Kaozeadenn Implijer:Neal/Diell 8
Mat-tre ha dedennus e kavan da bennadoù zo prop-tre. Al live yezh implijet ganit a gavan mat ivez. Reizhet em eus un nebeud traoù en da bennadoù a-wechoù a yae gant spered ar pezh a rez a gav din (un nebeud fazioùigoù yezh, cheñch ur gerig bennak ivez a-wechoù pa gave din e oa unan a oa implijetoc'h pe sklaeroc'h); geriadur an Here zo talvoudus-tre ivez. Fulup 18:29, 04 Jul 2005 (UTC)
-- Gallout a rez pellgargañ un difazier evit netra (ha kalz traoù talvoudus all) war lec'hienn an Drouizig : http://www.drouizig.org/drouizig. Fulup 12:56, 05 Jul 2005 (UTC) --Fulup 25 C'hwe 2006 da 11:09 (UTC)
Dwb hirded ar pennadoù
kemmañPlijet on bet o welout niver ar pennadoù o kreskiñ ken buan dre intrudu Neal ha e hetan dit ur degemer mat. Koulskoude e kavan eo re verr meur a bennadoù. Evel ma lavarer, n'eo ket ar Wikipedia ur geriadur.
Pep a bennad war ar vogalennoù a dlefe bezañ teuziet evit sevel unan, memestra evit ar verboù hag all. Diverkañ a ran ar frazennoù am eus savet dwb an "trefoedach" pa n'eo reizh laoskel ur pennad ken treut ha ne welan ket e pe lec'h eo posubl kas anezhañ pa n'int ket degemeret e-barzh ar pennad "rannyezh".
Ch. Rogel 17:50, 26 Apr 2005 (UTC)
difaziañ (?)
kemmañSalut dit Neal,
n'emaon ket a-du ganit, met ma ne fell ket dit implijañ ar peurunvan e skrivin ma c'hinnigoù er bajenn kaozeadenn a-raok ober ar chenchamentoù.
Un dra a zo sur ha n'eo ket marteze, te a zo un den hegarat, ha plijus eo labourat ganit
Paotr 21:11, 30 Apr 2005 (UTC)
treiñ ar ger hamas
kemmañ- Gwir eo n'eo ket aes treiñ ar ger hamas en ur ger hepken. Ar skouerioù a roez tennet eus geriadurioù saoznek ha gallek a ziskouez mat pegen skoemp eo treiñ ar ger-se. Reiñ a reont un aridennad gerioù mui pe vui kevatal met netra resis. Lakaet em eus jourdoul abalamour da daou ster ar ger-mañ evel ma vez displeget e geriadur an Here : 1. Mall bras ha joaus peurliesañ. 2. Nerzh ober diwar youl. Mar kavez gwell eget jourdoul n'em eus netra a-enep. Marteze e vefe tu da ouzhpennañ an termen gred ivez evel ma kinnigez evit heñchañ an traoù un tammig muioc'h. --Fulup 30 Gen 2006 da 09:00 (UTC)
Ken George
kemmañSalut, je viens de lire ton commentaire sur le wiki anglais là. Je suis bien sur d'accord qu'une personne peut bien formuler une théorie sur le cornique quelle que soit son origine ; mais la raison pour laquelle on discute la question de la naissance de Ken George est qu'on l'avait inclu dans la catégorie en:Category:Natives of Cornwall... puis Mr Everson l'en a écarté en expliquant que George serait “ apparemment ” né en Angleterre. Voilà ; mes excuses pour n'avoir répondu ni plus tôt ni en breton ! QuartierLatin1968 17 Meu 2006 da 04:25 (UTC)
- Well, fair enough. It certainly wasn't my idea to have a "Natives of Cornwall" category to start with, and I felt rather unhappy about it after it did appear. I actually started a page on en:List of Cornish people that explicitly includes anybody of Cornish birth, longtime residence, or affinity. Perhaps you could raise your qualms on en:Category talk:Natives of Cornwall. I'd be happy to back you up. QuartierLatin1968 17 Meu 2006 da 23:57 (UTC)
Newspeak
kemmañBrav e vije ober meneg eus an "newspeak", lakaet da "novlang(ue)" e galleg e pajenn Orwell. Daoust ha ne vije ket ret treiñ ar romant penn-da-benn evit gouzout gant peseurt ger ober? betegout e teuje troer arc'hoazh da ober gant ur ger all? Ma, rediomp anezhañ da ober gant ar ger a zibabimp amañ. Nevezyezh? Kinnigoù arall?Bianchi-Bihan 1 Mar 2006 da 11:36 (UTC)
- Ezhomm zo eus nevez yezh evit implijoù all. Evit deskrivañ yezhoù bet ijinet gant Mab-den evel an Ido, ar C'hlingoneg pe an esperanteg. Ret eo kaout ur ger dibar na servijo nemet evit 1984. Perak ket nevlavar ? --Fulup 7 Meu 2006 da 19:10 (UTC)
Patrom
kemmañTrugarez, dit! An dra-se a felle din kaout, just a-walc'h, war skouer an hini a oa war da bajenn, met ne ouien ket penaos ober.Rognogno 6 Meu 2006 da 08:33 (UTC)
Neptuekaat notadur an amzer
kemmañ- Krouet em eus ur bajenn a-ziforc'h evit ma vo aesoc'h kas ar gaoz war-raok : Wikipedia:Kendivizoù_reolata/Notadur_kronologel_boutin_hollvedel --Fulup 24 C'hwe 2006 da 19:02 (UTC)
Etrefas
kemmañ- Penaos emañ da etrefas bremañ ? Me eo distro c'hoazh e saozneg ul lodenn eus ar pezh zo er marzh dindan al logo ha mat eo pep tra er restr treiñ. Ne gomprenan seurt ebet ken. --Fulup 6 Ebr 2006 da 21:26 (UTC)
Medalenn
kemmañMa doue, pebezh enor ! Ar wech kentañ din 'barzh ma buhez. N'ouzon ket petra da lavaret. Ar gumuniezh a c'hallfe reiñ kemend-all dit m'eus aon. Spi am eus hepken ne echuimp ket tout gant hor bruched medalennet-holl evel jeneraled kozh an URSS gwechall. :)) --Fulup 26 Meu 2006 da 13:26 (UTC)
Saozneg
kemmañ(o tennañ da bennadoù diachu gant tammoù chomet war ar stern ha war wel e saozneg, galleg pe yezhoù all) Mat eo, tennañ a rin. Met ne oan ket bet plijet o vezañ kaset da vale pa'm boa graet an evezhiadenn. Bianchi-Bihan 14 Ebr 2006 da 14:56 (UTC)
Poent kreiz
kemmañSalud. Marteze az po c'hoant kenderc'hel da gempenn un tamm ar pennad-mañ Poent kreiz bet krouet gant al liper chopinoù gwechall. Kempennet em eus an doare skrivañ atav. Tu a vo krouiñ ar rummad katalaneg ha marteze ouzhpennañ rummadoù all (doere-skrivañ, poentaouiñ...). Marteze e kavi liammoù da reizhañ evit klotañ gant ar pezh zo bet troet ganin ivez. --Fulup 18 Ebr 2006 da 16:03 (UTC) - graet eo bet --Neal 18 Ebr 2006 da 16:38 (UTC)
Queer Nationalism
kemmañNeal, thanks for translation of the article from English! :) Vanrozenheim
sexual dimorphism
kemmañSalut dit, Dre ma teues da vezañ arbennik war an tem-se, penaos vije tu da dreiñ "sexual dimorphism" e brezhoneg? "Dimofiegezh reizhel"? Evit ar pennad war Kim Stanley Robinson eo... Trugarez, Benoni 20 Ebr 2006 da 22:51 (UTC)
ober a rafen-me kentoc'h gant daouvorfiegezh a-benn leuskel ar rakger di(z)- evit ar nac'hañ, d.s. beli > diveliour. --Neal 21 Ebr 2006 da 06:43 (UTC)
- sholem-aleykhem Neal! We have started a new campaign to update the localization files. If you can help improuving the "{{int:Allmessages}}" – "Roll kemennoù ar reizhiad" files "LanguageBr.php" and "MessagesBr.php" to run the Breton projects please log in at [1], change the interface to the language of your prefrence at [2], go to Betawiki:LanguageBr.php and MessagesBr.php and / or Betawiki:LanguageYi.php and MessagesYi.php at section "contact persons" and list your name. We can start with the new messages translated already and continue step by step.
- If you are on IRC please visit the channel #wikipedia-BiDi.
- For other "LanguageXx.php" and "MessagesXx.php" files please see Betawiki:category:Internationalization. Thanks in advance! Best regards and gut-shabes Gangleri · T · m: Th · T 13 Mae 2006 da 01:14 (UTC)
Hevel (termenadurezh: lesbia(ez)
kemmañPetra eo an hengoun, ar boaz? Gant heñvelrevelezh eo evel gant denelezh: den, denel, denelezh. Bianchi-Bihan 2 Ebr 2006 da 07:30 (UTC)
- n'eo ket nag an hengoun nag ar boaz met ar reolennoù morfologel reizh. skuizh e oan pa'm boa goulennet-se. anat eo ar patrom. trugarez n'eus forzh penaos. graet am eus a-benn ar fin gant heñvelrelezh (<heñvelrevel) rak eeunoc'h (sklaeroc'h) ha berroc'h eo ar stumm-se. --Neal 2 Ebr 2006 da 08:22 (UTC)
ober a rez gant lesbianed. N'em eus ket studiet an traoù se gwech ebet. Met graet e vez ar c'hemm peurvuiaén etre italianed hag italianezed. Peseurt kemm etre lesbianed ha lesbianezed? Bianchi-Bihan 2 Ebr 2006 da 10:18 (UTC)
ober a ran gant lesbianed evit un abeg sklaer-tre hag aezet da gompren d'am soñj: en italia ez eu tud a vez great italian oute pa vezont goured hag italanezed pa vezont maouezed. e brezhoneg e vez savet, ez-morfologel, an anvioù gwregel diwar an anvioù gourel puerluiesañ dre ouzhpennañ un -ez. ma reer gant lebianez e teu diwar ur wrizienn lesbian- (ha n'eo ket un anv-gwan, rak lesbianel an hini eo). ha piv eo an dud-se neuze? e berr gomzoù, n'eus abeg ebet evit implijout ur wrizienn lebina- rak n'eus ket, dre ret, eus al lebianed disheñvel diouzh al lesbianezed. n'eo ket ret implijout al lost ger -ez pa gomzer eus maouezed ha zoken pa achu ar ger gant -an. merc'h a vez lâret ha n'eo ket merc'hez: ha peseurt diforc'h a vefe etre merc'hed ha merc'hezed hervezout? marteze e vefe mat dit studial seurt traoù neuze ma'c'h out ken dedennet gante. ha c'hoant 'tues e kasfent dit ur roll kentelioù diwar-benn ar bolitikerezh-yezh hag ar rev? gwir eo eo chomet berr war an dachenn-mañ ar brezhoneg betek-hen (pelloc'h kalz eoo aet ar c'hembraeg...)--Neal 2 Ebr 2006 da 10:32 (UTC)
nebeud ha nebeut
kemmañDesket em boa e oa "nebeut" un anv-gwan (d.s. "un nebeut tud") ha "nebeud" un anv-kadarn ("ro din un nebeud") dres evel "mat" ha "mad". Ha faos eo?--Neal 23 Meu 2006 da 07:39 (UTC)
- Ya, ar gwir zo ganit : nebeud a skriver gant D pa vez anv-kadarn. Met just a-walc'h pa lavarer un nebeud tud, nebeud zo anv-kadarn, evel ar ger bern e-barzh ur bern tud. Ha pa vez implijet nebeut hep ger-mell dirazañ e vez adverb : re nebeut e labour, daou gilo war-bouez nebeut.--Llydawr 23 Meu 2006 da 21:27 (UTC)
- trugarez vras dit. gellet em bije mont da glask en ur geriadur da gentañ e gwrionez.... ar pezh a zo, daoust ha ma vez implijet dres e evl ma lârez-te (ar gwir a zo ganez pen-da-benn), n'on ket sur e vefe reizh an dielfennadur yezhadur a gaver, da skwer e geriadur an here, o lakaat nebeud hervez an implij... m'enfiñ, n'on ket o vont da dabutal war ar poent-se. trawalc'h eo din goût penaos o implijout herevz reolenoù ar reizhskrivañ --Neal 24 Meu 2006 da 07:50 (UTC)
Skoazell
kemmañDemat.
Afer m'eus eus ag un den kalonek ha saozneger a-zoare evit lakaat "Affaire de Plévin" e Saozneg.
A galon .
Klaod
war Wiki gallek :ClaudeLeDuigou
Kumunioù Mor-Bihan
kemmañDemat.
