Doareoù-skrivañ ar brezhoneg

Meur a zoare-skrivañ zo bet en istor ar brezhoneg skrivet.

Istor reizhskrivadur ar brezhoneg kemmañ

Henvrezhoneg kemmañ

  • Ar c'hoshañ skrid brezhoneg, en henvrezhoneg eta, a zo anavezet gant ar ouizieien eo dornskrid Leiden en Izelvroioù, hag a zo ul lodenn vihan eus ar pezh a oa moarvat un dornlevr mezegiezh. Aze, e-kichen al latin, ez eus bommoù brezhoneg eus an VIIIvet kantved.
  • Ar c'hoshañ enskrivadur henvrezhonek zo bet kavet en ul laouer en ur chapel e-kichen Lomareg e Krac'h, nepell diouzh an Alre : « irha ema in ri », hag a ve e brezhoneg a-vremañ: « amañ emañ ar roue » (E-lec'h ar ger kozh ri − rix e galianeg − e vez lavaret roue hiriv), da lavarout eo « amañ eo beziet ar roue ».

Studiet mat eo bet gant ur c'helenner eus Skol-Veur Roazhon anvet Léon Fleuriot hag en deus savet ur geriadur[1] hag ur yezhadur eus an henvrezhoneg diwar an holl dornskridoù bet lennet gantañ.

Krennvrezhoneg kemmañ

Ar C'hatolikon, pe levr hollek, eo anv ar geriadur kentañ bet savet en brezhoneg, pe en krennvrezhoneg, ar yezh evel ma oa d’ar c’houlz-se er XVvet kantved, ha hennezh ivez eo ar geriadur kentañ bet graet en galleg zoken, hag ouzhpenn-se, e vez kavet ivez troidigezh latin pep ger, rak an teir yezh a zo bet lakaet kichen-ha-kichen, ar ger brezhoneg da gentañ, al latin goude hag ar galleg da ziwezhañ. Savet eo bet ar geriadur-mañ gant Yann Lagadeg (pe Jehan Lagadeuc) eus Plougonven. Moullet e voe e Landreger er bloavezh 1499, un toullad bloavezhioù hepken goude ma voe ijinet ar moullañ.

Diwezhatoc’h, e-kerzh ar XVIIvet hag an XVIIIvet kantved ez eus bet meur a hini all o labourat war ar brezhoneg.

Re levezonet e veze o yezh gant ar galleg avat. Tapet o devoa bet moarvat an aozerien anezhe o gouiziegezh dre al latin hag ar galleg a veze implijet er studioù klasel evel ma oa kelennadurezh an holl gloareged d’ar c’houlz-se. Evelkent, pa seller ervat e-touez ar bern gerioù gallekaet ijinet gante, e kaver e-leizh a c’heriennoù brezhoneg brav ha pinvidik mat da vezañ miret e geriadurioù ar yezh a-vremañ.

Reizhañ ar skritur kemmañ

En XIXvet kantved, avat, e vo sklaeraet an traoù, didoueziet ar gerioù mat a vrezhoneg eus mesk ar pezh a oa bet dastumet a-raok. Se a voe labour ar Gonideg. Hennezh a vez graet anezhañ unan eus tadoù ar yezh. Daoust ma c’hall tud ’zo kavout rebech en e oberoù, en deus graet ul labour a oa ret ober : skrivañ brezhoneg en un doare unvan (ar soniad [k] a ranke bezañ skrivet K atav, da skouer), stummañ ha frammañ ar yezh a-benn gallout mont pelloc’h ganti hag implijañ anezhi evel n’eus forzh petore yezh all. Amable Troude, e-kreiz an XIXvet kantved, a savas ur geriadur galleg-brezhoneg troet kalz war rannyezh Leon, skrivet en doare-skrivañ kinniget gant ar Gonideg. Ennañ e kaver ivez ur c’heriaoueg klotennoù da sikour ar varzhed. Émile Ernault, kelenner skol-veur, a studias rannyezhoù Treger ha Gwened hag a savas meur a c’heriadur pinvidik-bras a zo c’hoazh gwall zedennus gant ar gerioù resis o tennañ d’an danvez-se.

XXvet kantved kemmañ

En doare-skrivañ-se e voe embannet Geriadur Frañsez Vallée hag ar gelaouenn Gwalarn, betek 1941. Roparz Hemon, penngaser Skol Walarn, a savo ur bern geriadurioù ha yezhadurioù, en o zouez ar geriadurig a vez gwerzhet c’hoazh bremañ (nevesaet e zoare-skrivañ).

