Roll skrivagnerien Emgleo Breiz

E 1946, un nebeud a dud, an darnvuiañ anezhe mistri-skol kar-o-yezh, hag o doa kemeret perzh er "Rezistañs", pe er stourm a-enep an Alamaned, a oa bet aotreet gant an Deskadurezh Vroadel da zerc'hel ur c'hamp-hañv e Gwaien.

E 1953, ar strollad-se a grouas ar Fondation culturelle bretonne-Emgleo Breiz. E 1955 e tegemeras skrivagnerien ar bodad-se an doare-skrivañ savet gant ar chaloni Frañsez Falc'hun, kelenner e Skol-veur Roazhon d'ar poent-se, graet e voe "an doare-skrivañ skolveurieg" anezhañ.

E 1957 e voe krouet ar gelaouenn lennegel viziek, Brud’', a zeuas da vezañ Brud Nevez'’ e 1977.

Da freuz-stal ez eas Emgleo Breiz e Du 2015[1] hag e kendalc’has embann e gelaouenn ar c’hevarzhe Brud Nevez betek 2017 ha, diwar neuze, ne weler ket mui levr pe gelaouenn ebet embannet e « skolveurieg ». 

Levrlennadurezh

kemmañ
  • Favereau, Francis, Littérature et écrivains bretonnants depuis 1945, Skol Vreizh, niv. 20, 1991
  • Frañsez Favereau, Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved, 3. Al lennegezh a « spered broadel » : Al Liamm Tír na n’Óg - Hervez sepered ar « batrioted » : Brud ha Brud Nevez, Skol Vreizh, 2008.
  • Frañsez Favereau, Lennegezh ar brezhoneg en XXvet kantved, 4. Efed Mae 68 : Ugent bloavezh traoù mesket, Skol Vreizh, 2020.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