Erotegezh el lennegezh vrezhonek

N'eo ket paot an 'testennoù erotek’ skrivet e brezhoneg. Ken kreñv e voe pouez an Iliz katolik e Breizh ma voe dibosubl embann komzoù ha skridoù ha ne vefent ket doujus ouzh he fennaennoù e-keñver ar vuhezegezh kristen betek goude ar bloavezhioù 1950. Berzet e veze gant ar veleien an eztaoladur erotek e forzh peseurt yezh, nemet e chomas hiroc'h an amzer berzañ e metoù al lennegezh vrezhonek, pa voe bet an Iliz katolik o pourvez darn al lennegezh vrezhonek war ar prantad XVIvet-XXvet kanved.
Bez e c’heller kavout deskrivadurioù leun a '’erotegezh e-koulz un abadenn etre daou zen hep gread revel. A-hent-all n’eo ket anat ober an disparti etre an erotegezh diouzh an gadaliezh ken karget gant rakvarnioù ar vuhezegezh voutin e seblant bezañ houmañ diwezhañ.

Kentañ skrid brezhonek merket gant an erotegezh

kemmañ

War-dro 1350 e eilskrive Ivonet Omnes un hir a levr war parch, ar Speculum historiale, ur seurt holloueziadur. pa gave enoeüs e labour e teuas d’e spered skeudenn e vuiañ-karet ha sklaer eo e soñjoù.

an guen heguen am laouenas
an hegarat an lacat glas...
mar ham guorant va karantit
da vout in nos oh he kostit
uam guaret nep pret...

Evitañ da vezañ piket e galon gant ur vaouez he lagad glas e vije plijus ma rofe-hi dezhañ an aotre da chom en he c’hostez en noz a zeu. Ha pelloc’h e skriv daou werzenn a seblant bezañ tennet eus ur ganaouenn. Pa ‘z eus anv an delioù (deil) enni e lakaer dodenn ar gwez o pourveziñ o bolzioù d’an oriaded.

Me ameus vn amoric jolivic
indan an deil mé...

Tud brezhoneger ar Sklêrijennoù o tigabestrañ o youloù

kemmañ

Desket e voe Paskal Kerenveier en ur skolaj jezuist hag e ouias mesk barregezh war ar brezhoneg hag anaoudegezhioù lennegel ar C’hlasoù. Sevel a reas epigrammoù ha sonedennoù, darn anezho o plediñ gant traoù ar rev. Studiet eo bet ar sonedennoù gant Ronan Calvez[1]. Kras-tre ha didroidell int, met ken berr m’eo an oberennoù, n’eus ket tu da glask un aergelc’h a erotegezh, pleustrad da stroñsañ e lennerien, marteze.

Mac’harit a velis, ag e ris va c’houlén,
ar baötréz ne éllé neuze en hem divén,
rac en hem couroncat a réa en nöas ;
Tenna ris va c’huiban, ag e lâris dezi
Crock buan va velpen, ag en d’ha c’hours cus-’hi,
Frittomb prount carantes, eb quement a vez
Ar foultret a rëa fæsoniou e leïs.
Tréus a ris gouscoude ar c’heff eus he greïs,…

 Rouezded an testennoù erotek ha mankoù el lavar

kemmañ

Gant Martial Ménard e voe bet enselladenn pizh eus an testennoù a zo extaoladur an '’erotegezh enno hag e roas e veno war he skorted :

Er skridoù ne gaver kalz a dra hag ar skrid kozh nemetañ e oufemp bezañ geriennoù skoemp en e ser ‘’Amourousted un den kozh’', anezhañ ur pezh-c’hoari krennvrezhonek bet e-kerz Dom Pelleter, na chom anezhañ nemet ur frazennoù bennaket, frazennoù n’en devoa ket Ar Pelleter bet ur c’hompren splann anezho, eürus dimp. Canaouennou graet gant eur C’hernevod, Prosper Proux eo an eil skrid a c’heller diskoachañ ennañ un droienn skoemp bennaket. … Skrivagnerion hon amzer ne gredjont ket nemeur degas ar gaoz war an dachen-se, nemet ur Jarl Priel pe ur Youenn Drezen bennak e ve..

Rakskrid Alc’hwez bras ar baradoz vihan’’, An Here, 1995.