Echuet eo al lañs.
Mont a ran d'ober un tamm kousk. Tomm-spontus an amzer en Oriant.
A galon.
Klaod. Kadbzh 2 Gou 2006 da 11:46 (UTC)
Galiza en cornique
kemmañJe copie la remarque suivante depuis kw:Talk:Galisi:
Si tu pardonnes ma faible connaissance du breton, je te réponds en français. Bref, il y a des tas de toponymes sur la Wikipédia cornique qu'on avait dû introduire assez spontanément, au besoin. Certains toponymes se cornicisent très simplement ; d'autres nécessitent un peu de reflection ; d'autres encore sont peu adaptables à la cornicisation. Bon. Quant à la Galice, on a suivi la règle ordinaire selon laquelle une terminaison latine en -ia devient en cornique -i (c.à.d. -y en orthographe unifiée, -i en orthographe commune). Si, la terminaison est -ia et en espagnol et en galicien (à côté de Galiza là, il faut l'admettre) tout comme en anglais, en italien, en allemand... D'ailleurs en cornique commun, on n'a pas de « z ». Il faut évidemment écrire soit Galisi soit Galisa. Le premier me semble plus naturel.
Je te prie de me pardonner si j'ai mal entendu tes remarques en breton. QuartierLatin1968 16 Eos 2006 da 19:02 (UTC)
Kool, Raoul
kemmañMa mamm he-doa graet kafe. Stac'hanovour n'on ket. :-))) A galon. Klaod.Kadbzh 27 Her 2006 da 15:28 (UTC)
- Wang Jinxi-our kentoc'h 'michañs --Neal 27 Her 2006 da 15:47 (UTC)
- Petra an diaoul e c'hella bout ??? Kadbzh 27 Her 2006 da 16:16 (UTC)~
Trugarez. Kadbzh 27 Her 2006 da 16:18 (UTC)
- Laka un tammig sell ouzh ar bajenn-mañ (ul lec'hienn dispar ma zo!) [3]--Neal 27 Her 2006 da 16:38 (UTC)
- Ya, kavet oa bet ganin, setu perak oa bet skrivet "trugarez" ganin... Un haroz n'on ket, re aonek on... Kadbzh 27 Her 2006 da 16:46 (UTC)
- "Genel":
- Laka un tammig sell ouzh ar bajenn-mañ (ul lec'hienn dispar ma zo!) [3]--Neal 27 Her 2006 da 16:38 (UTC)
- Hennezh a oa (bet) ganet d'ar ....
- Honnezh he-doa ganet ur mab...
Bet gwiriekaet tuchant gant ma mamm. A galon. Klaod Kadbzh 28 Her 2006 da 12:28 (UTC)
Klaoustre
kemmañA-benn nebeut e vo tizhet an 10 000vet pennad war ar wiki e brezhoneg. Ha ma vije klasket bezañ an 50vet yezh o tizhout al live-se? Vije ket fall, nann? Evit ar mare emañ an albaneg un tammig dirazhomp. Greomp ur striv evit e tibaseal, da skouer o krouiñ pep hini un 10 bajenn 'bloavezh' (1300, hag all) an devezh. Seurt pajennoù a zo aes da grouiñ en ur vunutenn dre kopiañ-pegañ. A galon, Benoni 29 Her 2006 da 11:55 (UTC)
AN 10 000 PENNAD
kemmañN'ouzon ket piv a ra war-dro ar stal, met mat e vije kensevel ur pennad-brudañ da gas d'ar c'hazetennoù. D'am sonj n'eus ket mall bras, met ret eo en em soñjal buan a-walc'h memes tra. Gallout a rafe pep hini kas d'an holl gelaouennoù gallek ur pennadik-berr-berr DIVYEZHEK evel-henn: -10 000 pennad e brezhoneg e WIKIPEDIA. Un deiz istorel eo bet ar 1añ a viz Du 2006 evit brezhonegerien ar Genrouedad (hag ar re all!): tremenet eo niver ar pennadoù brezhoneg e WIKIPEDIA dreist da 10 000 a-raok fin an deiz. Gant se eo bremañ an 50-vet yezh en holloueziadur-se, dirak an albaneg (51-vet) hag an holl yezhoù keltiek all, an iwerzhoneg o tont da ...-vet, hag ar c'hembraeg da ... .
Doareoù all da ober a c'haller sonjal enne: ret e vije reiñ ur chomlec'h hag un niverenn bellgomz d'ar gazetennerien. Bianchi-Bihan 1 Du 2006 da 23:41 (UTC)
Votiñ
kemmañWar ar wiki galleg, evit kaout ar gwir votiñ ez eo ret kaout d'an nebeutañ 50 "edit" ha bezañ enskrivet war ar wiki a-raok penn-kentañ an diviz. N'ouzan ket ma 'z eus tu gwiriañ kement-mañ war ar wiki brezhoneg? Benoni 8 Du 2006 da 12:25 (UTC)
wiki galleg
kemmañDemat dit ha trugarez. Met n'ouzon ket ma c'hellez ober kalz traoù e gwirionez, peogwir emañ ar gudenn war ar wiki galleg. Marteze e c'hellfes kelaouiñ ar wiki etrevroadel eus ar c'hudennoù grevus-tre a zo war ar wiki e galleg, hag a zo dalc'het gant broadelourien gall taer-tre.
Evit displegañ berr-ha-berr ar gudenn:
- dibaoe mizioù ez eus tabutoù war ar wiki galleg a-enep d'ar rummadoù a denn da Vreizh ha da Wallonia (stil : Catégorie:Historien breton, hag all) : diverket e vezent raktal gant ar merourien o lavar e oant rannvroelour. Hervezho n'ez eus ket istourien breizhat, met nemetken istorourien gall (pe belgat)...
- Dibaoe ur miz ez eus un diviz a zo bet savet tro-dro d'ar gudenn-se : [4]
An diviz a zo bet taer-tre, met deuet hon a benn da silañ ur vot evit goulenn e vije aotreet rummadoù ha na vijent ket da live ur Stad. Ar vot-se a zo ar c'hinnig 3:
[5]
- Krog eo ar vot dibaoe ur sizun, ha betek derc'h e oa va c'hinnig war-nes bezañ digemeret!!! Ar vroadelourien c'hall o deus neuze kroget d'ober bruderezh fall evit na dremenfe ket ar vot, dre kontaén gevier, hag all (da skouer er "bistrot"). Hag en un taol ez eo bet eilpennet ar vot! Setu ma 'z on me aet eus ma zu d'ober bruderezh evit ar vot war ar porrasteloù Breizh, Okitania, Korsika, hag all. evit displegañ ar vot ha kas an dud da votiñ (ar merourien n'o deus ket kelaouet an dud eus ar vot-se!). Setu m'o deus divizet ar merourien (unan d'an nebeutañ) blokañ ac'hanon... Ha diverket 'zo bet tout va digasadennoù...
Kerzh d'ober un dro ma 't eus amzer.
N'ouzon ket ma zo ur meta-wiki, evit kaout ur merour diavaez, pa zo ur gudenn bras war ur wiki bennak... Ma 'z eus, ne vije ket fall kelaouiñ anezho e gwirionez...
A galon, Benoni 19 Du 2006 da 16:45 (UTC)
Un dra a c'haller ober, eo mont kelaouiñ an holl amañ dezho da vont da gemer perzh ma c'hallont (50 pennad er wiki gallek).Bianchi-Bihan 19 Du 2006 da 16:57 (UTC)
wiki galleg atav
kemmañTrugarez dit. Evit ar mare on aet skuizh gant an istor-se, e lec'h 'm eus kollet kalz re a amzer. 'M eus aon 'n eus ket tu cheñch ar wiki galleg: gwelloc'h labourat war ar wiki brezhoneg. Tabutoù 'zo a-wechoù ivez, met netra da wellet gant re ar wiki galleg... Na diskuizhus eo ar wiki brezhoneg! ;-) Benoni 19 Du 2006 da 17:34 (UTC)
- feiz! diskuizhus 'vit lod... laka da anv da vezañ merour hag e weli pegen diskuizhus e c'hell bezañ... --Neal 19 Du 2006 da 17:36 (UTC)
hola des de la wp:ca
kemmañhola Neal,
(ho sento, no sé parlar el gallec)... estava intentant salvar de l'esborrament un esbós que semblava que prometia: ca:Llengües embrionàries. el cas és que estic atascat. només he trobat dues referències a "llengües embrionàries" (una d'elles teva, però com diu un altre usuari, no sabem si l'utilitzes com un concepte o com una metàfora). m'agradaria que t'ho miressis i ens donessis la teva opinió... estem intentant salvar un article insalvable, invenció de qui el va crear? o és possible ampliar-ho? gràcies per la teva ajuda!
--guillem
- el teu article encara l'estic llegint... respecte a l'altre, surt a la pàgina web d'un institut de secundària [6], però no posa l'autor. gràcies per la teva resposta (el teu català és infinitament millor que el meu inexistent gallec)!
- --guillem
Sant-Jakez
kemmañDemat. Un anv hengounel a gaver e brezhoneg, Sant Jakez a Galiz, evit Santiago de Compostela. A galon. Klaod. Kadbzh 25 Gen 2007 da 07:15 (UTC)
Ur gudenn a chom (boñ, div e gwirionez): ret e vefe ober gant ar c'hemamdur dre vlotaat goude an araogenn "a" > "a C'haliz" < "Galiz", rak "a Galiz" < "Kaliz". Hag hengounel eo ar stumm "a Galiz"? Diouzh an tu all, bremañ e reer gant "Galiza" kentoc'h evit gant "Galiz" pe "Galisia". "Sant-Jakez a C'haliza" e vefe neuze? Klevet am boa bet ivez "Sant-Jakez a Durki" met n'oûn ket sur hag-eñ e vefe ar memes lec'h. E gwirionez ar stumm implijet ganin betek-hen diwar ar galizeg, "a Gompostela", n'eo ket savet mat ivez peogwir n'eo ket Compostela ul lec'h met talvezout a ra kement ha "Kampoù Steredennek". "Sant-Jakez Kompostela/Kompostella" marteze? Gant ar vroadelourion e vez implijet a-wezhoù "Compostela" hepmuiken evit kaozeal eus ar gêr-se evit gallout chom hep ober gant anv ur sant kristen... --Neal (Kaozeal) 25 Gen 2007 da 10:17 (UTC)
- Kampostal (seizh vloaz bet graet ganin eno, ha n'eo ket en Tibet - Klaod), e Rostren. Bernez Bernioù 25 Gen 2007 da 11:12 (UTC)
- Kemmadur, n'eo ket sur en taol-mañ, just a-walc'h... 'Giz-se emañ titl ur c'hantik deus "bro ar Bourleted". Marsial a rankhe anavezout ivez. A galon. Klaod.
Hei hei
kemmañHei Neal,
You wrote something in Breton on my personal user page… What have you written? Di verre, eg snakkar ikkje bretonsk…
Reizhañ
kemmañgoût mat a ran e plij dit reizhañ fazioù yezhadur, bizskrivañ hag all, ha n'eo ket dre fent a lâran met a galon vat (kalz e plij din hen ober hag hen ober a ran a vicher e galizeg..., neuze da gompren a ran, souzhusat tra!). boñ, ul labour ramzel a van war ar stren evit tud a blij dezhe seurt labour - ar pennadoù nevez-krouet ganin (kavet e vo ar roll klok war ma fajenn bersonel) o tennañ da vont-en-dro ar wikipedia. n'eo ket ret bezañ a-du gant un destenn penn-da-benn evit gallout he reizhañ evel-just, h marteze dre o lenn aketusoc'h-aketusañ e savoù gwellaennoù a c'helli degas ivez. ma sav kudennoù gant an tremenoù, laka ur gerig war ar bajenn gaozeal kentoc'h evit o c'hemmañ war-eeun mar plij ma tibabez stgañ gant al labour-se. a-galon --Neal 10 Kzu 2006 da 17:50 (UTC)
Faziet out, ne blij ket din reizhañ ar fazioù, traoù all a c'hallfen ober. Nemet kavout a ran dereatoc'h ur skrid difazi, souezhus 'keta, e-barzh un dra a embann bezañ un holloueziadur (ha n'eo ket ur geriadur, evel am eus desket). Ne rin se avat nemet er pennadoù a labourin warno (a-wechoù pa respontin d'ur pennadig en ur bajenn bersonel) ... ha gant ma komprenin anezho. Hag er re a blijo din. N'in ket war-dro pennadoù ha ne blij ket din o danvez, nag ar gerioù dibabet enne, se zo sur. A galon. Bianchi-Bihan 10 Kzu 2006 da 18:02 (UTC)
- trugarez evit bezañ respontet din. ur c'hinnig ne oa ket hag ar gwir da nac'hañ evel-just direbech ha tra.
