Urzh ar vreudeur prezegerien
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
An dominikaned pe Urzh ar vreudeur prezegerien[1] a zo un urzh relijiel bet krouet e 1216 gant Domingo de Guzmán (bet ganet war-dro 1170 e Caleruega, rannvro Burgos hag aet da Anaon e Bologna e 1221).
Rann eus | Dominican Family |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1216, 1215 |
Anv berr | O.P. |
Den heverk | Girolamo Savonarola, Michelangelo Buonarroti |
Relijion | Iliz katolik roman |
Diazezer | Domingo de Guzmán |
Den e penn an aozadur | Master of the Order of Preachers |
Testenn ar ger-stur | Laudare, benedicere, praedicare. |
Stad | Italia |
Isaozadur | Nuns of the Order of Preachers |
Sez sokial | Basilica of Saint Sabina |
Danvez pennañ | lifestance organisation |
Lec'hienn ofisiel | http://op.org/, https://www.osservatoredomenicano.it/, https://www.dominicos.org/ |
Ardamezioù | coat of arms of the Dominican Order (I) |
Istor | Q5396936 |
Dominikan eo an anv a vez roet d'un ezel eus Urzh ar vreudeur prezegerien. Da-heul anv un ezel eus an urzh e kaver peurliesañ al lizherennoù o.p. evit "ordinis praedicatorum" e latin, da lavarout eo "eus urzh ar brezegerien". An dominikaned a reer peurvuiañ eus an urzh-se. Leanezed a zo ivez en urzh, anvet e vezont Dominikanezed peurliesañ.
Istor berr
kemmañKaset e oa bet Domingo de Guzmán gant ar pab Inosant III da brezeg en Okitania adalek 1205 evit lakaat ar Gatared da zistreiñ war-du ar Gatolikiezh. Brud ha doujañs en doa gounezet abalamour d'e zoare da vevañ.
E 1206 e krouas un ti leanezed e Prouille e-kichen Fanjeaux (en departamant an Aude bremañ).
E 1214 e voe roet dezhañ un ti evit bodañ ar re a yae da brezeg gantañ. Dedennet e voe Foulques, eskob Tolosa, a yeas gantañ da Roma evit goulenn digant ar pab Inosant III asantiñ da grouidigezh un urzh nevez. Chom a reas ar pab en entremar, met asantet e voe gant Honorius III e 1216.
Heuilhañ a reas an urzh reolenn Sant Eosten betek ma kemeras e 1220 e reolennoù dezhañ : un urzh kester, o lakaat ar pouez war stummadur e izili (teologiezh, gwir...), ar galv da brezeg hag ur speredelezh arvestel, gant un aozadur demokratel.
Gouestlet eo bet an dominikaned d'ar stourm ouzh an Disivoud protestant. Fiziet e voe an Inkizision enno e 1233. Kreskiñ a reas an urzh. Ul levezon bras en deus bet en Europa a-bezh evel kuzulierien ar pennoù-bras er Grennamzer hag e-kerzh an Azginivelezh. O levezon deologel a zo bet bras ivez. Staliet e oant er c'hêrioù dreist-holl. O galv da vont davet an dud a lakae anezho da gejañ gant skourroù preder un tamm war vevenn ar gristeniezh pe en diavaez zoken. Kudennoù diabarzh a savas diwar-benn ar reolennoù pa ne chomas ket an urzh unan kester hep tizhout an disrann.
Koll a rejont levezon adalek an XVIvet kantved. Pellaet e oant diouzh prederiadennoù ar mare ha kemeret eo bet o flas gant ar Jezuisted en ur stumm.
Skarzhet in bet eus Frañs e 1792 hag eus un toullad broioù bet aloubet gant Frañs goude.
En XIXvet kantved e teuas an nevesadur dre taliadur an urzh e Stadoù-Unanet Amerika e 1804. Distro da Frañs e 1843 a-drugarez da Henri-Dominique Lacordaire. Berzh a reas Skol Biblek Jeruzalem krouet er ger-se e 1890. Anv an École pratique d'études bibliques roet gant Marie-Joseph Lagrange a intente pouezañ war he zuadur skiantel ha reiñ ul lusk nevez d'an devarnerezh katolik.
E penn kentañ an XXvet int bet skarzhet eus Frañs e 1904 diwar lezenn Émile Combes war ar c'hongregadurioù (unan hepken a veze aotreet e pep departamant), met aotreet e voent da vont en-dro er bloavezhioù 1920.
Kalz dominikaned o deus tapet brud ha levezzon en XXvet kantved : Yves Marie Joseph Congar a gemeras ur pezh bras e Sened meur Vatikan II ; Marie-Dominique Chenu, bet kuzulier luskad ar veleien vicherour ; Louis-Joseph Lebret gant Économie et humanisme hag an digorradur d'an trede bed ; Timothy Radcliffe gant e skridoù teologel digor ha leun a fent.
O vezañ ma fell da izili an urzh bezañ tost ouzh prederiadennoù an dud e vez kemmoù ha daeloù bepred.
Hervez levr-bloaz ar Vatikan embannet e 2010 e oa 5923 dominikan e 2008, 4466 anezho beleget.