}}
En ur dastum gerioù ar rev evit sevel Geriahudur ar Brezhoneg (istitl Alc’hwez bras ar baradoz vihan) e remerkas Martial Ménard ivez :

… mar kaver e brezhoneg forzhig gerioù ha troiennoù kras ober un anv eus ar « fouzhañ boas » hag ur geizoù bennaket, ez eo aner klask penaos e lavarer feuille de rose, cravatte de notaire ha lipouserezhioù all a-seurt-se, nebeutoc’h c’hoazh e vo graet anv en hor yezh eus an dihentadurioù revel hag a zo traou diouzh stuzegezh ar c’herioù… Yezh ar maezioù n’eo ket yezh ar c’herioù e yezh ebet.

Rakskrid Alc’hwez bras ar baradoz vihan’’, An Here, 1995.

Gerioù brezhonek an erotegezh

kemmañ

Eus an damc’herioù d’al lavarennoù dibrenn

kemmañ

O vezañ ma voe difennet ober gant gerioù lous gwezhall e veze implijet gerioù boutin ul ledanvad a-zindan a veze komprenet gant hogos an holl dud deuet. Damveneget e veze ar mennozh gwir en ur implij gerioù boutin evel alc’hwez, ibil ha c’hwiban (an holl dri evit [[kalc’h]], gwaremm (kourzh ha c’haezour asamblez), sac’had bleud (bronn) hag all. N’eus ket ret implij gerioù arbennik evit eztaoliñ an erotegezh hag un abadenn erotek rik a zibun war meur a bajenn Youenn Drezen e romant berr, An dour en-dro d’an inizi’’ (1932), e-lec’h e weler daou zen yaouank o weladenniñ « krugell Gavr-Inis » :

Edon, digomz, o prederiañ gant ar gudenn vilvedel, pa dostaas va c’heneilez ouzhin. Skrihajañ rae evel diwar anoued. He divrec’h a oa noazh, skoaz hag all, ha gwenn-kann en amc’houloù. He brennid, evel an houlenn war ar c’hal, a bigne hag a ziskenne. Sevel a reas davet va re daou lagad, ul lufr enno ha n’am boa gwelet biskoazh. He diweuz a grene un disterañ. Lakaat a reas un dorn war va brec’h, un dornig gwenn ha mistr. Me, skrignet va dent, tenn va anal. « Enaouerez! ». Hi, duet he sell raktal a grogas gant un nerzh souezhus em divrec’h. « Enaouerez ? Ma sankfen dit va dent en da fas, e komprenfes, marteze ». Me eo an hini a sankas va dent en he skoaz, ken na wadas. Lammet e oa an derzhienn warnomp… Bezañ dalc’het ar c’horf-se etre va divrec’h, bezañ chouret an izili-se, flour ha start, fresk ha klouar ha bezañ lezet da vont, pebezh drouk-huñvre!

Goude ur prantad gerioù kariadez ha pokoù e seblant ar c’houplad prest evit ur gread strishoc’h :

Tripal a rae hec’h askre sko em c’halon. Ma tassonne ar grugell gozh gant hon div anal. Aet e oan mezv ha kroget ar c’hrenerez em divesker. Ha va dorn gourel ha karget a allazigoù a ziskenne davet teñzor prizius an divronn gwenngen, frouezh miret ar gwerc’hezed yaouank. «  Herri Maheo, nann!.

Kerse bras a zo gant an daneveller pa oa chomet mut, met « grae he doa Anna Bodri eus he zu kement a zo aotreet d’ur plac’h yaouank e Breizh… « Che, emezi, ni zo droch, hon daou! ».
Pa teskriv Gwilherm Berthou-Kerverzhiou un darempred revel etre ur plac’h hag ur paotr e reas gant gerioù ken boutin all :

Pokat d’he diweuz, pokat d’he divronn, pokat da seiz aour he c’hevrin, goleiñ anezhi a bokoù kuñv ha taer, sed a voe evit ober ken. Un eil vuhez a lakaas flammouigoù an tan o vervel war he c’hen flour. Gant hirvoudoù kuñv ec’h anavezzas allazigoù gourelec’h. Ez (?) pa voe unanet o c’horfoù e barr ar plijadurezh, e souplas-hi.


’’Llena Davies (1947).

Gant Naig Rozmor, ha hi ur varzhez gatolik, e teu un doare kuñv evit eztaoliñ levenez sachet diwar gejadenn korfoù ar priedoù : {{| align="center"

Deus da neui en islonkou
Or c’horvoù benniget
Ha skoulm da vannou
Ouz on divreh digor,
Beteg ma skrijo ar bed
Gand stroñs ol levenez.

Karantez ha karantez, Sabad, p. 43.

