Steyr Arms, anavezet ivez dindan e anv bet Steyr-Mannlicher, zo un embregerezh armoù-tan hiniennel aostrian krouet e 1864 gant Josef Werndl. Stag eo e istor ouzh anv Ferdinand von Mannlicher, un ijiner en deus merket industriezh an armoù e dibenn an XIXvet kantved.

Brudet eo kêr Steyr, e norzh Aostria, evit he mengleuzioù houarn, anavezet abaoe ar Grennamzer uhel da nebeutañ. A-drugarez dezhe e teuas ar vro da vezañ ul lec'h-produiñ armoù adalek ar Brezel Tregont Vloaz (1618-1648). Eno e veze produet mouskedoù ha pistolennoù evit armeoù an Impalaeriezh Santel roman german[1]. E 1821 e krogas ur gov anvet Leopold Werndl da labourat eno. Joseph Werndl, e eil bugel ganet e 1831, a voe kaset da zeskiñ ar vicher armeurer e Vienna, Praha ha Bavaria, ha goude-se e atalieroù Colt ha Remington er Stadoù-Unanet[2]. Pa varvas e dad e 1855 e tistroas Joseph da Aostria. Asambles gant e vreur e savas e 1864 ar Josef und Franz Werndl & Company e Oberletten, e-kichen Steyr[3].

Labour evit arme Aostria-Hungaria

kemmañ

E 1867 e voe choazet gant arme Aostria-Hungaria ar Werndl-Holub, ur fuzuilh un-tenn karget dre he c'hulasenn ijinet en embregerezh. Evit dont a-benn da bourvezañ ar miliadoù a armoù goulennet e tegemeras an embregerezh arc'hant a-berzh posterien, hag adanvet e voe Œsterreichische Waffenfabriksgesellschaft (ŒWG)[3]. E 1872 e implije 45.000 labourer evit produiñ 622.000 fuzuilh bep bloaz[2]. E 1885 e choazas arme ar vro ar fuzuilh nevez M1885 savet gant an ijinour Ferdinand Mannlicher, a laboure asambles gant ŒWG. Un arm-tennata e oa, dezhañ ur sistem morailh linennek. Mannlicher a zeuas da labourat en embregerezh da vat e 1887[2], hag adanvet e voe anezhañ Steyr-Mannlicher pa zeuas Mannlicher da vezañ e benn-ijinour.

E 1894 e krogas Steyr-Mannlicher da broduiñ marc'hoù-houarn ivez, ouzhpenn ar 500.000 arm savet bep bloaz[3]. Mervel a reas Ferdinand Mannlicher e 1904. Just a-raok ar Brezel-bed Kentañ e savas an embregerezh uzinoù nevez evit fonnusaat e broduerezh. Ouzhpenn an armoù-skoaz e farde ivez pistolennoù damaotomatek evel ar Steyr M1912. Asambles gant ar fuzuilh Mannlicher M1895 e voe unan eus armoù reolius soudarded Aostria-Hungaria e 1914-1918.

Eus an eil brezel d'egile (1919-1945)

kemmañ

Goude feur-emglev Saint-Germain-en-Laye (1919) e voe dismantret an impalaeriezh hag izelaet a galz an niver a armoù a c'halle bezañ produet eno. Darbet e voe da Steyr-Mannlicher ober freuz-stal, met savetaet e voe a-drugarez d'ar produerezh marc'hoù-houarn[1]. Adanvet e voe Steyr Werke AG e 1926. Adkregiñ a reas ar produiñ armoù a-nebeudoù e 1930. E 1938 e voe seziset an embregerezh gant an nazied da vare an Anschluss. Diwar-neuze e savas armoù evit ar Wehrmacht hag an nerzhioù alaman, evel ar pistolennoù-mindrailher MP34 hag MP40, ha diwezhatoc'h fuzuilhoù-arsailh Sturmgewehr 44. Goude aloubadeg Polonia e 1939 e kemeras Steyr ar galloud war uzinoù Radom, e-lec'h ma voe savet karabinennoù Karabiner 98k[4]. Bombezet e voe ar gêr hag an uzinoù e 1944 gant ar 15th Air Force stadunanat, abalamour d'ar c'hefluskerioù kirri-nij a veze produet eno ivez dreist-holl, met kenderc'hel a reas ar produiñ betek fin ar brezel. Kejañ a reas an US Army hag an Arme Ruz e kêr Steyr e 1945, hag aloubet e voe kêr gant an US Army betek 1955[2]. Paouez a reas ar produiñ armoù betek 1950[4].

