Leonhard Hess Stejneger

Leonhard Hess Stejneger (Bergen, Norvegia, 30 a viz Here 1851Washington D.C., SUA, 28 a viz C'hwevrer 1943) a oa ur bevoniour Amerikan a orin Norvegat ; Leonhard Hess Steineger eo stumm norvegek e anv.
Un arbennigour e oa war ar mellkeineged (Vertebrata), al loenoniezh, ar stlejvilouriezh hag an evnoniezh. Dre e studioù war ar stlejviled hag an divelfenneged (Amphibia) e c'hounezas brud.[1]

Leonhard Hess Stejneger

Leonhard Hess Stejneger e 1902
Ganedigezh 30 a viz Here 1851
Bergen, Banniel Norvegia Norvegia
Marv 28 a viz C'hwevrer 1943
Washington D.C.
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
Stummadur Doktoriezh
Skol-veur Kristiania
Micher Bevoniour, Loenoniour
Stlejvilour, Evnoniour

E Bergen (Norvegia) e voe ganet Leonhard Hess Stejneger, mab henañ Ingeborg Catharine Hess (1830-1875) ha Peter Stamer Stejneger (1827-1921 ; seizh bugel a zeuas war e lerc'h. Ur marc'hadour hag un arc'hwilier e oa an tad.
Unan eus tiegezhioù pinvidikañ Bergen e voe ar re Stejneger betek 1880, pa rankas Peter Stamer Stejneger disklêriañ freuz-stal en abeg da enkadennoù armerzhel.

Studiañ a reas L. Hess Stejneger er Smith Theological School e Bergen e 1859 ha 1860 kent mont da Skol Latin Bergen betek 1869. Er bloavezh-se ez eas da heul e vamm betek Meran e Tirol ar Su – en Aostria d'ar mare-se, en Italia hiziv dindan an anv Merano. Eno en devoe ur c'helenner prevez betek 1871, evit prientiñ e studioù e Skol-veur Oslo (Kristiania d'ar mare-se). E 1871 e voe er Skol-veur enta, hag e 1872 e lakaas e anv a-benn bezañ doktor.
Studioù mezegiezh a reas er Skol-veur e 1873-1874, ar pezh a zigore dezhañ ar c'hentelioù diwar-benn al louzawouriezh hag al loenoniezh. Dre ma felle d'e vamm e vije mezeg ez eas da Verlin da gendelc'her gant e studioù ; kerkent ha kroget eno avat e kavas ne oa ket ar vicher-se d'e c'hrad, ha distreiñ da Gristiania a reas evit en em brientiñ da warlerc'hian e dad.
Gant ar sell-se e reas studioù war ar gwir, ha diplomet e voe e 1874 d'an oad a 24 bloaz, kent mont da labourat gant e dad en ur gendelc'her da studiañ loened.

D'an 30 a viz Here 1876 e timezas da Anna Normann, a oa mestrez-skol e Bergen.
Pa voe graet freuz-stal gant e dad e 1880 e troas Leonhard Hess Stejneger war-du ar skiantoù da vat. Ne gavas karg ebet evitañ e Mirdi Bergen, ha ne oa nemet labourioù dister e lec'h all. E sell e oa da vont da Vremen, met unan eus e genskriverien e Berlin en alias da vont da Stadoù-Unanet Amerika ma kavje muioc'h a zorioù digor. Enep ar c'hemm bras-se e buhez ar c'houblad e savas Anna Normann, ha dispartiañ a rejont kent terriñ an dimeziñ diwezhatoc'h.

 
Banniel ar Smithsonian Institution

E miz Eost 1881 e kuitaas Stejneger e vro c'henidik, hag d'an 21 a viz Here ez erruas e Washington D.C. Kerkent ha dilestret ez eas d'ar Smithsonian Institution, un ensavadur bet staliet e 1846 gant Gouarnamant SUA gant ar pal bodañ mirdioù ha kreizennoù-enklask. Eno e kejas ouzh e genskriver ar c'helenner Spencer Fullerton Baird (1823-1887), a oa un naturour ha sekretour an ensavadur. Gouzout a ouie ar c'helenner diwar-benn barregezh an Norvegad yaouank, a voe lakaet dizale da labourat war evnoniezh ar « Bed Nevez ». Ken abred ha nevezamzer 1882 ez embannas Leonhard Hess Stejneger ur pennad a-zivout ar genad Myadestes en Antilhez.

