Wikipedia:Kumuniezh/An davarn/sizhunvezh 17, bloaz 2020
20/04/2020 — 26/04/2020
kemmañ- Skrivañ un dra bennak er seitekvet sizhunvezh eus 2020 | An davarn | sizhun a-raok — sizhun war-lerc'h
Salud d'an dud ! Labouret 'm eus kalzig er mare-mañ war pennadoù a c'houlenne treuzskrivañ e brezhoneg anvioù pe gerioù hebraek. Graet 'm eus gant anvioù implijet dija e pennadoù zo, ret e oa bet din kinnig traoù all, met n'eo ket gwall unvan an traoù 'm eus aon. N'eus ket c'hoazh eus ur pennad evel-se Wikipedia:Kendivizoù reolata/Anvioù divoutin gresianek kozh ha modern evit an hebraeg, marteze e vije poent ober war-dro ? Daveoù zo gant skrivagnerien zo, pe c'hoazh divizoù bet kemeret er-maez eus ar Wiki-mañ ? A galon --Lekemok (kaozeal) 22 Ebr 2020 da 14:39 (UTC)
- Hag e keit-se e chom goulennoù a-bouez direspont...--Lekemok (kaozeal) 24 Ebr 2020 da 10:04 (UTC)
Skridoù bet lamet diouzh Kaozeal:Ibil chokolad
kemmañ- Kit 'ta d'ober ur sell e-barzh Facebook e brezhoneg : kann zo etre Kerrain hag ar Mogn diouzh un tu ha Crequer ha Soubigou diouzh an tu all, pep daouad o tamall egile da ren ur stourm kuzh a-enep ar brezhoneg. Pebezh arvest ! Piv a vo trec'h ? Roazhon pe Breizh-Izel ? Ha Gael Briand o splujañ er sirk-se gant e istor pennad skrid emañ o c'hortoz digant Kerrain... 2.13.35.132 21 Ebr 2020 da 11:57 (UTC).
Wikipedia n'eo ket ur "rouedad sokial", ha n'eus ket da gaozeal amañ eus kement tabut dister a sav etre pennoù-maout Breizh e kornioùigoù plegoù planedennel Fasig-bouc'hig muioc'h eget eus koagoù brini ur gouarnamant bennak. Bianchi-Bihan (kaozeal) 21 Ebr 2020 da 20:48 (UTC)
- Wikipedia n'eo ket sañset bezañ ur sal skol-veur dit da c'hoari da gilhog e-touez ar yerigoù sentus o c'hortoz un notenn vat diganit. Na pegen diaes eo dit emober ouzh ar vuhez wir, en diavaez eus mogerioù gwarezus skolioù ar gouarnamant gall... 2.13.35.132 22 Ebr 2020 da 11:43 (UTC)
- A zo gwir. Na pet den gouiziek hag ampart — merourien lod anezho — eo bet gwell dezho mont kuit eget sentiñ ouzh ar sac'had lorc'h. --90.32.115.66 22 Ebr 2020 da 12:16 (UTC)
Bodadeg zo gant kleub ar raskerezed , 'm eus aon. 'C'hoazh vo ret naetaat war o lerc'h. Bianchi-Bihan (kaozeal) 22 Ebr 2020 da 19:26 (UTC)
- Aesoc'h eo dit dilec'hiañ komzoù ar re all war Internet eget naetaat da enor goude ma 'z poa pellgomzet d'ar fliked. 2.13.35.132 22 Ebr 2020 da 21:06 (UTC)
Ronan, da vignoned a Leon a zo ken enorus ken ez on prest da adober. Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Ebr 2020 da 03:00 (UTC)
- Faltaziañ mignoniezhoù n'eus ket anezho ne lakay ket da enor da zont en-dro, Mark. 92.135.66.189 23 Ebr 2020 da 09:35 (UTC)
Chalet out gant ma enor evel unan hag a vefe o paouez koll e hini. An traoù -se zo 'barzh da benn hepken. Ev ur banne gant Bodensee hag ez aio gwell; Bianchi-Bihan (kaozeal) 23 Ebr 2020 da 16:40 (UTC)
- Emañ o c'hoarzhin goap diwar ho koust, Bianchi-Bihan. Sur oc'h n'hoc'h eus ket merzhet ? 2.14.180.70 23 Ebr 2020 da 18:26 (UTC)
- Merzet, hervez ar geriadurioù ... un draig bennak a chom dit da zeskiñ. Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Ebr 2020 da 11:58 (UTC)
Brezel embann Kaozeal:Ibil chokolad
