Kerien

kumun Penn-ar-Bed
(Adkaset eus Kerien (Skaer))

Evit Kerien, kumun en Aodoù-an-Arvor e-kichen Boulvriag, gwelet Kerien-Boulvriag.

Kerien (distaget [ˈkɛ.rjən]) a zo ur gumun eus Breizh e kanton Kemperle e departamant Penn-ar-Bed.

Kerien
An ti-kêr
An ti-kêr
Ardamezioù
Anv gallek (ofisiel) Querrien
Bro istorel Kernev Kernev
Melestradurezh
Departamant Penn-ar-Bed
Arondisamant Kemper
Kanton Skaer (betek 2015)
Kemperle (abaoe 2015)
Kod kumun 29230
Kod post 29310
Maer
Amzer gefridi
Stéphane Cado
2020-2026
Etrekumuniezh Kemperle Kumuniezh
Bro velestradurel Bro Gerne
Lec'hienn Web Ti-kêr
Poblañsouriezh
Poblañs 1 665 ann. (2020)[1]
Stankter 31 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
47° 51′ 29″ Norzh
3° 36′ 12″ Kornôg
/ 47.858056, -3.603333
Uhelderioù bihanañ 13 m — brasañ 172 m
Gorread 54,01 km²
Lec'hiañ ar gêr
Kerien

Douaroniezh

kemmañ
  • War lez ar stêr Ele emañ Kerien.

Brezhoneg

kemmañ

Ya d'ar brezhoneg

kemmañ
  • D’ar 7 a viz Meurzh 2007 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
  • D'ar 17 a viz Here 2013 e oa bet kadarnaet gant Ofis Publik ar Brezhoneg e oa bet kaset da benn vat 15 ober gant kumun Kerien ha dre-se tizhet live 2 ar garta ganti hag e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 2.
  • D'an 3 a viz C'Hwevrer 2017 e oa bet lidet ar label 2.

Deskadurezh

kemmañ
  • E distro-skol 2024 e oa 37 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (32,3 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[2].

Ti-embann

kemmañ
  • Ar vosenn pe ur c'hleñved-red all a lazhas 330 a dud adalek miz Genver 1870 betek miz C'hwevrer 1871[5].
  • Mervel a reas 158 gwaz eus ar gumun, da lâret eo 4,58% eus ar boblañs e 1911, a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[6].
  • Mervel a reas 27 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[7].
  • D'an 10 a viz Mae 1944 e voe rastellet tud e kêriadenn Feunteun-Gaer gant an Alamaned; daou anezhe, Édouard Guilchet ha Lucie Cornic, a varvas er c'hampoù-bac'h[8].
  • D'an 11 a viz Gouere 1944, c'hwec'h paotr ag ar Rezistañs, ur milour chomet dianv en o mesk, a zo fuzuilhet nepell diouzh kêriadenn Kerstank-Komboud goude bout bet barnet da varv gant lez-varn al lu alaman er Skol Santez-Barban er Faoued[9].
  • D’an 29 a viz Gouere 1944 e kouezh ar Feldarcheriezh alaman war ur strollad Rezistanted ha milourion eus ur skipailh SAS-Jedburgh e kêriadenn Kerbozeg[10]. Ur major eus Lu ar Rouantelezh-Unanet eus ar Special Air Service , Colin Ogden-Smith, hag ar serjant gall, Maurice Miodon eus ar Special Air Service ha mestr an atant a zo lazhet d’an Alamaned[11]. Ur c’houblad kenlabourerion a zo lakaet d'ar marv un nebeud deizioù war-lerc’h evit bout flatret paotred ar strouezheg da Feldarcherion Kemperle[12];
 
Anv René Le Duigou, unan eus tud Kerien bet fuzuilhet, ouzh monumant Porzh-Loeiz

Brezelioù didrevadennañ

kemmañ
  • Mervel a reas daou vilour[15].

Monumantoù ha traoù heverk

kemmañ

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

kemmañ

Niver a annezidi

Gevelliñ

kemmañ
Bro Kêr Abaoe
  Iwerzhon Dún Mór 1983

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

kemmañ
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. Distro-skol ar c’helenn divyezhek
  3. Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, (e galleg), pajennoù 16 ha 17
  4. Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 52.
  5. Lec'hienn ar gumun
  6. Memorial Genweb
  7. Memorial Genweb
  8. "Le Télégramme", 29 a viz Ebrel 2013
  9. Lec'hienn ar gumun
  10. (fr) Lec’hienn ar gumun
  11. Association Mémoire du canton du Faouët, 39-45 en Centre-Bretagne, tome IV, p. 90 Embannadurioù Liv éditions, Le Faouët, ISBN 2844970966
  12. Rentañ-kont ar serjant Dallow (US Army) meneget gant Éric Rondel, Les Américains en Bretagne 1944-1945 (pajennoù 94, 96 ha 98), Embannadurioù Astoure, 2998ISBN 978-2-84593-194-0
  13. René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 315-316
  14. Fichenn hiniennel - Memorial Genweb
  15. Memorial Genweb
  16. Memorial Genweb
  17. Université de Lille