Volodymyr Iañ Kyiv
Volodymyr Iañ Svyatoslavitch "Meur"[2] (Boudnik[3] pe Boudyatitchi[4], ~958 – Kyiv, 15 a viz Gouere 1015) a voe priñs Novgorod adalek 970 betek e-tro 988 ha priñs Kyiv adalek 978 betek e dremenvan e 1015[5],[6].
Volodymyr Iañ Kyiv | |
---|---|
Володимир Святославич | |
Volodymyr war ur pezh-moneiz | |
Priñs Kyiv | |
Ren | 978 – 1015 (37 vloaz) |
En e raok | Yaropolk Iañ Kyiv |
War e lerc'h | Svyatopolk Iañ Kyiv |
Priñs Novgorod | |
Ren | 970 – ~988 |
En e raok | Svyatoslav Iañ Kyiv |
War e lerc'h | Vysheslav Iañ |
Ganedigezh | ~958 e Boudnik pe e Boudyatitchi |
Marv | 15 a viz Gouere 1015 e Kyiv |
Remziad | Рю́риковичі [Ryourikovitched][1] |
Tad | Svyatoslav Iañ Kyiv |
Mamm | Maloucha Malkovna |
Priedoù | Allogia, Rogneda of Polotsk, Adela, Malfrida, Anna Porphyrogennētē (hag all) |
Bugale | Iziaslav Polotsk, Mstislav Tchernigov, sant Boris, sant Gleb, Soudislav, Maria Dobroniega Kyiv (hag all) |
Priñs Novgorod e oa pa varvas e dad Svyatoslav Iañ Kyiv, eus lignez ar Rourikovitched, e 972. Ret e voe dezhañ kemer an tec'h a-zirak e vreur Yaropolk Iañ Kyiv, en devoa lazhet e vreur all Oleg evit na rannañ ar galloud ; goude savet ul lu avat e tistroas da Gyiv e 978 hag e lazhas Yaropolk. Unpenn nemetañ Rous Kyiv e voe Volodymyr Iañ neuze[7].
Ken abred ha 980 en devoa astennet e diriad betek ar Mor Baltel ha gwarezet e harzoù diouzh argadennoù ar Vulgared, ar Valted ha pobladoù kantreer ar Reter. Er bloaz 988 e troas d'ar relijion gristen hag e kristenaas Rous Kyiv ; goude ar bloaz 1240 e voe lakaet da sant gant an Iliz ortodoks ha par d'an ebestel[2].
Buhez
kemmañMab bastard ha yaouankañ Svyatoslav Iañ hag e servijourez ha serc'h Maloucha Malkovna e oa Volodymyr, a voe kenteliet gant Dobrynya, breur e vamm, ha gant mamm Svyatoslav, Olga Kyiv (~890-969).
E 969 e stalias Svyatoslav Iañ e gêr-benn e Pereyaslavets nes da c'henoù an Danav e korn-bro Odesa[8] ; bloaz war-lerc'h ec'h anvas Volodymyr da briñs Novgorod en ur reiñ Kyiv d'e vab reizhwir Yaropolk (952-978). Goude marv o zad e 972, brezel a darzhas e 977 etre Yaropolk hag e vreur reizhwir all Oleg, a oa bespriñs Drevlinia ; Volodymyr a dec'has, a savas un arme hag a zistroas da Gyiv.
War e hent da Gyiv en devoa kaset ur c'hannad da Briñselezh Polotsk (rann hanternozel Belarus hiziv) da c'houlenn merc'h ar priñs Rogvolod, Rogneda (~900 – ~1000), da bried. Honnezh a nac'has an eured hag a ziuzas Yaropolk[9]. Kerkent e voe arsailhet Polotsk gant Volodymyr, a skrapas Rogneda goude endevout lazhet he zud[10]. Goude-se e kemeras Smolensk[11], ha dre ma oa Polotsk ha Smolensk daou greñvlec'h pouezus war hent Kyiv e voe aesoc'h dezhañ kaout an tu-kreñv war e vreur, e lazhañ ha bezañ mestr war Rous Kyiv a-bezh adalek 978[6].
Goude-se e kendalc'has gant labour e dad, eleze astenn tiriad Rous Kyiv. Er bloaz 981 e kemeras Ruthenia Ruz ((uk) Червона Русь Chervona Rous) e Polonia, e 982 e vougas emsavadeg ar Vyatitched e korn-bro Moskov, e 983 e sujas ar Yotvinged (e Lituania hiziv), e 984 e voe tro ar Radimitched e Tchernihiv en norzh da Gyiv, hag e 985 ec'h argadas Bulgared ar Volga[12]
Dindan levezon e vamm-gozh Olga Kyiv, a oa troet da gristenez ortodoks er bloaz 948, e oa aet Oleg da gristen ivez, ha gounezet e oa bet tachenn gant ar relijion nevez e Rous Kyiv. Evel e dad avat e oa chomet Volodymyr ur pagan : niverusoc'h c'hoazh eget e briedoù niverus e oa e serc'hed, ha war e c'hourc'hemenn e veze savet delwennoù ha lec'hioù nevet gouestlet da zoueoù slavek. Emsavadeg enep ar gristenien a voe, met c'hoant gantañ da c'houzout hiroc'h a-zivout relijionoù ar bed e kasas kannaded da vroioù ar re bennañ : an islam, ar gatoligiezh, kristeniezh Bizantion hag ar yuzeviezh ; e Kergustentin e voent ar frometañ.[13]. A-c'houde ar gweladennoù-se ec'h erruas e Kyiv er bloaz 986 meur a gannad eus meur a relijion, pep unan evit klask gounit feiz ar priñs ; an holl a zisplijas dezhañ war-bouez Kristeniezh ar Reter, hogen feal e chomas da zoueoù ar Slaved[14].
E 988, goude endevout kemeret trevadenn henc'hresian Khersón e Krimea, Volodymyr Iañ Kyiv a c'houlennas digant an impalaer bizantat Vasilev II Porphyrogennetos[15] (958-1025) dorn e verc'h Anna Porphyrogennētē (963 – ~1011) ; nac'het e voe abalamour ma oa Volodymyr ur pagan, neuze e kemeras priñs Kyiv ar vadeziant e Khersón hag an anv kristen Vasilev en enor d'an impalaer ; goude ar vadeziant e voe an eured.
Pa zistroas Volodymyr da Rous Kyiv e lakaas diskar ar monumantoù pagan ha sevel meur a iliz er vro, an hini gentañ o vezañ gouestlet da Vasileus Cæsera. Er bloaz 988 e vadezas Metigai, priñs ar Betcheneged, e 989 e lakaas sevel iliz an Deog ((uk) Десятинна церква Desyatynna tserkva) e Kyiv, hag e 991 e badezas Kouchoug, ur priñs petchenek all[16].
Pelloc'h e vodas e voyared hag e lakaas e zaouzek mab e penn ar priñselezhioù a oa dindan e veli. E 991 e tiazezas keoded Bilgorod-Kyievsky ((uk) Білгород-Київський Bilhorod-Kyyivsʹkyy, en Oblast Kyiv) a-raok arsailhañ ar Groated e 992 ; war hent an distro e voe ret dezhañ stourm ouzh un armead Petcheneged, met goude trec'h kampion Kyiv war hini ar Betcheneged en un emgann penn-ouzh-penn e tistroas ar peoc'h[17]. E peoc'h mui-pe-vui e chomas gant e amezeien ivez : Poled, Magyared ha Tcheked.
Er bloaz 1014 e paouezas e vab Yaroslav Iañ Volodymyrovitch "Ar Fur" (~978-1054) da baeañ truaj d'e dad ; p'edo Volodymyr o vodañ ul lu evit e gastizañ e klañvaas hag e varvas e Kyiv d'an oad a 57 vloaz pe war-dro.
A-c'houde e andro d'ar gristeniezh e oa bet Volodymyr Iañ Kyiv ur rener a lakae kentelioù ar Bibl e pleustr : gwareziñ ar beorien, mont daveto hag o skoazellañ dre reiñ boued ha died dezho, diazezañ skolioù ha lezioù-barn a iliz[18], ha sevel iliz-veur Santez Sofia Kyiv e doare Bizantion[19].
Kerentiezh
kemmañAnavet eo mibien Volodymyr Iañ Kyiv ; diasur eur diwar-benn e briedoù (e-tro nav zo bet) hag e serc'hed ; ne ouzer hogos netra diwar-benn e verc'hed.
- Gant Olova
Ur briñsez vareg pe dchek e oa Olova, anvet Allogia hag Aourlogia ivez hervez ar mammennoù ; goude 990 e varvas.
- Gant Irina
Ul leanez c'hresian bet skrapet gant Svyatoslav Iañ ha profet d'e vab Yaropolk ; gant Volodymyr e voe goude marv he fried e 978.
- Svyatopolk Iañ Kyiv (* ~979) ; marteze ur mab da Yaropolk.
- Gant Rogneda Polotsk
- Izyaslav Polotsk (* ~979 e Kyiv), priñs Polotsk (989–1001).
- Vsevolod (~984-1013) ; marteze Wissawald, priñs svedat Volhynia er gwalarn da Gyiv e-tro ar bloaz 1000.
- Mstislav (disheñvel diouzh Mstislav Tchernigov) ; marteze ganet marv, mard eus bet anezhañ.
- Mstislav Tchernigov (* ~983), priñs Tmutarakan[21] (990–1036), priñs Tchernigov[22] (1024–1036) ; marteze ne oa ket Rogneda e vamm.
- Yaroslav "ar Fur" (ganet goude 983), priñs Rostov (988–1010), priñs Novgorod (1010–1034), priñs Kyiv (1016–1018, 1019–1054) ; marteze ur mab da Anna Porphyrogennētē.
- Predslava, a voe serc'h d'an dug Bolesław Iañ Polonia[23].
- Premislava († 1015) ; marteze pried dug László ar Moal Hungaria.
- Mstislava, ur serc'h all da Volesław Iañ Polonia adalek 1018.
Goude dibriediñ ec'h eas Rogneda d'ul leandi kristen ma voe anavet evel Anastasiya ; er bloaz 1000 e varvas, hervez ar Primary Chronicle[24].
- Gant Adela
Da Vulgarez e vez lakaet Adela, hogen diasur eo.
- Stanislav (* ~985 – 1015), priñs Smolensk (988–1015) ; marteze digant ur vaouez all.
- Boris (* ~986), priñs Rostov (~1010 – 1015) ; ar sant kentañ bet santelaet e Rous Kyiv, a-gevret gant e vreur Gleb ; marteze ur mab da Anna Porphyrogennētē.
- Gleb (* ~987), priñs Mourom (1013–1015) ; marteze ur mab da Anna Porphyrogennētē, evel e vreur Boris.
- Soudislav († 1063), priñs Pskov (1014–1036) ; marteze digant ur vaouez all, hogen e kronik ar patriark Nikon Moskov ez eo meneget evel mab da Adela ; hervezañ e voe bac'het Soudislav gant e vreur Yaroslav "ar Fur" e-pad 35 bloaz kent mont da vanac'h[25].
- Gant Malfrida
Ur briñsez eus Bohemia e oa Malfrida moarvat ; er bloaz 1000 e varvas hervez ar Primary Chronicle, a ra "Malfrid" anezhi[24].
- Gant Anna Porphyrogennētē
- Theofana, a voe pried Ostromyr, a oa posadnyk (Посадник, merour) Novgorod.
- Gant Rechlinda Otona (?)
Ur verc'h-vihan d'an impalaer Otto Iañ e oa ar vamm-se ; Rechlinda Otona e oa moarvat, met diasur eo.
- Maria Dobroniega Kyiv (* ~1012), dugez Polonia (1040–1087), dimezet e-tro ar bloaz 1040 d'an dug Kazimierz Iañ Odnowiciel (an Nevesaer).
- Bugale all
N'eur ket asur diwar-benn ar vugale-se.
En enor da Volodymyr Iañ Kyiv
kemmañ-
E Kyiv, Ukraina
-
E Belgorod, Rusia
-
E Novgorod, Rusia
-
E Novotcheboksarsk, Rusia
-
E Vladimir, Rusia
-
Bilhed 1 hryvnia (Ukraina, 2006)
Levrlennadur
kemmañ- (en) Basilevsky, Alexander. Early Ukraine – A Military and Social History to the Mid-19th Century. Jefferson, North Carolina : McFarland, 2016 (ISBN 978-0-7864-9714-0)
- (en) Borrero, Mauricio. Russia: A Reference Guide from the Renaissance to the Present. New York : Facts on File, 2004 (ISBN 978-0-8160-4454-2)
- (en) Bushkovitch, Paul. A Concise History of Russia. Cambridge, Massachussets : Cambridge University Press, 2011 (ISBN 978-0-521-54323-1)
- (en) Christian, David. A History of Russia, Central Asia and Mongolia – Volume 1: Inner Eurasia from Prehistory to the Mongol Empire. Hoboken, New Jersey : Wiley-Blackwell, 1998 (ISBN 978-0-631-20814-3)
- (en) Cross, Samuel Hazzard & Sherbowitz-Wetzor, Olgerd P.. The Russian Primary Chronicle – Laurentian Text. Cambridge, Massachussets : The Mediæval Academy of America, 1953 • En-linenn. Kavet : 07 Meu 24.