kemmañBrav, brezel embann zo bremañ war ur bajenn gaozeal, gant tagadennoù da neb ne sav ket 100% a-du gant un tu. Ha den ne gred terriñ ar fest-spontus-se en ur glask lakaat kempouez ha sioulder en-dro. Splann e kaven an hent : sevel ur votadeg evit leuskel implijerien ar wiki-mañ da reiñ o soñj war peseurt anv reiñ d'ar pennad, ha sevel un adkas diwar an anv all (abalamour m'eo testeniekaet an daou en ur skrid bennak, neuze ez eus chañsoù e vije goulennet un term pe egile diouzh peseurt testenn zo bet lennet...). O vont da ginnig votiñ etre Ibil dienn (evit leuskel plas d'an diennoù banilh, sitroñs pe kafe a zo) pe Biz dienn edon, met ma kavit gwelloc'h en em chikanañ, grit 'pezh a garoc'h... Ma vez implijerien all akord da sevel ur votadeg e vin laouen da reiñ va mouezh d'ur c'hinnig pe an eil... --Lekemok (kaozeal) 24 Ebr 2020 da 09:24 (UTC)
- Na madelezhus eo lezel plas d'an implijerien all da lipat bouloù Bianchi-Bihan en ho kichen. Sur a-walc'h e vint niverus o teredek d'ho tennañ eus an enkadenn. 129.121.178.27 24 Ebr 2020 da 09:38 (UTC)
- Pe e c'helloc'h lakaat hoc'h anv ha kemer perzh en un doare efedus ha doujus d'ar re all... N'haller ket gounid amañ : pe e vezan lakaet da lakez Bianchi-Bihan, pe e plegan dirak IPoù ha n'o deus ket da lavaret o ali... Leuskel a ran ac'hanoc'h gant ho parnadennoù. --Lekemok (kaozeal) 24 Ebr 2020 da 09:42 (UTC)
- Ne oa nag Internet nag IPoù er bloavezhioù 70. C'hwi a gav deoc'h evit gwir eo gant IPoù eo bet skrivet kement skouer eus biz dienn a gaver er skridoù kozh ? 129.121.178.27 24 Ebr 2020 da 09:58 (UTC)
- Kinnig n'eo ket un afer statud, hag arguzennoù mat zo bet roet gant an IPoù. Met un tabut taer a zo hag a rank bezañ diskoulmet dre ur votadeg, tra ken, hervez ar reolennoù bet lakaet e pleustr en holl wikioù. Ne 'm eus ket roet va mouezh na da ibil, na da viz ma c'helloc'h gwelet, gortozit ar votadeg (ma vo aozet unan dre ma seblant skuishoc'h c'hoazh an implijerien all egedon) a-raok barnañ...--Lekemok (kaozeal) 24 Ebr 2020 da 10:01 (UTC)
- Ne oa nag Internet nag IPoù er bloavezhioù 70. C'hwi a gav deoc'h evit gwir eo gant IPoù eo bet skrivet kement skouer eus biz dienn a gaver er skridoù kozh ? 129.121.178.27 24 Ebr 2020 da 09:58 (UTC)
- Kinnig a ran leuskel Lekemok da ziluziañ an afer ma kar, gant alioù ar genlabourerien mar bez ezhomm.
- Alioù ar roñfled dirollet n'eus ket ober fed anezho.
- Kunujennoù ar roñfled a vo diverket.
- Pe e c'helloc'h lakaat hoc'h anv ha kemer perzh en un doare efedus ha doujus d'ar re all... N'haller ket gounid amañ : pe e vezan lakaet da lakez Bianchi-Bihan, pe e plegan dirak IPoù ha n'o deus ket da lavaret o ali... Leuskel a ran ac'hanoc'h gant ho parnadennoù. --Lekemok (kaozeal) 24 Ebr 2020 da 09:42 (UTC)
Bianchi-Bihan (kaozeal) 24 Ebr 2020 da 10:11 (UTC)
- Setu ar mestr o reiñ aotre d'al lakez. Deus da lavarout trugarez dezhañ, Lekemok, ha dreist holl, gra ar pezh en deus lavaret dit. 2.14.71.166 25 Ebr 2020 da 18:39 (UTC)
- Nag a fae, nag a zismegañs ouzh implijerien ar wikipedia, aotrou Ronan Deroff. Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Ebr 2020 da 12:01 (UTC)
Tavarn
kemmañAn davarn eo al lec'h ma vez kaoz etre an "implijerien". N'eo ket al lec'h d'ar flatouled da zispakañ o binim. Bianchi-Bihan (kaozeal) 25 Ebr 2020 da 16:56 (UTC)
- Drol eo, abaoe ma 'z poa pellgomzet d'ar fliked e welez "flatouled" e pep lec'h... 2.14.71.166 25 Ebr 2020 da 18:33 (UTC)
Keloù a bouez
kemmañBianchi-Bihan, emañ ar gouarnamant gall o paouez "votiñ" ul lezenn evit ma vo staliet ar 5G a-benn nebeut... evel se e c'helli pellgomz buanoc'h d'az mignoned o c'hirri glas !
