Trefina Kerrain
Ur stourmerez politikel ha kevredigezhel eus Bro-Dreger eo Trefina Kerrain.
Buhezskrid
kemmañGanet e oa e 1987. Tremenet he deus he bugaleaj e Bro-Dreger, e Kamlez hag e Tonkedeg, ha skoliataet eo bet en ur c'hlas divyezhek e Kawan, e skolaj Diwan Plijidi, hag e lise Lannuon, a-raok mont war ar studioù bredoniezh e Skol-veur Roazhon 2. Labouret he deus evel skoazellerez-buhez hag e ti-kêr Roazhon gant an dilennadez Ana Sohier, e-karg eus ar glad hag eus ar politikerezh yezh, d'ar mare ma veze o prientiñ raktres politikerezh yezh kêr Roazhon evit ar brezhoneg.
Stourmerez evit ar yezh
kemmañBrezhonegerez a-vihanik, kroget he doa da stourm gant krouidigezh ar c'henstroll Ai'ta[1] evit broudañ impli ar brezhoneg el lec'hioù foran, e ti-gar Roazhon da skouer[2]. Deuet e oa ivez da vezañ ezelez eus Kuzul sevenadurel Breizh. E 2016 e oa bet e-barzh strollad-barn Prizioù dazont ar brezhoneg[3]. Skrivet he deus pennadoù brezhonek evit ar gelaouenn Pobl Vreizh peurgetket.
Ezelez eus Unvaniezh Demokratel Breizh
kemmañE 2013 he doa emezelet Trefina Kerrain en UDB. War ar renk e oa bet e 2015 evit an dilennadegoù departamant e anv UDB hag evit an dilennadegoù rannvro e anv Breizh Evel-Just. Etre miz Here 2014 ha miz Here 2016 e oa bet e-karg eus UDB Yaouank asambles gant Victor Gallou, hag aet e oa e-barzh burev politikel ar strollad[4]. E 2016 e oa bet addilennet er burev politikel hag he doa sammet karg ar stummadurioù hag ar preder. E 2017 e oa bet war ar renk e pastell-vro Lannuon evit an dilennadeg kannaded, e anv Breizh Evel-Just c'hoazh[5],[6].
E 2020 e oa bet dilennet kuzulierez-kêr e Lannuon, hag anvet eil-vaerez e-karg eus ar sevenadur, ar glad hag ar brezhoneg. Kuzulierez eo e Lannuon-Treger-Tolpad-Kêrioù ivez, en tu-enep. E 2022 e oa bet war ar renk un eil gwech e pastell-vro Lannuon evit an dilennadegoù kannaded, e anv UDB.
Ar stourm evit an treuzdougen e Breizh: "Le train en marche"
kemmañGant Trefina Kerrain ez eus bet aozet teir c'herzhadeg evit difenn an trenioù etre kêrioù Breizh, dindan an anv "Le train en marche" (liamm ebet gant Macron). Ar gerzhadeg kentañ a oa bet etre An Alre ha Sant-Brieg en hañv 2015[7], evit goulenn ma vefe digoret en-dro ul linenn hent-houarn da liammañ Norzh ha Su Breizh dre greiz ar vro. En hañv 2016 e oa bet aozet un eil kerzhadeg[8], etre Landerne ha Kemper, evit difenn al linenn gozh a liamm Brest ha Kemper, en arvar abalamour d'an diouer a arc'hant postet evit he derc'hel e ratre[9],[10]. E miz here 2016 e oa bet aozet an trede, entre Roazhon ha Kastell-Briant, evit difenn al linenn TER (d'ar mare-se e nac'he ar Stad C'hall hag an SNCF arc'hantaouiñ al labourioù) ha goulenn e vefe digoret en-dro ul linenn TER etre Roazhon ha Naoned dre Gastellbriant[11],[12],[13]. Etre ha goude ar c'herzhadegoù he deus kendalc'het Trefina Kerrain da zifenn al linennoù houarn evit tud ar vro ha da c'houlenn muioc'h a emrenerezh e Breizh[14],[15].
Mammennoù
kemmañ- ↑ Disentiñ! - Désobéir pour la langue bretonne, Ai'ta, Yoran Embanner, 2016.
- ↑ "Fest-noz gouez e ti-gar Roazhon", ABP, gant Trefina Kerrain evit Ai'ta.
- ↑ Listennad izili juri 2016 embannet gant France 3 Bretagne.
- ↑ "Kendalc'hioù UDB", lec'hienn UDB.
- ↑ "Dañset ez eus bet e Plistin evit an traezh-mor", lec'hienn Pobl Vreizh.
- ↑ An dud war ar renk e pastell-vro Lannuon-Pempoull evit Breizh Evel-Just, lec'hienn Breizh Evel-Just.
- ↑ Program ar gerzhadeg kentañ e lec'hienn UDB Yaouank.
- ↑ Program an eil gerzhadeg e lec'hienn UDB Yaouank
- ↑ Trefina Kerrain o tisplegañ pal an eil kerzhadeg e-kerzh an abadenn skingomzKeleier ar vro e lec'hienn Radio Breizh.
- ↑ Displegadennoù e lec'hienn UDB Yaouank.
- ↑ Maksim Touzé, ezel eus UDB Yaouank, o tisplegañ pal an trede kerzhadeg.
- ↑ "Marche de l'UDB entre Rennes et Châteaubriant", gant France 3 Bretagne, 1/2.
- ↑ "Marche de l'UDB entre Rennes e Châteaubriant", gant France 3 Bretagne, 2/2.
- ↑ "Un tabut diwar-benn an treuzdougen e Breizh", e lec'hienn Pobl Vreizh.
- ↑ "Mouezh-aotreet UDB Yaouank en abadenn Bec’h De’i war Brezhoweb", gant UDB Yaouank.