  • E Gwened e veze dalc'het d'ober gant skritur ar gwenedeg, evel er gelaouenn Dihunamb.
  • E 1941 e voe savet an doare-skrivañ peurunvan, da lavarout eo emglev KLT gant tud Gwened, en o zouez Roperzh ar Mason ha Langleiz. Ar pal a oa kaout un doare-skrivañ a dalvezfe evit an holl rannyezhoù.
  • Goude an Eil brezel-bed, e 1955, e voe savet ar skolveurieg pe falc'huneg, gant tud ha ne felle ket dezho degemer ar peurunvan.

Er XXIañ kantved kemmañ

Setu pezh a weler hiriv:

  • un doare-skrivañ peurunvan implijet gant ar muiañ niver en embann hag er c'helenn (TES, Diwan )
  • ar falc'huneg implijet en-dro da Brud Nevez ha Fañch Broudig, ha nebeutoc'h e skol-veur Brest, a oa bet e greñvlec'h,
  • an etrerannyezhel gant un dornad skolaerien.
  • hiniennoù oc'h ijinañ o skriturioù dezho o-unan ...

Taolenn da ziskouez an diforc'hioù etre an doareoù-skrivañ brezhoneg kemmañ

 

Reolennoù pennañ kemmañ

Distaget Yezhoù all XVvet [C] XIXvet [TDE] Gwened [ERN] KLT [FV] Peurunvan Falc'huneg (Leon) Falc'huneg (Gwened) Etrerannyezhel
Z ha S...
[KLT]ka:z-s [Gw]kah-x [cy] cath caz kaz kah kaz kazh kaz kah kazh
[L]ry:z-s [KTGw]ry: [cy]rhudd ruz ruz ru ruz ruz ru(z) ru ruz
[KLT]'i:zel, 'i:3ël [Gw]i'ze:l, i'zi:l [cy]isel [ga]iseal isel izel izél izel izel izel izél isel
[fr]passion passion pasion pasion pasion pasion pasion passion
H ha C'H...
'bijãn bjãn 'bijën bi:n [cy]bychan bihan bichan bihan bihan bihan bihan bihan bian bihan bihan
'pehëd-t 'pEhEd-t pehEd-t [cy]pechod pechet pec'hed hed pec'hed pec'hed pehed hed pec'hed
V ha W...
[cy]awel auel avel aùél avel avel avel aùél awel
[cy]braf brao, brav braù brao brav brao braù braw

 

Reolennoù ouzhpenn evit merkañ ar rumm yezhadurel kemmañ

Ar reolennoù-mañ n'int ket evit diskouez distagadur ar gerioù, nemet evit merkañ o rumm yezhadurel.

Distaget Yezhoù all XVvet [C] XIXvet [TDE] Gwened [ERN] KLT [FV] Peurunvan Falc'huneg (Leon) Falc'huneg (Gwened) Etrerannyezhel
anv-kadarn
my:d-t [cy]mud [la]mutus [he]mudos(?) mut mud mud mud mud mud mud mud
brëzõnëg-k brëõnëg-k [cy]Brythoneg brezonec brezounek brehoneg brezoneg brezhoneg brezoneg brehoneg brezhoneg
Anv-gwan
my:d-t [cy]mud [la]mutus mut mud mut mut mut mud mud mud
brëzõnëg-k brëõnëg-k [cy]Brythoneg brezonec brezounek brezonek brezhonek brezoneg brehoneg brezhoneg
Anv-verb
[cy]arad(r)u arat arat arat arat arat arad arad arad
anv-gwan-verb
gwelet gwelet gweled gwelet, gweled
Araogenn
eget eged eget eget eged (n'eus ket e gwenedeg) eged

 

Skritur gerioù zo kemmañ

Distaget Yezhoù all XVvet [C] XIXvet [TDE] Gwened [ERN] KLT [FV] Peurunvan Falc'huneg (Leon) Falc'huneg (Gwened) Etrerannyezhel
ma:d-t (Anv) mat mat mad mad mad mad mad mad
ma:d-t (Anv-gwan) [cy]mad(±) mat mat mad mat mat mad mad mad
mad-t ??? mat mad [JG]mat mat
[cy]myned/mynd monet moñt monet mont/monet mont/monet mond moned moned

 

Berradurioù (neb tra etre [ ]...) kemmañ

Yezhoù
[cy] Kembraeg
[fr] Galleg
[hb] Henvrezhoneg
...

Parlantoù-kornad
[K] Kerne
[L] Leon
[T] Treger
[Gw] Gwened
[KT] Kerne ha Treger
...

Levrioù
[C] Catholicon
[TDE] Geriadur Troude
[ERN.V] geriadur gwenedek Émile Ernault
[FV] Geriadur François Vallée
[RH] Geriadur Roparz Hemon
[JG] Levrioù Jules Gros
[GBV] Francis Favereau: Geriadur ar Brezhoneg a-vremañ

Liammoù diavaez kemmañ

Meziantoù kemmañ

Notennoù kemmañ

  1. Dictionnaire du vieux breton, Toronto, 1985.