--Neal 10 Kzu 2006 da 18:34 (UTC) Skouer: Odisseia. Ne gomprenan netra. Diaezamant war-wel, n'in ket war-dro an danvez ken. Bianchi-Bihan 10 Kzu 2006 da 18:52 (UTC)
- ha petra en deu ar pennad da welet ganin? n'em boa nemet reizhet liammoù diabarzh warnañ? n'out ket rediet d'ober war-dro an danvez na war-dro hini ebet. --Neal 10 Kzu 2006 da 19:14 (UTC)
Yuzevien
kemmañSalud dit ! Krouet 'peus un adkas eus Yuzevien da Yuzevegezh. Moarvat e c'hellfe bezañ ur pennad dindan an titl Yuzevien ha n'eo ket un adkas da Yuzevegezh hepken. En ur bern yezhoù all ez eus gwir pennadoù (en:Jew, af:Jood, ar:يهود, an:Chodigo, bs:Jevreji, bg:Евреи, ca:Jueu, cs:Židé, cy:Iddew, da:Jøde, de:Juden, et:Juudid, el:Εβραίοι, es:Judío, eo:Judoj, eu:Judu, fr:Juif, ko:유대인, hi:यहूदी, hr:Židovi, id:Yahudi, ia:Judeo, is:Gyðingar, it:Ebrei, he:יהודים, ka:ებრაელები, la:Populus Iudaicus, lt:Žydai, mk:Евреи, nl:Joden, ja:ユダヤ人, no:Jøder, nn:Jødar, nrm:Juis, pl:Żydzi (naród), pt:Judeu, ro:Evrei, ru:Евреи, scn:Abbreu, simple:Jew, sl:Judje, sr:Јевреји, sh:Židovi, fi:Juutalaiset, sv:Judar, tl:Hudyo, th:ยิว, tr:Musevi, uk:Юдеї, yi:ייד, zh:犹太人). Pa oa bet krouet, en Unvaniezh soviedel gozh, ur Евре́йская автоно́мная о́бласть, Yevreyskaya avtonomnaya oblast (OE Juzevek), ne oa ket evit ma c'hellfe ar relijion yuzev bleuniañ :-), met peogwir e kave da renerien ar vro, moarvat, e telleze ar Yuzevien, evel pobl, da gaout ur rannvro emren.--Llydawr 9 Meu 2007 da 22:04 (UTC)
- Ya, da gopmpren mat a ran ha rezon 't eus diouzh un tu ha lemel a rin ma'c'h eus c'hoant an adkas met ret e vo diverkañ ar bajenn ivez rak pa'm eus soñj mat e oa goullo ar pennad bet savet an adkas diwarnañ o vezañ ma oa anezhi unan eus ar pennadoù muiañ-goulennet an hini e oa. Savet em boa an adkas da c'hortos evit ma vefe kaset an neb a lenne ur pennad ennañ ar ger "yuzevion" betek ar bajenn "yuzevegezh" kentoc'h evit na neplec'h. Respont din hag e rin evel m'a'h eus c'hoant (a-raok ma vije kemmet tra pe dra ganin evel-just), pe tu zo dit 'hen ober war-eeun evel-just hep goulenn tamm "aotre" ebet diganin.
--Neal (Kaozeal) 10 Meu 2007 da 07:36 (UTC)
Kavout a rae din e oa bet krouet ganit. Ma'z eo un adkas da c'hortoz (da c'hortoz ur gwir pennad), e c'hell chom evel-se evel-just. A galon, --Llydawr 10 Meu 2007 da 09:14 (UTC)
Patrom nevez
kemmañTrugarez evit da batrom nevez. Kaset 'm eus cheñchamantoù bihan. Emichañs n'out ket chalet...Benoni 17 Kzu 2006 da 20:37 (UTC)
- Mat eo. N'on ket chalet na tamm ebet. Pa vez kemmet an traoù evit o gwllaat n'eus kudenn ebet. Ha plijout a ra dit?
--Neal 17 Kzu 2006 da 20:53 (UTC)
- Ya, graet eo mat tre! Benoni 17 Kzu 2006 da 20:58 (UTC)
Dazkemm
kemmañKompren a ran n'hallfed ket kemm da bajenn, neuze:
- trugarez da z-Dominig Jollivet
- Labourat am eus graet
- un dek vloaz bennaket (evel "ur c'hant den").
Shelley Konk 9 Gen 2007 da 09:54 (UTC)
- Perak e fellfe dit kemmañ ma fajenn bersonel? Ha c'hoant ac'h eus e vefe gwarezet da hini? N'ec'h eus nemet goulenn hag e vo graet. Ha perak out ken chalet all gant ma vez embannet ganin ma buhezskrid - da lâret eo perk e rankfen ouzhpennañ "evel ur c'hant den" (n'eus bet labourate nemet ur c'hant den bennaket gant Diwan? ur souezh!). Ne fell ket din kuzhat piv on setu tout. Ar gwir en deus pep hini da implijout ul lesanv pe c'hoazh da lakaat sklaer hag a-wel d'an holl piv eo. Reizhet ar fazi yezh ken mantrus all ("labouret" e lec'h "labourat"). "Trugarez, Dominig Jollivet" - gant ur vigulenn - a zo ken reizh ha "Trugarez da z-Dominig Jollivet" d'am soñj.
--Neal (Kaozeal) 9 Gen 2007 da 10:04 (UTC)
- Klask a raen jentil sikour da wellaat, met pa ne blij ket ne rin ket ken. Shelley Konk 9 Gen 2007 da 10:22 (UTC)
- evel-just! ha n'eo ket me an hini a ranker klask gwellaat, met ma brezhoneg. --Neal (Kaozeal) 9 Gen 2007 da 11:28 (UTC)
Cuisine Breizh-Isel
kemmañ- Lakaet ez poa ar pennad-mañ war roll ar pennadoù da ziverkañ war zigarez e oa e doubl. Ne gavan ket ar pennad all avat. Lavar din evit ma c'hallfen e ziverkañ. Fulup 9 Kzu 2006 da 19:39 (UTC)
Iskis
kemmañNe rin ket mui eta ken na deuy tud ar PT da c'houlenn. Heñvel evit ar penadoù all. Mil bennozh dit. N'ouzon ket petra a sonjo lod, met pa vez laret LO (Hello!) gant an holl ( ha skingomz ha skinwel) perak klask lakaat "Stourm micherel)? Shelley Konk 9 Gen 2007 da 09:59 (UTC)
- N'eo ket ganin-me e oa bet savet ar pennadoù-mañ. N'em eus ket kemmet an titloù bet dibabt gant an aozer/ez kent (n'on ket aet da sellet piv an nini oa) - n'em eus graet nemet sevel adkasoù a-benn aezaat ar c'hlaskoù. Met truggarez evit da evezhiadennoù ken talvoudus all adarre --Neal (Kaozeal) 9 Gen 2007 da 10:06 (UTC)
Strolladoù komunour
kemmañEvit unvaniñ ar rummadoù, daoust-hag-eñ e vijes a-du cheñch ar rummad Rummad:Strolladoù Komunour e Rummad:Strolladoù politikel komunour, war-skouer ar rummadoù 'm eus savet, evel Rummad:Strolladoù politikel broadelour, hag ar re strolladoù politikel dre vro? Ma 'z out a-du e goulennin digant Yunbot ober ar c'hemm-se... A galon, Benoni 14 Gen 2007 da 17:18 (UTC)
N'on ket a-enep, nmet marteze e vefe gwell ober ar c'hontrol rak diazet e vefe kaout ur strollad broadlour pe koumoun e vefe hep ma vefe anezhañ ur strollad politikel. Met a-du on hep kudenn ebet. Neal (Kaozeal) 14 Gen 2007 da 17:27 (UTC)
- Ya? N'ouzan ket re... Ingal eo din e gwirionez...Benoni 14 Gen 2007 da 20:01 (UTC)
Strolladoù politikel
kemmañSalud dit. Gwelet 'm eus 'peus cheñchet titloù pennadoù zo evel Bloc'had Broadelour Galiza, da skouer, deuet da vezañ Bloque Nacionalista Galego. Ne gavan ket fall ober e-giz-se. Ha me a gav din e vefe mat en em soñjal en-dro war anvioù ar strolladoù politikel gall. Souezhus e kavan lenn traoù evel Talbenn broadel... pa vezer boas da glevout, ha da lenn, e brezhoneg ar Front National pe an FN. Petra a soñjez ?--Llydawr 16 Gen 2007 da 21:05 (UTC)
- Pe Stourm Micherel evit LO, evel am eus lavaret dija.
- Gwirionez en tu-mañ d'ar Pirineoù, falsentez en tu all. A lavare Pascal (Blaise). Pe ar c'hontrol. Bianchi-Bihan 17 Gen 2007 da 09:04 (UTC)
- Me 'm eus graet tout ar bajennoù-se. D'am soñj eo ret derc'hel an anv brezhoneg evit ar strolladoù a gaver e Breizh. Lod eus an anvioù-se 'm eus kavet war lerc'hienn internet Breizh ar strollad (Ar Re C'hlas da skouer). Gwir eo 'z eus bet ijinet lod 'zo ganin da c'hortoz kavout ur stumm "ofisiel", met un adkas 'zo bet graet bewech o vont kuit eus an anv ofisiel e galleg.Benoni 17 Gen 2007 da 09:24 (UTC)
- War al lerc'hienn e kembraeg ez eus bet graet an hevelep tra. Gw.: cy:Y Blaid Lafur (DU); cy:Y Blaid Geidwadol (DU), hag all. Benoni 17 Gen 2007 da 09:27 (UTC)
- Pe c'hoazh, gwellet evit an UDF er yezhoù all, hag a vez troet en darn vrasañ eus ar yezhoùBenoni 17 Gen 2007 da 09:52 (UTC):
- War al lerc'hienn e kembraeg ez eus bet graet an hevelep tra. Gw.: cy:Y Blaid Lafur (DU); cy:Y Blaid Geidwadol (DU), hag all. Benoni 17 Gen 2007 da 09:27 (UTC)
- Me 'm eus graet tout ar bajennoù-se. D'am soñj eo ret derc'hel an anv brezhoneg evit ar strolladoù a gaver e Breizh. Lod eus an anvioù-se 'm eus kavet war lerc'hienn internet Breizh ar strollad (Ar Re C'hlas da skouer). Gwir eo 'z eus bet ijinet lod 'zo ganin da c'hortoz kavout ur stumm "ofisiel", met un adkas 'zo bet graet bewech o vont kuit eus an anv ofisiel e galleg.Benoni 17 Gen 2007 da 09:24 (UTC)
ca:Unió per a la Democràcia Francesa de:Union pour la démocratie française en:Union for French Democracy eo:Union pour la Démocratie Française es:Unión para la Democracia Francesa eu:Frantziako Demokraziaren aldeko Batasuna it:Unione per la Democrazia Francese ja:フランス民主連合 nl:Union pour la Démocratie Française pl:Unia na rzecz Demokracji Francuskiej pt:Union pour la démocratie française sv:Union pour la Démocratie Française zh:法國民主同盟
- Skrivet em eus uheloc'h e vefe mat en em soñjal en-dro war anvioù ar strolladoù politikel. Met ne gav ket din e c'heller dibab ur reolenn a dalvezo evit an holl degouezhioù. Sklaer eo e kaver a bep seurt traoù er yezhoù all. Hervez ar yezhoù e troer muioc'h pe nebeutoc'h an anvioù strolladoù. Sellit ouzh al liammoù-mañ :
ca:Categoria:Partits polítics de França cs:Kategorie:Francouzské politické strany de:Kategorie:Französische Partei en:Category:Political parties in France es:Categoría:Partidos políticos de Francia eu:Kategoria:Frantziako alderdi politikoak fr:Catégorie:Parti politique français he:קטגוריה:מפלגות בצרפת it:Categoria:Partiti politici francesi ja:Category:フランスの政党 ko:분류:프랑스의 정당 nl:Categorie:Franse politieke partij nn:Kategori:Franske politiske parti no:Kategori:Franske politiske partier oc:Categoria:Partit politic francés pt:Categoria:Partidos políticos da França sv:Kategori:Politiska partier i Frankrike
E Breizh e kavan o reizh ober gant anvioù brezhonek pa vez un anv brezhonek en implij, hag en implij gant ar strollad e-unan da gentañ penn : Ar Re C'hlas evel-just peogwir e kaver an anv-se ganto, evit strolladoù all ivez, evit an holl avat n'ouzon ket. Ma'm eus klevet komz dija eus ar Strollad sokialour (gant sokialourien) pe zoken eus Strollad al Labourerien (gant unan eus ar gostezenn-se), gwech ebet ne'm eus klevet ober anv eus an Talbenn Broadel [moarvat ne zarempredan ket a-walc'h an dud-se :-)]. Goulennoù all c'hoazh : ma troer diwar ar galleg, daoust ha troet e vo ivez diwar yezhoù all ? Penaos e vo graet evit anvioù ar strolladoù politikel e broioù all ? Ma reer Ar Re C'hlas eus Les Verts, petra a vo graet eus De Groenen (ar Re C'hlas, en izelvroeg, anv ur strollad eus an Izelvroioù) ? --Llydawr 19 Gen 2007 da 23:05 (UTC)
Savpoentig
kemmañNe'm eus ket c'hoant da glask tabut pa ne ran foeltr forzh ebet gant ar strolladoù-se, met gwelloc'h e vije bet kaozeal un tamm a-raok, ma n'az poa ket c'hoant e vije kemmet an anvioù, planedenn ur bern anvioù er wiki brezhonek. Evel evit an departamantoù (un dachenn ma'z eus bet ijinet e-leizh), pa rankez ijinañ eo e krog an afer: evel evit anvioù gregach, an ijinadennoù n'int nemet traoù personel ha marteze berrbad, ha ne lakaint ket den ebet da baouez d'ober gant UMP, pe PS. Siwazh, met ar skingomz hag ar skinwel brezhonek a zo kaoz: evel-se e ra ar gazetennerien vrezhonek (an nebeudig a zo anezho), n'eus den ouzh o lakaat da gemm (o renerien ne reont forzh gant ar yezh), ha n'eus ket pikol lec'h d'ar brezhoneg evit komz eus traoù'r seurt-se. E-maez ar wiki ez eus ur bed all ha ne ra forzh gant an Talbenn Broadel. A galon. Bianchi-Bihan 17 Gen 2007 da 09:49 (UTC)
- Me n'on ket a-enep d'an tabut, dreist-holl pa 'm eus ijinet ma unan anvioù 'zo. Tu zo gwellaat lod 'zo. Met d'am soñj eo pouezus derc'hel d'an anv brezhoneg war ar wikipedia brezhoneg evit ar strolladoù a gaver e Breizh. Gwir eo e vez graet gant FN pe UMP er radiooù ha tele e brezhoneg. Met graet e vez ivez ganto gant "telefon" ha me oar me. Un nebeut anvioù avat a zo kroget da vezañ degemeret : Ar Re C'halz, Strollad Sokalour, Strollad Komunour, h.a. zoken gant Broudig...Benoni 17 Gen 2007 da 10:00 (UTC)
- Evit en em gompren gwelloc'h: tabut zo trouz, "querelle, dispute" e galleg. "Discussion" a vo kaoz(eal/adenn), divizoù...
