Jakez
Jakez zo un anv-badez brezhonek , deuet eus ar Bibl, diwar anv daou eus an Daouzek Abostol. Un adstumm d'an anv Jakob eo, a orin hebreek.
Ster hag orin an anv
kemmañEvel Jakob e teu Jakez eus an hebraeg. Hep mar e teufe an anv hebraek "Ya'aqob" eus "Ya' Aqobel"[1] a dalveze "Gwarezet gant Doue" moarvat er yezhoù mezopotamek. En Testamant Kozh e lenner div zisplegadenn eus anv Jakob a denn kentoc'h d'ar c'hoarioù-gerioù pe d'un displegadenn boblek eus e ster[2]. Da gentañ e tispleger e anv gant ar ger hebraek "aqeb" a dalveze seul an troad[3] : ganet e vije bet Jacob, peg dre un dorn e seul e vreur Esau. En un arroudenn all eus an destenn-se[4] e tostaer e anv ouzh ar verb 'aqab, distroadañ, un damveneg eus ar skudellad fer a dalvezas da Jakob evit kemer e henanded digant Esau.
Er Bibl e teuas da vezañ IACOBOS e gresianeg. Latinekaet eo bet e Jacobus goude. Meur a anv zo deveret diouzh an anv latin e yezhoù disheñvel (Gwelet izeloc'h).
Brudet eo bet an anv-se gant an ozhac’h-meur Jakob ha gant an holl sent kristen anvet Jakez.
Stummoù brezhonek all
kemmañJalm pe Chalm a gaver ivez evel anv-tiegezh. Jakig a gaver evel stumm bihanaat, e-kichen Jakezig. Jakou, evel er ganouenn Marijanig Lagadbran. Yagu pe Yegu pe c'hoazh Ugu evel en anv-lec'h ar Roc'h Ugu e Bro-Dreger. Jakeza ha Jaketa evit ar merc'hed, hag ivez Jakelina, diwar ar stumm gallek.
Eil anv-badez : kavet e vez ivez an anv evel eil anv-badez, dreist-holl Yann-Jakez, Per-Jakez.
Ral e seblant bezañ evel anv-badez gwir, peuvuiañ ne vez nemet troidigezh an anv galleg Jacques, evel gant ar skrivagnerien Jakez Riou pe Jakez Kerrien, pe gant sonerien e Breizh.
Stummoù er yezhoù all
kemmañ
|
Anvioù-tud
kemmañSent
kemmañ- Jakez, mab Zebedea, pe Jakez an Henañ, unan eus an ebestel
- Jakez, mab Alfae, unan eus an ebestel.
- Jakez, eskob Jeruzalem, lesanvet "Jakez ar Yaouankañ", anvet "kenderv" pe "breur" Jezuz, ha penn-rener doujet Iliz-vamm Jeruzalem[5]. Gwelet gant Tadoù an Iliz evel aozer Lizher Sant Jakez[6]
Eskibien
kemmañ- Jakez Voragine, arc’heskob Genova, skrivagner al levr anvet Ar vojenn alaouret.
- Jakez Amboise (den a relijion)
Rouaned
kemmañ- Jakez Iañ, anv tri roue
- Jakez II, anv tri roue,
- Jakez III (pajenn disheñvelout)
- Jakez IV, roue Bro-Skos
- Jakez V, roue Bro-Skos
- Jakez VI, roue Bro-Skos pe Jakez, roue Iañ Bro-Saoz
- Jakez VII, roue Bro-Skos pe Jakez II, roue Bro-Saoz
- Jakez Karter, merdeer
- Jakez Konan, skrivagner
- Jakez Riou, skrivagner
- Jakez Kerrien, skrivagner
- Per-Jakez Heliaz, skrivagner, hag e lesanv Jakez Kroc'hen
- Jakez Bernard, produer
Anvioù lec'hioù
kemmañ- Meur a Sant-Jakez zo e Breizh.
- Sant-Jakez an Turki a vez graet eus kêr Santiago de Compostela er c'hanaouennoù hengounel
Traoù all
kemmañ- Hent Sant-Jakez
- Kregin Sant Jakez
- Ma breur Jakez, pe Breurig Jakez, kanaouenn bugale
- "Jakez en deus lavaret" : c'hoari bugale dreist-holl. Unan eus ar c'hoarierien a ro kemennoù d'ar re all. Pa grog e urzhioù gant "Jakez en deus lavaret" e tle ar c'hoarierien all ober diouzh en deus goulennet, mod all e rankont chom hep ober pe ez int koll.
Gwelet ivez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ E. RENAN, Les noms théophores apocopés dans les anciennes langues sémitiques, e Revue des Études Juives X, 1882, p. 162, meneget e : CYRIL ASLANOV Entre théonymie et anthroponymie : l'onomastique divine et humaine, indice de la confusion entre transcendance et immanence
- ↑ Interbible
- ↑ Geneliezh 25, 26.
- ↑ Geneliezh 27, 36.
- ↑ An Testamant Nevez - eil lodenn, gant Kenvreuriez ar Brezoneg, 1988, p. 164.
- ↑ Troidigezh an Testamant Nevez dindan renerezh Maodez Glanndour, Al Liamm, 1971, p 532