelezh-Unanet. Ur vonreizh nevez a voe votet e 1937, hag e 1949 e voe embannet ar Republik.
A-viskoazh eo bet skrivet en iwerzhoneg anv ar Stad hag alc'hwez an timbr, ha ral a wech e lenner bommoù e saozneg warno. An timbroù a ginnige kazi holl an anv Éire ("Iwerzhon"), daoust ma ne oa ket anv ofisiel ar Stad a-raok ma teufe Bonreizh 1937 e pleustr. Ne gemmas ket an dibab-se pa voe embannet ar Republik, war-bouez tri zimbr-lid kentañ 1949 : POBLAĊT NA hÉIREANN pe Poblacht na h-Éireann ("Republik Iwerzhon") a lenner warno.
Gant lizherennoù gouezelek e veze skrivet Éire da gentañ. Adal 1960 e weler un emdroadur a-fed font ar moullañ : dilezet al lizherennoù keltiek, implijet e veze muioc'h-mui ar re roman, evit mont gant ur seurt "modernelezh" moarvat. Skrivañ a reer EIRE kentoc'h evit ÉIRE ivez, hep lakaat ar pouez-mouezh hir (fada síneadh) war al lizherenn gentañ "E". E fin ar bloavezhioù 1970 e teuas en-dro an tired lemm war timbroù ar republik (hag al lizherennoù keltiek ivez).
E 1981 e kinnigas Departamant ar Postoù hag ar Pellskriverioù lakaat ar ger Ireland e-kichen Éire war an timbroù, met nac'het e voe gant Burev an Taoiseach (ar C'hentañ Ministr), a lakaas ar veto war ar mennozh war zigarez e c'hallje degas kudennoù "bonreizhel ha politikel" hag e c'hallfe displijout d'ar muianiver.
Danvez an timbroù
kemmañGant ar Stad nevez bet ganet e 1922 ne voe ket embannet kalz timbroù (hogen re, a lavaro lod). Pa voe embannet ar Republik e 1949 e oa bet lakaet e gwerzh 109 zamm, ha tizhet e voe ar 500vet timbr e 1983 hepken. Un timbr pe zaou a veze embannet bep bloaz neuze.
E meur a geñver e tiskouez an timbroù talvoudoù ar gevredigezh iwerzhonat, ha liv ar gouarnamantoù marteze.
- Perzh ar relijion katolik er gevredigezh : alies ez eus bet enoret tudennoù relijiel (Sant Patrig e 1937 ha 1961, ar breur Mícheál Ó Cléirigh e 1944), degouezhioù relijiel (Bloavezh Santel e 1933 ha 1950). Bep bloaz abaoe 1971 e vez embannet un timbr da vare Nedeleg.
- Dispac'hourien Iwerzhon : harozed Dispac'h 1916 a vez dalc'het soñj diouto ingal. Timbr e 1941 (25vet deiz-ha-bloaz), ur rummad timbroù gant poltred James Connolly, Thomas Clarke, Pádraig Pearse… e 1966 ha diwezhatoc'h. N'eo ket disoñjet kennebeut ar vrogarourien o deus stourmet evit dieubiñ Iwerzhon, e-pad an XIXvet kantved : Dónall Ó Conaill, Robert Emmet, Theobald Wolfe Tone (e 1948 ha 1964)… Dav eo menegiñ Roger Casement, ar gontez Constance Markievicz, Kevin Barry, Thomas Ashe (1985)…
Da vare kantvet deiz-ha-bloaz Emsavadeg Pask 1916 e oa bet embannet un eizhvet rummad timbroù d'an 21 a viz Genver 2016 ha ne voent gwerzhet nemet e-pad ur bloaz. C'hwezek timbr zo rannet etre pevar rummad anvet : pennoù-bras an Dispac'h, ar re o deus kemeret perzh en emsavadeg, sizhunvezh Pask ha disoc'hoù an emsavadeg.