- Ne blij ket din an tabut. Mat eo din kaozeal.
- E Kembre ez eus un anv ofisiel kembraek da bep strollad. N'anavezan ket anvioù ofisiel d'ar strolladoù politikel gall. Bianchi-Bihan 17 Gen 2007 da 12:11 (UTC)
Div bajenn zo, Rummad:Merc’hed ha Rummad:Merc'hed, gant skraboù disheñvel. Ar rummad goullo zo da ziverkañ. --Llydawr 10 Gen 2007 da 13:33 (UTC)
trugarez - n'e boa ket komprenet kevrin an daou skrap-se. --Neal (Kaozeal) 10 Gen 2007 da 14:33 (UTC)
Unaniezh /unvaniezh
kemmañKrog on da adaozañ ar rummata evit an URSS. Meskaj a oa etre an daou stumm Unaniezh/Unvaniezh er rummadoù hag er pennadoù. Lakaet em eus pep tra dindan ar ger Unaniezh (evel Unaniezh Europa, Stadoù-Unanet Amerika, hag all). Unanet e oa bet ar Republikoù met unvanet ne oant ket bet. N'em eus ket echuet c'hoazh met kenderc'hel a rin. Spi am eus ne vi ket feuket gant an dra-se. N'em boa ket gwelet diouzhtu e oa kement a bennadoù da adrummata. Ouzhpenn em eus lakaet an anv hir er rummad pennañ Unaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel (e-lec'h Unvaniezh ar Republikoù Soviedel). Fulup 1 C'hwe 2007 da 22:36 (UTC)
- N'on ket feuket na tamm ebet, a-du penn-da-benn ganit kentoc'h. Me am bije implijet ar stumm "Unaniezh" kentoc'h evit "Unvaniezh" met gwelet am boa e oa bet implijet an eil stumm dija er pennad pennañ, ha setu me ocx'h ober heñvel. Ya, a-du gant al labour unvaniñ a seurt-se ivez dre vras - ur mell sklabez zo ivez war dachenn ar yezhoù, met hen diplegañ a rin hiroc'h e lec'h all.
A galon, Neal (Kaozeal) 2 C'hwe 2007 da 08:20 (UTC)
- OK, goulenn a rin gantañ, trugarez dit Fulup 2 C'hwe 2007 da 17:31 (UTC)
Ober plijadur
kemmañ- Tennañ a rin Santiago ma kavez eo un dagadenn, ne gomprenan ket perak. Prest on d'ober plijadur. Betek ur poent.
- Pa lavarez ez ez skuizh ganin amañ, e plijfe dit serriñ ma c'hont, ez on gaouiad, e rez kement-se moarvat peogwir e oarez e ra plijadur din. Eus da berzh n'eo ket tagadennoù.
- Met ober anv eus Galiza amañ, eus saozneg ahont, hep tagadenn ebet, ha setu klemmicherezh ha mibiliach. Tristik ya. Met a-berzh piv?
Ur bajenn re virvidik marteze
kemmañNeal, n'on ket evit krediñ e c'hellfes lavarout em oa graet un dagadenn ouzhit. Displeget 'm eus e taveen d'az endro studi ha labour ha netra muioc'h. Ne gredan ket em eus taget den er wikipedia. A hend-all e welan e ra berzh bras da bajenn gaozeadenn. Na petra ta !
Koulskoude, ne gavan ket mat ar randaeloù o strinkañ diehan, darn anezho war un tem orin ha n'eo ket bet lec'hiet mat (treiñ St Jakez a G.).
Ur verzadenn all : ret e vefe enskrivañ e-barzh reolennoù ar wikipedia n'eo ket reizh pismigañ an dibaboù graet gant an implijerien e-keñver abegoù ar pennadoù. --Ch. Rogel 10 C'hwe 2007 da 00:56 (UTC)
- ret eo anzav n'oûn dare eus petra out o kaozeal. Hag e pelec'h em eus bet skrivet e oa bet graet un dagadenn bersonel em c'heñver ganit. E pelac'h emañ an dalc'h. Skuizh on gant ar b-B hag e doare d'ober dave da berzhioù persopnekl bewech ma vez tamallet outañ bezañ graet un dra a-dreuz kientoc'h evit respont da arguzennoù en un doare poellek setu tout. Ne welan ket e pelec'h e vefen o pismigañ war ar c'hraf-se. Ha n'on ket kririek d'ar pezh a skriv lod war ma bajenn gaozeal, geo? 'Gomprenan mann ebet.
--Neal (Kaozeal) 12 C'hwe 2007 da 10:19 (UTC)
un/ur harz ~ ur c'harzh
kemmañne gomprenan ket re vat ar pezh ac'h eus skrivet amañ:
- kemmesk zo etre an harz hag ar c'harzh a gredan. Bianchi-Bihan 13 C'hwe 2007 da 18:06 (UTC)
"ur harz-labour", da skouer, am eus bet klevet atav rak el lec'h ma oa bet desket ma zammig brezhoneg ganin e vez distaget an "h" kentañ dre c'hwezhañ ha neuze en em dalc'h evel ur gensonenn + ger-mell -r kentoc'h evit bezañ un "h" mut ha neuze ger-mell -n dirak vogalenn. Hag ur reolenn zo evit an "h"? Disheñvel-mik eo evidon-me "ur harz" hag "un arzh" met n'eo ket disheñvel "ur harz" hag "ur c'harzh". N'on ket brezhoneger a-vihanig, anat dit, met evel-se e vez graet gant ar re a anaouan hag a zo brezonegerion a-vihanig anezhe bet desket o zamm galleg pa oant aet d'ar skol. N'eo ket ret fuloriñ - un evezhiadenn n'eo ken. A galon, Neal (Kaozeal) 13 C'hwe 2007 da 18:29 (UTC)
Ne fuloran ket, klask a raen displegañ penaos e welen (hag e wel ivez tud all) an traoù-se. Un hent, un harz. Bianchi-Bihan 13 C'hwe 2007 da 18:33 (UTC)
- Fiskal. N'anaoan den ebet hag a distag "hent" gant un "h" dre c'hwezhañ. Evidon eo un tammig evel "hour" > "an hour" kv. "hole" > "a hole" - met faziañ a c'hellan , ha n'eo ket dav bezañ heñvel implijoù ar yezh e pep lec'h nag ivez a den da den er memes lec'h. Ne ouien ket re vat avat hag-eñ e tenne da evezhiadenn da implij stumm resis ar ger-mell pe c'hoazh da ster ar ger implijet e-unan. Pa'm boa respontet da Ch. Rogel em boa implijet ar memes ger bet implijet gantañ "harz" - komprenet ganin gant ar ster "limit", met faziañ a c'hellan c'hoazh. Neal (Kaozeal) 13 C'hwe 2007 da 19:03 (UTC)
Anaout a ran tri sistem distagañ
- ne vez ket distaget "h" e penn kentañ ar ger : doare Leon, hervez a ouzon;
- distaget e vez atav, am eus klevet gant tud Sant Nikolaz ar Pelem (n'eo ket aes distagañ "an hent"!)
- an doare a ran gantañ: distagañ "h" pa ne vez ger-mell ebet: an hent, evel an aer, met hent Brest.
N'eus distagadur ofisiel ebet e wikipedia, netra nemet ur skritur hervez a ouzon: un arzh, un harz, un horzh; ur c'harzh, ar c'horz, ar c'hourz. Bianchi-Bihan 14 C'hwe 2007 da 03:02 (UTC)
Demat. Un tammig labour evidoc'h. :-))) A galon. Klaod. Kadbzh 10 Meu 2007 da 10:28 (UTC)
Hidrosfera
kemmañMarteze n'eo ket ret mirout ar pennad Hidrosfera. Bianchi-Bihan 12 Meu 2007 da 02:35 (UTC)
- Diverket. Trugarez. Neal (Kaozeal) 12 Meu 2007 da 06:27 (UTC)
Hebraeg
kemmañSalud dit ! Ma'peus barregezh war an hebraeg, na'peus nemet teurel ur sell ouzh anvioù ar mizioù er pennad Deiziadur hebraek. Lakaet em eus stummoù da c'hortoz, a c'hello bezañ reizhet gant neb a garo. A galon, --Llydawr 24 Meu 2007 da 18:01 (UTC)
Korn
kemmañ7 kwech e lennan an niverenn 1 er bajenn. Dilennus. Bianchi-Bihan 22 Ebr 2007 da 19:48 (UTC)
- ne gomprenan ket e pelec'h emañ ar gudenn. Eus peseurt pennad out o komz - hini Korn (strollad)? E pelec'h e welez an niverenn 1? Ha staliet ez eus ur pakad lizherennoù unicode war da urzhiataer? Renket e vo (pe klasket ober) ur wezh p'am bo komprenet e pelec'h emañ an dalc'h resis.Neal (Kaozeal) 23 Ebr 2007 da 07:40 (UTC)
- Korn (digejañ): ur sklabez. 7 kwech e lennan an niverenn 1 er bajenn. Dilennus.
- Netra da welet ganin ar pennad-se. Goulenn a rez ouzhin e renkañ evel merour neuze?Neal (Kaozeal) 23 Ebr 2007 da 17:19 (UTC)
- Ne c'houlennan netra. Sachañ evezh, netra ken. Evel a gari e ri. Bianchi-Bihan 23 Ebr 2007 da 17:26 (UTC)
Ë (lizherenn), Ï (lizherenn)
kemmañEnglish Please delete Ë (lizherenn) and Ï (lizherenn). These two articles was describing the Cyrillic letters Ë (lizherenn) and Ï (lizherenn), but have been used Latin letters as the articles' name.--Sl 29 Ebr 2007 da 12:37 (UTC)
- Thank you for your remarks. This was done intentionally to avoid articles with apparently similiar titles and to facilitate usage for people without Unicode (as so often happens). Be that as it may, in the future you are politely requested to refrain from such immdiate deltions yourself on the Breton language project, as it would have been enough for you to have alerted a moderator regarding the error and to request rectification. In this case, renaming rather than deletion would have been suficient.