"Kañv"
kemmañMarv eo ar c'haner aljerian Jean-Pax Méfret, a gane Le Paradis Perdu.
Pennadoù dereat
kemmañFogasiñ ar ra an implijer Bianchi-Bihan bezañ ur marc'h-labour (gwelit amañ hag aze da skouer), hogen pell emañ e labour da vout kempenn, difazi, mammennet ha doujus da reolennoù kodiñ Wikipedia.
Setu amañ un nebeud pennadoù gwirion a rankfe bout lakaet da bennadoù mat/eus an dibab gant ar gumuniezh, mard eus unan.
- 24 eurvezh ar Mañs, 2Cellos, Ana Popović, Arsailh war Pearl Harbor, Atom, Backgammon, Biolin, Blue Öyster Cult, Burns Supper, Deiziadur republikan gall, Dinosaor, Du (liv), Energiezh nukleel, Enez Pask, Feilhañs Kemper, Felix von Luschan, Fuck, Fungi, Ghana, Glas (liv), Gwazhiadurezh, Gwenaerezh, Gwer (liv), Jacquet, Jaden Smith, James Dean, Jordania, Kazetennerezh, Koadeg trovanel gleb, Lizherenneg kirillek, Mec'hiko, Michael Schumacher, Mélusine, Porched:Ar bed sinaat, Robert Burns, Robot, Sevenadur, Trictrac, Ullucus tuberosus, Vitis vinifera, Winsor McCay, Yezh ar bleunioù.
N'eo nemet un lodennig vihan eus al labour divent bet kaset da benn gant tud ampart ; pa 'm eus sellet ouzh an aozerion em eus gwelet ez eo aet an holl anezho kuit,
zoken Prieladkozh en deus graet war-dro an evned, hag an holl en abeg da Vianchi-Bihan.
Ha ne vefe ket amañ boued evit ar verourien, ar re gozh hag ar re da zont ? --90.32.162.223 26 Ebr 2020 da 09:45 (UTC)
- Setu boued all un tamm neptuoc'h, diwar-benn oberenn an IP barner : https://br.wikipedia.org/wiki/Dibar:Degasadennoù/90.32.162.223. Teod hir, dorn berr. Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Ebr 2020 da 09:52 (UTC)
- N'eus netra neptu ez flemmadenn : 1) topinerezh a-dreuz eo, 2) ne ra nemet diskouez splann e nachez bezañ reizhet. --90.32.162.223 26 Ebr 2020 da 09:58 (UTC)
- N'eus ket ezhomm da flemmañ: ur sell ouzh da labour zo trawalc'h. Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Ebr 2020 da 10:03 (UTC)
O, ha Keflusker dre enleskiñ, a oa bet kinniget da bennad mat gant Lekemok aze 6 vloaz zo. --90.32.162.223 26 Ebr 2020 da 10:23 (UTC)
Stouomp dirak dreistelezh da labour a ro aotre dit da harellat ar re all. 86.214.74.165 26 Ebr 2020 da 13:23 (UTC)
E ego, enebet ouzh an doujañs
kemmañA! setu abeg ar reuz! n'eo ket meulet a-walc'h Saded-Gar-Zoltek! Ret oa lavarout diouzhtu! Ur bajenn zo evit da ego : https://br.wikipedia.org/wiki/Wikipedia:Pennadoù_mat; Kerzh da glemmichat eno ha laosk ar re all da labourat sioul, hep tufaén war an emsaverien nevez varv. Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Ebr 2020 da 11:44 (UTC)
- Da ego kousto pe gousto, enep an doujañs dleet d'an emsaverien : https://br.wikipedia.org/w/index.php? title=Wikipedia:Kumuniezh/An_davarn/sizhunvezh_17,_bloaz_2020&diff=next&oldid=1872636. Un heug Bianchi-Bihan (kaozeal) 26 Ebr 2020 da 11:51 (UTC)