Jacques zo un anv-badez gallek, o tonet eus an anv hebreek Jakob, ha diwarnañ e teu an anv-badez brezhonek Jakez.

Berranvioù

kemmañ

Kalzik a verranvioù zo d'an anv-badez-mañ:

  • Jacot, Jacquot,
  • Jacquou, a gaver ivez e brezhoneg evel Jakou
  • Jachet,
  • Jacquet, a zo un anv-tiegezh gallek ivez
  • Jacky ha Jackie a zo ivez ur berranv kenkoulz gwregel ha gourel er broioù saoznek. Gwregel eo Jackie ha gourel Jacky er broioù gallek. Roet eo bet da Jacqueline Kennedy er SUA ha da Jackie Sardou e Bro-C'hall.

Stumm gwregel

kemmañ
  • Jacqueline, an anv ofisiel, a anavezer ivez dindan ar stumm Jakelina e brezhoneg
  • Jacotte, a denn un tamm d'an anv brezhoneg Jaketa
  • Jackie e gallek, diwar ar saoznek

Stummoù kevrennek

kemmañ

An hini brudetañ eo Jean-Jacques, Yann-Jakez e brezhoneg. Kavout a reer ivez Louis-Jacques, Jacques-André, Hervé-Jacques, Jacques-Yves, Jacques-Henri hag all.

Yezhoù all

kemmañ

Tud brudet

kemmañ
 
Troet e oa arroudoù Jacquot de Nantes e porzh ar c'harrdi Demy, 9 alez ar Givijerien e Naoned. Kontañ ar ra ar film-mañ yaouankiz Jacques Demy e-pad an Eil Brezel-bed.
 
Jacques Doriot e 1929 pa yae e kevezerezh ouzh Maurice Thorez evit bezañ sekretour meur ar Strollad Komunour Gall.

Anv-tiegezh

kemmañ

Un anv-tiegezh gallek eo Jacques ivez, evel kalz a anvioù-badez.

Anaout a reer ivez an adstumm Jacq, evel en anv ar rezistant Fernand Jacq (1908-1941) hag ar skrivagner brezhonek Yann-Fañch Jacq.

Lec'hioù

kemmañ

Meur a lec'h zo anvet Saint-Jacques e galleg. Hag ivez :

Sevenadur

kemmañ
 
Les Frères Jacques o kanañ Le fric e 1968.

Ger brezhonek

kemmañ

Ar ger jak a deu eus an anv gallek Jacques(Daveoù a vank).