Konan
Konan a zo un anv-badez brezhonek, diwar anv ur sant brezhon. Kenan zo un adstumm anezhañ, ha Cynan eo an anv e kembraeg. Un anv-tud eo en Afrika ha Japan ivez. Conan eo an doare-skrivañ e galleg ha saozneg.
Er broioù keltiek
kemmañSent
kemmañ- Konan, ur sant a-orin eus Kembre, a vije bet diskibl d'ar sant brezhon all Kavan, genidik a Gembre ivez hag en deus roet e anv da Sant-Konan. Breur e oa da sant Cynfelyn, ha kenderv da z-Deniel.
- Konan, ur sant eus Iwerzhon, avieler Manav.
- Konan, ur sant eus Bro-Skos.
Konan a zo un anv-badez hag un anv-familh brezhonek. Diwar gwrizienn ar ger ki/kon eo deveret, a dalvezfe kement ha "brezelour". E kembraeg e kaver ar stumm Cynan.
Anv-badez
kemmañUn anv-badez roet d'ar baotred eo bet hag ez eo c'hoazh. Anaout a reer ivez rieien ha tud a noblañs brezhon en anv-se :
- Aurelius Conanus, ur roue mojennel brezhon,
- Kaerconan, kêr greñvaet ar brezelour brezhon Ambrosius Aurelianus
- Konan Meriadeg, ur roue (mac'htiern) hag en defe renet Breizh er VIvet kantved. Meneget eo e anv gant Jafrez Menoe en e Historia Regum Britanniae.
- Konan, mab da Erispoe ha da vMarmoc'hek
- Konan Iañ, dug Breizh etre 980 ha 992
- Konan II, dug Breizh etre 1040 ha 1066
- Konan III, dug Breizh etre 1096 ha 1148
- Konan IV,dug Breizh etre 1148 ha 1166
- Konan Iañ Leon, beskont Leon (1171-1231)
- Konan Mevel, soner
Anv-tiegezh
kemmañUn anv-tiegezh eo ivez, evel ma c'hoarvez alies d'an anvioù-badez. E marilhoù-tud Bro-C'hall e kaver ar stummoù Conan ha Connan.
Anavezout a reer dreist-holl:
- Yann Gonan (1765-1834), barzh brezhonek eus Gwengamp
- Jakez Konan (1910-2003), skrivagner brezhonek, eus Perroz-Gireg
- e verc'h Ivona Konan (1934-1973), skrivagnerez vrezhonek
- e vav Gireg Konan (g. e 1951), stourmer evit ar brezhoneg
- Alain Conan (1944-2007), ergerzhour peñseoù
- Alain Connan (ganet e 1933), martolod hag ekologour
Anv-lec'h
kemmañ- Sant-Konan, ur barrez e Kerne-Uhel
Gwelet Cynan.
- Konan Kerne-Veur (926–937), eskob
Gwelet ivez Cynan.
- Conán mac Morna, Conán mac Lia ha Conann er vojennerezh
- Sir Arthur Conan Doyle (1859-1930), oberour romantoù-polis gant Sherlock Holmes evel igounier.
Er broioù all
kemmañUn anv-den eo ivez er yezh akanek, dreist-holl e-touez ar bobl baoule, en Aod-an-Olifant, ha deuet da vout anv-tiegezh.
Roet e vez d'ur paotr ganet da Verc'her, e-touez ar bobl Baoule, da Veurzh e-touez ar pobloù akan all. Klotañ a ra gant an anv Amenan (« Amlan ») roet d'ar merc'hed. Er yezhoù akan all, da baotred ganet da veurzh, e vez roet an anvioù Kablan, Kobénan, Kwabená… .
Daou bolitikour a-vremañ zo en anv-se :
- Henri Konan Bédié, bet prezidant Aod-an-Olifant
- Charles Konan Banny, Ministr kentañ, 2006-2007
- Didier Konan Ya (g. e 1984), melldroader
- Conan (Loir-et-Cher), ur gumun
- Éric Conan, kazetenner
- Laure Conan, anv-pluenn Marie-Louise-Félicité Angers, kentañ romantourez c'hallek ar vro
- Conan O'Brien (ganet e 1963), kinniger skinwel
Tudennoù-faltazi
kemmañLennegezh
kemmañ- Konan ar Barbar, pe Conan the Barbarian, a zo un dudenn lennegel krouet gant ar skrivagner amerikan Robert E. Howard e 1937. Savet ez eus bet comics, filmoù ha c'hoarioù video diwar al levrioù.
- Capitaine Conan, ur romant gallek gant Roger Vercel, hag ur film gant Bertrand Tavernier.
Manga
kemmañ- Mirai shōnen Conan (Konan, mab an dazont) a zo un heuliad tresadennoù-bev krouet gant Hayao Miyazaki e 1978.
- Meitantei Konan (Igounier Konan), unan eus heuliadoù manga muiañ gwerzhet er bed, gant Gōshō Aoyama.
- Konan, un dudenn er manga Naruto.