Neal (Kaozeal) 29 Ebr 2007 da 13:08 (UTC)
Sikour !!!
kemmañDemat dit Neal, Setu, labour a ran alies war ar sonerezh met ar pezh 'zo, ne zeuan ket a-benn da lakaat patromoù "Infobox Album" war-well. Neuze ma oa tu dit displeg din ar penaos hag ar perak... Trugarez ! Malo 1 Mae 2007 da 14:12 (UTC)
- hm, klasket am eus renkañ an traoù un tammig. Evit gallout implijout patromoù a seurt-se e rankont gallout bezañ implijet evot meur a bennad war un dro. Setu, evit e implijout war ur pennad resis e ranker skrivañ, da skouer {{Infobox Album}} e krec'h ar pennad ha neuze, ur wezh deuet war-wel ennañ e c'helli skrivañ an titour resis bewech ma weler {{{un dra bennak}}} war ar patrom-se. Gallout a reer ivez kemmañ ar patromoù evel ma reer gant ar penandoù all, n'eus nemet klask, da skouer Patrom: Infobox Album. Diwall memstra da sellet mat ouzh ar formatoù hag ar c'hodoù bet implijet evit e sevel - ma n'out ket sur pouez kentoc'h war "rakwelet" a-raok kadarnaat ar c'hemmoù kaset da-benn ganit da vat. N'eus forzh penaos, zokn ma rez ur mell sklabez n'eus nemet mont da glask war istor ar pennad evit resteurel ar pezha a oa bet graet a-raok. Tan de'i ha degemer mat eus ma feurzh war ar raktres.Neal (Kaozeal) 1 Mae 2007 da 14:47 (UTC)
Va digarez met ne zeuan ket a-benn... n'eus ket tu kaout Infoboxoù evel war Wikipedia e saozneg ? Infoboxoù brav a vefe mat...--Malo 3 Mae 2007 da 07:27 (UTC)
- Lâr e pesurt pennad out o klask lakaat an infobox-se hag ec'h in da lakaat ur sell. Ma teuan a-benn d renkañ an afer-se n'az po nemet mont da sellet ouzh istor ar pajnn hag e weli penaos em bo graet. A-hend-all, ma n'eus ket ur patrom war ar wikipedia e brezhoneg e ranker e sevel dres evel ar pennadoù all. N'eus nemet lakaat da titl ar pennad "Patrom:Titl" (lakaat anv ar pennad e-lec'h "titl" evel-just). Ar pep aezetañ eo eilañ ur patrom diwar ur wikipedia all hag e dreiñ pe c'haozh eilañ diwar ur patrom damheñvel all bet sabvet e brezhoneg dija. --Neal (Kaozeal) 3 Mae 2007 da 07:35 (UTC)
Pennadoù a ra diouer
kemmañWar a-seblant e ya implijerien nevez da glask awen amañ: Wikipedia:Pennadoù a ra diouer d'ar Wiki-mañ. N'ez eus den o labourat evit neveshaat ar bajenn avat pe zoken o reizhañ ar fazioù a zo warni. Mat vije deomp en ober tamm-ha-tamm evit neveshaat ar bajenn.Benoni 1 Mae 2007 da 19:51 (UTC)
Pajenn goulennet ar muiañ
kemmañAr bajenn goulennet ar muiañ bremañ a zo : Lizherennoù ispisial ouzhpenn al lizherenneg latin. Kavet e vez al liamm-se war ur patrom savet ganit, setu marteze e vi dedennet sevel ar bajenn-se. Pajennoù goulennet stank a c'hellfe dedennañ ac'hanout a zo ivez : Ѷ (lizherenn), Palestina, ぜ (lizherenn). A wir galon, Benoni 21 Mae 2007 da 10:58 (UTC)
Ѷ (lizherenn) (ne oa nemet un adkas d'ober)
ぜ (lizherenn) (ne oa nemet reizhañ titl ar pennad bet savet c'hoazh d'ober)
Gwelloc'h eo din chom hep sevel ar pennad diwar-benn Palestina rak ne vefen ket evit chom neptu war an dachenn-se
resisadenn
kemmañLabouret am eus dre gopiañ-pegañ hag en em rentet on kont war-lerc'h ne oa ket ar memes arouezenn hag an hini kavet da gustum er wikipedia. Abalamour da se em eus reizhet an anv. Setu tout. Mar gallez diverkañ ar bajenn gozh. Ne vo chalet den da'm soñj--Kadwalan 22 Mae 2007 da 19:41 (UTC)
- Diverket az teus ar bajenn oa ret mirout. En eben n'eus ken un adkas.--Kadwalan 22 Mae 2007 da 19:56 (UTC)
- Ne gemm nemet ar skrabig (hag endalc'had ar bajenn). Setu e ve mat diverkañ Aesc’hulos (ar bajenn adkas) ha mirout ar pennad anvet Aesc'hulos e-giz m'emañ. Ha sklaeroc'h eo? --Kadwalan 22 Mae 2007 da 22:57 (UTC)
- Ya. Trugarez. Ne gomprenan ket re afer an daou skabig-se: ganin-me eo c'hoarzvezhet ar memes tra dija. Ar wezh kentañ ne gomprener mann ebet peogwir eo hañval-poch an daous stumm...--Neal (Kaozeal) 23 Mae 2007 da 06:00 (UTC)
Skeudennoù
kemmañSalut dit Neal. Me 'zo nevez erruet war wikipedia brezhoneg hag e seblantez bezañ ampart war ar sujed. Penaos e vez lakaet skeudennoù (pe skoedoù...) war pennad-mañ-pennad? Ha pelec'h c'heller kaout skeudennoù a zere (war internet?, ar wiki?)? Spi 'meus e responti din ar buhanañ ar gwellañ. --Gwendal 23 Mae 2007 da 12:45 (UTC)
Komprenus
kemmañMa kavez komprenus an dra-se, chapǒ: Er yezhoniezh e vez implijet an termen apoherezenn, apherezenn pe aferezenn (diwar ar henc'hresianeg: apo "digant", hairein "lemel; kemer"; saoz: aphesis pe aphaeresis ) evit komz eus ar fed ma vez argaset ur sonenn diwar deroù ur ger, dreist-holl ur vogalenn hep taol-mouezh warni. Bianchi-Bihan 24 Mae 2007 da 20:44 (UTC)
- ret e vo adwelet ar pennad. Graet e vo. Aesoc'h e vefe reizhañ traoù mar c'hellfer lâret e pelec'h reis emañ an dalc'h, rak pa ne gomprener ket traoù e c'hell bezañ peogwir ne deuer ket a-benn da gompren ar c'heal e-unan pe cp'hoazh peogwir eo luziet an displegadenn hag ar yezh.--Neal (Kaozeal) 25 Mae 2007 da 06:44 (UTC)
Tre ha tre. Bianchi-Bihan 25 Mae 2007 da 09:05 (UTC)
- Setu ur pnand na gomprenan na penn na lost diwar e benn: entropiezh. ret eo anzav, avat, e c'hell bezañ bet savet mat, rak n'on ket ur mailh war an danvez-se ha n'on ket evit barn hag-eñ e c'hellfe e gompren tud all gouiziekoc'h war an dachenn-se. --Neal (Kaozeal) 25 Mae 2007 da 19:08 (UTC)
Merc'hed
kemmañSell amañ: An davarn. A-du e vi sikour ac'hanon evit lakaat un tamm urzh er reuz savet gant B-B? Trugarez, Benoni (Kaozeadenn) 28 Mae 2007 da 12:52 (UTC)
Respont
kemmañRespontet 'm eus da Ch. Rogel:
- Goude bezañ sellet eus tout ar pezh 'm eus bet graet dibaoe ur sizun, ne welan netra liammet gant Roma war bouez ar fed treuzfurmiñ ar rummad "Impalaer roman" e "Impalaerien roman" (ar pezh a zo disheñvel eus Impalaeriezh roman!), evit lakaat e pleustr ur vot bot bet graet un nebeut mizioù 'zo. Moarvat eo se a tisplij kalz da Ch. Rogel, pa z'eo a-enep da lakaat ar rummadoù el liester. N'eo ket brav treuzfurmiñ ar fedoù evit lakaat brud fall war ur c'henlabourer! Benoni (Kaozeadenn) 8 Mez 2007 da 10:13 (UTC)
Klotaat?
kemmañAr ger klotaat a vije anezhañ
- ma vije meneget en ur geriadur
- ma vije un anv-gwan klot, evel sot a ra sotaat
Ma kavez, lavar din. Bianchi-Bihan 14 Mez 2007 da 20:02 (UTC)
Saozneg
kemmañDaoust hag eñ ne gav ket dit e vez mat chom hep lakaat an droidigezh saozneg eus ar pennadoù yezhoniezh, da skouer, en destenn hec'h-unan. Aes eo he c'havout e bann ar yezhoù a-gleiz pa vez atav ul liamm gant ar saozneg?--Kadwalan 15 Mez 2007 da 13:20 (UTC)
- Ya, goût a ran e c'heller gwelet an termen e saozneg dre lakaat ur sell ar al liammoù etrewiki war an tu-kleiz (mar bez - ha bez' vez anezhe peurliesañ evel-just), met gwell am boa kavet lakaat e saozneg en destenn diouzhtu goude an termen e brezhoneg evit aesaat ar c'hompren war-eeun dreist-holl pa reer gant kemendall a nevezc'herioù. Great am eus gant ar saozneg ivez peogwir eo stankoc'h ar peuriñ war ar Wikipedia er yezh-se dreist-holl. N'on ket a-enep chom hep ober na tamm ebet. --Neal (Kaozeal) 15 Mez 2007 da 13:24 (UTC)
- D'ar mare-se, hag evit bezañ kempoell, e vije ret tennañ ar gregach eus ar pennadoù a denn da zoueed Hellaz ivez. D'am soñj, en un holl oueziadur, eo dereat lakaat danvez seurt-se en ur pennad, hep diaesaat al lenn. nemet e vije mat kendeuziñ pennadoù zo (morfem stag ha distag) da virout ouzh ar morfemoù da vreskenn. Bianchi-Bihan 16 Mez 2007 da 02:41 (UTC)
- Enteuzet eo bet an daou bennad-se. A galon, --Neal (Kaozeal) 16 Mez 2007 da 06:19 (UTC)
Lennit mar plij ma evezhiadenn diwezhañ, ha roit hoc'h ali. Poent eo, a gredan, dispartiañ GWIR LEVRIOU eus pennadoùigoù el Liamm.
- Penaos ober gant se?
{{double image|right|Crane humain de face.png|300|SkullFromTheFront.JPG|250|Vue de face}} {{double image|right|Human skull side simplified (bones).svg|300|SkullSideView.JPG|250|Vue de côté}} Brezhonekaat a vije mat ivez. Bianchi-Bihan 28 Gou 2008 da 03:44 (UTC)
- Ober a c'heller gant ar patromoù dres evel ma reer gant ar pennadoù, da lâret eo krouiñ ur pennad dehzañ un titl gantañ da stumm Patrom:Anv ar pennad ha neuze e c'heller krouiñ ar patrom penn-da-benn pe, evel en degouezh-mañ, eilañ an destenn diwar ar wikipedia e saozneg. Ne vano nemet e vrezhonekaat d'ober. A-wezhoù e kaver ispatromoù all bet implijet evit krouiñ seurt patromoù meur - n'eus ket met o c'hrouiñ ivez evit ma'c'h afe en-dro ar patrom meur (e ruz e teuont war-wel ar patromoù a vank dres evel al liammoù ruz a gas da bennadoù n'int ket bet krouet c'hoazh). A galon, Neal (Kaozeal) 28 Gou 2008 da 07:02 (UTC)
- setu al labour: [[7]] Bianchi-Bihan 28 Gou 2008 da 08:18 (UTC)
Korf
kemmañGouzout 'oarfes penaos tapout an daolenn -mañ, http://en.wikipedia.org/wiki/Limb_%28anatomy%29 ha penaos he lakaat en hon wiki, din d'he lakaat e brezhoneg? A galon. Bianchi-Bihan 27 Gou 2008 da 08:15 (UTC)
- respontetE gwirionez ez eus anezhi ur skeudenn kentoc'h evit un daolenn enbarzhiet en ur patrom gantañ stumm un daolenn. Evit sevel ar patrom e reer evit gant n'eus forzh patrom all jhag evit a sell ouzh ar skeudenn hec'h-unna e c'hell bezañ enbarzhiet war-eeun evel n'eus forzh peseurt skeudenn all dre m'emañ war ar commons ha neuze ne rank ket bezañ eilet war servijer ar wikipedia e brezhoneg. E vit brezhonekaat ar skeudenn e ranker implijout ur poellad evit kemmañ skeudennoù - ares a-wal'h e gwirionez met n'em eus ket me amzer d'hen ober ma-unan.