D'an 4 a viz C'hwevrer 1887 e voe broadet ez-ofisiel, d'an oad a 35 bloaz.

D'an 22 a viz Meurzh 1892 e timezas e Washington gant Helene Maria Reiners, a oa bet ganet e Crefeld, e-kichen Düsseldorf e Rouantelezh Prusia. Pa voe ar c'houblad e Kristiania e 1907 ez advabas un emzivadez, Inga.

D'an 30 a viz Here 1921 e voe 70vet deiz-ha-bloaz Leonhard Hess Stejneger, an oad m'en devoa gwir da vont war e leve ; peogwir e oa yac'h a gorf hag a spered hag en abeg d'e varregezhioù espar e voe dalc'het en e gargoù. E 1932 e voe embannet ul lezenn a lakae redi war al leve, nemet e vije degouezhioù dreistordinal ; L. H. Stejneger a voe unan eus an dud – nebeut-tre anezho – a voe ezdalc'het diouzh ar redi a-drugarez d'un edit sinet gant ar Prezidant SUA, Herbert C. Hoover. A-drugarez da gement-se e chomas e servij ar Smithsonian Institution betek e varv.

D'an 11 a viz Gouere 1932, oadet 81 bloaz, e kollas e anaoudegezh goube bezañ bet diskaret gant ur c'harr-tan war hent e labour ; goude un ehan a ziv sizhunvezh e c'hallas adkregiñ gant seveniñ e gefridioù niverus.

Gwanaat a reas adalek 1941, ha goude bezañ klañvaet e-pad ur pennad berr e varvas da 3 eur beure d'ar Sul 28 a viz C'hwevrer 1943, e Washington D.C.

Resped

kemmañ

Abred e voe dedennet Leonhard Hess Stejneger gant al loenoniezh, pa savas adalek 1867, hag eñ 16 vloaz, ur c'hatalog diwar-benn evned en devoa arsellet : 53 evn a voe renabled gantañ, ha war pep fichenn e listennas 33 c'hraf (lec'h ha deiziad an arselladenn, jener, ment, livioù, etc) gant ur skeudenn dourlivet.
E miz Meurzh 1871 ez embannas e Meran, en alamaneg, e Ornithologische Notizen "Pennadoùigoù evnoniezh" er Journal für Ornithologie, 59 spesad ennañ ; un astenn d'ar pennad-se a embannas e miz Du 1871 en hevelep kazetenn, met « Kristiania, 15 a viz Du 1871 » eo deiziad al labour. Er bloaz-se e voe degemeret evel ezel eus an Deutsche Ornithologische Gesellschaft dindan an niverenn 128, Herr Stejneger, Student, in Bergen, Norwegen.[1]
E 1873 ez embannas e Kristiania e levr norvegek kentañ, Norsk ornitologisk ekskursjonsfauna, 260 spesad evned ennañ. Bloaz war-lerc'h e voe ul levr all diwar-benn bronneged.

Adalek e zonedigezh e Washington D.C. hag ar pennad kentañ bet embannet gantañ evit ar Smithsonian Institution e kendalc'has Leonhard Hess Stejneger gant an evnoniezh. Goude e bennad diwar-benn Myadestes ez embannas, e 1882 ivez, unan all a-zivout ar genad Cygnus (Cygninae) a oa bet boulc'het e Norvegia.
Goulenn a reas digant an ensavadur mont da imbourc'hiñ an Antilhez hag Inizi Hawaii, met divizet e voe e gas da Inizi ar C'homandour e reter pellañ Rusia, ma oa bet arsellet Rhytina gigas, ur bronneg eus an urzhiad Sirenia, kerentiad an Dugongidae – dindan atebegezh SUA e oa an inizi, gant asant Rusia. Eno e voe d'an 8 a viz Mae 1882, war Enez Bering, ma stalias ur arsellva hinouriezh evit an U.S. Signal Service ; ouzhpenn ober arselladennoù teir gwech bemdez e kendalc'has gant e labour naturour. E miz Mezheven ez eas betek Petropavlovk-Kamtchatskyi da staliañ un eil arsellva, a zistroas da ensellet e miz Mae 1883. E dibenn an hevelep bloavezh e voe distro d'ar stadoù-Unanet.