Ar brezel diabarzh a savas en Iwerzhon en deus troc'het e daou damm ar gevredigezh e-pad un hir a amzer avat, ha politikerien a bep tu o deus gortozet a-raok bezañ enoret gant Postoù ar vro : Arthur Griffith (1986), Cathal Brugha (1987), Michael Collins (e 1990).
- Timbroù Europa : bep bloaz e vez embannet unan evit brudañ ar CEPT.
- E-touez ar rummadoù timbroù niverus embannet en XXvet kantved ez eo diaes dizoleiñ poltred ur vaouez. War-bouez hini an dispac'hourez Constance Markievicz e 1968, un nebeud seurezed (Mary Aikenhead e 1933, Nano Nagle e 1975, Catherine Mc Auley e 1978). E 1986 e teuas er-maez ur rummad gouestlet d'ar "maouezed er gevredigezh".
- Pouezus eo perzh Iwerzhoniz e-maez Iwerzhon, ha bep an amzer e voe dalc'het soñj gant un timbr eus al liammoù istorel gant ar Stadoù-Unanet (1999), Bro-Saoz (1994) Aostralia (1988 ha 2001)...
- Un timbr "Europa" a vez moullet bep bloaz gant Oifig an Phoist (The Irish Post Office) ur rann eus an Department of Posts and Telegraphs.
Liesseurtoc'h ha lieslivoc'h eo danvez an timbroù goude ar bloavezhioù 1980 : skrivagnerien (niverus) Iwerzhon (George Bernard Shaw hag Oscar Wilde e 1980, James Joyce, Pádraig Ó Siochfhradha e 1983), Kate O'Brien ( 1997), Prizioù Nobel (1994), sportoù ha binvioù-seniñ hengounel, laboused ar vro, mell-droad ouezelek (1999) ha hurling (2000). Ar fiñvskeudennerezh (filmoù iwerzhonat e 1996, an aktourien vrudet e 1999), hag ar sevenadur "pop" (sonerien U2, Rory Gallagher, Phil Lynott e 2002, The Chieftains e 2006) ha timbroù "skañvoc'h" an danvez dezho ("LOVE/GRÁ").
Norzhiwerzhon
kemmañUn tiriad dindan dalc'h ar Rouantelezh-Unanet eo Norzhiwerzhon, n'eus ket bet moullet timbroù ispisial da vezañ implijet er 6 kontelezh ha ne c'heller ket ober gant re ar Republik eno.
Gant Postoù Breizh-Veur e voe embannet timbroù "rannvroel" gant arouez pep broad (Bro-Saoz, Bro-Skos, Kembre ha Norzhiwerzhon) hag an inizi emren (Gwernenez, Jerzenez, Enez-Vanav e 1958, e 1971-78, e 1999 ha 2001.
Un timbr-taos a ranke bezañ prenet gant perc'henned chas e Norzhiwerzhon abaoe deroù an XXvet kantved.
Liammoù diavaez
kemmañOifig an Phoist a embannas holl dimbroù ar vro betek 1984. Er bloavezh-se, goude ma oa bet rannet Departamant ar Post hag ar Pellgomz etre daou aozadur hanter-stadel (An Post ha Telecom Éireann), ez eo bet karget An Post nevez gant an holl servijoù-post en Iwerzhon, en o zouez embann an timbroù-post.
- (en) Ofis Postoù Iwerzhon
- (en) Timbroù rannvro Norzhiwerzhon
- (en) Éire Philatelic Association / ÉPA, ur gevredigezh er Stadoù-Unanet
- (en) Irish Philatelic Circle / IPC, ur gevredigezh e Breizh-Veur
- (de)(en) Forschungs- und Arbeitsgemeinschaft Irland / FAI, ur gevredigezh en Alamagn a ra war-dro timbrawouriezh Iwerzhon
Notennoù
kemmañ- ↑ (en) Feldman, David : Handbook of Irish Philately. Dublin : David Feldman Ltd. & The Dolmen Press Ltd., 1968 (ISBN 978-0-85105-135-2)