Setu anv ar skeudennoù a c'hellfe talvezout dit: [[Skeudenn:Partes exteriores del cuerpo humano.png]] [[Skeudenn:HumanBodyFeaturesV1.png]] [[Skeudenn:Human body features.png]]
Setu ivez ar patrom - ne chom ket 'met e vrezhonekaat:
{{Patrom:Korf}}
A galon, Neal (Kaozeal) 27 Gou 2008 da 10:20 (UTC)
- Graet eo, met brezhonekaat ar skeudenn n'ouzon ket ober. Bianchi-Bihan 28 Gou 2008 da 01:38 (UTC)
Taol ur sell. Bianchi-Bihan 22 Gou 2008 da 07:39 (UTC) hag ivez: Frank Da ali, mar plij, db ar pennad, hag ar c'hemmoù diwezhañ. Bianchi-Bihan 22 Gou 2008 da 17:45 (UTC)
Ballet
kemmañKadwallan a ra gant barrez, tud all gant korollarvest. 193.252.202.90 8 Gou 2008 da 19:41 (UTC)
- Trugarez - kemmet. Neal (Kaozeal) 8 Gou 2008 da 21:03 (UTC)
Salut, perak e lazaes (barrez) war lerc'h pep titl pennadoù liammet gant ar varrez? N'eus ket ezhomm a gav din, e wikipedia gallek ne lavaran ket met amañ... --Arko 24 Gou 2008 da 11:45 (UTC)
- Evit ma ouzfe an dud eo termenoù teknikel o tennañ d'ar varrez kentoc'h evit gerioù gallek boutin... hag ivez evit o digejañ diouzh implijoù posubl all, da skouer "Galop (barrez)" kv. "Galop (sonerezh)", idem. evit "Arabesque (barrez)" kv. "Arabesque (arz)", "Allégro (barrez)" kv. "Allegro (sonerezh), hag evel-se e c'hellor sevel pajennoù digejañ mar bez ezhomm gante da ditl "Arabesque", "Galop", h.a. A-hendall, p'emañ sklaer an traoù n'eo ket bet lkaet "barrez" da heul, da skouer "Rond de jambe" (implijet war dachenn ar varrez nemetken), "Sous-sus" (idem.), h.a. A galon, Neal (Kaozeal) 24 Gou 2008 da 12:25 (UTC)
Kompren a ran an abeg eo evit o digejañ diouzh implijoù all. Met se zo afer ul lod eus an termenoù hepken. Evit ar re all ne wellan ket pelec'h emañ an ezhomm da ziskouezhañ n'int ket heñvel termenoù o tennañ d'ar varrez ha termenoù gallek boutin. Forzh penaos ne vo savet morse pennadoù diwar-benn gerioù gallek boutin. Da skouer bras croisé ne vo morse un pennad diwar-benn un dra all met ar varrez. A galon. --Arko 24 Gou 2008 da 14:30 (UTC)
- Ne rankfe ket bezañ savet pennadoù o tennañ da c'herioù gallek boutin, re wir, met a-wezhoù n'emañ ket re sklaer an traoù evit an holl ha krediñ a-walc'he c'hellfe implijerion/ezed 'zo, dreist-holl an nevez-deuet, ez eus eus ar raktres-mañ un doare geriadur - klasket 'zo bet sevel (diverket raktal peurliesañ) pennadoù o tisplegañ gerioù boutin gallek e brezhoneg evel ma vefe anezhañ ur geriadur divyezhek. Evel-se emañ splann d'an holl da be dachenn e tenn an tremenoù teknikel-se hag abalamour da betra eo bet savet pennadoù gante da ditl termenoù e galleg war ar wikipedia e brezhoneg. Neal (Kaozeal) 24 Gou 2008 da 15:25 (UTC)
Mat eo, trugarekaat evit da zisplegadennoù.--Arko 24 Gou 2008 da 15:32 (UTC)
Mc Cartney
kemmañOK. Gwelet. Trugarez. A galon. Klaod. Kadbzh 7 Gou 2008 da 16:08 (UTC)
Ne ouzon ket petra az teus komprenet er gaozeadenn met anv-badez ha raganv n'int ket unan! Arabat eo kemm ar penngerioù implijet eta... Evit a sell Alkides e vefe mat dit gortz ur pennadig ha displegañ c'hoazh ar pezh 'peus c'hoant da cheñch mar plij ganit--Kadwalan 27 Mez 2007 da 11:36 (UTC)
- Evel-just n'eo ket kevatal anv-badez" ha "raganv". Bez' e c'hell unan bennak kaout ur raganv hep bezañ kristen hag hep bezañ bet badezet. Ur gudenn a sav avat dre ma n'eo ket bet digejet pennadoù disheñvel evit an termen "raganv": "raganv (yezhadur)" (pronom) diouzh un tu ha "raganv" (prénom) diouzh an tu all. Kemmet am eus ar pennad o tennañ kuit ar skeudenn dre ma vez kavet ar memes hini war ar pennad pennañ Herakles ha tennet ivez an tamm displegadenn o tennañ d'an diforc'h etre an anvioù Alkides hag Herakles dre ma vez kavet an hevelep skrid er pennad pennañ. N'on ket chalet gant ma vo lakaet ar pennad er stumm kent - ur skouer n'eo ken. Evel-se e weler ar pezh am bije graet-me gant ar pennad. Ma ne blij ket ar c'hemmoù-se d'an holl eo aes-tre resteurel ar stumm kent. A galon, --Neal (Kaozeal) 27 Mez 2007 da 11:47 (UTC)
- Un diskoulmig marteze: pennad digejañ "raganv" o kas da "raganv (yezhoniezh)" (ret e vefe adenvel ar pennad-se) ha "kentanv". N'eo ket ganin met gant Implijer:Bernez Bernioù an hini eo ma oa bet savet ar pennad gantañ da ditl "anv-badez" ma c'heller lenn:
- "Un anv-badez zo un anv a vez roet d'un den da goulz e vadeziant. Liammet eo an anv-badez ouzh ar relijion gristen eta."
Raganv/Anv-badez
kemmañRaganv Ne DALVEZ KET NAME/PRENOM MORSE!!. ezhomm ebet eta eus ur bajenn digejañ... Anv badez n'eo ket liammet dre ret ouzh ar relijion. Ar ger boaz eo setut tout. Daoust ha ne vez ket lâret christen name e saozneg ? Emaon o vont da adwelet ar pennad-se rak n'eo ket gwir penn-da-benn ar pezh zo ennañ evel a welez. N'on ket a-du da sevel un adkas da "gentanv". Ar c'hontrol a vefe d'ober kentoc'h. Ken tanv ha petra, ivez 'ta, Santez Anna benniget!--Kadwalan 27 Mez 2007 da 12:16 (UTC)
- Nann 'vat, ne vez ket lâret "christian name" e saozneg pa gomzer eus tud n'int ket kristen ha peurliesañ e implijet "first name" pe "given name" ez-ofisiel (kv. adkas war ar wikisaoznek diwar christian name betek ar pennad pennañ dindan an titl given name). Feuket e vez an dud n'int ket kristen pa vez goulennet oute pe hini eo o "christian name". Diwar ar wiki e saozneg:
- "The term given name is rarely used in the United Kingdom; forename or Christian name predominate, with the former now used almost universally on official documentation. The term first name can refer to any forename, not just the very first. In the United States, first name is the most common form, although given name is often encountered on official documents. The term Christian name, on the other hand, has mostly fallen out of favor with officialdom though still remaining popular with the general population, especially in rural areas. Christian name may refer to the name taken by converts to Christianity upon baptism. [...] The term Christian name is sometimes used as a general synonym for given name. Strictly speaking, the term applies to a name formally given to a child at an infant baptism or "christening", practised by some Christian groups. The word comes from the Greek "christos", which means "anointed", referring to a religious ritual pre-dating Christianity, hence the broader (and potentially insensitive) usage of the term."
- Ha n'eo ket nemet ur boaz implj termenoù a-seurt-se - gwriziennet emaint e istor sevenadurel ha kevredigezhel ar vro. Sur-mat eo bet badezet an darn vrasañ eus ar vrezhonegerion hag ar vretoned all ivez gwezhall, met n'emañ ket evel-se ken ar vro.
- Gwelet am eus bet meur a wezh implijet e brezhoneg ar stumm "raganv" (sur-mat savet diwar ar kembraeg rhagenw) gant ar ster-se[8], [9], [10], [11], [12], ha dre ma ne oa ket bet savet ar pennad "anv-badez" ganin e rankan krediñ eo bet gwelet ivez gant tud all gant an implij-se. Direizh-mik e c'hell bezañ hag a-bell implijout "raganv" e lec'h "kentanv" ne lâran ket, met bez' e c'heller sevel pajennoù digejañ evit lakaat tud war an hent mat, da skouer "raganv" > termen yezhoniel, "raganv": implijet a-wezhoù evel "kentanv"/"anv-bihan" (termen kinniget gant termbret e-kichen "anv-badez").
- A-raok kemmañ ar pennad "anv-badez" e vefe gwell gortoz un tammig d'am soñj peogwir e c'hell bezañ kizidik-tre an tem-mañ - muioc'h evit Alkides (n'eo ket gwell afer ar pennad-se evidon kemmet pe leusket evel ma oa)--Neal (Kaozeal) 27 Mez 2007 da 12:32 (UTC)
- Ha koulskoude eo bet kemmet ar pennad-se, ha distrujet danvez holloueziadurel ganit: pelec'h emañ an danvez diwar-benn broadelezh an dud meneget?
- Peogwir e plij dit kemm ar pennadoù savet ganin, n'out ket chigardet gant Akilleüs, savet gant unan all? Bianchi-Bihan 29 Mez 2007 da 08:41 (UTC)
- N'eo ket bet distrujet danvez holloueziadurel ebet. Setu evit ar wezh diwezhañ: tennet ar skeudenn dre ma c'haller gwelet ar memes hini war ar bajenn Herakles ma kas an adkas davetañ; tennet un tramm skrid dre ma c'haller gwelet ar memes hini war ar bajenn Herakles ma kas an adkas davetañ; tennet meneg broioù orin an dud renablet dre o anv-bihan war ar pennad-mañ rak pa vo bet savet pennadoù diwar o fenn e c'hello an neb a fell dezhan/i lenn pelloc'h diwar o fenn enne.
- Distrujet eta. Anzavet ganit a-benn ar fin. kement-se zo difennet , ha d'ar verourien zoken.
- Ne respontan nemet peogwir eo faos ar pezh a lârez. Da gentañ peogwir ne vez distrujet netra war ar Wikiepdia dre ma c'hell bezañ restaolet an holl diverkadennoù dre implijout an istor. Ha da eil n'eo ket difennet na d'ur merour na da n'eus forzh pesuert implijer/ez all tennañ pe ouzhpennañ traoù da bennadoù bet savet gante pe gant tud all.Neal (Kaozeal) 29 Mez 2007 da 10:10 (UTC)
- Pa vo savet pennadoù... Graet em bije, met pa welan pezh a vez graet eus ma labour ganit, sur ne rin ket. Bianchi-Bihan 29 Mez 2007 da 09:47 (UTC)
- Ne blij ket din kemmañ ar pennadoù savet ganit na tamm ebet. Ne sellan ket gant piv eo bet savet ar pennad-mañ'r-pennad. Hag ur gudenn ez eus gant ar pennad Akilleüs? Pehini? Mont a rin da lakaat ur sell, rak ober a ran war-dro goulenn savt ganit ouzhin evel merour ma'z on koulz ha war-dro goulennoù savet ouzhin gant n'eus forzh peseurt implijer/ez all.
- Kloz ar goaz ganin war an dachenn-mañ
- Neal (Kaozeal) 29 Mez 2007 da 08:51 (UTC)
Adenvel - ul labor torr-penn
kemmañAes eo faziañ pa ranker skubañ war lerc'h tud 'zo a nac'h doujañ d'ar reolennoù envel bet votet war ar raktres-mañ- Hiziv da skouer am eus bet ranket adenvel d'an nebeutañ ar seizh 7 pennad-mañ bet savet gant Bianchi-Bihan: (hep menegiñ mui a anv divoutin gresianek all e diabarzh ar pennadoù ha reizhañ al liammoù diabarzh da heul...
Wikimedia Commons
kemmañHi. Breton main page doesn't look very good now. More than half of it context not translated. I wish that Commons will be accessable at all languages. But it's hard to find man who knows Breton. If you can translate this page, please help. Thanks. And sorry for my English. ~ putnik 9 Gou 2007 da 11:02 (UTC)
Dielloù e Commons
kemmañSkeudenn:300px-Lec'hiadurRamskapelleNieuwpoortBelgia Demat. Dre ma faot eo. Reoù arall a vo d'ober. Kregiñ a rin 'benn un deiz bennak. A galon. Klaod.
