Ar mor el lennegezh vrezhonek

Gronnet eo Breizh gant ar mor, hag evel m'eo un dodenn vras e lennegezh ar bed en e gaver el lennegezh vrezhonek evel-just. An oberennoù brezhonek a zo ar gaoz warno a zo aparchant d'al lennegezh vor hag ur plas bras eo roet d'ar mor enno.

Nebeud a skridoù brezhonek war ar mor kemmañ

Ne gaver ket kalz a oberennoù savet a-hir amzer e brezhoneg (romantoù, danevelloù, barzhonegoù hir… ). Embannet e voe ar c'hentañ romant mor brezhonek e 1959 (Jarl Priel, An teirgwern Pembroke) ha n'eus bet kalz a heulidi. Un nebeud merdeerien o deus kontet traoù ar mor bevet ganto nemetken. Ha n'eus ket kalz a levrioù evit ar yaouankiz nemeur. Pa weler al levrioù mor embannet e merzer un troc'h bras pa ne veze kazi levrioù mor brezhonek ebet evit ar yaouankiz a-raok 2000. Savet eo bet roll an oberennoù lennegezh vor en ur ouzhpennañ ar pezh a c'hell c'hoarvezout war an aodoù e-touez an annezidi o chom war an arvor ha levrioù o tennañ d'an aodoù pe d'ar bigi.
O sellout ouzh an hanterkantad a oberennoù brezhonek renablet ne gaver ket un niver bras a deskrivadurioù p'emañ an daneveller, ijinet pe get, o verdeiñ warnañ evel e c'hellfer gortoz, hag ar Vrezhoned e-touez ar pobloù eus ar re voazet gant mont war vor a c'heller krediñ ez int.

Ar romant mor brezhonek kemmañ

Ur romant mor a zo ur romant m'emañ darnvuiañ an traoù o c'hoarvezout war vor hag o tiskouezañ tud embarket war bigi bras pe vihan. N'eus ket kalz anezho e brezhoneg ha nebeut-tre pa ne seller ket ouzh an treizhoù berr evit mont da Vreizh-veur ha da Iwerzhon. Gant Jarl Priel eo bet savet ar romant mor brezhonek kentañ[1] hag embannet e 1959 ha ne vo kavet unan all a-raok hini savet gant Herve ar Beg, Amiraled Kab Horn, e 2024. Romant berre-tre Jakez-Erwan Mouton, Ar c'hraken (2009) ne c'hell ket bezañ lakaet war ar memes linenn, pa zo moliac'h ennañ.

Oberennoù brezhonek savet e brezhoneg war-eeun kemmañ

1925
1935

Bloavezhioù 1940 kemmañ

1943

Bloavezhioù 1950 kemmañ

1954
1957
1959
  • Per-Jakez Heliaz, Mojennoù ar mor. 2, skeudennou Breiz Jos Le Doaré, Emgleo Breiz-Brud Nevez.
  • Jarl Priel : An teirgwern Pembroke, Al Liamm. Romant. Merdeadurezh a genwerzh kozh.

Bloavezhioù 1960 kemmañ

1961
1963
  • Fañch al Lae, Bilzig, Emgleo Breiz-Brud-Nevez, 264 p. Romant. Buhez annezidi aod e Breizh.

Bloavezhioù 1980 kemmañ

1981
  • Yves Miossec, Dreist ar mor braz (Eil moulladur), Emgleo Breiz-Brud nevez", 158 p.
1982
  • Kristian Brisson, Ar Reder-mor, Emgleo Breiz-Brud Nevez (ha Bleun-Brug), 85 p. Danevell.
1984
1988

. Mikael Madeg, Marsel Divanac'h, C'hwec'h kontadenn eus arvor Bro vigouden, Dastum, 54 p. + 1 gased. Kontadennoù.

  • Yann Morvan : Va merdeadenn e Bro-Sina, Emgleo Breiz-Brud Nevez, 1988. (ISBN 2867750628). Danevell-beaj. Morlu gall.

