Bro-C'hall tramor
Bro-C'hall tramor, anvet ivez DOM-TOM, eo an holl zouaroù a zo war un dro dindan galloud Bro-C'hall hag er-maez eus Bro-C'hall, pe er-maez eus ar metropol, pe ar vammvro. Aspadennoù int eus an Impalaeriezh trevadennel c'hall, ha dre c'hoap e komzer a-wechoù eus "confetti an Impalaeriezh".
2 653 942 a dud a oa e Bro-C'hall tramor, pe en DOM-TOM d'ar 1añ a viz Genver 2010.[1]
Kaoz a vez eus DOM-TOM, da lavarout eo Département d'outre-mer - Territoire d'outre-mer evit komz eus douaroù hag a zo disheñvel o statud alies.
Statudoù disheñvel
kemmañDepartamantoù ha rannvroioù gall tramor
kemmañUn toullad douaroù gall zo anvet Departamantoù ha rannvroioù gall tramor a zo heñvel o statud ouzh hini pep departamant gall ha pep rannvro c'hall. Sed o anvioù:
Gwadeloup, Martinik, ha Gwiana a ya d'ober departamantoù gall Amerika (DFA). Abaoe kempenn ar Vonreizh c'hall e 2008 ez int aotreet da sevel reolennoù zo, war traoùigoù zo, er-maez eus moneiz, broadelezh c'hall, arme, politikerezh diavaez, polis, dilennadegoù, justis.
En Unaniezh Europa emañ an DOM, anezho Rannvroioù Tro-war-dro Pellañ (régions ultrapériphériques)[2]..
Strollegezhioù tramor
kemmañPa gomzer eus strollegezh tramor (COM) e komzer eus douaroù disheñvel o statudoù. Bez' ez int:
- Polinezia c'hall, hag a zo ur « vro tramor » (« pays d'outre-mer »);
- Sant-Pêr-ha-Mikelon;
- Wallis ha Futuna a zo chomet "tiriad tramor" (« territoire d'outre-mer ») (TOM);
- Saint-Martin abaoe 2007;
- Saint-Barthélemy abaoe 2007, a zeuio da vezañ ur « vro tramor » e 2012.
Kaledonia-Nevez
kemmañKaledonia-Nevez zo ur strollegezh sui generis, disheñvel he statud diouzh ar re all.
An Douaroù aostral hag antarktikel
kemmañTiriad Douaroù aostral hag antarktike Frañsl (berraet e TAAF e galleg) a zo un tiriad tramor gant ar statud dezhe o-unan. An Inizi Strewet (Bassas da India, Europa, Inizi Glorius, Juan de Nova, Tromelin) a zo pempet distrig an TAAF abaoe 2007. Ar re ziwezhañ-mañ a zo arc'het gant Stadoù all.
Clipperton
kemmañEnez Clipperton zo perc'henniezh prevez d'ar Stad c'hall, meret war-eeun gant ministr gall an douaroù tramor abaoe 2007.
Roll an douaroù tramor gall
kemmañDouaroù tudet
kemmañ
Statud Niver a dud (Genver 2010)[1] Gorread DOM-ROM 1 873 942 96 268 km² COM 534 000 5 132 km² Stollder sui generis 246 000 18 575 km² En holl 2 653 942 119 975.4 km²
Douaroù antarktikel
kemmañLiammoù diavaez
kemmañ- Synthèse du site Vie-publique.fr
- Changement Climatique et Biodiversité dans l’Outre-Mer Européen
- Synthèse : biodiversité et conservation outre-mer (UICN, 2008)
- L'outre-mer, revue Pouvoirs, n°113, avril 2005