Maville.com a zo ur rouedad lec'hiennoù web nes, hag a zo evit 41 gêr. Bep lec'hienn Maville a skign bemdez keleier lec'hel, ha bodañ a reont servijoù en-linenn a-bep seurt (kemennadennoù, sinema, chomlec'hioù talvoudus, deiziataer, liv an amzer, webkamoù...).

Roet 'z eus bet lañs d'ar rouedad Maville.com e miz Here 1999 gant Ouest-France Multimédia, izembregerezh arbennikaet d'an teknologiezhioù nevez eus ar gazetenn Ouest-France. D'ar mare-se e oa 16 kêr eus Breizh, Broioù al Liger ha Normandi-Izel. Brasaet eo bett tamm ha tamm ar rouedad Maville.com evit bezañ staliet war 29 c'hêr e 2005.

Da-heul ur c'hevelerezh gant Nice-Matin, e 2007, eo bet ledanaet ar rouedad d'ar rannvro Provence-Alpes-Côte d'Azur. Ha goude en deus digoret La Voix du Nord ul lec'hienn e Arras dindan an aotre-implijout Maville.com, e miz Du 2007,. Ha d'ar 16 a viz Even 2008 eo bet ledanaet c'hoazh ar rouedad gant kêr Tours.

E dibenn ar bloavezh 2009 eo lañset al lec'hienn e Bourgogne (Nevers) hag en Île-de-France (Pariz). Maville.com a ehanas an embannadennoù e Cognac hag Angoulême e kevelerezh gant ar Charente libre.

E miz Ebrel 2006 e oa bet 600 000 gweladenner disheñvel gant hollad al lec'hiennoù, hag un tamm muioc'h eget 2 300 000 gweladenn (testeniekadur XiTi).

Roll ar c'hêrioù

kemmañ

Setu roll ar c'hêrioù dezho ul lec'hienn Maville.com (Bro-C'hall ha Monako)

Liamm diavaez

kemmañ