Castell-paen

(Adkaset eus Castell Paun)

Castell-paen (Painscastle e saozneg)[1] zo ur gêriadenn hag ur gumuniezh eus Kembre, e reter kontelezh Powys. Emañ tost d’an harzoù gant Bro-Saoz, hanter-hent etre Llanfair-ym-Muallt hag Y Gelli Gandryll.

Dont a ra anv ar gêriadenn diwar ur c'hastell kozh, savet gant un aotrou norman Pain Fitz John, e deroù an XIIvet kantved. Kemeret e voe ar c’hastell meur a wech gant Kembreizh Saozn, a-bep-eil, en XIIvet ha XIIIvet kantved. E-pad ar c’hantvedoù-se e voe devet gant Kembreiz Llywelyn ap Iorwerth hag adsavet gant ar roue Herri III e 1231, adtapet digant ar Saozon gant Llywelyn ap Gruffudd e 1265, hag adkemeret gant Saozon adarre.

Notennoù kemmañ


Liamm diavaez kemmañ