Aozet eo an urzh e "Proviñsoù" (un 39 bennak er bed gant 602 gouent) gant ur priol dilennet e penn pep hini. Dilennet e vez Mestr an Urzh gant ur Chabistr meur.
Roll mistri an urzh abaoe ar penn kentañ a gaver er pennad "Mestr Urzh an Dominikaned" Bez 'z eus domikinanezed, ha kloastret e vezont, hag un trede urzh evit merc'hed a gelenn gant ur reolenn, hag un urzh evit laiked, paotred ha merc'hed o vevañ "er bed".
Dominikaned ha dominikanezed brudet
kemmañ- Jordan von Sachsen (war-dro 1190-1237), lakaet war roll ar wenvidien e 1825 , bet mestr an urzh etre 1222 ha 1237.
- Diana degli Andalò (1201-1236), lakaet war roll ar wenvidien e 1888 pe 1891 asambles gant Cecilia Caesarini (war-dro 1203-1290) hag Amata, div domininakanez ivez.
- Sant Raymond de Peñafort (1175 pe 1180-1275)
- Réginald d'Orléans (1175 pe 1183-1220), lakaet war roll ar wenvidien e 1875 gant ar Pab Pi IX.
- Giovanni da Vercelli (war-dro 1205-1283), c'hwec'hvet Mestr Urzh an Dominikaned (1264-1283), lakaet war roll ar wenvidien e 1903.
- Sant Tomaz Akwino (1228-1274)
- Johannes Eckhart (pe Ekart) (war-dro 1260-1327 ?), anvet "Mestr Eckhart"
- Heinrich Seuse, gwenvidig (war-dro 1295-1366)
- Johannes Tauler (war-dro 1300-1361)
- Sant Visant Ferrer (1350-1419), lakaet war roll ar sent gant ar Pab Kallistus III d'an 3 a viz Mezheven 1455.
- Santez Katarina a Siena (1380-1347), lakaet war roll ar sent e 1461 gant ar Pab Pi II ha graet Doktor an Iliz gant ar Pab Paol VI d'ar 4 a viz Here [[1983}}.
- Sant Antonino da Firenze (1389-1459), lakaet war roll ar sent gant ar Pab Adrian VI d'an 31 a viz Mae 1523.
- Guido di Pietro (war-dro 1400-1455), en urzh Fra Giovanni da Fiesole, lesanvet Il Beato pe Fra Angelico ; lakaet war roll ar wenvidien e 1983
- Girolamo Savonarola (1452-1498)
- Tomás de Torquemada (1420-1498)
- Johannes Diez, anvet "Tetzel" (war-dro 1465-1519)
- Bartolomé de las Casas (1484-1566)
- Tomasso de Vio, anvet "Cajetan" (1489-1534)
- Giordano Bruno (1548-1600), bet ezel eus an urzh etre 1565 ha 1576. Kondaonet evel disivouder ha devet ez-vev e 1600.
- Tomasso Campanella (1588-1639)
- Agnès de Jésus (1602-1634) ; bet lakaet war roll ar wenvidien gant ar Pab Yann-Baol II d'an 20 a viz Du 1994.
- Henri-Dominique Lacordaire (1802-1861)
- Sant Joseph-Marie Díaz Sanjurjo ( † 20 a viz Gouere 1857 ; merzher)
- Sant Joseph-Melchior García Sanpedro Suarez (1821-1858) ; merzher bet lakaet war roll ar sent gant ar Pab Yann-Baol II d'an 19 a viz Mezheven 1988.
- Sant Valentin de Berrio-Ochoa y Aristi ( † 1 a viz Du 1861 ; merzher)
- Hyacinthe-Marie Cormier (1832-1916; bet Mestr Urzh an Dominikaned etre 1904 ha 1916 ; bet lakaet war roll ar wenvidien gant ar Pab Yann-Baol II d'an 20 a viz Du 1994.
- Marie-Joseph Lagrange (Albert war marilh ar boblañs) (1855-1938), krouer Skol Biblek Jeruzalem
- Buenaventura García de Paredes (1866-1936) ; bet Mestr Urzh an Dominikaned etre 1926 ha 1929 ; bet lakaet war roll ar wenvidien gant ar Pab Benead VI d'an 28 a viz Here 2007.
- Réginald Marie Garrigou-Lagrange (1877-1964)
- Marie-Vincent Bernadot (1883-1941)
- Marie-Dominique Chenu (1895-1990)
- Louis-Joseph Lebret (1897-1966)
- Yves Marie Joseph Congar (1904-1995)
- Jean Cardonnel (1921-2009)
- Vincent Cosmao (1923-2006)
- Inosant V
- Benead XI, Niccolò Boccasini (1240-1304), bet Mestr Urzh an Dominikaned etre 1296 ha 1298, Pab e 1303-1304, lakaet war roll ar wenvidien gant ar Pab Klemañs XII e 1763.
- Nikolaz V
- Pi V, Antonio Michele Ghistieri (1504-1572), bet lakaet war roll ar sent d'an 22 a viz Mae 1712 gant ar Pab Klemañs XI.
- Benead XIII
Liammoù diavaez
kemmañNotennoù
kemmañ- ↑ Martial Ménard, Dictionnaire français-breton, 2012, p.1068b; Buhez ar Sent, 1912.