HP
kemmañ- Trugarez Neal met diaes e vo mont betek Galizia evit gwelet anezhe. Gant ur skanner pe ul luc'hskeudennerez em bije dastumet peadra da lenn. Moavat e c'haller kavout kement all e rann al lizhiri skolioù-meur Breizh.... Kontant e vefen da deuler ur sell ouzh da bennad --Kadwalan 14 Gou 2007 da 18:31 (UTC)
- Kas a rin dit ma fennad m'am bo amzer. a-hendall, hag anaout a rez skridoù diwar-benn an tem resis-mañ bet savet e skol-meurioù Breizh? da lârete eo afer treiñ an anvioù divoutin kentoc'h eveit diwar-benn an oberenn dre vras. A galon, Neal (Kaozeal) 14 Gou 2007 da 19:10 (UTC)
Aberzh/Aberzhidihezh
kemmañStanket em eus unan eus kontoù niverus BB. Tapet ganin o klask degas ar memes kemmoù er pennad aberzhidigezh, paoa stanket e gont pennañ--Kadwalan 15 Gwe 2007 da 12:05 (UTC)
- Ur pennad n'eo ket re fall, a gavan, met Aberzhidigezh Izaag (Caravaggio) eo an anv reizh . Bianchi-Bihan 18 Gwe 2007 da 16:18 (UTC)
- N'on ket re chalet na gant an eil stumm nag gant egile e gwirionez. Setu an daveoù am eus kavet:
- Roparz Hemon: "aberzh"
- Preder en linenn[13]: "aberzh"
- Favereau en linenn[14]: "aberzh"
- TermOfis en linenn[15]: "aberzh"
- En em c'houlenn a ran koulskoude: marteze e c'hellfer lakaat an diforc'h etre ar perzh hollek ("aberzh") hag ur fed/degouezh resis ("aberzidigezh")?
- N'eo ket ar c'hemm zo da'm soñj evel 'peus gwelet o lenn ma displegadennoù moarvat. -idigezh lakaet e diwezh ar gwiriziennoù verb a dalvez da verkañ un ober graet pe disoc'h an ober. N'eus ken sellet un tamm ouzh ar gerioù savet evel-se evit kompren n'eo ket heñvel o implij ouzh hini ar bennrann verb aberzh- en testennoù skrivet e brezhoneg mat. --Kadwalan 20 Gwe 2007 da 09:11 (UTC)
- Ha petra eo ar stumm implijet e trodigezh vrezhonek ar Bibl?
- En em c'houlenn a ran koulskoude: marteze e c'hellfer lakaat an diforc'h etre ar perzh hollek ("aberzh") hag ur fed/degouezh resis ("aberzidigezh")?
- N'emañ ket ar Bibl ganin.
- N'emañ ket an holl c'herioù er geriadurioù: manac'hez zo e geriadurig RH, lonkerez n'emañ ket. Koulskoude eo rouesoc'h an eil gouenn evit eben!
- Ar gerioù savet ganit n'emaint ket er geriadurioù.
- An dibennoù-gerioù avat zo er geriadurioù, met n'int ket graet evit chom er geriadurioù hepken, met evit servij. Bianchi-Bihan 18 Gwe 2007 da 17:13 (UTC)
- N'emañ nemet an Testamant Nevez ganin e brezhoneg...
- N'eo ket ar gerioù a vank hag a zo kaoz anezhe amañ met ar re a gaver er geriadurioù: "aberzh" a gaver en holl bet sellet oute ganin (re all 'zo avat, evel-just)
- evel-just n'emañ ket meur a c'her savet ganin er geriadurioù (lod anezhe geo avat, evel-just!!). Disheñvel un tammig eo an afer-mañ avat, rak kavout a reer er geriadurioù ar ger "aberzh" (ha reoù all) met ne gaver ket "aberzidigezh". Petra 'ri? N'eus forzh penaos, non ket a-enep kaozeal diwar-benn nevezc'herioù bet savet ganin, met n'eo ket hennezh an afer m'emeur o komz diwar e benn amañ.
- Goût a ran da betra e talvez an dibennoù-ger: justamanat em boa en em c'houlennet diwr-benn implij an dibenn-ger "-idigezh" en degouezh-mañ evit lakaat un diforc'h semantikel etre "aberz" hag "aberzhidigezh". N'eo ket bet respontet din na ganit na gant den ebet all war ar c'hraf resis-se siwazh, rak ma teufer unan bennak da diskwel eo poellek un diforc'h a seurt-se e vef krenvaet da arguzenn-te evit difenn ar stumm aberzhidigezh".
- Ur wezh all: n'on ket re chalet na gant an eil stumm na gant egile.
- Ma'c'h eo evel merour mac'h ez e darempred ganin war ar c'hraf-mañ e rankin lâret avat ne gavan abeg ebet evit implijout ar stumm "aberzhidigezh" kentoc'h evit ar stumm "aberzh".
- marteze e vefe mat goulenn o ali war eeun ouzh digant an holl verourion all?
Neal (Kaozeal) 18 Gwe 2007 da 17:43 (UTC)
Hervez Vallée
kemmañ- Ar ger aberzh zo deuet eus ar c'hembraeg, ha gwir zo d'e vrezhonekaat, evel ma'z eo bet brezhonekaet "valise" d'ober "ur valizenn" ha métathèse d'ober "metatezenn".
- N'emaomp ket amañ o klask paouraat ar yezh, met o klask he finvidikaat gant un toullad pajennoù diwar-benn un danvez ha ne vo ket kavet aze biken:[[16]]
- Setu skrid Vallée, e pajenn XIX e c’heriadur: “les substantifs en –edigez, -idigez sont, par suite, suivis le plus souvent de leurs compléments c’est à dire des noms qui sont l’objet de l’action: oberidigez eur werz… kemeridigez eur c’hréñvlec’h."
Ha diwar-se e ran ar c'hemm etre aberzh Abraham, hag aberzhidigezh Izaag. Bianchi-Bihan 18 Gwe 2007 da 20:55 (UTC)
- Setu: kregiñ a ran da welet un tammig sklaeroc'h. dres evel em boa en em c'houlennet neuze... "Aberzh Izaag" = saozneg "Isaac's sacrifice" ("The sacrifice made by Isaac) kv. "Aberzhidigezh Izaag" = saozneg "The sacrifice of Isaac" ("The sacrifice made of Isaac by Abraham). poellek e hañval bezañ an diforc'h-se ha reizh e-keñver semantik ha morfologiezh ar brezhoneg. marteze e vefe mat kaout ali un benank all hag embann an tamm kaozeadenn-mañ war ar bajenn-gaozeal stag ouzh ar pennad m'emeur o kaozeal diwar e benn evit klask tizhout un emglev diwar-benn an daore da envl ar pennad-se. Hervez an displegadennoù bet roet amañ ganit, m'am eus komprenet mat, e tifennfen a-walc'h ar stumm "aberzhidigezh".
- A galon, Neal (Kaozeal) 19 Gwe 2007 da 06:40 (UTC)
- Un dra all zo a-bouez: gwir pep hini da ober gant ar gerioù a gar ma n'int ket diboell: da betra ober ur brezel war ur ger ha n'eo ket fall? Gant an amzer gollet o tifenn ur ger amañ, ur pennad ahont, e vije savet pennadoù all. Bianchi-Bihan 19 Gwe 2007 da 06:46 (UTC)
- Un afer all eo hennezh. da gentañ-penn, ha gallout a rafes lâret hag-eñ em eus komprenet mat da displegadennoù war ar c'hraf-mañ pe get mar plij evit ma c'hellfen klask lakaat an dra da vont war-raok betek tizhout un diskolm da vat? Trugarez en a-raok, Neal (Kaozeal) 19 Gwe 2007 da 07:15 (UTC)
- Ne welan ket pelec'h e vije fallgompren. Bianchi-Bihan 19 Gwe 2007 da 07:28 (UTC)
Ar santimant am eus n'az teus ket lennet ma displegadennoù. Enebiñ a ran ouzh implij ar ger aberzhidigezh amañ abalamour da ster ar ger (un dra c'hraet pe disoc'h un ober tra ma n'eo ket seveneaet an aberzh) hag abalamour d'e stankter en testennoù. Arguzenn nevez ebet gant BB. C'hoant en dez da ober ar pezh en deus c'hoant en desped da gement arguzenn a c'haller da reiñ. Disklêriañ a ra e plijfe dezhañ tremen e amzer o sevel pennadoù e-lec'h tabutal met ne gredan ket e plijfe nebeutoc'h din.
N'em eus ket kavet ar ger aberzhidigezh e troidigezh ar Bibl e brezhoneg lakaet enlinenn. Ne'm eus ket kavet ar ger-se zoken em diaz testennoù (en tu all da 15 milion a c'herioù, gant kalz skridoù a denn d'ar relijion). N'emañ ket er geriadurioù. Gwir eo n'emañ ket an holl c'herioù er geriadurioù met peurliesañ e kaver gerioù testeniekaet mat enne hag ar re n'int ket 'barzh peurliesañ n'int ket implijet stank.
Hervezañ, bremañ, e vefe ret brezhonekat aberzh gant -idigezh. Biskoazh kemend-all!! Aberzh n'eo ket brezhonek a-walc'h ha ne oa ket gwelet an dra-se gant an holl skrivagnerien ha rac'h ar c'heriadurourien o doa graet gant ar ger. Setu ur gavadenn all! Trugarez BB. Ha gallout a rafe brezhonekaat ur ger o stagañ forzh peseurt lostger hep teurel evezh ouzh o ster....
Brav eo klask displegañ e soñj a-benn ar fin diwar-benn skrid Vallée, pezh n'en doa ket graet biskoazh betek-henn met testenn Vallée ne laka ket kemm etre aberzh hag aberzhidigezh. Ne ra ken 'met stadañ : “les substantifs en –edigez, -idigez sont, par suite, suivis le plus souvent de leurs compléments c’est à dire des noms qui sont l’objet de l’action: oberidigez eur werz… kemeridigez eur c’hréñvlec’h." Ne lavaran ket ar c'hontrol met ne lavar neblec'h ar pezh a fell da BB lakaat anezhañ da lavaret. Ret e vo din klask skouerioù splann fenoz.--Kadwalan 20 Gwe 2007 da 09:11 (UTC)
- Bez e c'haller lenn arguzennoù Kadwalan, hep bezañ a-du gantañ.
- N'eo ket ret dezhañ bezañ a-du ganin, n'eo ket ret ivez enebiñ ouzh ma labour, ha ne blij ket dezhañ (se am boa komprenet diouzhtu), traoù all zo d'ober er wikipedi eget c'hoari kemm un anv 5 pe 6 gwech abalamour d'un dizemglev
- Ma ya da gemm anvioù ar pennadoù a zo bet anvet gant gerioù ha ne gav ket er geriadurioù, en deus labour d'ober! Ha koulz deomp paouez a gomz eus pennadoù holloueziadurel, hag ober traoù all.
- Skrivañ a ra Kadwalan: Hervezañ, bremañ, e vefe ret brezhonekat aberzh gant -idigezh. Gaou. Un diforc'h zo etrezomp: me ne laran ket dezhañ petra a rank ober. Graio a garo, gant ma ne daio ket da lakaat e zibaboù yezh da ren em labour, pa'z eo kenkoulz ma re, pa savan pennadoù evit o implij er skol-noz, gant ar gerioù am eus dibabet, goude prederiañ: ma ne soñjomp ket heñvel n'eus droug ebet, keit ma ma ne glasko den lakaat egile da blegañ.
- An dibennoù-gerioù zo graet evit bezañ implijet.