Bloavezhioù 2000 kemmañ

2002
  • Jarl Priel, An teirgwern Pembroke, An Here-Al Liamm, 253 p. Romant. Merdeadurezh a genwerzh kozh. (ISBN 2868432581).
2003
2006
  • Hervé Peaudecerf, Peñseoù ha peñseidi : ur peñse, un istor da gontañ : dit-te da gas an enklask da benn, tresadennoù gant Jean-François Guével, H. Peaudecerf, 56 p. (ISBN 9782952756914). Levr yaouankiz.
2007
2009

Bloavezhioù 2010 kemmañ

2015
  • Goulc'han Kervella, N'eus ket a garantez eürus, Skol Vreizh, 144 p. (ISBN 9782367580883). Romant. Buhez ar vezhinerien.

Bloavezhioù 2020 kemmañ

2020
2021
  • Goulc'han Kervella, Morlaeron Karaiba, Keit vimp bev, 49 p. (ISBN 9782868243577). Levr yaouankiz.
2024
  • Herve ar Beg : Amiraled Kab Horn, Al Liamm. Romant. Merdeadurezh a genwerzh kozh.

Oberennoù troet diwar ur yezh all kemmañ

Bloavezhioù 1920 kemmañ

1926
1928
1929

Bloavezhioù 1980 kemmañ

1984
1989

Bloavezhioù 1990 kemmañ

1990
1994

Bloavezhioù 2000 kemmañ

2000
  • Dan Lailler, Lestr Jakez Karter, skeudennet gant François Vincent, An Here, 32 p. (ISBN 2868430082). Titl orin : Le bateau de Jacques Cartier. Levr yaouankiz.
2001
  • Ar meurvorioù, troet diwar ar c'hastilhaneg gant Alan Martel, An Here, 31 p. (ISBN 2868432204). Titl orin : Los oceanos. Levr yaouankiz.
2005
  • Beaj sant Brendan. Navigatio sancti Brendani Abbatis, troet diwar oberennoù kozh e meur a yezh gant Paskal Tabuteau, Emgleo Breiz. Merdeadurezh vojennel.
2006
2007
  • Jón Kalmas Stefansson : Baradoz hag Ifern, An Alarc'h (ISBN 9782916835785). Troet diwar an islandeg. Titl orin : Himnaríki og helvíti. Romant. Buhez ar besketaerien islandat.

Bloavezhioù 2010 kemmañ

2015
  • Valérie Muszynski, Morlaeron ! pinvidik-mor, tresadennoù gant Julien Bringer Deik, troet e brezhoneg gant Gwenael Dage, Beluga, 48 p. Patrom:ISBN 978-2-37133-059-7. Titl orin : Piiirates ! Evit bugale vihan.
2016
2017
2018
  • Katell Daniel, Poupette à la mer = Poupig war vord ar mor, troet e brezhoneg gant Nolwenn Riou, Marzhan, L'Avion de papier, 24 p. (ISBN 9782490370023). Galleg ha brezhoneg. Evit bugale bihan.

Bloavezhioù 2020 kemmañ

2020
  • Gwennaëlle, Gwerz ar mor = Gwerz de la mer, Paris : Gwennaëlle, 72 p. Brezhoneg ha galleg.
2021
  • Joe Todd-Stanton : Sekred ar Roc'h Zu, skeudennet gant Joe Todd-Stanton ha troet diwar ar saozneg gant Tifenn Merien, ti-embann Timilenn (ISBN 9782957002733). Titl orin : The Secret of Black Rock. Levr evit ar vugale.
  • Béatrice Riou, Julien Thomas, Monet er Gerveur : tal-ouzh-tal gant ar mor bras, troet e brezhoneg gant Paolig Combot , Skol Vreizh, 45 p. T(ISBN 9782367581316)itl orin : Monet à Belle-Ïle-en-Mer. Levr evit ar vugale.

Notennoù ha daveennoù kemmañ

  1. Lakaet en doa da embann an doare galleg, Le trois-mats Pembroke, e 1931 e Pariz.
  2. En-linenn. Kavet : 18 Ebr 24.