 
Phalacrocorax perspicillatus
Skeudenn gant Joseph Wolf

E-pad ar veaj-se en devoa dastumet eskern Rhytina gigas ha re Phalacrocorax perspicillatus, ur spesad eus ar c'herentiad Phalacrocoracidae aet da get er bloavezhioù 1850. War-dro 700 labous en devoa arsellet ivez, hag e 1885 ez embannas disoc'hoù e labour Results of Ornithological Explorations a yeas d'ober Kelc'hlizher 29 an U. S. National Museum.

D'ar 1añ a viz Kerzu 1885 e voe anvet da eilmirour ar Smithsonian Institution, an evniour Robert Ridgway (1850-1929) o vezañ pennvirour.

Pa oa John Sterling Kingsley (1854-1929) o prientiñ The Standard Natural History[2] e c'houlennas digant Leonhard Hess Stejneger frammañ al levrenn gouestlet d'an evned. Ken mat e voe kavet labour Stejneger ma savas 360 pajenn diwar ar 547 a voe el levr, e-maez e eurvezhioù labour evit ar Smithsonian diwar-benn evnoniezh Japan hag e enklaskoù personel war laboused Hawaii. Betek dibenn miz C'hwevrer 1889 e labouras war an div dachenn-se.

D'ar 1añ a viz Meurzh 1889 e kemmas resped Stejneger penn-da-benn, pa voe anvet da virour rann ar stlejviled hag an divelfenneged. Nevez dezhañ e oa an dachenn-studi-se, a grogas da enklask a-zevri ; biskoazh ne zilezas an evnoniezh, hogen lonket e voe e amzer gant ar stlejvilouriezh.
Kentañ labourioù a reas e voe renabliñ hag adstummañ an dastumad a oa fiziet ennañ, krouiñ un doare nevez d'e gatalogañ ha d'e ziskouez er salioù evit ma vefe aesoc'h e welet. E 1889 end-eeun ez embannas ur pennad-studi diwar-benn ar c'herentiad Boidae, hini ar boaed.
Buan e teuas da vezañ unan eus ar stlejvilourien bennañ. Ker buan all e voe skuizh-divi, ma rankas kuitaat kêr Washington D.C. e miz Eost ha mont da gemer perzh en un arselladenn hollek war bevoniezh Menezioù San Francisco, en norzh da Flagstaff (Arizona), renet gant al loenoniour Clinton Hart Merriam (1855-1942). Adnerzhaat a reas eno, hag e-pad daou vizvezh e tastumas stlejviled ha divelfenneged en Arizona, New Mexico ha Texas kent distreiñ yac'h-pesk d'ar Smithsonian Institution.

E 1890 e prientas embannadur disoc'hoù labourioù skipailh C. H. Merriam diwar-benn loened Menezioù San Francisco ha Traoñienn ar Marv.
E 1894 ez eas ar skiantour da South Dakota da zastum loened, hag arnodennoù a reas gant formol (CH2O) evit o mirout.
E 1895 e voe kaset da Vering en-dro gant Kengor ar Peskerezh SUA hag aotre Rusia. Studiañ ar c'herentiad Otaridae e oa pal ar gefridi, evit abegoù armerzhel ha politikel koulz ha skiantel. Betek 1897 e padas e labour.
Bloaz war-lerc'h e tistroas da Europa gant e wreg, 15 vloaz goude bezañ kuitaet Norvegia. E Bergen e kemeras perzh e Diskouezadeg Etrebroadel ar Peskerezh, hag e Pevare Kendalc'h Etrebroadel al Loenoniezh e Cambridge e voe dilennet da Gengor Etrebroadel Anvadur al Loenoniezh[3], ma voe oberiant betek e varv. War hent an distro e weladennas meur a virdi e Norzheuropa, ma studias loened hag an doareoù d'o c'hinnig.