- Skrivañ a ra diwar ma fenn: Ha gallout a rafe brezhonekaat ur ger o stagañ forzh peseurt lostger hep teurel evezh ouzh o ster..... Setu ur gunujenn: ma ne zislar ket e savin klemm. Bianchi-Bihan 20 Gwe 2007 da 09:35 (UTC)
Amfiteatr
kemmañPa vez sellet a dost (ken bihan eo) e lenner " amfiteatr ". Bianchi-Bihan 18 Gwe 2007 da 16:18 (UTC)
- Hag ur gudenn 'zo gant ar pennad "amfiteatr? marteze e vefe mat eilañ an evezhiadenn hag ar skeudenn kentelius-mañ war ar bajenn-gaozeal stag ouzh ar pennad amforenn. Lâret ma soñj war an tem-se am eus bt graet dija. Neal (Kaozeal) 18 Gwe 2007 da 16:56 (UTC)
Arbennigourion/ezed, Skiantourien/ezed a-vicher h.a.
kemmañEvezhiadennoù kaset ganin da Ch. Rogel:
Pep hini a c'hell lâret e soñj ha difenn ar savpoent a gav ar gwellañ evl-just, met ret eo anzav ne deuan ket -benn d'az kompren a-wezhoù. Skrivet ganit, da skouer, "Votadenn : n'omp ket skiantourien a-vicher" diwar-benn Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù-tud o tennañ d'ur votadeg war ar stern evit dont a-benn da dizhout ur politikerezh unvaet war dachenn an doare da envel pennadoù o tennañ da dud gante anvioù estren ha resisoc'h e c'hller lenn ivez, bet skrivet ganit e-keñver ar c'hraf resis "Reizhskrivañ: Ar pennad a vo lakaet atav dindan titl ar reizhskrivadur a-orin (o toujañ d'ar sinoù diakritek, lizherennoù ispisial, hag all), gant adkasoù diwar ar furmoù boas all." kement-mañ[17]: "Stank e vo ar fazioù : gwelloc'h lezel an adkas d'an arbennigourien". Setu ma evezhiadennoù personel e-keñver ar pezh ac'h eus skrivet. Ha gouest e vefes da glask respont d'ar gouklennoù-mañ:
- 1. Marteze n'out ket-te skiantour/ez a-vicher, ha me n'on ket sur, met ne dalv ket n'eus ket skiantourion/ezed a-vicher en hon zouez;
- 2. Daoust ha n'omp ket holl skiantourion/ezed a-vicher, ne dalv ket omp genaoueien rak un hentenn skiantel ez eus a c'hell bezañ lakaet e pleustr gant tuds n'int ket skiantourion/ezed a-vicher;
- 3. Eus peseurt micher ez eus koaz amañ? Skiant an doare envel pibien? Ha ledanoc'h, skiant (?) an dermenadurezh? Ha pet den a 'zo skiantour/ez a-vicher war an dachenn-se e Breizh?
- 4. Petra a dalv "a-vicher"? Bezañ paiet evit ober un dra bennak? Ha skiantour a-vicher oa Newton, da skouer?
- 5. N'eo ket ma micher an dermenadurezh, rak paiet e vezan evit kelenn, met d'am soñj em eus ur stummadur resis koulz war ar brezhoneg ha war ar yezhoniezh hg an droidigezh evit doint a-benn da dizhout alioù diazezet war an hentenn skiantel hep ma vefe skiantour a-vicher ac'hanon. Meur a hini all ez eus ivez war ar raktres-mañ sur ha n'eo ket marteze;
- 6. Perak e voi stank ar fazioù? Ha sur out ec'h eus komprenet mat ar pezh out o kaozeal diwar e benn hag o vouezhañ diwar e benn amañ? Penaos faziañ, da skouer, gant sevel ur penand gantañ da ditl "Vincas Krėvė-Mickevičius" ha sevl un adkas davetañ diwar ar stumm hep diakritikoù evit aesaat ar c'hlask "Vincas Kreve-Mickevicius". Ne welan ket tre pelec'h emañ an dalc'h ha penaos e c'hellfer faziañ;
- 7. Arbennigour on-me war dachenn an treuzskrivañ. Perak e lârez n'on ket? Peogwir ne labouran ket evit Ofis ar Brezhoneg pe me 'oar me? Arbennigourion/ezed all ez eus ivez sur ha ivez tud a-vicher war ar dermenadurezh n'int ket arbennigourion/ezed war an dachenn resis-mañ;
- 8. Marteze eo arbennigourion a-vicher war dachenn envel ar bibien ar veleion me n'eo ket me an hini a doujo oute-i dre ret war digarez ez eus anezhe tud a-vicher war an dachenn-se
- 9. Bezomp poellek: mar bez degaset arguzennoù solut ha poellek, d'am soñj e kemero perzh en ur votadeg a seurt-se tud a gav dezhe int arbennigourion/ezed a-walc'h evit keñveriañ an arguzennoù ha dont a-benn da dizhout un emglev hag un disoc'h skiantel a-walc'h perliesañ. N'eo ket dre ret evel-just rak n'eo ket demokratel ar skiant, met spi am eus ne deuio nemet tud sirius da reiñ o ali - me,d a skouer, ne rofen ket ma ali diar-benn an doare da envel an elfnnoù kimiek....
A galon, Neal (Kaozeal) 21 Her 2007 da 10:04 (UTC)
Respont
kemmañUr respont berr : dre ar verzadenn t'eus meneget war ma fajenn e laren ma kavan pounner lavarout ma vo pep titl gant e arouezioù diakritek pa z'eus ur bern seurtoù anezho. D'am soñje e vo savet meur a ditl ha meur a liamm hep arouezioù diakritek e meur a yezh a-raok ma sav un den evit klask e reizhañ. N'eus kudenn ebet evit yezhoù zo (alamaneg, katalaneg, portugaleg, spagnoleg...). Luzietoc'h e vo evit yezhoù all. Ret e vefe embann m'eo posubl d'un den chañch an titl gant m'en deus meneget an dra ha graet an adkas. N'eus ket da embann eo ret e ober gant an holl. A-hend-all pa vez skrivet İzmir gant an Durked (I a zo un distagadenn dezhañ), ober a reont hervez gwir reolenn ar c'hod tipografek gall. İskiz, n'eo ket ? A galon --Ch. Rogel 22 Her 2007 da 16:40 (UTC)
- Ne gomprenan ket tre da respont:
- ha perak 'ta e vefe diaesoc'h lakaat da bennad un titl un anv lituanat evel "Zivilė Sarakauskienė" ha sevel un adkas diwar "Zivile Sarakauskiene" evit sevel ur pennad gantañ da ditl an anv portugalek "Camões" ha sevel un adkas diwar "Camoes" da skouer? Pe yezhoù eo ar re a gav dit a c'hellfe bezañ luzietoc'h ha perak?
- Ne gomprenan ket an displegadenn diwar-benn reizhskrivañ an turkeg ivez, netra da welet gant ar galleg: e turkeg e kaver div lizherenn gant bep un distagadur disheñvel, d.l.e. "I, ı" (/ɯ/) diouzh un tu hag "İ,i" (/i/) diouzh an tu all. N'eus ket eus ar sonenn (/ɯ/) e galleg ha n'eo ket "I" ar bennlizherenn a glotae gant "i" evel e galleg. Pesuert liamm gant ar c'hod tipografek gall?
- A galon,
Skrid kuzhet
kemmañNeal, gouzout a ran e troez ar pennadoù penn-da-benn ha buan a-walc'h met daoust ha ne vefe ket tu dit ober gant ar bouton "kuzhat ar skrid" (insert hidden document) evit al lodennoù n'int ket troet c'hoazh ? Er pennad doubladur, da skouer. Trugarez. A galon--Kadwalan 19 Gen 2008 da 10:14 (UTC)
- Gallout a rafen hag e rin ma'c'h out ken chalet all gant an doare d'ober-se. ne ran ket rak labourat a ran war ur pennad war un dro mui-pe-vui ha klokaet ha peurachuet e vezont buanig a-walc'h ha ma kuzhont an traoù e teuan a-benn d'o ankounac'haaet ha menel a reont hep bezañ troet. Un tech fall eo marteze a dalvez mui din-me evel savour-pennadoù evit d'ar re all evel lennerion/ezed-pennadoù. Kuzhet a rafen ma chomfe re bell ar pennad war ar stern evel-just. Neal (Kaozeal) 19 Gen 2008 da 12:40 (UTC)
- Propoc'h e vez kuzhat an destenn pa zegouezh tud all war ar pajennoù a vezer o treiñ.
- Ha graet am eus ar wezh diwezhañ-mañ. 'T eus ket mont da lakaat ur sell war ar pennad Doublad kevreadurezhel. Mat e vefe sinañ ivez keit ha m'emeur ganti... A galon, Neal (Kaozeal) 21 Gen 2008 da 09:55 (UTC)
emell ar verourien en dibaboù termenadurel
kemmañSalud dit, da gelaouiñ a ran eus ar respont am eus graet diwar goulenn an implijer Bianchi-Bihan war an tabut digoret er pennad Kaozeal:Lucius_Flavius_Philostratus. Kavout a ri ma respont war ar bajenn-se end-eeun. Evezh a rank ar verourien teuler da chom peg ouzh reolennoù stroll ar raktres, forzh petra a vije emzalc'h implijer pe implijer a-hend-all. --Fulup 6 C'hwe 2008 da 11:33 (UTC)
Frazenn amsklaer
kemmañPetra zo da gompren e-barzh: lennet ar vanifestadeg aet ar maout ganti er genskrivadeg kaset da-benn er skolioù dre ar vro a-bezh a-hed ar bloaz.?Bianchi-Bihan 23 Meu 2008 da 17:34 (UTC)
a-du on ganit - n'eo ket gwall sklaer na brav ar frazennig-mañ. Talvezout kement ha: kaset e vez da-benn a-hed ar bloavezh a-bezh ur genskrivadeg er skolioù evit sevel ur manifest (n'eo ket ur vanifestadeg evel-just!!), dibabet e vez an hini gwellañ anezhe ha neuze ec'h eo hennezh an hini a vez lennet da fin ar redadeg". A galon, Neal (Kaozeal) 23 Meu 2008 da 17:54 (UTC) Gwelloc'h dit ober ar c'hemmoù ret da-unan. Bianchi-Bihan 23 Meu 2008 da 18:09 (UTC)
Harellerezh! N'hallan ket enrollanñ ma labour e Caryl Lewis abalamour da unan o tont da lammat warnon kenkent ha kemmet ur virgulenn! Bianchi-Bihan 23 Meu 2008 da 21:37 (UTC)
- Bez' e c'hellez enrollañ koulz hag ar re all. N'em eus gwelet e neplec'h ma oa bet skrivet e oa unan bennak o labourat war ar pnnad-mañ. Lammat ne ran ket - ne ran nemet reizhañ traoùigoù. Neal (Kaozeal) 23 Meu 2008 da 21:40 (UTC)
- Bras a-walc'h eo ar park evit an hini a gav gwelloc'h labourat eget lakaat skoilh d'al labourerien. Met re zo anezho moarvat. Bianchi-Bihan 23 Meu 2008 da 21:44 (UTC)
- GREAT BIG YAWN (BRAS-SPONTUS)!!! peuriñ a c'hell ppe hini el lec'h en deus c'hoant. N'an ket da gemmañ pennadoù pa ouzan emeur o labourat warne met dre na nac'hez implijout ar patrom bet savet evit lakaat an dud da diwall, gwazh ha se evidout mar bez kemmet pennadoù pa vezez o labourat warne. ha reizhañ fazioù a c'hell an hini o c'ghav (deiziadoù embann, titloù oberennoù...). Neal (Kaozeal) 23 Meu 2008 da 21:50 (UTC)
Kêrioù Belgia
kemmañHi! Traouigoù da ouzhpennañ ( + kumun rak ar c'hêrioù a zo kumunioù ivez , + aesaat lenn al lec'hienn, ha disterachoù arall pa welan...) er pennadoù a-zivout ar c'hêrioù, pezh a ran e-ser sevel ar pennadoù a-zivout ar c'humunioù. Spi 'm eus e ya mat an traoù du-hont. A galon. Klaod. Kadbzh 16 C'hwe 2008 da 21:12 (UTC)
Izili nevez
kemmañAet on bremaik da gas komzoù aviel Wikipedia betek Lise Karaez, evit broudañ al liseidi da gemer perzh er raktres, ha dreist holl evit lañsañ an traoù. Setu, tud a zo dedennet a-walc'h gant ar mennozh, ha d'am soñj (evel ma peus gwelet dabord) e vezo kalzig a gontoù ha dreist holl a bennadoù nevez. Me an hini eo en deus aliet da [18] goulenn an aotre a-raok kemm ar pennad, rak kemmoù bras a zo d'ober (an hini en deus savet ar pennad a zo ul lisead...). Ken ar c'hentañ --Ronan 26 Meu 2008 da 21:08 (UTC)
- Fiskal - just ar pezh a vanke e gwirionez, ha war a welan e labourfont war tachennoù a ra diouer war ar raktres-mañ. Evit a sell ouzhar pennad diwar-benn Charles Darwin, n'eus ket a droug evel-just. A galon, ha trugarez evit bezañ bet brudet ar wikipedia e-touez an dud tro-dro dit. Neal (Kaozeal) 27 Meu 2008 da 07:50 (UTC)
lang
kemmañOups, me zo oc'h adober ar patrom "lang". Tu zo din disteurel da gemm diwezhañ evit ober an hevelep taolenn eget [[19]] e saosneg? Benoni (Kaozeadenn) 15 Du 2007 da 12:33 (UTC)
- Bon, tañpir, gwellet 'm eus t'eus tennet ar patromoù. Benoni (Kaozeadenn) 15 Du 2007 da 12:36 (UTC)