Jakez

anv paotr
(Adkaset eus Jakou)

Jakez zo un anv-badez brezhonek , deuet eus ar Bibl, diwar anv daou eus an Daouzek Abostol. Un adstumm d'an anv Jakob eo, a orin hebreek.

Ster hag orin an anvAozañ

Evel Jakob e teu Jakez eus an hebraeg. Hep mar e teufe an anv hebraek "Ya'aqob" eus "Ya' Aqobel"[1] a dalveze "Gwarezet gant Doue" moarvat er yezhoù mezopotamek. En Testamant Kozh e lenner div zisplegadenn eus anv Jakob a denn kentoc'h d'ar c'hoarioù-gerioù pe d'un displegadenn boblek eus e ster[2]. Da gentañ e tispleger e anv gant ar ger hebraek "aqeb" a dalveze seul an troad[3] : ganet e vije bet Jacob, peg dre un dorn e seul e vreur Esau. En un arroudenn all eus an destenn-se[4] e tostaer e anv ouzh ar verb 'aqab, distroadañ, un damveneg eus ar skudellad fer a dalvezas da Jakob evit kemer e henanded digant Esau.

Er Bibl e teuas da vezañ IACOBOS e gresianeg. Latinekaet eo bet e Jacobus goude. Meur a anv zo deveret diouzh an anv latin e yezhoù disheñvel (Gwelet izeloc'h).

Brudet eo bet an anv-se gant an ozhac’h-meur Jakob ha gant an holl sent kristen anvet Jakez.

Stummoù brezhonek allAozañ

Jalm pe Chalm a gaver ivez evel anv-tiegezh. Jakig a gaver evel stumm bihanaat, e-kichen Jakezig. Jakou, evel er ganouenn Marijanig Lagadbran. Yagu pe Yegu pe c'hoazh Ugu evel en anv-lec'h ar Roc'h Ugu e Bro-Dreger. Jakeza ha Jaketa evit ar merc'hed, hag ivez Jakelina, diwar ar stumm gallek.

Eil anv-badez : kavet e vez ivez an anv evel eil anv-badez, dreist-holl Yann-Jakez, Per-Jakez.

Ral e seblant bezañ evel anv-badez gwir, peuvuiañ ne vez nemet troidigezh an anv galleg Jacques, evel gant ar skrivagnerien Jakez Riou pe Jakez Kerrien, pe gant sonerien e Breizh.

Stummoù er yezhoù allAozañ

Anvioù-tudAozañ

SentAozañ

EskibienAozañ

RouanedAozañ

  BreizhAozañ

Anvioù lec'hioùAozañ

Traoù allAozañ

  • Hent Sant-Jakez
  • Kregin Sant Jakez
  • Ma breur Jakez, pe Breurig Jakez, kanaouenn bugale
  • "Jakez en deus lavaret" : c'hoari bugale dreist-holl. Unan eus ar c'hoarierien a ro kemennoù d'ar re all. Pa grog e urzhioù gant "Jakez en deus lavaret" e tle ar c'hoarierien all ober diouzh en deus goulennet, mod all e rankont chom hep ober pe ez int koll.

Gwelet ivezAozañ

NotennoùAozañ

  1. E. RENAN, "Les noms théophores apocopés dans les anciennes langues sémitiques", Revue des Études Juives X, 1882, p.162, meneget e : CYRIL ASLANOV "Entre théonymie et anthroponymie : l'onomastique divine et humaine, indice de la confusion entre transcendance et immanence
  2. http://www.interbible.org/interBible/decouverte/comprendre/2003/clb_031010.htm
  3. Geneliezh 25, 26.
  4. Geneliezh 27, 36.
  5. An Testamant Nevez - eil lodenn, gant Kenvreuriez ar Brezoneg, 1988, p. 164.
  6. Troidigezh an Testamant Nevez dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1971, p 532