Persefone
Persefone a oa un doueez en Henc'hres. Merc'h e oa da Zeus ha Demeter. Dimezet e oa da Hades ha gantañ e rene en Ifernioù.
War vezioù Sikilia edo o vevañ. He far a oa e sevenadur Roma, an doueez Proserpina hec'h anv.
Gouez da oberourien zo avat ne vije ket merc'h da Zemeter, met hini ar Styks, pa'z eo bet a-viskoazh rouanez an ifernioù.
Gouez da dud all eo mamm Zagreüs, engehentet gant Zeus, ha troet e naer.
Ne gemer ket perzh er mojennoù nemeur, e-skoaz doueed zo, nemet en hini Adonis ha hini Peirithoos.
Hec'h anv
kemmañE gregach e oa Περσεφόνη / Persephónê hec'h anv. Gant Homeros e oa Περσεφόνεια / Persephóneia.
Kore « ar plac'h yaouank », pe « ar plac'h », a veze graet anezhi ivez, e-skoaz Demeter, « ar vamm » (ἡ Μητὴρ / hê mêtềr).
Skrapadenn Persefone
kemmañUr plac'h a verc'h, ur plac'h yaouank brav-kenañ, e oa Kore, ken e voe skrapet gant hec'h eontr Haides, goude bet asant Zeus. Sede penaos e c'hoarvezas.
E kuzh e oa desavet, gant he mamm Demeter, e Sikilia, an enezenn a blije dezhi ar muiañ, e-lec'h ma oa e surentez.
Un deiz ma oa Persefone o kutuilh bleuñv gant nimfenned, e kompezenn Enna, war lez lenn Pergusa, e tostaas ouzh ul loa-zour, ha setu ma tigoras an douar dindan he zreid ha ma tianadas gant ur c'harmadenn skrijus.
En Ifernioù en em gavas neuze, e domani hec'h eontr Haides, a daolas evezh outi hag a c'hoantaas ober e rouanez anezhi ; he skrapañ a reas neuze. Ken kreñv e c'harmas Persefone ma voe klevet gant he mamm, a zeredas war al lec'h, hogen re ziwezhat.
Pa ne oa bet gwelet netra gant den setu ma voe graet ganti he soñj da vont war-lerc'h he merc'h nemeti e-pad nav deiz ha nav noz kent disklêriañ : « Naoneget e vo an douar keit ha ma ne gavin ket ma merc'h ! » Neuze e klaskas Demeter he merc'h e pep lec'h hag e paouezas da gas e gefridioù doueez da benn, ar pezh a zegasas un naonegezh spontus.
Helios, doue an Heol, a ziskulias neuze da Zemeter e oa Haides an hini en devoa skrapet he merc'h. Monet a reas an doueez betek dor an Ifernioù d'he c'herc'hat, met nac'hañ daskor Persefone a eure Haides. Kaset e voe an tabut betek Zeus, a glaskas neuze un emglev etre Haides ha Demeter kent na vefe rivinet an Douar. Met ne voe ket gouest da ober e soñj, rak ne felle ket dezhañ chifañ na Demeter nag e vreur Hades.
Hag eñ ha kas Hermes davet Haides. Asantiñ a reas hemañ lezel ar plac'h da vont kuit gant ma n'he dije ket tañvaet boued ar re varv c'hoazh. Evel ma oa chomet war yun abaoe he skrapadenn e oa bet ret da Haides moustrañ war e imor ha lezel anezhi da vont kuit. Paouez a reas Demeter a ouelañ neuze.
Met evel ma oa o vont kuit da Eleusis, unan eus liorzherien Hades, anvet Askalafos, a lavaras dezhañ he doa kutuilhet ur greunaval ha debret seizh greunenn anezhañ (lod all a gont e oa bet Hermes e-unan o rediañ Persefone da zebriñ ur c'hreunenn). Ret e voe dezhi bevañ en Ifernioù hiviziken. Gourdrouz a reas Demeter paouez adarre da lakaat ar plant da greskiñ avat. Kinnig a reas Zeus e chomje he merc'h en Ifernioù e-pad c'hwec'h miz bep bloaz, war-dro he gwaz, he doa desket karout, hag ez afe davet he mamm e-doug peurrest ar bloavezh da sikour an hini gozh e-pad labourioù tenn an nevezamzer hag an hañv.