Dindan pluenn Lan Tangi e teu gerioù lous gant nebeutoc’h a droidelloù c’hoazh hag emañ ar vaouez ouzh ar varrenn stur, prennet an nor ganti :

Ne oa ket chomet pelloc’h, pignat a reas warnon ha kregiñ dichipot em lost ha plantañ en he zoull.

Hag, e-doug un eil abadenn e kompren ar gwazh m’eo ar vaouez o pennfolliñ :

…dihunet e oan bet gant he lipadennoù ouzh ma ibil. Lipadennoù ha sachadennoù. E-giz pa vije bet o riñsañ diabarzh he genoù goude bezañ gwalc’het he dent… Abaoe un tamm mat e oan aet da hesk, bet roet dezhi ar c’hementad a laezh a oa ganin evit daou viz marteze, met kenderc’hel a raen memestra, ken reut e chome ma ibil ha n’em boa ket nemet mont ha dont evit lakaat anezhi da huchal he c’hriadenn ziwezhañ, ur pennad kousk war-lerc’h ha bec’h dezhi en-dro, deut da vezañ ur seks-mekanik.

Geriaouañ ha klask war ar c’homzoù goloet

kemmañ

Graet ez eus bet enklaskoù gant Emil Ernod ha Martial Menard. Savet eo bet ar Glossaire cryptologique du breton (gerioueg kuzh ar brezhoneg) gant ar c’hentañ war-dro 1910. An eil a lakaas embann ur pikol levr e stumm ur geriadur, Alc’hwez bras ar baradoz vihan’’ e ditl, e 1985, gant an ti-embann An Here ma voe rener anezhañ.

  • Amourousted un den kozh[2]. Tammouigoù ar pezh-c'hoari meneget e-barzh ar geriadur savet gant Loeiz ar Pelleter. Moullet e 1647 e Montroulez hervezañ. Diouzh ar skrid koshoc’h hervez Yann-Bêr Piriou roet an testenn en e studidenn savet e 1986.[3].
  • Youenn Drezen, An dour en-dro d’an iniz. Embannadenn gentañ Gwalarn, 1932. Adembannet gant Embannadurioù Al Liamm e 1970. Daou zen yaouank o virvilh en ul alez toet, tost da orgediñ, met ne reont ket tra.
  • Abeozen, Hervelina Geraouell, Skridoù Breizh, 1943. Chabistr XX : Daou garedig o kousk er memes gwele hep ober traou lik.
  • Kerverzhioù : Llena Davies’', Embannadurioù Al Liamm, (war-dro 1947), roneoskrivet. Danevell verr. Adembannet gant Embannadurioù An Alarc’h, 2008.((ISBN 9782916835044)). Kentañ skrid brezhonek ma 'z eus anv eus un darempred revel, a-hervez.
  • Skridoù er gelaouenn Yod-Kerc'h, meur a bezh : danevelloù, barzhonegoù hag all.
  • Prosper Plouz, Barzhaz ar Reizh hag an Direizh, Sav-Heol.
  • Naig Rozmor, Karantez ha karantez, Emgleo Breiz-Brud Nevez, 1977. E-touez ar barzhonegoù e kaver nebeud anezho a zo an darempredoù revel o dodennoù. Kentañ gwezh m’eo bet skrivet war an traoù-se gant ur vaouez
  • Lan Tangi : Dibenn-sizhun’’, Skrid, 2001. Danevell e diwezh an dastumad danevelloù Da goulz an avaloù’’.
  • Bleuenn Roc’hou, Ar gwispidigoù digor kalon, Kerien, Ar Granenn, 2020. (ISBN 9872956129417). Danevell. Abadennoù revel feulster enno.

Levrlennadurezh

kemmañ
  • Emil Ernod, Glossaire cryptologique du breton[4] embanet e tri damm e-barzh ar gelaouenn, Kryptadia’’ (1901-1911, H. Welter, Pariz.
  • Martial Menard, Alc’hwez bras ar baradoz vihan, An Here, 1995.

Pennadoù nes

kemmañ


Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. Ronan Calvez, « Amours cachées : la nouvelle rhétorique mondaine bretonne». E-barzh ‘’La Bretagne linguistique, niv. 17, 2013.
  2. Titl klok : Amouroustet eun den coz pêvar huguent bloaz Pehini so orguet à vez eur plac’h jaoanc hen oad a c’huezecq bloaz…
  3. Notes de lecture : « Les amours d’un vieillard ». E-barzh ‘’La Bretagne linguistique’’, niv. 2, p. p. 88-97.
  4. Geriaoueg kuzh ar brezhoneg.