Adsavidigezh adalek 1950

kemmañ

E 1950 e roas an Amerikaned an aotre da broduiñ en-dro fuzuilhoù Mannlicher-Schönauer 1903, a oa priziet gant ar chaseourien, ha kanet meuleudi dezhi gant tud evel Robert Ruark pe Ernest Hemingway[2], en doa kaset unan gantañ evit e safari kentañ e 1933[5]. Er bloavezhioù 1960 e voe ijinet gant Steyr ar fuzuilhoù-resisted SSG 69, hag a voe implijet gant an arme aostrian. E 1977 e kinnigas ar Steyr AUG, ur fuzuilh-arsailh doare bullpup a reas berzh hag a voe implijet gant meur a arme er bed[2]. Hiziv-an-deiz en deus an embregerezh lec'hioù-produiñ e Aostralia ha Malaysia[1].

Armoù produet

kemmañ

Hiziv-an-deiz e produ Steyr armoù-skoaz nemetken, war-bouez ar bistolenn damaotomatek A2MF ha redueroù-son[6].

 
Ur fuzuilh-arsailh Steyr AUG A2

Fuzuilhoù-arsailh

kemmañ

Fuzuilhoù-emgann

kemmañ
 
Ur fuzuilh Steyr-Mannlicher M1895 (stumm arme an Izelvroioù)

Fuzuilhoù ha karabinennoù

kemmañ

Mindrailherezioù

kemmañ
 
Ur bistolenn Steyr M1912

Pistolennoù

kemmañ

Bannerezed-greunadennoù

kemmañ
  • GL 40 – 40 mm

Armoù produet evit an Trede Reich (1938-1945)

kemmañ

Kodoù produiñ

kemmañ

Ar pistolennoù Steyr zo e-kichen o zoull-distrinkañ ur c'hod teirlizherennek : al lizherenn gentañ a zo evit ar miz produiñ, hag an div lizherenn all evit ar bloavezh-produiñ. Un arm merket BOY a zo bet produet da skouer e miz Ebrel 2007.

Mizioù

kemmañ
Lizherenn Miz Lizherenn Miz
E Genver G Gouere
L C'hwevrer P Eost
N Meurzh I Gwengolo
B Ebrel C Here
S Mae V Du
Z Even A Kerzu

Bloavezhioù

kemmañ
Lizherenn Sifr Lizherenn Sifr
O 0 M 5
W 1 H 6
K 2 Y 7
R 3 T 8
F 4 D 9

Daveennoù

kemmañ
  1. 1,0 1,1 ha1,2 (fr) ROB Houston, STROYAN Christine (renerezh), Armes à feu de légende, Larousse, 2019, pp. 290-291
  2. 2,0 2,1 2,2 2,3 2,4 ha2,5 (en) About Steyr war lec'hienn Steyr Arms USA (lennet d'an 23/10/2024)
  3. 3,0 3,1 ha3,2 (de) Geschichte war lec'hienn Steyr Arms (lennet d'an 23/10/2024)
  4. 4,0 ha4,1 (en) NEWLAND Samuel J., A Forgotten Giant: A Brief Look at Military Small Arms Production at Steyr, Austria, 1864–1945, e Bulletin n°94, American Society of Arms Collectors, miz Gwengolo 2006 (pellgarget d'an 23/10/2024)
  5. (en) KNUPP Jeremiah, The 1903 Mannlicher-Schoenauer Carbine, American Rifleman, 25/04/2016 (lennet d'an 23/10/2024)
  6. (en) Products war lec'hienn an embregerezh (lennet d'an 23/10/2024)
   Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan