Jentilez

enezeg e-tal Bro-Dreger, e norzh Breizh
(Adkaset eus Ar Jentilez)
Ar Jentilez
Ar Jentilez gwelet diwar Tregastell.
Ar Jentilez gwelet diwar Tregastell.
Anv gallek Les Sept-Îles
Geografiezh
Enezeg Ar Jentilez
Lec'hiadur Aod ar Vein Ruz, Mor Breizh
Daveennoù lec'hiañ 48° 53′ 00″ N, 3° 28′ 44″ K
Niver a inizi 5
Inizi pennañ Bonno, Enez ar Breur
Lein uhelañ 53 m (war Enez Bonno)
Geologiezh Inizi kevandirel
Melestradurezh
Bro Breizh
Bro hengounel Banniel Bro-Dreger Bro-Dreger
Departamant Aodoù-an-Arvor Aodoù-an-Arvor
Kumunioù Perroz-Gireg
Poblañs
Poblañs 0 ann.
Titouroù all
Dizoloadenn Ragistor
Gwerzhid-eur UTC+1

Ar Jentilez a zo un enezeg eus norzh Breizh, stag ent-melestradurel ouzh kumun Perroz-Gireg, e Bro-Dreger hag e Penn-ar-Bed. Anvet eo Les Sept Îles e galleg, daoust ma n'eus ket seizh enezenn diouti.

A-wezhioù e vez graet ivez gant an Enezioù[1] evit o envel.

An douarouriezh

kemmañ
 
Darn eus ar Jentilez gwelet eus aod an douar-bras. Enez ar Breur gant he zour-tan (a-gleiz), Bonno (e-kreiz), ha Melbann (a-zehoù)

Maen greunit eo an enezeg a-bezh. Greunit ruz-roz brudet korn-bro Perroz-Gireg, a vez graet mein ruz anezhañ gant tud ar vro.

Gwazhennoù dolerit a gaver en Enez ar Breur, Melbann hag er Serr.

An Enezeg

kemmañ

Ouzh hec'h ober emañ (a gornaoueg da reter):

  • Enez Plat, plat eo evel ma lavar hec'h anv (22 m en he lec'h uhelañ). Ne vez ket gwelet nemeur eus aod an douar bras. Gorread: 5.50 ha.
  • Enez ar Breur pe Jentilez hepmuiken. Gorread: 5.24 ha. 45 m en he lec'h uhelañ. An enezenn nemeti ma c'haller diskenn a-hed ar bloaz. Un tour-tan a zo, hag ur c'hreñvlec’h (dilezet e 1889).
  • Bonno, an enezenn vrasañ (gorread: 7.72 ha), uhel eo ivez (div uhelenn, unan 53 m hag unan all 48 m).
  • Melbann, serzh eo, ha tapout a ra 39 m uhelder. Gorread: 1.20 ha.
  • Riouzig anezhi an enez ma kaver ar muiañ a evned-mor o neizhiañ, 12 spesad evned-mor dishañval. Amañ emañ ivez lec'h uhelañ an enezeg (56 m). Gorread: 3.30 ha.

Pa vez izel ar vro e vez liammet enezennoù ar c’hornaoueg gant ur pladur mein goloet a vezhin.

Anvioù un toullad reier : ar Serr, ar Moudennoù, Enez ar Razhed...

An evned

kemmañ
 
Morskouleg Riouzig

An enezeg 'zo anezhi ul lec'h gwarezet evit an natur ha dreist pep tra evit an evned. Ar mirva evned kentañ eo bet e Frañs, bet savet er bloaz 1912, hag e anv ofisiel eo mirva Albert Chappelier, ha meret eo gant ar gevredigezh Ligue pour la Protection des Oiseaux (LPO) (Kevre Gwareziñ an Evned).

Da gentañ penn e oa bet savet evit gwareziñ ar poc’haniged (Fratercula arctica) — anvet kornefiched pe godizi er vro — a veze chaseet evit ar blijadur hepken gant touristed eus Pariz. Tost da 15 000 koublad a oa e fin an XIXvet kantved. Un nebeud kantadoù hepken e 1912. O niver a adsav buan da 7 000 koublad e 1950.

War-lerc’h lanv du an Torrey Canyon e tiskenn o niver da 400 koublad, ha ne ra o niver nemet digreskiñ abaoe an amzer-se, 330 koublad e 1979, 242 koublad e 1996, 160 e 2005, 145 e 2008, 150 e 2009, 173 e 2010 ha 175 e 2011.

War Melbann ha Riouzig dreist-holl eo e vezont o neizhiañ.

Kavet e vez evned ral all evel

Anavezet eo dreist-holl an enezeg evit ar berniad morskouled (Sula bassana) a vez o neizhiañ eno. Ne ra o niver nemet mont war gresk a vloaz da vloaz abaoe m’o deus tapet ar pleg da zont betek eno da ouennañ abaoe 1939. E 2008 e oa 19 206 koublad, 21 393 e 2009, 21 880 bloaz war-lerc'h, ha 22 395 e 2011 (kresk +2,5%).

Spesadoù all:

  • ar morvaout kuch (Phalacrocorax aristotelis) 329 koublad e 1996, 356 e 2005, 206 e 2008, 358 koublad e 2009, 373 e 2010, 368 bloaz war-lerc'h.
  • ar morvaout bras, 30 koublad e 2008, ha hini ebet e 2009.
  • ar gouelan gris (Larus argentatus) (3,700 koublad e 1996, 2,788 e 2003), 1 930 e 2008, 1 406 e 2009 (n'int ket bet kontet e 2010).
  • ar gouelan kein du (Larus fuscus) 850 e 1996, 638 e 2003, 820 e 2008, ha digresk adarre e 2009 gant 643 c'houblad (n'int ket bet kontet e 2010).
  • ar gouelan bras (Larus marinus) 87 koublad e 1996, 81 e 2005 hag e 2008, 82 e 2009, ha 57 e 2010;
  • ar garamell (Fulmarus glacialis) 96 e 1996, 81 e 2005, 76 e 2008, 84 e 2009, 85 e 2010;
  • an tort boutin (Puffinus puffinus) 110 e 1996, 148 e 2005, 159 e 2008, 188 e 2009, 157 e 2010;
  • ar satanig bihan (Hydrobates pelagicus) 20 e 1996, 44 e 2005, 50 e 2008, 49 e 2009, 58 e 2010;
  • ar c'haraveg pavioù du (Rissa tridactyla) 30 e 1996 ha hini ebet ken e 2005 na goude;
  • ar skravig boutin (Sterna hirundo), 5 koublad e 2005, 9 e 2008, 16 e 2009, 40 e 2010;
  • an eider-dum (Somateria mollissima), 1 c'houblad e 2008, evit ar wech kentañ abaoe 1999 ha gwall beñse an Erika; e 2009 hag e 2010 e oa eno c'hoazh;
  • an tadorn roueel (Tadorna tadorna), 3 c'houblad e 2008 ha 2009, 1 hepken e 2010;
  • ar vorbig (Hæmatopus ostralegus), 51 c'houblad e 2008, 49 e 2009, 65 e 2010.

Un evn aod a zo nevez-staliet evit neizhiañ e 2010:

Ret eo menegiñ ivez daou evn tremen ral :

  • ar varc'hvran veur (Corvus corax), 1 c'houblad e 2007, 2008, 2009, ha 2010;
  • ar falc'hun kantreat (Falco peregrinus), distro da neizhiañ e 2008 evit ar wech kentañ abaoe ar bloavezh 1950, hag eno c'hoazh e 2009 ha 2010.

Evel alies war aodoù Breizh e weler ivez ar sidan-aod (Anthus spinoletta petrosus). A-hend-all e c'haller gwelet evned douar o ouennañ, evel ar Golvan tiez (Passer domesticus), ar beufig ruz (Pyrrhula pyrrhula), al lineg ruz (Acanthis cannabina), ar bistrak-aod (Œnanthe œnanthe), hag ivez ar goukoug (Cuculus canorus).

E miz Here 2012 e oa bet gwelet ur gup gell e Riouzig[2].

Taolenn an evned o neizhañ

kemmañ
Evned (niver a goubladoù) 1976 1996 2005 2008 2009 2010 2011 2012 2013 2014 2015
Eider dum - 0 0 1 1 1 0 0 2 0 1
Erev beg hir - 8 12 13 25 36 51 42 42 31 49
God bihan - 14 23 20 21 32 31 35 32 37 44
Falc'hun kantreat - 0 0 1 1 1 1 1 2 3
Gouelan bras 58 87 81 81 82 57 74 52 52 80 85
Gouelan gris      2 500           3 700           2 788           1 930           1 406      - - - - 1 755 -
Gouelan kein du 15-20 850 638 820 643 - - - - 634 -
Herlegon bihan - 0 0 0 0 5 9 6 20 9 15
Karamell an norzh 78 96 81 76 84 85 78 78 94 80 80
Karaveg pavioù du 38 30 0 0 0 0 0 - - - -
Marc'hvran veur - - 1 1 1 1 1 0 1 1 1
Morbig-Eurazia 6-7 - - 51 49 65 50 54 68 83 78
Morskoul 4 500 - -      19 206           21 393           21 880      22 395 20 321 19 443 21 545 -
Morvaout bras - - - 30 0 - - - - - -
Morvaout kuch 90 329 356 206 358 373 368 316 372 240 270
Nouelig bras - 0 0 0 0 0 1 3 0 -
Poc'hanig 330 242 160 145 150 173 175 175 221 159 162
Satanig bihan - 20 44 50 49 58 70 77 90 60[3] 88
Skravig boutin - - 5 9 16 40 56 22 30 2 1
Skrav Dougall - - 0 0 0 0 2 0 - - -
Skrav kuchenn - - 0 0 0 0 45 0 - - -
Tadorn roueel - - - 3 3 1 1 2 5 4 3
Tort boutin - 110 148 159 188 157 175 158 142 214 275

Loened all

kemmañ

Ul lec'h gouennañ eo ivez evit ar reunig gris (Halichœrus grypus), al lec’h nemetañ e Breizh gant enezeg Molenez, war-dro 40 loen (15 vihan bennak ganet e 2009, 19 bloaz war-lerc'h, 14 e 2011, 23 e 2012, 36 e 2013 ha 2014).

An tour-tan

kemmañ

Un tour-tan bihan a zo bet savet war Enez ar Breur er bloaz 1834 hag an tan kentañ enaouet d’ar c'hentañ a viz Mae 1835. Uhelaet eo bet e 1854 abalamour ma oa kuzhet an tan eus un tu gant Bonno. Lakaet e oa bet an tour-tan da darzhañ gant ar soudarded alaman pa oant o kuitaat ar vro, d’ar 4 a viz Eost 1944.

E miz Gouhere 1952 ez a en-dro an tour-tan nevez, an hini a weler eno c'hoazh. Tredanekaet e 1957 (diwar nerzh an avel).

Uhelder e c'houloù: 20 m. Tan gwenn, tri sked 15 eilenn. Hed-gouloù: 24 mil-mor.

Ar Jentilez hag awen an arzourien

kemmañ
  • An erc'h war an enezeg, ur varzhoneg gant Maodez Glanndour.
  • Ar Jentilez, gant ar strollad Tregeriz, ur bladenn 33T awenet penn-da-benn gant an enezeg (1972).

Gevelliñ

kemmañ

Gevellet eo ar mirva gant:

Bro Kêr Abaoe
  Balearez (Broioù Katalan) Enez Sa Dragonera

A bep seurt

kemmañ

Levrlennadur brezhonek

kemmañ
  • Ar Jentilez, gwarezlec'h an evned, gant Jakez Konan, e-barzh Gwalarn, niverenn 138-139 (1941).
  • Diwar-benn an anv "Jentilez", gwelet Hor Yezh niv. 276, Kerzu 2013, ha niv. 277, Meurzh 2014.

Liammoù diavaez

kemmañ

 
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù

kemmañ
  1. "Enezioù ar Jentilez" hervez KerOfis (Ofis Publik ar Brezhoneg)
  2. Lec'hienn an LPO
  3. (da vihanañ)
  Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.