E 1900 e voe kaset gant ar Smithsonian Institution da Buerto Rico da studiañ stlejviled ar vro. Berraet e voe ar gefridi avat en abeg ma klañvaas ar skiantour e-pad teir sizhunvezh. Disoc'hoù an enklaskoù a voe embannet dindan an anv Herpetology of Porto Rico e 1904, a zo ur patrom hiziv an deiz c'hoazh.
Bloaz war-lerc'h e voe Leonhard Hess Stejneger kannad ar Smithsonian Institution ha Mirdioù Broadel SUA e 5vet Kendalc'h Etrebroadel al Loenoniezh e Berlin. Goude ar c'hendalc'h e labouras e mirdioù Berlin, Hamburg, Dresden ha kêrioù prusat all. Pa gemeras perzh er 6vet Kendalc'h e Bern e 1904 e tastumas bronneged, evned, stlejviled, divelfenneged, amprevaned, kresteneged, blotviled ha plant e Suis, Bro-C'hall hag Italia, da lavaret eo rann gornaouegel an Alpoù, evit o c'heñveriañ gant ar studioù a oa bet graet e Norzhamerika.
E 1905 e voe kannad ar Smithsonian e 4vet Kendalc'h Etrebroadel an Evnoniezh e London, ma voe lakaet da ezel trebad Kendalc'hioù Etrebroadel al Loenoniezh betek e varv. Tri mizvezh-pad e chomas en Europa evit studiañ ar standilhonoù stlejviled ha divelfenneged eus Japan hag eus an Antilhez a oa war ziskouez e mirdioù Bergen, Kristiania, Stockholm, København, Köln ha Hamburg.

A-hed ar bloavezh 1910 e ouestlas ar skiantour e holl amzer da gas rann ar stlejviled hag an divelfenneged d'ur savadur nevez er Smithsonian Institution. Adframmet e voe an dastumadoù ha hizivaet an dielloù koshañ, ar pezh a viras outañ a gemer perzh en 8vet Kendalc'h en Aostria.
D'ar 1añ a viz Mezheven 1911 e voe anvet da bennvirour Rann ar Vevoniezh, ouzhpenn ar c'hargoù en devoa dija ; rediet e voe neuze da grennañ war e enklaskoù skiantel abalamour da bouez al labourioù melestradurel. E 1913 evelato e c'hallas mont da Vonaco da geñver an 9vet Kendalc'h ha mont pelloc'h en e studi diwar-benn loened an Alpoù.
Bloavezhioù-pad e labouras evel kadoriad ur poellgor hag a vurutelle kement dornskrid a veze kinniget d'an Ensavadur evit an embann ; amzer a zispigne evit harpañ studierien a oa dedennet gant ar stlejviloniezh ; kement a labour ne viras ket outañ a skrivañ pennadoù – nebeutoc'h eget en amzer gent avat – diwar-benn ar stlejviled pergen, ha nebeutoc'h-nebeutañ a-zivout evned.

E 1922, hag eñ 70 vloaz, e tistroas war an dachenn en Alaska, hag en Inizi ar C'homandour adarre, diwar goulenn Maodiernezh ar C'henwerzh SUA da ensellet stad an tropelladoù Otaridae da heul an Emglev kenwerzhel etrebroadel a oa bet sinet gant SUA ha Kanada d'ar 26 a viz Genver 1911. Da heul ar veaj-se, ma voe stadet digresk ar boblañs eus 30 000 loen da 2 000 en abeg da lazhadegoù, ez eas da Japan da weladenniñ Burev ar Peskerezh e Tokyo hag Arsellva bevoniel Misaki.
Pemp bloaz diwezhatoc'h, e 1927, e voe Leonhard Hess Stejneger e Budapest da geñver 10vet Kendalc'h etrebroadel al Loenoniezh ; meur a virdi a weladennas adarre en Europa, hag aspiaouiañ a reas meur a zastumas a oa bet prestet gant ar Smithsonian Institution da skiantourien europat kent ar Brezel-bed kentañ.