- (en) Curta, Florin. Eastern Europe in the Middle Ages (500-1300). Leiden : Brill, 2019 (ISBN 978-90-04-34257-6)
- (en) Feldbrugge, Ferdinand J. M.. A History of Russian Law: From Ancient Times to the Council Code (Ulozhenie) of Tsar Aleksei Mikhailovich of 1649. Leiden : Brill, 2017 (ISBN 978-90-04-34642-0)
- (en) Franklin, Simon & Shepard, Jonathan. The Emergence of Russia 750-1200. London : Routledge, 1996 (ISBN 978-0-582-49091-8)
- (en) Gleason, Abbott. A Companion to Russian History. Hoboken, New Jersey : Wiley-Blackwell, 2014 (ISBN 978-1-118-73000-3)
- (en) Hanak, Walter K.. The Nature and the Image of priñsly Power in Kievan Rus’, 980-1054 – A Study of Sources. Leiden : Brill, 2013 (ISBN 978-90-04-25982-9)
- (en) Kendrick, Thomas D. A History of the Vikings. Mineola, New York : Courier Dover Publications, 2004 (ISBN 978-0-486-43396-7)
- (en) Leon Diákonos & Talbot, Alice-Mary & Sullivan, Denis F.. The History of Leo the Deacon – Byzantine Military Expansion in the Tenth Century. Washington, DC : Dumbarton Oaks Research Library and Collection, 2005 (ISBN 978-0-88402-324-1)
- (en) Levin, Eve. Sex and Society in the World of the Orthodox Slavs 900–1700. Ithaca, New York : Cornell University Press, 1995 (ISBN 978-0-8014-8304-2)
- (en) Martin, Janet. Medieval Russia, 980-1584. Cambridge, Massachussets : Cambridge University Press, 2008 (ISBN 978-0-521-85916-5)
- (en) Moss, Walter G.. A History of Russia – Volume 1: To 1917. New York : Anthem Press, 2003 (ISBN 978-1-84331-023-5)
- (en) Vernadsky, George V.. The Origins of Russia Oxford : Clarendon Press, 1959
Notennoù
kemmañ- ↑ Primary Chronicle, p. 299
- ↑ 2,0 ha2,1 (en) 'Internet Encyclopedia of Ukraine'. Kavet : 07 Meu 24.
- ↑ En Oblast Pskov (Rusia) hiziv.
- ↑ En Oblast Volyn (Ukraina) hiziv.
- ↑ Feldbrugge, 2017, p. 473.
- ↑ 6,0 ha6,1 Hanak, 2013, p. 15.
- ↑ Martin, 2008, pp. 1-2.
- ↑ Curta, 2019, p. 296.
- ↑ Franklin & Shepard, 1996, p. 153.
- ↑ Levin, 1995.
- ↑ En Oblast Smolensk (Rusia) hiziv.
- ↑ Martin, 2008, pp. 5, 15 ha 20.
- ↑ (en) Bury, J. B.. Cambridge Medieval History, levrenn 4. Cambridge, Massachussets : Cambridge University Press, 1923, p. 210.. Kavet : 07 Meu 24.
- ↑ Primary Chronicle pp. 96 sqq.
- ↑ "Bet ganet er porfir", da lavaret eo en ur gambr e palez meur Kergustentin a oa kinklet gant porfir, ur greunvaen mouk evel dilhad lignez an impalaerien ; gwelit McCormick, M.. Porphyrogennetos, e Kazhdan, Alexander P., Oxford Dictionary of Byzantium, p. 1701. Oxford : Oxford University Press, 1991 (ISBN 978-0-19-504652-6)
- ↑ Curta, 2019, p. 442.
- ↑ Primary Chronicle, pp. 119-120.
- ↑ (en) Obolensky, Alexander P. & Woodbury, James E. A.. From First to Third Millennium: The Social Christianity of St. Vladimir of Kiev. In : 'CrossCurrents, levrenn 43, niv. 2, Hañv 1993. Kavet : 07 Meu 24.
- ↑ (en) 'Sophia of Kyiv'. Kavet : 09 Meu 24.
- ↑ Feldbrugge, 2017, p. 340.
- ↑ Krasnodar hiziv.
- ↑ Tchernihiv hiziv, er biz-uhel da Gyiv.
- ↑ Hervez Cronica et gesta ducum sive principum Polonorum, "Kronik hag oberoù renerien pe briñsed ar Boled", bet skrivet e latin en XIIvet kantved ; un droidigezh : (en) Gesta principum Polonorum – The Deeds of the Princes of Poles. Budapest : Central European University Press, 2003 (ISBN 978-963-9241-40-4).
- ↑ 24,0 ha24,1 Primary Chronicle, p. 124.
- ↑ Kronikoù Nikon a reer eus un dastumad kronikoù rusek bet aozet etre 1526 ha 1530 a-zivout ar bloavezhioù 859-1520 ha perc'hennet gant ar patriark Nikon (1605-1681) ; gwelit ar skrid : (ru) Никоновская летопись Kronikoù Nikon, @ президентская библиотека Prezidentskaya Biblioteka'. Kavet : 07 Meu 24.
- ↑ Rann hanternozel Stad Brandenburg hiziv.
- ↑ Bet skrivet er XVIIvet kantved, e kontont Istor Ukraina asalek an deroù betek 1598 ; un droidigezh : (en) The Hustynja Chronicle. Cambridge, Massachussets : Harvard Ukrainian Research Institute, 2014 (ISBN 978-1-932650-03-7).