A-hed ar mizvezhioù yen eta e vez Persefone gant he gwaz en Ifernioù, ha trist he mamm, ken e vez sec'h an douar ha difrouezh.
Seblantout a ra Persefone bezañ pleget da chom rouanez an Anaon, rak hervez ar mojennoù e vez a-du gant he gwaz atav. Ne roas bugel ebet dezhañ avat ; diskouez a ra bezañ kriz ha kalet a galon.
Persefone hag Adonis
kemmañUr paotr yaouank, Adonis e anv, a oa ken koant ma oa sot Afrodite gantañ. Lazhet e voe Adonis, ha ret dezhañ diskenn d'an Ifernioù evel an holl dud varv. Eno e plijas meurbet da Bersefone. Afrodite avat ne oa ket evit gouzañv marv he muiañ-karet, dreist-holl pa wele eben gantañ en he lec'h. Ma'z eas da c'houlenn skoazell digant Zeus.
Ret e oa barn, barnet e voe : diwar neuze e rankas Adonis chom en Ifernioù e-doug un drederenn eus ar bloaz, ha mont da vevañ gant Afrodite un drederenn all. Evit ar peurrest, graio a garo.
Persefone ha Zeus
kemmañA-hervez he doa ganet Persefone ur mab a oa bet engehentet gant Zeus. Sabazios, doue an heol, a reer anezhañ a-wezhioù, Zagreüs a reer ivez. Hennezh a voe atahinet, distrujet ha dasorc'het hervez kredennoù an Orfegezh.
Azeul
kemmañUr perzh bras he doa Persfone e lidoù un toullad kêrioù, evel Eleusis, Thebai ha Megara, hag ivez e Sikilia hag en Arkadia.
Mard eo doueez an Ifernioù eo Persefone, eo arabat ankouaat eo da gentañ, pe a-orin da vihanañ, doueez an edeier evel he mamm Demeter.
Gant tud Hellaz kozh e oa liammet frouezhusted an douar ouzh ar marv. En deñvalijenn e veze miret an had e-pad an hañvezh, a-raok an here. An distro d'ar vuhez goude an douaridigezh eo a zo aroueziet gant mojenn Persefone, skrapet ha daskoret, ar pezh a c'hanas lidoù kevrinoù Eleusis. Evit ar feizidi e oa distro an doueez war an douar ur bromesa wirion e-keñver o dasorc'h-i.
Lidet eo mojenn Persefone e kevrinoù Samothrake, hag hevelebekaet eo ouzh an doueez Aksiokersa.
Mammennoù
kemmañ- Apollodoros, Bibliotheke (I, 3, 1 ; I, 5, 1-3) Apollodore (fr)
- An Argonauticon gant Valerius Flaccus pe Apollonius RodosPhilippe Remacle (fr)
- Hesiodos, Theogonia (v. 912) Philoctetes (fr) Patrom:Gr
- Homeros, Odysseia (X) Philoctetes (fr)
- Hyginus, Fablennoù (CXLVI ; CLXVII) Bibliotheca Augustana (la)
- Meulganoù homerek (Demeter, passim) Agnès Vinas (fr)
- Nonnos Panopolis, Dionisiegoù (V) Theoi (en)
- Ovidius, Fasti (IV, 417 ha goude) Bibliotheca Classica Selecta ha (V, 341-408 ; VI, 114) Bibliotheca Classica Selecta (fr)
Persefone en arzoù
kemmañArzoù-kaer
kemmañSkrapadenn Persefone, bez Aigeai, Hellaz, 340 kent J.-K. |
Skrapadenn Persefone Gian Lorenzo Bernini (1621-1622) |
Skrapadenn Proserpina, Rembrandt van Rijn, c. 1632 |
Sonerezh
kemmañ- Savet ez eus bet un drajedienn lourennek anvet Proserpine gant Jean-Baptiste Lully e 1680.
- Igor Stravinskiy en deus savet ur c'hoarigan anvet Persefone.
Pennad kar
kemmañ- Terpsiphone, ur genad evned eus ar c'herentiad Monarchidae.