E 1935 e voe ar skiantour e Kendalc'h Etrebroadel an Amprevanoniezh e Madrid, ha kerkent goude e 12vet Kendalc'h Etrebroadel al Loenoniezh e Lisboa.
E dibenn an hañv 1939 e voe e veaj diwezhañ da Europa, pa 'z eas da Norvegia evit lidañ 65vet deiz-ha-bloaz e ziplomadur e Skol-veur Kristiania, a oa bet adanvet « Skol-veur Oslo » abaoe. E-kerzh ar veaj-se e voe ivez kannad ar Smithsonian e 200vet deiz-ha-bloaz Akademiezh Roueel Sveden ar Skiantoù e Stockholm, a voe berraet en abeg da darzhadenn an Eil Brezel-bed.

Enorioù

kemmañ
  Norvegia

Dindan an anv Leonhard Hess Steineger

  • Marc'heg Kentañ Renk en Urzh Roueel Norvegat Sant Olav, 13 a viz Here 1906.
  • Komandour en hevelep Urzh, 1939.
  • Ezel Peurbadus eus Midi Bergen.
  Stadoù-Unanet

Dindan an anv Leonhard Hess Stejneger

  • Ezel eus Akademiezh Vroadel ar Skiantoù, 1923.
  • Walker Grand Prize of One Thousand Dollars of the Boston Society of Natural History, 1923.
  • Ezel eus District of Columbia Chapter of the Society of Sigma Xi, 1937.

Kevredigezhioù skiantel

kemmañ

Niverus eo ar c'hevredigezhioù skiantel ma emezelas Leonhard Hess Stejneger, en o zouez :

  Alamagn
  • Deutsche Ornithologische Gesellschaft (Ezel-a-enor)
  • Ornithologische Gesellschaft in Bayern (Ezel dre lizher)
  Norvegia
  • Oslo Academy of Science (Ezel estren)

  Rouantelezh-Unanet

  • British Ornithologists' Union (Ezel-a-enor)
  • Zoological Society of London (Ezel dre lizher)
  Sina
  • Peiping Natural History Society (Ezel dre lizher)
  Stadoù-Unanet
  • Academy of Natural Sciences in Philadelphia (Ezel dre lizher)
  • American Association for the Advancement of Science (Ezel)
  • American Ornithologists' Union (Ezel emeritus)
  • American Society of Ichtyologists and Herpetologists (Kadoriad 1919, kadoriad-a-enor 1931 ad vitam aeternam)
  • American Society of Mammalogists (Ezel diazezer, ezel-a-enor diwezhatoc'h)
  • Association of American Geographers
  • Baird Ornithological Club (Kadoriad, 1925)
  • Biological Society of Washington (Kadoriad 1907-1908)
  • California Academy of Sciences (Ezel-a-enor)
  • Washington Academy of Sciences
  • Washington Biologists' Field Club (Ezel-a-enor)

Oberennoù pennañ

kemmañ
  • 1885 : Results of Ornithological Explorations in the Commander Islands and in Kamtschatka.
  • 1887 : Birds of Kauai Island, Hawaiian Archipelago / collected by Mr. Valdemar Knudsen, with description of new species.
  • 1890 : Notes on a third collection of birds made in Kauai, Hawaiian Islands.
  • 1895 : The Poisonous Snakes of North America.
  • 1896 : The Russian Fur-Seal Islands.
  • 1904 : Herpetology of Porto Rico.
  • 1907 : Herpetology of Japan and Adjacent Territories hag A new Gerrhonotine Lizard from Costa Rica.
  • 1908 : Three new species of lizards from the Philippine Islands.
  • 1911 : A new genus and species of lizard from Florida hag A new Scincid Lizard from the Philippine Islands.
  • 1913 : Results of the Yale Peruvian Expedition of 1911. Batrachians and Reptiles.
  • 1917 : A Check List of North American Amphibians and Reptiles, kensinet gant Thomas Barbour.
  • 1924 : A chapter in the history of zoological nomenclature.
  • 1925 : Fur-seal industry of the Commander Islands: 1897-1922.
  • 1927 : Identity of Hallowell's snake genera, Megalops and Aepidea.
  • 1934 : The Chinese lizards of the genus Gekko.
  • 1936 : Georg Wilhelm Steller, the pioneer of Alaskan natural history

Listenn glok skridoù Leonhard Hess Stejneger a gavor amañ (en).

Hêrezh

kemmañ

Dre m'en deus labouret Leonhard Hess Stejneger war meur a zachenn ha gant meur a skiantour meur ez eus bet anvet kalzik loened en enor dezhañ. Setu amañ al listenn anezho, gant anv o badezour etre krommelloù, a oa bet embannet e 1943[1] ; astennet eo bet dre lies dielloù ha diazoù-ditouroù.

Amprevaned

Dasypsyllus stejnegeri (Jordan, 1929)

Blotviled

Cerithiopsis stejnegeri (Dall, 1884) Volutopsius callorhinus stejnegeri (Dall, 1884)

Bronneged

Citellus stejnegeri (Allen, 1903) Lutra stejnegeri (Goldman, 1936) Mesoplodon stejnegeri (True, 1885) Phoca vitulina stejnegeri (Allen, 1902)

Coleoptera

Tachyporus stejnegeri (Blackwelder, 1936)

Divelfenneged

Ambystoma stejnegeri (Ruthven, 1912) Borborocoetes stejnegeri (Noble, 1924) Bufo stejnegeri (Schmidt, 1931) Cycloramphus stejnegeri (Noble, 1924) Hynobius stejnegeri (Dunn, 1923)

 
Saxicola stejnegeri
Evned

Akialoa stejnegeri (†) (Wilson, 1889) Chlorodrepanis stejnegeri (Wilson, 1890) Columba janthina stejnegeri (Kuroda, 1923) Dendrocopos leucotos stejnegeri (Kuroda, 1921) Hypsipetes amaurotis stejnegeri (Hartert,1907) Melanitta deglandi stejnegeri (Ridgway, 1887) Partis stejnegeri (Bangs, 1916) Saxicola stejnegeri (Parrot, 1908) Spinus xanthogastrus stejnegeri (Sharpe, 1888) Zosterops japonicus stejnegeri (Seebohm, 1891)

Medusae

Haliclystus stejnegeri (Kishinouye, 1899)

Myriapoda

Lithobius stejnegeri (Bollman, 1893)

Pesked

Scaphognathus stejnegeri (H. M. Smith, 1934) Sikukia stejnegeri (H. M. Smith, 1931) Steinegeria rubescens (Jordan & Evermann, 1887) Stelgistrum stejnegeri (Jordan & Gilbert, 1898)

 
Cyclura cornuta stejnegeri
Stlejviled

Amphisbaena stejnegeri (Ruthven, 1922) Ancistrodon halys stejnegeri (Rendahl, 1933) Anolis stejnegeri (Barbour, 1931) Cnemidophorus stejnegeri (Van Denburgh, 1894) Crotalus stejnegeri (Dunn, 1919) Cyclura cornuta stejnegeri (Barbour & Noble, 1916) Cyclura stejnegeri (Barbour & Noble, 1916) Hemidactylus stejnegeri (Ota & Hikida, 1989) Letheobia stejnegeri (Loveridge, 1934) Plica stejnegeri (Burt & Burt, 1930) Pseudemys stejnegeri (Schmidt, 1928) Pseudoxenodon stejnegeri (Barbour, 1908) Sceloporus stejnegeri (H. M. Smith, 1942) Sphaerodactylus stejnegeri (Cochran, 1931) Takydromus stejnegeri (Van Denburgh, 1912) Trachemys stejnegeri (Schmidt, 1928) Trachemys stejnegeri stejnegeri (Barbour & Carr, 1928) [Trachemys stejnegeri vicina]] (Barbour & Carr, 1940) Trimeresurus stejnegeri (Schmidt, 1925) Tropidophis stejnegeri (Grant, 1940) Typhlops stejnegeri (Loveridge, 1931) Uta stansburiana stejnegeri (Schmidt, 1921) Zamenis stejnegerianus (Cope, 1895)


Liammoù diavaez

kemmañ
Diwar-benn Leonhard Hess Stejneger
Diwar-benn loened

Notennoù

kemmañ
  1. 1,0 1,1 ha1,2 (en) Alexander Wetmore (1945) : Biographical Memoir of Leonhard Hess Stejneger (1851-1943), National Academy of Sciences of the U. S. A.
  2. (en) J. S. Kingsley (1884), The Standard Natural History, Hardpress Publishing, 2013 (ISBN 978-1-314-76799-5)
  3. (en) Lec'hienn an I. C. Z. N.

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.